Vogalenn etre

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn etre (saoz.: mid vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod hanter-hent etre ur vogalenn digor hag ur vogalenn serr.

N'eus e gwirionez nemet ur vogalenn etre rik ganti un arouezenn ispisial hervez al LFE, da lâret eo ar vogalenn etre kreiz pe schwa, skrivet [ə].

A-hend-all e reer un diforc'h etre ar vogalennoù etre serr, anvet vogalennoù damserr, hag ar vogalennoù etre digor, anvet vogalennoù damzigor, hervez ma vezont serroc'h pe digoroc'h:

  • vogalenn damserr a-raok nann-ront [e], d.s. bzh. ger
  • vogalenn damserr a-raok ront [ø], d.s. bzh. cheu
  • vogalenn damserr greiz nann-ront [ɘ], d.s. rus. солнце ([ˈsonʦɘ]; "heol")
  • vogalenn damserr greiz ront [ɵ], d.s. sved. dum ("sot")
  • vogalenn damserr a-dreñv nann-ront [ɤ], d.s. skos. d'oirbh ([d̪̊ɤrʲɤv]; "diaes")
  • vogalenn damserr a-dreñv nann-ront [o], d.s. al. Kohl ("kaol")
  • vogalenn etre kreiz [ə], d.s. gall. je ("me")
  • vogalenn damzigor a-raok nann-ront [ɛ], d.s. bzh. kêr
  • vogalenn damzigor a-raok ront [œ], d.s. bzh. reuz
  • vogalenn damzigor greiz nann-ront [ɜ], d.s. saoz. her ("hi")
  • vogalenn damzigor greiz ront [ɞ], d.s. iwerzh. tomhail ([tɞ̜ːlʲ]; "debr!")
  • vogalenn damzigor a-dreñv nann-ront [ʌ], d.s. iwerzh. ola ([ʌlˠə]; "eoul")
  • vogalenn damzigor a-dreñv nann-ront [ɔ], d.s. bzh. torr

Gwelit ivez:

Dagbaneg

Ur yezh nijerek-kongoek eus skourr ar yezhoù gourek eo ar dagbaneg (dagbane) komzet gant tro-dro da 800.000 den e biz Ghana war-dro Tamale.

Vogalenn

Ur vogalenn a zo ur sonenn implijet e yezhoù ar bed. Disheñvel eo rummad ar vogalennoù diouzh hini ar c'hensonennoù dre ma vez leusket an aer da redek en un doare frank kentoc'h evit strishaat pe serriñ trakt ar vouezh.

Peurliesañ e vez kavet ur vogalenn e kreiz ur silabenn keit ha ma vez kavet ar c'hensonennoù pe e penn pe e lost ur silabenn.

Perzhioù ar vogalennoù

Vogalennoù disheñvel a vez produet dre lakaat an teod e lec'hioù disheñvel e-barzh ar genoù. Rannet e vez toull ar genoù hervez tri ment pennañ.

En daolenn-mañ da heuilh e vez diskwelet penaos e renker ar vogalennoù hervez o ferzhioù distagadur pennañ. (Pa weler vogalennoù par-ha-par ez eo plaen an hini gentañ ha ront eben).

Perzhioù pennañ

Vogalennoù digor ha vogalennoù serr (Ment a-serzh)

Uhelder ur vogalenn a denn da begen tost emañ an teod da doenn ar genoù. Er vogalennoù uhel evel [i] hag [u] emañ an teod tost da doenn ar genoù hag e vogalennoù izel evel [a] emañ an teod pelloc'h diouzh toenn ar genoù.

Peurliesañ e vez graet gant seizh live uhelder:

vogalenn digor

vogalenn beuzdigor

vogalenn damzigor

vogalenn etre

vogalenn damserr

vogalenn beuzserr

vogalenn serrVogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv (Ment a-led)

Diskrivet e vez ur vogalenn ivez hervez ma vez lakaet an teod pe war du penn a-raok ar genoù evel [i] pe war-du penn a-dreñv ar genoù evel [u].

Peurliesañ e vez graet gant pemp live:

vogalenn a-raok

vogalenn tost a-raok

vogalenn greiz

vogalenn tost a-dreñv

vogalenn a-dreñvVogalennoù ront ha vogalennoù plaen

Tu zo ivez d'ober an diforc'h etre ar vogalennoù ront ha vogalennoù plaen pe nann-ront hervez stumm an diweuz.

