Xunta de Galiza

Ar Xunta de Galiza eo ar gouarnamant emren Galiza. Xunta de Galicia eo anv ofisiel e galizeg hag Junta de Galicia e spagnoleg.

Liammoù

Normalizadur (yezh)

Implijet e vez an termen normalizadur e Stad-Spagn dreist-holl evit komz eus ar strivoù evit reiñ lusk war an dachenn sokial koulz d'ar yezhoù kenofisiel estreget ar spagnoleg, da lâret eo ar galizeg (normalización (lingüística)), ar c'hatalaneg (normalizació (lingüistica)) hag an euskareg ((hizkuntz) normalizazioa), ha d'ar yezhoù lec'hel pe rannvroel nann-anavezet all, da skouer an asturianeg, an aragoneg...

Ober a ra dave d'ar fed ma klasker lakaat ar yezhoù-se da vezañ normal, da lâret eo boutin ha kempouez, war bep tachenn, hag evit terriñ gant an diglosia ma vez implijet ur yezh izel e statud sokial e degouezhioù resis 'zo keit ha ma vez implijet ur yezh all uheloc'h e statud sokial, ar spagnoleg en degouezh-mañ, war tachennoù pouezusoc'h, da skouer pa'c'h eer e darempred gant ar melestradurezh.

E Galiza da skouer e kaver 'equipos de normalización lingüística ("skipailhoù normalizadur yezhel") er skolioù eil-derez, servizos de normalización lingüística ("servijoù normalizadur yezhel") en tiez-kêr hag er skolioù-meur, hag an aozur anvet A Mesa para a Normalización Lingüística ("Burev evit Normalizadur ar Yezh").

Enebiet e vez an normalizadur diouzh un tu ouzh an normativadur (normativización) diouzh an tu all hag a denn da da batromoù (norma) ar yezh unvan.

Santiago de Compostela

Santiago de Compostela (e brezhoneg: Sant-Jakez pe Sant-Jalm e Spagn, Kompostell, Sant Jakez a Galis, Sant-Jakez-an-Durkez, Sant-Jakez an Turki, Sant-Jakez a Gompostel, Sant-Jakez-Galile), eo anv kêr-benn Galiza ; enni emañ sez ar gouarnamant, anvet Xunta de Galiza. A-hend-all eo ur gumun eus proviñs A Coruña.

93 273 a dud a oa o chom enni en 2002.

Brudet eo ar pirc'hirinerezh da Sant-Jakez an Turki. Eno e vije, hervez ar vojenn, bez an abostol sant Jakez. Er Grennamzer e oa ar brasañ lec'h pirc'hirinañ er bed kristen, war un dro gant Jeruzalem ha Roma.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.