Yezhoniezh

Ar yezhoniezh eo studi ar yezhoù en un doare ledan.

Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ.

Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud.

Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen:

yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh ziakronel 
gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh ziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.
yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek 
ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouiziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij an urzhiataerezh, da skouer an treiñ dre urzhiataer. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren ar gevreadurezh pe ar semantik gant un diazez matematikel resisoc'h.
yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh zizalc'h
Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.
Ferdinand de Saussure
Ferdinand de Saussure, unan eus tadoù ar yezhoniezh.

Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud

Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h :

fonetik
studi ar sonioù a vezont implijet e yezhoù ar bed ;
fonologiezh
studi mont-en-dro sonioù ur yezh ;
morfologiezh
studi an doare da sevel gerioù, da skouer implij ar rakgerioù, al lost-gerioù hag ar gerioù kevrennek ;
kevreadurezh
('sintaks') studi ar frazennadur, d.e. an doare da sevel frazennoù reizh ;
semantik
studi ster ar gerioù (semantik gerva) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer ;
pramatik 
studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù
yezhoniezh istorel 
studi al liammoù etre ar yezhoù dre zielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer ;
yezhoniezh tipologel
studi ar familhoù-yezh hervez ar perzhioù boutin kenetreze ;
stiloniezh
studi stiloù implij ar yezhoù
Fonetik

Studi ar sonioù a vez savet gant ar vouezh eo ar fonetik. Disheñvel eo diouzh ar fonologiezh neuze, rak keit ha ma vez studiet gant ar fonologiezh doare mont-en-dro ar sonennoù hervez struktur ur yezh resis, gant ar fonetik e vez studiet perzhioù ar sonennoù sonenn hag an doareoù d'o froduiñ gant ar vouezh. Fonennoù a vez graet eus ar sonennoù yezh studiet gant ar fonetik, disheñvel-mik diouzh ar fonemennoù a vez pledet ar fonologiezh gante.

Gallout a c'heller isrannañ tachennoù-studi resis ar fonetik evel-mañ :

fonetik an distagañ : (saoz. articulatory phonetics) a denn da studi an doare ma vez produet ar sonennoù gant ar genoù, an dent, an teod, h.a. ;

fonetik ar sonioù : (saoz. acoustic phonetics) a denn da studi ar gwagennoù-son a sav diwar sonennoù disheñvel ;

fonetik ar c'hleved : (saoz. auditory phonetics) a denn da studi an doare ma vez merzet ar sonennoù

Peurliesañ e vez treuskrivet sonennoù ar yezhoù hervez al lizherennoù ispisial (Lizherenneg fonetik etrebroadel) bet savet gant KCevread Etrebroadel ar Fonetik, met muic'h-mui e vez kavet istemoù all, dreistholl evit ar c'henwiad, evel an X-SAMPA.

Fonologiezh

Evit kompren mat petra a dalv ar fonologiezh eo mat he c'heñveriañ gant ar fonetik : plediñ a ra ar fonetik gant studi ar sonioù a c'heller kavout er yezhoù ('fonennoù'), ar fonologiezh, avat, a denn d'ar perzh a c'hoari ar sonioù en ur yezh resis (d.l.e. ar 'fonemoù'). Da skouer eo fonologel an diforc'h e brezhoneg etre ar vogalennoù hir hag ar vogalennoù berr, rak daou c'her disheñvel eo kannañ ha kanañ pa n'eus kenetreze nemet an diforc'h fonetikel-se keit ha ma c'heller ober an hevelep sonioù berr hag hir e galleg hep cheñch ster d'ar gerioù dre-se : n'eo ket fonologel an diforc'h fonetikel-se e galleg, neuze.

Penaos renabliñ fonemoù ur yezh

Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl ziforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lavarout eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da [[fonem|fonemoù] er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask parioù nebeutañ, da lavarout eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken.

Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skouer :

posupl eo keñveriañ :

/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh

ha

/b/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent mouezhiet

met n'eo ket posupl keñveriañ:

/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh

ha

/g/ kensonenn dre serriñ drekstaon divouezh

N'eo ket heñvel dre-ret, anat eo, fonemoù ur yezh resis ha re ur yezh all.

Alofoniezh (saoz. 'allophony')

Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An alofoniezh a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da zistagañ ur fonem hep cheñch ster ur ger. Da skouer e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a zoare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int.

Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' a gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonem en ur ger. Da skouer e vez distaget e saozneg en un doare disheñvel ar fonem /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a vann memestra.