Vogalennoù a gentañ renk ha vogalennoù a-eil renk

E meur a yezh e vez ront atav an diweuz gant an holl vogalennoù a-dreñv ha plaen an holl vogalennoù a-raok: vogalennoù a gentañ renk (saoz. 'cardinal vowels') a vez graet dioute.

Met yezhoù zo, en o zouez ar brezhoneg, a ra ivez gant vogalennoù all, d.s. vogalennoù a-raok ront evel [y]: vogalennoù a eil renk (saoz. 'secondary vowels') a vez graet dioute.

Perzhioù all

Friadur

Dre izelaat an hodegedenn e c'heller leuskel un tamm aer da dremen dre ar fri keit ha ma'z a kuit ivez dre ar genoù: vogalenn fri a vez graet eus ar re-mañ. Pa dremen an aer dre ar genoù nemetken e vez graet vogalenn genoù diouti.

An doare fonadur

Peurliesañ e vez mouzhiet an holl vogalennoù. Met gant yezhoù zo, dreistholl yezhoù genidik eus Amerika evel ar cheyenneg, e vez graet un diforc'h etre vogalennoù mouezhiet ha vogalennoù divouezh.

Bez eus ur re doareoù fonadur all evel ar vouezh fraoñv (saoz. 'creaky voice') pe ar vouezh c'harv (saoz. 'breathy voice').

Vogalenn damserr a-dreñv plaen

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damserr a-dreñv plaen, treuzskrivet [ɤ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 315. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [o].

Disheñvel eo an arouezenn-mañ diouzh homañ [ɣ] hiroc'h he lost, implijet evit treuzskrivañ ar gensonenn drekstaon dre daravat mouezhiet.

Vogalenn damserr a-dreñv ront

Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damserr a-dreñv ront, treuzskrivet [o] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 307.

A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [o] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɔ] evel e galizeg "el colle" ([ɔ]; "kemer a ra eñ") kv. "colle ti" ([o]; "kemer te") hag a-wezhoù e vez kavet koulz /ɔ/ hag /o/ evel alofonennoù an arc'hfonem |O| evel e brezhoneg "loked" (['lokɛt]: berr) kv. "logod" (['lɔ:gɔt]: hir).

Vogalenn damserr a-raok plaen

Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damserr a-raok plaen, treuzskrivet [e] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 302.

A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [e] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɛ] evel e brezhoneg hag a-wezhoù e vez kavet koulz /e/ hag /ɛ/ evel alofonennoù an arc'hfonem |E|

Vogalenn damserr a-raok ront

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damserr a-raok ront, treuzskrivet [ø] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 310. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [e].

E brezhoneg e talvez ar vogalenn talvez ar [ø] da alofonenn an arc'hfonem |Œ| e vogalennou berr, d.s. "meurded" ['mœrdet] keit ha ma kavet an alofonenn damzigor a-raok ront [œ] e pa ver hir ar vogalenn, d.s. "breur" ['brø:r].

Vogalenn damserr greiz plaen

Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn damserr greiz plaen, treuzskrivet [ɘ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 397.

Klotaat a ra gant ar vogalenn damserr greiz ront [ɵ].

Vogalenn damserr greiz ront

Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn damserr greiz ront, treuzskrivet [ɵ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 323.

Klotaat a ra gant ar vogalenn damserr greiz plaen [ɘ].

Vogalenn damzigor a-dreñv plaen

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damzigor a-dreñv plaen, treuzskrivet [ʌ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 314. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [ɔ].

Implijet e vez ez-hengounel evit treuzksrivañ ar vogalenn beuzdigor greiz [ɐ] e rannyezhoù saoznek 'zo, ha dreist-holl saonzeg unvan ar Rouantelezh Unanet, daoust ha ma vez distaget [ɐ] abaoe diwezh an Eil Brezel Bed d'an nebeutañ.

Vogalenn damzigor a-dreñv ront

Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damzigor a-dreñv ront, treuzskrivet [ɔ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 306.

A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [o] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɔ] evel e galizeg "el colle" ([ɔ]; "kemer a ra eñ") kv. "colle ti" ([o]; "kemer te") hag a-wezhoù e vez kavet koulz /ɔ/ hag /o/ evel alofonennoù an arc'hfonem |O| evel e brezhoneg "loked" (['lokɛt]: berr) kv. "logod" (['lɔ:gɔt]: hir).

Vogalenn damzigor a-raok ront

Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damzigor a-raok ront, treuzskrivet [œ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 311. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [ɛ].

