Unaniezh Europa

Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 28 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.

Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :

  • ur c’hevread (da skouer evit ar moneiz, al labour-douar, ar c’henwerzh, politikerezhioù an endro)
  • ur c’hengevread (da skouer evit ar politikerezhioù sokial hag armerzhel, gwarez ar vevezerien, aferioù diabarzh)
  • un aozadur etrebroadel (da skouer war dachenn an aferioù diavaez)

Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 18 eus an 28 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.

Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.

Unaniezh Europa
Flag of Europe

Banniel Europa
EU28 on a globe
Sturienn In varietate concordia
Unanet el liesseurtegezh
Kanenn Europa Kanenn d'al Levenez
Devezh Europa 9 Mae [1]
Yezhoù ofisiel Yezhoù Unaniezh Europa
Savidigezh
Feur-emglev Roma 1añ a viz Genver 1958
Feur-emglev Maastricht 1añ a viz Du 1993
Feur-emglev Lisboa 1añ a viz Kerzu 2009
Melestradur
Kêrioù-penn Brusel
Luksembourg
Strasbourg
Prezidantelezh
Kuzul
Kengor
Parlamant

Donald Tusk
Jean-Claude Juncker
(07/2014 →)
Martin Schultz
Douaroniezh
Gorread 4 381 376 (UE28) km²
7vet renk[2]
Poblañs
• Hollad (2013)
Stankter

507 964 519 (UE28)
115,08 ann./km²
3e renk[2]
Moneiz Euro (€)[3]
Gwerzhidoù-eur UTC, UTC+1, UTC+2 [4]
Igorell bellgomz +3 • +4 [5]
Armerzh
PDB
(diazez PPA)
• Hollad (2004)
• PDB/annezad
Renk 1[2]
9 € 610 milmilion
21 125 €

Internet europa.eu

Doare a-vremañ

Tammoù bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadoù ezel — muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennoù zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread. Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadoù ezel "mistri ar Feurioù-emglev", ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudoù dezhi hec’h-unan eus ar Stadoù hep asant ar Stadoù-se dre feurioù-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadoù; dreist-holl e tachennoù ken bras an interestoù broadel warno evel an aferioù diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezañ un aozadur sui generis, dle. un aozadur drezañ e-unan.

D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennoù gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa. Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'emañ da vezañ gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Frañsizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht. Ar wech-mañ avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frañs da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhioù zo aet gant an "nann". Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1añ a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret "nann" ivez gant 61.6% dre ur referendom.

Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frañs hag an Izelvroioù eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vremañ ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadoù ezel. Eno e kaver savpoentoù disheñvel-mat ken etre ar Stadoù hag e diabarzh pep Stad.

Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadoriañ an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegoù e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblañs. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennañ klok eus an UE da vezañ ur strollad da gemer e kont zoken. Broioù all avat a sav a-du gant un enframmañ brasoc’h — nebeut goude ma voe votet "nann" gant ar Frañsizien ha Nederlandiz a voe votet "ya" gant al Luksembourg.

Krefen war ar stern

Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalañ outo er mare-mañ, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennoù an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk, sevel ar budjed da zont ha plediñ gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL).

Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadoù ezel an UE, e ranko pennoù ar Stadoù hag ar gouarnamantoù divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez "Financial Perspective" pe "Diaweladenn Arc’hant" eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.

E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennoù war ar budjed da zont emañ Distaol arc’hant Breizh-Veur, gounid Frañs diwar ar POBOL, skodennoù bras Alamagn hag an Izelvroioù da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontoù evit Diorren Rannvroioù Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirheñvel e savo diwar ar c’haozeadennoù-se disrann vras etre ar gouarnamantoù evel etre Frañs hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantoù hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar "modernaat" e c’her-stur.

Divizout a ranko ivez pennoù Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa. Gouarnamantoù zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homañ dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennoù Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.

Stadoù ezel hag an emled da zont

Balkenende de hoop scheffer signing
Lid sinañ a-benn degemer ur Stad ezel nevez en Aten, Gres, e 2004

28 Stad ezel a ya d'ober Unaniezh Europa en em astenn war ur gorread a 4 493 712 km² gant e-tro 508 191 116 milion a geodedourien europat e 2015. Ma vije eus an UE ur Stad, e vije ar seizhvet brasañ er bed dre he gorread hag an trede brasañ dre he foblañs goude Sina hag India.

