Tunizia

Tunizia (en arabeg تونس Tūnis), ent-ofisiel ar Republik Tunizian (الجمهورية التونسية al-Jumhūriyya at-Tūnisiyya), a zo ur vro eus Norzh Afrika, er Maghreb. Er c’hornaoueg dezhi emañ Aljeria, Libia er gevred, hag ar Mor Kreizdouar en norzh hag er reter. Tost da 165 000 km² a zo dindani, gant ur boblañs a 10.3 million a dud. Dont a ra hec'h anv eus hini he c’hêr-benn Tuniz.

لجمهورية التونسية
Al-Jumhūriyyah at-Tūnisiyyah

Republik Tunizian
Banniel Tunizia Skoed ardamez Tunizia
Banniel Skoed ardamez
Ger-stur : "Urzh, Frankiz, Justis"
Kan broadel: Himat Al Hima
Lec'hiadur Tunizia
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Tuniz
36°50′N 10°9′E
Yezh(où) ofisiel Arabeg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Beji Caid Essebsi
 - Kentañ ministr Habib Essid
Dizalc'hded  
 - diwar Bro C'hall 20 Meurzh 1956 
Gorread
 - Hollad 163.610 km² (92vet)
 - Dour (%) 5
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 10.102.000 ()
 - niveradeg 1994 8.785.711
 - Stankter 62/km² (133 (2005))
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $ 86,67 billion (63)
 - Keidenn $8.255 (71añ)
FDD  (2004) Green Arrow Up Darker.svg 0,760 (krenn) (87vet)
Moneiz Dinar tunizian (TND)
Gwerzhid-eur (UTC+1)
 - Hañv (Eur hañv) CEST (UTC+2)
Kod kenrouedad .tn
Kod pellgomz ++216

Skeudennoù

Tunisie Carthage Ruines 08

dismantroù Kartago

Cafe Delices Sidi Bou Said

Gwel eus Sidi Bou Saïd

1956

Diwar-benn bloavezh 1956 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Afrika

An eil kevandir e-keñver gorread koulz ha poblañs eo Afrika. En em ledañ a ra war 30 221 532 km2 gant an inizi nes dezhi, da lavaret eo war 20,30 dre gant eus gorread an douaroù a gaver er Voul-douar. En e 54 riez ez eus 1 miliard (2010) a annezidi o vevañ, war dro 16 % eus poblañs ar bed.

Afrika an Norzh

Ur ranngevandir dibar a vez graet eus Afrika an Norzh (a-wechoù: Norzhafrika) abalamour d'an douaroniezh ha d'an istor. Dezerzhioù ar Sahara ha Nubia a ya eus ar Meurvor Atlantel betek ar Mor ruz hag eo diaes eo treuziñ anezho ken ez eus ur seurt harz diwelus war-zu ar Su.

Aljeria

Aljeria (arabeg لجزائر al-Jazā'ir, "An Inizi" ; tamazigteg hag arabeg aljerian : Dzayer, Djazaïr pe Ldzayer) zo ur Stad norzhafrikat, ul lodenn eus ar Maghreb eo. 'Republik Aljerian Demokratel ha Poblel, berraet en « R.A.D.P. » eo anv klok ar Stad (arabeg : لجمهورية الجزائرية الديمقراطية الشعبية, tamazigteg : ⵟⴰⴳⴷⵓⴷⴰ ⵜⴰⵎⴻⴳⴷⴰⵢⵜ ⵜⴰⵖⴻⵔⴼⴰⵏⵜ ⵜⴰⵣⵣⴰⵢⵔⵉⵜ Tagduda Tadzayrit Tadimoqṛatit Taɣerfant).Aljer eo ar gêr-benn, a zo lec'hiet en norzh, war vord ar Mor Kreizdouarel. Brasañ bro Afrika eo, ul lodenn eus ar bed arabek hag eus an diaz kreizdouarel.

Da 2 381 741 km² e sav gorread Aljeria, a zo gronnet gant 6 385 km a harzoù gant Tunizia er biz, Libia er reter, Niger ha Mali er su, douar nann emren eus ar Sahara ar C'hornôg hag evit echuiñ Maroko er c'hornôg.

Goude 132 vloaz evel trevadenn c’hall he doa gounezet Aljeria he dieubidigezh d'ar 5 a viz Gouere 1962, goude ur brezel hir ha koustus, ha goude ur referendom emdermeniñ d'ar 1añ a viz Gouere 1962.