Al liveadur (saoz. 'neutralisation')

Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skouer hervez al lec'h ma kaver ur fonem ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skouer ez eo fonemoù disheñvel /p/ ha /b/ e brezhoneg pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ nemetken – da lavarout eo e vez liveet an diforc'h etre kensonennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger.

An heñveladur (saoz. 'assimilation')

Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñveladur diouzh an tu all. Lavaret e vez eo bet "heñvelaet" ur fonem pa vez livet gant perzhioù ar fonemoù a deu war he lerc'h (heñveladur war-raok) pe en he raok (heñveladur da heul). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget mat eo /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul.

Ar fonologiezh dreistskizhel (saoz. 'suprasegmental phonology')

Studiet e vez ar c'hoarvoudoù deskrivet a-us gant ar fonologiezh elfennek (saoz. 'segmental phonology'). Gant ar fonologiezh uselfennek, avat, e vez studiet c'hoarvoudoù na dennont ket da sonennoù ar yezh o-unan evel taol-mouezh ar gerioù (saoz. stress), taol-mouezh ar frazennoù (saoz. intonation) hag an tonennoù evel ar re a gaver e yezhoù evel ar sinaeg gant ar fonologiezh.

Hor Yezh

Ur gelaouenn vrezhonek trimiziek diwar-benn ar brezhoneg, ar yezhoù keltiek hag o yezhoniezh eo Hor Yezh. Krouet eo bet e 1954 gant Arzel Even, kelenner e Skol-Veur Aberystwyth. Pa varvas an diazezer e 1971 e kemeras Per Denez ar renerezh hag hemañ en deus treuzkaset ar garg da Herve ar Bihan e 1998. E 2005 e kemer perzh er bodad-lenn kelennerien Rann ar brezhoneg Skol-Veur Roazhon 2 hag un nebeud tud ouiziek, kelennerien skol-veur war o leve en o zouez. Embann a ra Hor Yezh levrioù brezhonek ivez, met distag eo diouzh Mouladurioù Hor Yezh. Kevredet int o-daou e Kuzul ar Brezhoneg.

ISO 639-1

Rann gentañ ISO 639 eo ISO 639-1 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 136 kod divlizherennek implijet evit anavezout yezhoù brasañ (pe muiañ-implijet) ar bed, da skouer:

saozneg: en (diwar ar stumm saoznek "English")

alamaneg: de (diwar ar stumm alamanek "Deutsch")

japaneg: ja (diwar ar stumm saoznek "Japanese"; e japaneg: nihongo)Lakaet e oa bet da ofisiel listenn ar c'hodoù ISO 639-1 e 2002 daoust ha ma oa bet implijet evel brouilhed e-pad un nebeud bloavezhioù dija.

Ouzhpennet e oa bet ar c'hod diwezhañ, ht evit kreoleg Haiti, d'ar 26 a viz C'hwevrer 2003.

Dindan beli Infoterm (Kreizenn Dermenadurezh Etrebroadel) emañ kodoù ISO 639-1.

Ne vez ket ouzhpennet kodoù nevez da ISO 639-1 seul wezh ma vez oute dija e ISO 639-2. Met ma vez implijet ur c'hod e ISO 639-2 evit ober dave da veur a yezh e c'hello bezañ krouet meur a god war-lerc'h e ISO 639-1 evit anavezout ar yezhoù-se unan-hag-unan ha didalvez e teufe da vezañ neuze ar c'hod kozh ISO 639-2.

Kodoù ouzhpennet goude embannadur miz Genver 2001:

N'eus kod ispisial ebet evit ar "makroyezhoù (s.o. ISO 639-3).

ISO 639-2

Eil rann ISO 639 eo ISO 639-2 ha talvezout da god yezh unvan, ennañ 464 kod teirlizherennek ("kodoù Alpha-3") implijet evit anavezout yezhoù ar bed.

Dindan beli Levraoueg Kendalc'h ar Stadoù-Unanet eo ISO 639-2.

Kroget e oa bet da labourat war ISO 693-2 e 1989 peogwir ne oa ket klok a-walc'h ISO 639-1 e-keñver an niver a c'heller renabliñ gant ar c'hod divlizherennek-se hag embannet e oa bet ISO 693-2 evit ar wezh kentañ e 1998.

Daoust ma vez roet ur c'hod hepken da bep yezh hervez ISO 639-2, ez eus 23 yezh hag o deus daou god: ur c'hod "levraouegiñ", anvet ISO 639-2/B, hag ur c'hod "terminologel" kod, anvet ISO 639-2/T, savet diwar anv saoznek ar yezhoù-se. Kavet e vez pep hini eus an 23 yezh-se e ISO 639-1 ivez.