Rannañ a ra an UE harzoù douar gant 20 Stad hag harzoù mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broioù a-hed Unaniezh Europa

Abaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelañ war meur a lankad emledañ:

Bloaz Bro
1952 Belgia, Frañs, Alamagn (ar C’hornôg), Italia, Luksembourg, An Izelvroioù (izili diazezerien)
1973 Danmark, Iwerzhon, Breizh-Veur
1981 Gres
1986 Portugal, Spagn
1990 En em unaniñ a ra Alamagn ar Reter gant Alamagn ar C'hornôg evit dont da vezañ un tamm eus an UE
1995 Aostria, Finland, Sveden
2004 Kiprenez, Republik Tchek, Estonia, Hungaria, Latvia, Lituania, Malta, Polonia, Slovakia, Slovenia
2007 Bulgaria, Roumania
2013 Kroatia
  • Greunland, bet roet an emrenerezh dezhi gant Danmark e 1979, he deus divizet kuitaat Kumuniezh Europa dre referendom e 1985.

Tiriadoù tramor

Niveruzik eo an tiriadoù tramor ganto darempredoù strizh gant Stadoù zo eus an UE, en o zouez Greunland, Manav, an Azorez ha Madeira. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-mañ ha tiriadoù tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroioù dreisttrobarzh ha Tiriadoù dibar eus Stadoù ezel zo hag o darempredoù gant an UE (hemañ e saozneg).

Emled da zont ha darempredoù strizh

  • Turkia zo war ar renk ent-ofisiel evit dont da vezañ ezelez eus UE abaoe 1987. Staget emeur gant ar c’hevraouiñ abaoe an 3 a viz Here 2005. Meur a arbennigour koulskoude ne wel ket emezeladur Turkia da UE o tont da wir a-raok pell, ken bras m'eo ar sammad reizhadennoù a ranko kas da benn vat war an tachennoù politikel, armerzhel ha sokial.
  • Makedonia (abaoe 2004), Albania, Montenegro ha Serbia (abaoe 2009) o deus lakaet o anv ivez evit dont da vezañ ezel eus an Unaniezh.
  • Island he doa lakaet hec'h anv evit dont e-barzh e 2009, met e miz Meurzh he deus tennet kuit he goulenn.
  • Norvegia ha Suis n'int ket izili anezho met emglevioù dibar o deus gant an UE.
  • Perzh a gemer an darn vrasañ eus izili Kevredigezh Europat evit ar C'henwerzh Frank er Feur-emglev (bet krouet gantañ Takad Armerzhel Europa), ar pezh a dalvez e kemeront perzh e meur a zoare er c’henvarc’had europat.
AlamagnAostriaBelgiaBulgariaKiprenezDenmarkSpagnEstoniaFinlandBro-C'hallGresHungariaIwerzhonItaliaLatviaLituaniaLuksembourgMaltaIzelvroioùPoloniaPortugalRoumaniaRouantelezh-UnanetRepublik TchekSlovakiaSloveniaSvedenKroatiaTurkiaMakedoniaUE-EU-ISO 3166-1.png
Izili Unaniezh Europa
Anv brezhonek Anv lec'hel Kod ISO
Alamagn Alamagn Deutschland DE
Aostria Aostria Österreich AT
Banniel Belgia Belgia Belgique, België, Belgien BE
Bulgaria Bulgaria България BG
Banniel Danmark Danmark Danmark DK
Estonia Estonia Eesti EE
Banniel Finland Finland Suomi FI
Frañs Frañs France FR
Gres Gres Ελλάδα, Ελλάς EL[A 1]
Hungaria Hungaria Magyarország HU
Iwerzhon Iwerzhon Éire IE
Flag of Italy.svg Italia Italia IT
Izelvroioù Izelvroioù Nederland NL
Kiprenez Kiprenez Kypros, Kıbrıs CY
Kroatia Kroatia Hrvatska HR
Latvia Latvia Latvija LV
Lituania Lituania Lietuva LT
Luksembourg Luksembourg Lëtzebuerg, Luxembourg, Luxemburg LU
Malta Malta Malta MT
Banniel Polonia Polonia Polska PL
Portugal Portugal Portugal PT
Republik Tchek Tchekia Česká republika CZ
Banniel Roumania Roumania România RO
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet United Kingdom UK
Slovakia Slovakia Slovensko SK
Slovenia Slovenia Slovenija SI
Banniel Spagn Spagn España ES
Banniel Sveden Sveden Sverige SE
Argerzh emezelañ war an hent, hep bloaziad merket
Albania Albania Shqipëria AL
Flag of Serbia.svg Serbia Srbija RS
Makedonia Makedonia an Norzh[A 2] Makedonija MK
Montenegro Montenegro Crna Gora ME
Banniel Turkia Turkia Türkiye TR
Stadoù ganto ur statud kaset war-raok
Banniel Israel Israel {{{2}}} ISR
Maroko Maroko {{{2}}} MAR
Ar Rannvroioù tro-war-dro pellañ a zo darnoù eus Unaniezh Europa.
An teir strollegezh tramor (COM) ha n'eus ket rennvroioù tro-war-dro pellañ anezho a zo darnoù eus Unaniezh Europa: Saint-Barthélemy (BLM), Saint-Martin) (MAF), ha Sant-Pêr-ha-Mikelon (SPM).
Ar Broioù ha tiriadoù tramor n’int ket darnoù eus Unaniezh Europa met gallout a reont kaout arc'hant Europa evit an diorren a-berzh Bank Kreiz Europa.
  1. EL evit ar Republik Hellenek (Ελληνική Δημοκρατία) ha GR evit an tiriad.
  2. Anv ofisiel gant UE: Republik Makedonia.
  1. EL evit ar Republik Hellenek (Ελληνική Δημοκρατία) ha GR evit an tiriad.
  2. Anv ofisiel gant UE: Republik Makedonia.

