Bevoniezh

Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.

Charles Darwin

Un naturour, ul loenoniour hag ur geologour breizhveuriat eo bet Charles Darwin, ganet e Shwresbury (Shropshire - Bro-Saoz) d'an 12 a viz C'hwevrer 1809 ha marvet d'an 19 a viz Ebrel 1882. Brudet eo evit bezañ roet ul lañs bras da deorienn an emdroadurezh pa reas berzh e bleustrad Diwar-benn orin ar spesadoù embannet e 1859.

Charles Michel

Charles Michel (ganet e Namur d’an 21 a viz Kerzu 1975) zo ur politikour eus Belgia. Kentañ Ministr Belgia eo abaoe an 11 a viz Here 2014.

Douar (planedenn)

An Douar (anvet Terra e latin) eo an trede planedenn dostañ d’an Heol e sistem an Heol. Furmet e vije bet ar blanedenn 4.57 miliard a vloavezhioù ’zo.

Doue

Lakaet e vez gant Mab-den dindan anv "Doue" ur boud hollvedel ha peurbadel, ha fiziet ennañ perzhioù-mat ar peurvadelezh speredel (karantez, justis, gwirionez, gouiziegezh).

Kengor Europa

Organ erounit Unaniezh Europa eo Kengor Europa. Atebek eo war ar ginnig lezennoù, al lakaat divizoù e pleustr, ar c'hretaat eus feurioù-emglev an Unaniezh ha war lakaat an Unaniezh da vont en-dro bemdez.

Kuzul Europat

Arabat droukveskañ gant Kuzul Europa na Kuzul Unaniezh EuropaAr C'huzul Europat (alies e vez graet gant an droienn "Emvod-Uhel Europa"(Daveoù a vank)) eo ar c'horf politikel pennañ eus Unaniezh Europa. Ennañ e kaver pennoù stad kement stad ezel a zo, mui Prezidant Kengor Europa. Renet e vez gant ur prezidant. Daou emvod ar bloaz a vez da vihanañ.

Louzawouriezh

Skiant ar plant pe ar struzh eo al louzawouriezh pe botanik (diwar ar gregaj βοτάνη = geotenn, plantenn). Meur a iskelenn e endalc'h ar botanik hag e vezont liammet kreñv gant ar skiantoù all gouestlet da studi ar bevien.

Mezeg

Mezeg zo

Rummatadur

Ar rummatadur a zo ur reizhiad frammet hag urzhazaet lakaet e pleustr evit un hollad gouiziegezhioù pe en un dachenn arbennik pe evit ar gouiziegezh en he fezh. Implijet e vez ar rummatadurioù gant skiantourien an Natur, al levraouegourien hag ar brederourien peurvuiañ.

Spesad

Er vevoniezh e vez implijet an termen spesad evit unan eus ar rummadoù diazez a reer ganto evit sevel renkadurezh ar bevien. Termenet e vez ar spesadoù evel strolladoù ar bevien (plant ha loened) a c'hell gouennañ etrezo ha genel distaoladennoù distag ha strujus. Graet e vez al labour rummata gant daou seurt bevoniourien, al loenoniourien hag al louzawourien (ar re-se evit rummata ar plant).

Sveden

Ur stad eus hanternoz Europa eo Sveden (Sverige e svedeg), ent-hir Rouantelezh Sveden (Konungariket Sverige), e gourenez Skandinavia. Harzoù he deus gant Norvegia er c’hornôg hag en hanternoz, ha gant Finland er biz. Ar Mor Baltel eo a ra he harzoù a-hend-all, er reter hag er c’hreisteiz. Er mervent emañ strizh-mor Kattegat etre Sveden ha Danmark (met hiziv an deiz e c’heller treizhañ ar strizh-mor gant pont-tunnel Öresund a zo etre kêrioù Malmö ha Kopenhagen).

Unaniezh Europa

Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 28 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.

Uppsala

Uppsala (distaget [ɵpˈsɑːla]) zo ur gêr e-kreiz Sveden, brudet dreist-holl abalamour d’he skol-veur, an hini goshañ er vro hag e Skandinavia a-bezh. Sez arc’heskob Iliz Sveden eo ivez.

Woueg

Ur yezh sinek-tibetek eus skourr ar yezhoù sinaek eo ar woueg (吳方言 pinyin wú fāng yán; 吳語 pinyin wú yǔ lumazi wu niu(nyu)) komzet gant tro-dro da 90 milion a dud (1990) e e Sina ar reter. Ar woueg eo an eil yezh sinaek komzet ar muiañ hervez an niver a dud.

XVIIIvet kantved

Kregiñ a ra an XVIIIvet kantved d'ar 1añ Genver 1701 hag e echu d'an 31 Kerzu 1800.

Lenn en ur yezh all