Bez' ez euz kodoù ouzhpenn evit ober dave da blegennoù dibar :

mis ("miscellaneous languages") : yezhoù a-bep seurt;

mul ("multiple languages") : a dalvez pa implijer meur a yezh hep rankout o resisaat unan hag unan ;

ne vez ket implijet ar c'hodoù eus qaa betek qtz ;

und ("undetermined") : implijet pa ranker menegiñ ur yezh met pa n'haller ket he anavezout ;

zxx: implijet evit resisaat n'eus "danvez yezhoniel ebet" (ouzhpennet d'ar 11 a viz Genver 2006)

ISO 639-3

Trede rann ISO 639 eo ISO 639-3. War ar stern emañ c'hoazh. Labourat e e vez warnañ evit ledanaat ISO 639-2 evit ma vefe ur c'hod unvan evit holl yezhoù ar bed.

Lakaet eo bet e pleustr dijañ ar brouilhed e 15vet embannadur Ethnologue.

Renablet e vez e ISO 639-3 an holl yezhoù bet renablet dija e ISO 639-1 hag ISO 639-2 oc'h implijout kodoù T ISO 639-2 kentoc'h evit kodoù B seul wezh ma c'heller.

Skouerioù:

D'an 30 a viz Mezheven 2005 e oa bet renablet er brouilhed 7602 yezh.

Implijet e vez teir mammenn evit ar yezhoù da vezañ renablet: diazezet e vez ar roll war ar yezhoù renablet e ISO, bet ledanaat dre ouzhpennañ ar yezhoù a-vremañ e 15vet embannadur Ethnologue 15th edition mui hen yezhoù ha hen rannyezhoù ha yezhoù savet a-ratozh tennet diwar Linguist List.

Graet e vez ISO/FDIS 639-3 eus ar brouilhed diwezhañ-holl bet votet diwar e benn e miz Eost 2006 evit ma vo lakaet e pleustr da vat a-raok fin ar bloaz.

Kensonenn

Ur sonenn eo ur gensonenn implijet e yezhoù mab-den. Disheñvel eo rummad ar c'hensonennoù diouzh hini ar vogalennoù dre ma vez strishaet pe serret penn-da-benn trakt ar vouezh en ul lec'h resis bennak pe c'hoazh e meur a lec'h war un dro.

Bez' ez eus ivez un isrummad kensonnennoù ispisial a c'hell bezañ implijet a-wechoù evel vogalennoù hag evel kensonnenoù gwechoù-all. E saozneg, da skwer, ez eo an /m/ ur gensonenn er ger 'mud' met silabennek eo dres evel ur vogalenn er ger 'prism'.

Brasoc'h eo an niver a gensonnenoù a zo da gaout e yezhoù ar bed eget an niver a vogalennoù.

En un doare eeun e vez deskrivet pep kensonnen hervez fonetik an distagañ gant tri ferzh pennañ:

Doare distagañ, d.s. dre serriñ, dre fic'hal...

Lec'h distagañ, d.s. diweuz, dent...

Mouezh, d.s. mouezhiet kv. divouezhietda skouer: [p]: kensonenn diweuz dre serriñ divouezh

$$Ouzhpenn...

An doare analañ: Doareoù disheñvel a zo da lakaat an aer da redek betek ar genoù evit distagañ sonennoù. Dre vras e vez kaset an aer gant ar skevent er-maez eus ar genoù pe ar fri (saoz. 'egressive pulmonic airstream mechanism'). Doreaoù analañ all a vez implijet evit distagañ sonennoù evel ar c'hlikoù.

An hirder : bez' e c'hell ur gensonenn bezañ distaget berr, hir pe hir-tre. Pouezus-tre eo an diforc'h-mañ e meur a yezh, d.s. an arabeg hag ar finneg.

Tud zo a gomz ivez eus nerzh an distagadur oc'h ober gant an diforc'h fortis (evit ar re divouezh) ha lenis (evit ar re vouezhiet) met n'eo ket sklaer hag-eñ eo ken gwir-all ar perzh-se.

Kerentiad

Ar c'herentiad (liester : kerentiadoù) a zo anv ur rumm bennak, diazezet war ar gerentiezh hag ar peuzheñvelded.

En un doare ledan e komzer eus kerentiad ur yezh bennak.