Ganedigezh hag Istor

Rometreaty
Lid sinañ Feur-emglev Roma e 1957
EGKS
Izili diazezer Kumuniezh Europa ar Glaou hag an Dir

Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadoù-Broad modern zoken, unaniñ broadoù liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammoù bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked, impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman german ivez. E deroù an XIXvet kantved gant unaniezh valtoutel Napoleon Iañ hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhioù 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasañ eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhoù ha sevenadurioù Europa ne zeuas peurliesañ an taolioù-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war bobloù displijet-groñs. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennoù. Unan eus ar c’hinnigoù peoc’hus kentañ evit unaniñ ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851. Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentañ hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouiñ ar pezh zo deuet da vezañ Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadoù-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornôg, Frañs, Italia ha broioù ar Beneluks. Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952.
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentañ, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had, a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1añ a viz Genver 1958. Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezañ Kumuniezh Europa a zo bremañ livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhañ eo deuet an Unaniezh da vezañ ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.

Ensavadurioù ha frammoù lezennel

Ensavadurioù UE

Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE :

Meur a framm arc’hant zo :

  • Bank Kreiz Europa a ya da sevel Reizhiad Bankoù Kreiz Europa gant ar bankoù kreiz Stad.
  • Bank Postañ Europa (gant arFont Postañ Europa e-barzh)

Kavet e vez ivez meur a vodad aliañ an ensavadurioù :

  • Kengor ar Rannvroioù, a ro e soñj war aferioù ar rannvroioù
  • Kengor Armerzhel ha Sokial, a embann e soñj war ar politikerezhioù a denn d'an armerzh ha d'an aferioù sokial (dreist-holl an darempredoù etre al labourerien hag an implijerien)
  • Kengor war ar Politikerezh hag ar Surentez, bet savet e-skeud ar Politikerezh Boutin war ar Surentez hag an Aferioù Diavaez a guzulika a-zivout aferioù etrebroadel ar surentezh hollek.