Ezel eo Aljeria eus ar Broadoù Unanet, eus Unaniezh Afrika, eus Emsav ar Re E-maez hag eus Kevre ar Stadoù Arab abaoe an dieubidigezh e 1962.

Disklêriañ a ra bonreizh Aljeria ez eo « an islam, an Arabed hag an Amazighed » evel krevrennoù kreñv eus identelezh pobl Aljeria.

Arabeg yuzev-tuniziek

Ur yezh semitek ar c'hreiz eus isskourr ar yezhoù arabek eo an arabeg yuzev-tuniziek komzet gant tro-dro da 45 500 den en holl en Israel (45 000 den e 1995) ha Tunizia (500 den e 1994). Komzet e vez ivez e Frañs, Italia, Spagn, hag er Stadoù-Unanet.

En ur c'heriaoueg 5 000 ger bet savet e 1950 e oa 79% eus ar gerioù a orin arabek, 15% a orin romanek gant 4,4% o tont eus an hebraeg.

Komzet e evz gant ar goshañ nemetken.

Skrivet e evz gant al lizherenneg hebraek.

Egipt

Republik arab Egipt, berraet en Egipt, pe Ejipt, hervez an anv istorel e brezhoneg, (en arabeg:مصر, romanekaet e Misr pe Masr e rannyezh Egipt), a zo ur riez treuzkevandirel e Biz Afrika. Daoust m'emañ an darn vuiañ anezhi en Afrika, e vez renket alies-tre e takad ar Reter-nesañ dre abegoù politikel ha sevenadurel.

P'eo war-dro 1,020,000 km² he gorread, Egipt he deus harzoù douarel gant Libia er c'hornôg, gant Soudan er su ha gant Israel ha Bandenn Gaza er biz. Aodoù zo d'ar vro a sko war ar Mor Kreizdouar en norzh ha war ar Mor Ruz er reter.

Gabon

Gabon zo ur stad eus Afrika, war aod ar Meurvor Atlantel. En-dro dezhi emañ Ginea ar C'heheder ha Kameroun, en norzh, Republik Kongo, er reter hag er su, ha Pleg-mor Ginea, er c’hornôg.

Libreville, ur porzh-mor war aod Pleg-mor Ginea, eo kêr-benn ar vro hag un hanter vilion a dud zo o chom enni.

Kartada

Kartada (diwar ar fenikianeg Qart-ḥadašt a dalvez "Kêr nevez", da lâret eo Tir nevez) pe Kartago(Daveoù a vank), diwar al latin Carthago, eo anv ur geoded dezhi 3000 bloaz e pleg-mor Tuniz. Savet e oa un drevadenn fenikian eus |Tir eno en Henamzer. Hiziv ez eo ur bannlev eus Tuniz, kêr-benn Tunizia, enni 20 715 annezad e 2004.

Ar c'hentañ sevenadur a vleunias er geoded hag en dachenn a oa dindan e levezon zo anvet sevenadur Kartada pe sevenadur punek. Dont a ra an anv-gwan punek eus an anv-gwan latin poenicus pe punicus a zeu eus Poenus, an anv a roe ar Romaned d'an enebourien-se, abalamour ma oa bet diazezet Kartada gant Fenikianed (Phoenices). Edo kêr Kartada e reter Lenn Tuniz, en tu all da greiskêr Tuniz. Hervez an istorourien c'hresian e oa savet gant trevadennerien fenikian eus Tir renet gant ar rouanez Elisa a oa advadezet (rouanez Dido) en Aeneis Virgilius. Dont a reas da vezañ ur geoded vras pinvidik hag ur galloud bras eus kornôg ar Mor kreizdouar. Keveziñ hag enebiñ a reas gant ar c'heodeoù gresian, Sirakuza, ha diwezhatoc'h gant Roma.

Aloubadeg Italia gant armeoù Kartada renet gant Hannibal e-doug an Eil brezel punek a c'hourdrouzas amzer da zont Roma, dreist-holl goude Emgann Canna. Koulskoude ez eo Kartada a oa faezhet en diwezh hag en em gavout a reas he Stad en he gwanañ goude faezhidigezh Hannibal en Emgann Zama e 202 kent J.-K.. Goude an Trede brezel punek e oa distrujet ar geoded gant ar Romaned e 146 kent J.-K.. Koulskoude e oa adsavet gant ar Romaned hag e teuas da vezañ pedervet keoded vrasañ an Impalaeriezh roman. Diwezhatoc'h e voe kêr-benn rouantelezh berrbad ar Vandaled. Kemeret en-dro gant Impalaeriezh roman ar Reter e chomas unan eus ar c'heodedoù roman brasañ a-raok bezañ distrujet gant an Arabed e-pad an aloubadegoù muzulman, e 698.