En un doare strizh e komzer eus kerentiad ar bevien

Klik (yezhoniezh)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen klik (saoz.: click consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn nann-skeventel produet dre serriñ ar genoù e daou lec'h distagañ war un dro en ul lakaet da vont kuit an aer er genoù dre sunañ gant an teod.

Tost pe dostoc'h eo son ur c'hlik ouzh ur gensonenn dre serriñ pe ouzh ur gensonenn dre daravat hervez al lec'hioù distagañ resis.

Kavet e vez klikoù en holl yezhoù koiek-sanek komzet e su Afrika hag ivez en un nebeut yezhoù bantouek komzet war o zro, evel da skouer ar xhosaeg hag ar zouloueg. Implijet e vezont ivez gant ar hadzaeg hag ar sandaweg komzet e Tanzania hag e dahaloeg, ur yezh kouchitek komzet e Kenya.

Er-maez eus Afrika ne vez kavet klikoù nemet en un doare kevrinnek euis al lardileg komzet en Aostralia, distaget dre kas an aer er-maez eus ar genoù kentoc'h evit davet ar gorzhailhenn evel ma c'hoarvz a-hend-all gant ar c'hlikoù er yezhoù afrikanek.

Kavet e vez sonennoù heñvel ouzh ar c'hlikoù e yezhoù all, evel da skouer ar saozneg, met ne dalvezont ket enne da fonemennoù, da skouer e gresianeg e vez implijet [ǀ] evit nac'hañ.

Setu roll ar c'hlikoù diazez gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

[ʘ]: klik diweuz

[ǀ]: klik dent

[ǂ]: klik staon pe kevig-staon

[ǃ]: klik drekevig pe tro-gin

[ǁ]: klik kevig a-gostez

Ouzhpenn an doare distagadur pennañ e c'hell bezañ ambrouget ur c'hlik gant meur a gendistagadur a eil renk war un dro, da skouer dre c'hwezhañ, dre fri, hugedet, dre fic'hal, hag all. Setu un nebeud skouerioù:

[ǃk]: Klik drekstaon dre serriñ divouezh, d.s. xhosaeg

[ǃg͡ɣ]: Klik drekstaon dre fic'hal mouezhiet, d.s. zhuǀ’hõasieg

[ǃŋ̊ʷ]: Klik drekstaon dre fri gant diweuz rontaet, d.s. dahaloeg

[ɴǃɢ]: Klik huged rakfriet mouezhiet, d.s. ǃxóõeg

[ǃk͡x’]: Klik drekstaon dre strakal, d.s. zhuǀ’hõasieg

Lec'hanvadurezh

Evit anvioù-lec'h Breizh, sellout ouzh Lec'hanvadurezh Breizh.Al lec'hanvadurezh eo ar skiant a bled gant studi al lec'hanvioù (pe an anvioù-lec'h). Ober a ra war-dro dastum an anvioù-lec'h, klask o zalvoudegezh, o gerdarzh hag o zreuzfurmadurioù pe o emdroadur a-hed ar c'hantvedoù. Gant an dudanvadurezh (studi an anvioù-tud) ez a al lec'hanvadurezh d'ober an anvadurezh (studi an anvioù divoutin), zo ul lodenn eus ar yezhoniezh.

Ledan eo domani al lec'hanvadurezh pa ya da studiañ an anvioù-lec'h annezet, kêrioù, kêriadennoù, pennkêrioù hag ouzhpenn-se an anvioù liammet gant an torosennadur, gant ar stêrioù, gant an hentoù ha gant elfennoù dibar evel anvioù tiez, da skouer.

Rannyezh

Ar rannyezh eo ar yezh a vez komzet en ul lec'h resis, disheñvel diouzh an doare ma vez komzet e lec'hioù all, dispartiet e vezont war ar c'hartennoù-yezh a-drugarez da veur a izoglos hag a denn d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel ar frazennoù.Graet e vez rannyezhouriezh eus ar c'helenn a denn d'ar rannyezhoù.

Troad (yezhoniezh)

Dre verkañ anvioù-kadarn ur frazenn gant morfemennoù stag arbennik, ar yezhoù daspegel a deu a-benn da diskwel petra eo en un doare resis pe resisoc'h perzh ha ster ar gerioù-se er frazenn.

Setu amañ da heul ul listennad enni roll an troadoù pennañ implijet gant ar yezhoù daspegel.

U (lizherenn)

An 21vet lizherenn eus al lizherenneg latin a vremañ eo U, u. El lizherenneg latin a orin ne oa ket anezhañ ha lakaet e veze al lizherenn V en e lec'h.