Hag ez euz ivez kalzik a aozadurioù all, savet peurliesañ a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhioù dibar. Graet e vez anezho Ajañsoù Unaniezh Europa. En o zouez e c’haller menegiñ Ajañs Europa eit an Endro, the Ajañs Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendoniañ ar Marc’had diabarzh.

A-benn ar fin emañ ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmoù gwallvererezh a c’hall bezañ a-berzh ensavadurioù Europa.

Lec’hiadur ensavadurioù UE

N'eus kêr-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavadurioù dre veur a gêr :

  • Strasbourg, Frañs
    • Sez Parlamant Europa ha lec’h emvodañ evit an dalc’hoù leun bloaziek (12 sizhunvezh-pad)
    • Eno e kaver ivez daou aozadur europat pennañ — Kuzul Europa ha Lez-varn Europa Gwirioù Mab-den — a ya pelloc’h niver o izili evit izili an UE end-eeun

Framm lezennel

Lezennoù Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammoù lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennoù eo, gant feurioù-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heuliañ, pep hini anezho o tegas kemmoù hag o klokaat an emglevioù koshoc’h. Strivoù bras zo bet kaset da benn er bloavezhioù diwezhañ evit startaat hag eeunaat ar feurioù-emglev kentañ. Disoc’het eo ar strivoù-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouiñ Bonreizh Europa. Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emglevioù zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.

Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentañ. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezañ eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'emañ ket an emglev-mañ e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emglevioù all war-lerc’h. Feur-emglev Roma, bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992. E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennoù nevesañ bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelañ a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1 a viz Mae 2004.

Ma c’hwit feurm-emglev diazezañ ar Vonreizh nevez da vezañ degemeret gant an holl Stadoù ezel e vo ret addigeriñ ar c’hevraouiñ warnañ moarvat. A-du eo an darn vrasañ eus ar bolitikourien hag eus ar pennoù-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi bremañ ma'z eus 28 Stad enni. hag emañ da genderc’hel da greskiñ.

Notennoù

  1. Deiz-ha-bloaz disklêriadur Robert Schuman.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 Europa evel Stad en he unan.
  3. Lod Stadoù ezel zo chomet gant o moneiz broadel.
  4. UTC-4 hag UTC+4 er c’hornioù pellañ
  5. Diouzh ar Stadoù ezel
1958

Diwar-benn bloavezh 1958 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1999

Diwar-benn bloavezh 1999 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Alamaneg

An alamaneg (pe Deutsch er yezh-se) a zo ur yezh eus strollad yezhoù germanek ar c'hornôg, e familh ar yezhoù indezeuropek. Ar yezh implijetañ en Unaniezh Europa an hini eo.

Finneg

Un yezh ouralek eus is-skourr ar yezhoù finnek eo ar finneg (suomi), komzet gant tro-dro da 6 milion a dud en holl (1999) e Finland (4,7 milion a dud e 1993, pe 93,5% eus ar boblañs), Karelia e Rusia (Europa), e Traoñienn Torne e Sveden, e Finnmark e Norvegia, hag ivez e Kanada hag er Stadoù-Unanet.

Kar eo ar finneg d'an estoneg hag a-dostoc'h ivez d'ar c'harelieg.

Skrivet e vez ar finneg gant al lizherenneg latin hep al lizherennoù c, q, w, x, y, (implijet evit gerioù o tont eus yezhoù all nemetken), ha gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn: ä, ö, ü.

Ur yezh daspegel eo ar finneg, evel an holl yezhoù finnek-ougrek, ha 15 troad a vez implijet ivez.

Evit ar fonologiezh e c'hell ar vogalennoù hag ar c'hensonennoù bezañ berr pe hir. Pa vezont hir e vezont skrivet div wech er skritur.

Gresianeg

Ar gresianeg (Ελληνικά) a zo ur skourr eus ar yezhoù indezeuropek en-e-unan. Studiet eo bet e istor diwar teulioù skrivet 3 500 bloaz zo hag ez int lod ar roudoù skrivet koshañ a c'heller kavout evit ur yezh indezeuropat. Komzet e vez gant 15 milion a dud, an darn vuiañ e Bro-C'hres ha e Kiprenez, met gant kumuniezhioù Gresianed divroet ivez.