Komorez

An inizi Komorez zo ur stad vihan hag un enezeg e Meurvor Indez, etre norzh Madagaskar ha norzh Mozambik, ouzh genoù Kanol Mozambik. Teir enezenn bennañ zo er stad : "Grande-Comore" pe Ngazidja, "Mohéli" pe Mwali, hag "Anjouan" pe Nzwani. Ur pedervet enezenn, Mayotte pe "Mahoré", zo e dalc’h Frañs, daoust ma vez sellet outi evel un darn eus ar vro gant gouarnamant Komorez. Moroni eo ar gêr-benn, war an enez vrasañ.

Trevadennoù eus Bro-C’hall eo bet an inizi Komorez adalek 1841. Deuet e oant da vezañ dizalc’h er bloavezh 1978. Da neuze e oa bet votet gant annezidi Mayotte, enezenn suañ an enezeg, chom e dalc’h Bro-C’hall.

Liban

Liban (arabeg: لبنان‎, Lubnān), ent-ofisiel Republik Liban, a zo ur riez vihan ha meneziek eus ar Reter-nesañ, war aod reter ar Mor Kreizdouar. Dindan ur gorread a 10 400 km² emañ-hi gant 3 milion a annezidi pe war-dro. En-dro da Liban emañ Siria en norzh hag er reter, Israel er su, hag ar mor a-hend-all eus tu ar c'hornaoueg. E 1928 e oa bet embannet ar republik, met digabestret diouzh Bro-C'hall e oa bet e 1943 hepken (honnezh e oa bet fiziet enni ur gefridi gant Kevredigezh ar Broadoù goude ma oe skarzhet Turkia kuit e 1918). Ezel eus ABU hag ar C'hevre arab eo.

Maouritania

Maouritania (en arabeg, al-Muritaniyah; e galleg, Mauritanie), ent-ofisiel Republik islamek Maouritania, zo ur vro e gwalarn Afrika. Harzoù he deus gant Senegal er mervent, gant Mali er reter hag er gevred, gant Aljeria er biz, ha gant Sahara ar C'hornôg, aloubet gant Maroko, er gwalarn. Er c'hornôg e sko war ar Meurvor Atlantel.

Nouakchott eo ar gêr-benn ha kêr vrasañ ar vro, war an aod. Dont a ra anv ar vro eus hini rouantelezh kozh Mauretania.

Maroko

Rouantelezh Maroko, pe Maroko (المغرب, al-Maġrib en arabeg; ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ Lmaɣrib e tamazight) ent-berr, a zo ur vro e gwalarn kevandir Afrika. Bevennet eo gant ar Mor Kreizdouar en hanternoz, gant Aljeria er reter, gant ar Meurvor Atlantel er c’hornôg, ha gant Sahara ar C'hornôg er c’hreisteiz (douaroù aloubet gant Maroko e 1975). Div gêr stag ouzh Spagn a zo enklozet e Maroko, war aod ar Mor Kreizdouar: Ceuta (Sabta) ha Melilla (Maliliya).

Ar Menezioù Atlas a dreuz ar vro penn-da-benn, eus ar mervent d’ar biz. Er reter hag er su d’ar menezioù-se en em led dezerzh ar Sahara, m’eo gwall zistank an dud. Emañ an darn vrasañ eus annezidi Maroko o chom er gwalarn da aradennad an Atlas.

An arabeg hag an tamazigh eo ar yezhoù ofisiel. Div yezh a vez kaozeet er vro: arabeg Maroko, zo disheñvel-mat diouzh an arabeg unvan, hag ar berbereg (anvet tamazight alies). Ledet a-walc’h eo an anaoudegezh eus ar galleg, yezh an drevadennourien gozh, hag ar spagnoleg e lodennoù ’zo eus ar vro.

Mozambik

Ur stad eus Afrika eo Mozambik, pe, ent-ofisiel Republik Mozambik, pe, en portugaleg, Moçambique pe República de Moçambique (distagadur IPA : [ʁɛ'publikɐ dɨ musɐ̃'bikɨ]). War aod gevred ar c'hevandir-se eo lec'hiet. Harzoù he deus gant Suafrika, Swaziland, Zimbabwe, Zambia, Malawi ha Tanzania. An eil bro bortugalek er bed eo-hi ma kemerer he foblañs e kont, hag an drede pa reer anv eus ar gorread.