Disheñvel eo an arouezenn-mañ diouzh homañ [ɶ], implijet evit treuzskrivañ ar Vogalenn digor a-raok ront.

E brezhoneg e talvez ar vogalenn talvez ar [œ] da alofonenn an arc'hfonem |Œ| e vogalennou berr, d.s. "meurded" ['mœrdet] keit ha ma kavet an alofonenn [ø] e pa ver hir ar vogalenn, d.s. "breur'" ['brø:r].

Vogalenn damzigor greiz plaen

Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn damzigor greiz plaen, treuzskrivet [ɜ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 326.

Klotaat a ra gant ar vogalenn damzigor greiz ront [ɞ].

Vogalenn damzigor greiz ront

Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn damzigor greiz ront, treuzskrivet [ɞ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 395.

Klotaat a ra gant ar vogalenn damzigor greiz plaen [ɜ].

Dre fazi e oa bet embannet gant LFE ar stumm <ʚ> ha hennezh an hini eo a vez kavet e unicode daoust ha m'eo <ɞ> ar stumm reizh.

Vogalenn digor

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn digor (saoz.: open vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod an tostañ ar gwellañ ouzh toen ar genoù. A-wechoù e vez graet vogalennoù izel (saoz. low vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war izelaat.

Kavet e vez ar vogalennoù-mañ en darn-vrasañ eus yezhoù ar bed.

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

vogalenn digor a-raok nann-ront: [a], d.s. bzhg.: paper

vogalenn digor a-raok ront [ɶ], d.s. al. Aostria Seil ("fiselenn")

vogalenn digor a-dreñv nann-ront [ɑ], d.s. saoz. father ("tad")

vogalenn digor a-dreñv ront [ɒ], d.s. saoz. bother ("strafuilh")War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn digor" eus n'eus forzh peseurt vogalenn digoroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù digor rik, vogalennoù peuzdigor ha vogalennoù damzigor.

Vogalenn digor-etre a-raok plaen

Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damzigor a-raok plaen, treuzskrivet [ɛ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 303.

A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [e] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɛ] evel e brezhoneg hag a-wezhoù e vez kavet koulz /e/ hag /ɛ/ evel alofonennoù an arc'hfonem |E|

Vogalenn greiz

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn greiz (saoz.: Central vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod e-kreiz ar genoù dre e hed, da lâret eo hanter-hent etre ar penn-raoak (an dent) hag ar penn a-dreñv (ar staon).

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

vogalenn serr kreiz nann-ront [ɨ], d.s. kemb. (norzh) Cymru ([ˈkəmrɨ] ; "Kembre")

vogalenn serr kreiz ront [ʉ], d.s. sved. ful ([fʉːl]; "divalav")

vogalenn damserr kreiz nann-ront [ɘ], d.s. rus. солнце ([ˈsonʦɘ]; "heol")

vogalenn damserr kreiz ront [ɵ], d.s. kant. 去 heoi3 ([hɵy]; "mont")

vogalenn etre kreiz ("schwa") [ə], d.s. gall. je ("me")

vogalenn damzigor kreiz nann-ront [ɜ], d.s. saoz. her ("hi")

vogalenn damzigor kreiz ront [ɞ], d.s. iwerzh. tomhail ([tɞ̜ːlʲ]; "Debr!")

vogalenn beuzdigor kreiz (nann-ront) [ɐ], d.s. port. (Brazil) cama ([kɐ̃mɐ]; "gwele")

vogalenn digor kreiz nann-ront [a] (arouezenn nann-ofisiel met implijet alies), d.s. [[|]]

Vogalenn serr

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn serr (saoz.: close vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod ar pellañ ar gwellañ diouzh toen ar genoù. A-wechoù e vez graet vogalennoù uhel (saoz. high vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war uhelaat.

Kavet e vez ar vogalennoù-mañ e meur a yezh komzet dre ar bed.

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

vogalenn serr a-raok nann-ront [i], d.s. bzh. izel

vogalenn serr a-raok ront [y], d.s. bzh. tud

vogalenn serr greiz nann-ront [ɨ], d.s. roum. înspre ("davet")

vogalenn serr greiz ront [ʉ], d.s. iwerzh. úllaí ("avaloù")

vogalenn serr a-dreñv nann-ront [ɯ], d.s. trk. ılık ("dous")

vogalenn serr a-dreñv ront [u], d.s. bzh. moukWar live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn serr" eus n'eus forzh peseurt vogalenn serroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù serr rik, vogalennoù peuzserr ha vogalennoù damserr.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.