Skrivet e vez ar gresianeg gant al lizherenneg c'hresianek, al lizherenneg wir kentañ zo bet er bed hag eo tad d'al latin ha d'al lizherenneg kirillek.

Gregaj – dismegañsus a-wezhioù, o taveiñ d'ur yezh lenneien digomprenus – ha gresim – ger lennek – a vez implijet ivez evit envel an henyezh.

Italianeg

An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh.

Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.

E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ.

Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.

Nederlandeg

An nederlandeg eo yezh ofisiel an Izelvroioù ha hini un toulladig Stadoù bet en o dalc'h, evel Surinam, an Antilhez Nederlandat, Aruba. Ur yezh ofisiel eo ivez e Belgia, hag unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.

Komzet e vez ivez e norzh Frañs, er vro anvet Flandrez an Arvor pe Westhoek.

Parlamant Europa

Parlamant Europa (pe Dael Unaniezh Europa(Daveoù a vank)) zo ur parlamant gant ur gambr hepken, ennañ kannaded dilennet gant keodedourien holl stadoù Unaniezh Europa. Emañ e sez ofisiel e Straßburg met ar bodadoù labour en em vod e Brusel. Eno e vez an darn vrasañ eus ar bodadegoù hag an divizoù eta. Eno ivez emañ burevioù ar gannaded hag re o strolladoù. E Luksembourg emañ ar sekretouriezh, al levraoueg ha lod eus ar postoù labour.

Da gentañ e veze anvet izili Parlamant Europa gant ar stadoù bodet en Unaniezh. Abaoe 1979 e vez dilennet ar gannaded war-eeun gant ar geodedourien e pep stad, bep 5 bloaz. Bremañ ma'z eus 28 stad en Unaniezh Europa, ez eus 751 c'hannad er Parlamant.

Poloneg

Ar poloneg zo ur yezh slavek, ha yezh Pologn.

Portugal

Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal); portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA

Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.

E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AEKD, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).

Portugaleg

Ur yezh romanek eo ar portugaleg ganet diwar distagadur poblek al latin e gwalarn al ledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal an IIIde kantved kent Jezuz-Krist. Levezonet e voe gant ar pobloù germanek etre ar Vvet hag an VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

Gant an XIvet kantved ha penn kentañ ar Reconquista, emled ar gristenien diwar-goust ar vuzulmaned, e teuas ar galizeg-portugaleg da vezañ ur yezh lennegel e norzh Portugal hag e Galiza.

A-feur m’en em ledas ar gristenien betek ar Su e voe levezonet ar yezh gant an arabeg ivez.

Daoust d’ar yezh semitek-se bezañ laosket roudoù stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet e spagnoleg. Preizhet e voe Faro (kêr eus rannvro Algarve, e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raok Granada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’hañ diouzh ar galizeg.

Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e 1185, argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan gallout Rouantelezh Kastilha.

Etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved dreist-holl e voe savet impalaeriezh Portugal en Afrika, Amerika hag en Azia. Mont a reas Bartolomeu Dias, Vasco da Gama, Pedro Álvares Cabral, Fernão de Magalhães (Magellan)... war morioù ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezañ ur genyezh betek Japan.

A-drugarez da yezherien Brazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezañ an 3de yezh europek muiañ komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo : Angola, Brazil, Kab Glas, Ginea-Bissau, Mozambik, Portugal, São Tomé ha Príncipe ha Timor Lorosae.

Mont a reont d’ober ar Comunidade dos Países de Língua Portuguesa (Kumuniezh ar broioù portugalek) a zo he fal skignañ ar portugaleg ha broudañ an dud d’e zeskiñ. Pinvidik eo al lennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.

Roumaneg

Ur yezh indezeuropek eus skourr ar yezhoù romanek eo ar roumaneg (română, limba română), komzet e Roumania hag e Moldova dreist-holl. Ur yezh ofisiel eo e Roumania, Moldova, hag e proviñs emren Voivodina, e Serbia. E Republik Moldova e reer limba moldovenească eus ar yezh ofisiel ("moldoveg"), evit abegoù politikel (sellit ouzh Moldoveg da c’houzout hiroc’h).