Yezh ofisiel

Ur yezh ganti ur statud ispisial en ur Stad, ur vro pe un dachenn resis eo ur yezh ofisiel. Aliezik a-walc'h e klot honnezh gant ar yezh a vez implijet evit sevel hag embann lezennoù ur vro bennaket, met broioù 'zo a c'hell ober ivez gant meur a yezh ofisiel pe kenofisiel ivez.

Ret eo ober an diforc'h ivez etre ur Yezh bihanniver anavezet en un doare ofisiel gant ur Stad pe ur vro bennaket hag ur yezh ofisiel-rik, rak daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur yezh e skolioù ur vro pe c'hoazh evit kemennadennoù ofisiel ne dalvez ket dre ret kement-mañ e vefe anezhi ur yezh ofisiel. Da skouer e vez anavezet al ladineg hag ar sardeg gant Italia, met n'int ket yezhoù ofisiel ar Stad-se.

An hanter eus holl vroioù pe Stadoù ar bed a zo gante ur yezh ofisiel. En o zouez emañ ar re a ra gant ur yezh ofisiel nemeti evel Albania, Frañs pe Lituania, ha koulskoude er broioù-se ez eus yezhoù lec'hel all hag a vez komzet enne. Broioù all, avat, a ra gant meur a yezh ofisiel evel Afghanistan, Belarus, Belgia, Bolivia, Kanada, Eritrea, Finland, India, Paraguay, Suafrika ha Suis.

Broioù all evel Irak, Italia, Rusia pe Spagn o deus anavezet en un doare ofisiel ur yezh ofisiel nemeti evit ar Stad en he fezh e-kichen yezhoù all hag a dalvez da yezhoù kenofisiel e takadoù resis 'zo, da skouer ar spagnoleg a zo yezh ofisiel Stad Spagn a-bezh keit ha m'emañ kenofisiel ar spagnoleg gant ar galizeg e Kumuniezh emren Galiza.

Un nebeud broioù pe Stadoù all, en o zouez Aostralia, Sveden hag ar Stadoù-Unanet n'o deus, diouzh o zu, yezh ofisiel ebet, nemet eo lodenn ar Stadoù diabarzh divizout pe yezh ofisiel a zo dezho (saozneg ha spagnoleg e Mec'hiko-Nevez, da skouer).

Bez' e ranker ivez ober an diforc'h etre yezh ofisiel meur a vro bet trevadennet gant broioù Europa en amzerioù kent, aliezik a-walc'h saozneg pe galleg hag ar yezhoù a vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno.

Diouzh an tu all, avat, a-drugarez d'ar vroadelouriezh hag ar stourm evit an iwerzhoneg e oa bet lakaet ar yezh vroadel-se da yezh ofisiel pennañ Republik Iwerzhon er mellad 8 eus he Bonreizh daoust ma vez komzet ar yezh-se gant un niver kalz bihanoc'h a dud er vro-se evit ar saozneg, anavezet evel eil yezh kenofisiel ar Republik.

Ne glot ket atav, neuze, yezh ofisiel un takad pe ur vro hag ar yezh vroadel, d.s. bez' e c'heller lâret ez eo c'hoazh ar galleg yezh ofisiel nemeti e Breizh, met ar brezhoneg an hini eo ar yezh vroadel.

Yezh varv

Lavaret e vez ec'h eo marv ur yezh pa ne ra ganti ken hini ebet evel yezh kentañ, peurliesañ pa gemer ur yezh all he flas, evel, da skouer, ar c'hopteg hag a varvas pa voe bet kemeret e blas gant an arabeg hag o vont da anaon an holl dud a rae gantañ.

Yezhoù marv a c'hell leuskel war o lerc'h yezhoù bev, evel ar yezhoù bet diorroet diwar al latin.

Gwech ha gwechall e vez kavet yezhoù marv implijet c'hoazh evel yezhoù sakr evit lidoù relijiel evel ar geuzeg (ge'ez) hag an avesteg pe c'hoazh evit ar skiantoù, da skouer al latin er c'hrennamzer.

A-wechoù e roer ur vuhez nevez en-dro d'ur yezh varv ra ma teufe da vezañ ur yezh vev en-dro evel, da skouer, an hebraeg e Stad Israel pe c'hoazh ar c'herneveureg.

Yezhadur

Er yezhoniezh e vez implijet ar ger yezhadur evit komz eus an hollad reolennoù a zispleg mont-en-dro ur yezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur pep yezh diouzh hini ar yezhoù all.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.