Niger

Evit ar stêr Niger, gwelit ar pennad Stêr Niger.Niger zo ur vro eus kornôg Afrika, anvet ent-ofisiel Republik Niger. Emañ etre Nigeria ha Benin er c’hreisteiz, Mali ha Burkina Faso er c’hornôg, Aljeria ha Libia en hanternoz, ha Tchad er reter. Er Sahara emañ al lodennoù hanternoz eus ar vro. Treuzet eo mervent ar vro gant ar stêr Niger, a ro hec’h anv dezhi. Niamey eo ar gêr-benn.

Senegal

Republik Senegal (wolofeg: Réewum Senegaal) pe, ent-berr, Senegal (Senegaal e wolofeg ha Sénégal e galleg), a zo ur stad eus kornaoueg Afrika. Dakar eo he c'hêr-benn.

Soudan

Soudan a zo ur stad eus Afrika. Emañ el lodenn reter eus ar c'hevandir. En-dro da Soudan emañ Ejipt en hanternoz, Eritrea er reter, Etiopia er gevred, Susoudan er su, ar Republik Kreizafrikan er mervent, ha Tchad er c'hornôg, ha Libia er gwalarn. Er biz emañ ar Mor Ruz. C'hartoum (pe Khartoum) eo ar gêr-benn. Abaoe an 9 a viz Gouhere 2011 eo distaget diouti Soudan ar Su, deuet da vezañ ur riez dizalc'h.

Tchad

Republik Tchad a zo ur stad eus Kreiz Afrika. En-dro da Tchad emañ ar broioù-mañ: Libia, Aljeria, Niger, Nigeria, Kameroun, Republik Kreizafrika ha Soudan. Diwar Lenn Tchad e teu hec'h anv, ha Ndjamena eo he c'hêr-benn.

Yezhoù berberek

Ur skourr eus ar yezhoù afrez-aziatek eo ar yezhoù berberek, ennañ 26 yezh komzet e Libia, Egipt, Maroko, Aljeria, Tunizia, Niger ha Maouritania.

Dont a ra ar ger berber diwar ar henc'hresianeg βάρβαρος barbaros, "barbar" hag abalamour da se e vez implijet ar ger tamazigt aliesoc'h-aliesañ en e lec'h, dreist-holl pa vez kaoz eus yezhoù berberek an norzh.

Isrannet e vez ar yezhoù er skourr-mañ evel hen:

Yezhoù berberek ar reter

Yezhoù gwantchek

Yezhoù berberek an norzh

Yezhoù tamachekek

Yezhoù zenagaek

Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI)
Izili
Afghanistan · Albania · Aljeria · Aod an Olifant · Arabia Saoudat · Azerbaidjan · Bahrein · Bangladesh · Benin · Brunei · Burkina Faso · Djibouti · Egipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Gabon · Gambia · Ginea · Ginea-Bissau · Guyana · Indonezia · Iran · Iraq · Jordania · Kameroun · Kazakstan · Kirgizstan · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Malaysia · Maldivez · Mali · Maouritania · Maroko · Mozambik · Niger · Nigeria · Oman · Ouganda · Ouzbekistan · Pakistan · Palestina · Qatar · Senegal · Sierra Leone · Siria · Somalia · Soudan · Surinam · Tadjikistan · Tchad · Togo · Turkia · Tunizia · Turkmenistan · Yemen
Banniel AKI
Arsellerien
StadoùBosnia-ha-Herzegovina · Republik Kreizafrikan · Rusia · Thailand · Republik Turk Kiprenez an Hanternoz
Kumuniezhoù muzulmanTalbenn Dieubidigezh Broadel Moro
Aozadurioù etrebroadelAozadur Kenlabour Ekonomikel · Unaniezh Afrika · Kevre Arab · Luskad ar Broioù Didu · Broadoù Unanet
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
Arsellerien Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
1 Izili kevredet.
Kevre ar Stadoù Arab
Izili Aljeria · Arabia Saoudat · Bahrein · Djibouti · Ejipt · Emirelezhioù Arab Unanet · Irak · Jordania · Komorez · Koweit · Liban · Libia · Maouritania · Maroko · Oman · Palestina · Qatar · Siria · Somalia · Soudan · Tunizia · Yemen Banniel Kevre ar Stadoù Arab
Arsellerien Brazil · Eritrea · India · Venezuela

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.