Komzet e vez roumaneg gant war-dro 26 milion a dud.

Roumania

Roumania (România e roumaneg) a zo ur vro ag Europa, ezelez eus Unaniezh Europa abaoe ar 1añ a viz Genver 2007. Bukarest eo he c'hêr-benn.

Saozneg

Ar saozneg (English) eo ar yezh c'hermanek hag a vez komzet e Bro-Saoz. Alese eo deuet da vezañ yezh ofisiel meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.

Slovakeg

Ar slovakeg (slovakeg: Slovenčina) zo ur yezh indezeuropek eus skourr yezhoù slavek ar c'hornôg. Komzet e vez gant 6 milion a dud e Slovakia hag e meur a vro all e kreiz Europa. Abaoe 2004 ez eo ar slovakeg unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. Kar eo d'ar tchekeg, hag en em gompren a ra slovakegerien ha tchekegerien an eil egile hep kudenn ebet.

Sloveneg

Ar sloveneg (Slovenščina) a zo ur yezh indezeuropek eus is-skourr yezhoù slavek ar c'hreisteiz.

Spagnoleg

Ar spagnoleg, anvet kastilhaneg a-wechoù, zo ur yezh ganet e rouantelezhioù kozh Kastilha ha Navarra, hag a vez komzet bremañ, ouzhpenn e Spagn, en un ugent stad bennak, dreist-holl en Amerika met ivez en Azia hag Afrika, gant 450 milion a dud, pe ouzhpenn 500 milion mar konter an dud a ra gantañ evel eil yezh.

An eil yezh-vamm eo war-lerc'h ar sinaeg (mandarineg) hag an eil yezh studiet war-lerc'h ar saozneg. Yezh ofisiel eo en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Ur yezh indezeuropek eo, diorroet diwar al latin poblek, gant levezonoù liesseurt (arabeg, iberek, euskarek, keltiek hag all).

Svedeg

Ar svedeg (svenska) a zo ur yezh c'hermanek eus skourr ar yezhoù skandinavek. Kar eo d'an norvegeg ha d'an daneg. Ar yezh ofisiel er fedoù eo e Sveden hag ur statud yezh ofisiel en deus e Finland, a-gevret gant ar finneg, nemet en inizi Åland m'eo ar yezh ofisiel nemeti.

Skrivet e vez ar svedeg gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn : å, ä, ö.

Levezonet eo bet ar svedeg gant an alamaneg hag ivez, diwezhatoc'h, gant ar galleg, en XVIIIvet ha XIXvet kantved Setu skouerioù amprestoù gallek : nivå (niveau, "live"), paraply (parapluie, "disglavier"), promenera (promener, "pourmen").

Tchekeg

Ar tchekeg (tchekeg: čeština) zo ur yezh indezeuropek eus skourr yezhoù slavek ar c'hornôg. Komzet e vez gant tost da 12 milion a dud er Republik Tchek (e-lec'h ma 'z eo ar yezh stad), e Slovakia, en Aostria (e-lec'h ma 'z eo anavezet gant ar stad) ha gant Tcheked divroet er bed a-bezh. Abaoe 2004 ez eo ar Tchekeg unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa. Kar eo d'ar slovakeg betek ma n'eo ket diaes da slovakegerien ha tchekegerien en em gompren an eil egile.

Levezonet en deus ar tchekeg rannyezhoù alamanek zo, dreist-holl ar vienneg, war dachennoù ar c'heriaoueg hag ar gevreadurezh.

Stadoù ha tiriadoù ispisial Europa
Unaniezh Europa (28 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn · Aostria · Belgia · Bulgaria · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Kroatia · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Rouantelezh-Unanet · Roumania · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa (47 stad)
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Island · Jorjia · Liechtenstein · Moldova · Monako · Montenegro · Norvegia · Makedonia an Norzh · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus ·Vatikan
Stad europat ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia · Åland · Inizi Faero · Gwernenez · Jan Mayen · Jerzenez · Jibraltar · Manav · Svalbard
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia · Nagorno-Karabac'h · Osetia ar Su · Sealand · Treuznistria · Republik Turk Kiprenez an Norzh

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.