Tierniezh

Un heuliad remziadoù tud eus ar memes lignez eo an dierniezh pe dinastiezh.

An anv-se a vez graet gant tud zo eus tiegezhioù ar roueed hag ar rieien (priñsed, pennadurezhioù a bep seurt). Graet e vez ivez gant remziad roueed ha rummad roueed, met ne glot ket gant seurtoù all a dud (da skouer : ar vBac'hed, sonerien klasel alaman).
Dont a ra ar ger dinastiezh eus ar gresianeg dunasteia a dalvez evit un hollad nerzhioù, da lavaret eo ar galloud. En Henc'hres e oa an dinast (gresianeg dunastès = rieg) un unpenn bihan dindan beli un unpenn galloudusoc'h.

An tierniezhoù koshañ a zo bet eo re Henegipt, met anavezet mat eo ar re a zo bet en istor kozh Bro-Sina betek deroù an XXvet kantved (a-raok 1911 ha krouidigezh Republik Bro-Sina).

Roll Faraoned Egipt

Setu amañ roll Faraoned Henegipt, adal ar marevezh raktierniezh (a-raok 3000 kt JK) betek dibenn Tierniezh Ptolemaios, p'eo deuet Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust er bloavezh - 30.

Merkomp diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Henegipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa. Ne oant ket priedoù rouaned ptolemaek ; setu int : Sobeknefrou, Hatshepsout ha Twosret. Merket int war a roll evel Rouanez ________.

Notenn : gant evezh bras e ranker degemer an deiziadoù merket amañ. Meur a reizhiad deiziata zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. Ur c'hinnig zo amañ a-is, met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.

Adnotenn : en Istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.

Rouanezed Portugal

A-hed istor Portugal n'eus bet nemet div rouanez a renas ar vro evel rouanezed de facto : Maria Iañ Portugal ha Maria II Portugal (evelto e ren hiziv Elesbed II er Rouantelezh Unanet).

Tierniezh Ming

An Dierniezh Ming (明朝, e pinyin: míng cháo) a renas war Sina eus 1368 da 1644; anvet e oa ar vro renet ganto: Impalaeriezh ar Ming Veur. Ur pezh mell arme hag ur pezh mell morlu a oa bet savet ganto en amzer-hont. Lavaret e vez eo bet renad an dierniezh Ming ar gevredigezh stabilañ eus istor an dud.

Tierniezh Qing

Arabat kammgemer evit Tierniezh QinTierniezh Qing eo bet tierniezh diwezhañ Sina. Renet he deus ar vro etre 1644 ha 1912 (gant un adsav c'hwitet e 1917). Araozi e oa bet Tierniezh Ming ha war he lerc'h Republik Sina.

Tierniezh Tang

An Dierniezh Tang (Sinaeg 唐朝) a oa un dierniezh impalaerel sinat a renas ar vro etre diskar an Dierniezh Sui ha deroù marevezh an 5 Tierniezh & 10 Rouantelezh. Krouet e oa bet gant ar familh Li he doa kemeret ar galloud e-pad diskar an dierniezh Sui. Torret e oa bet e-pad un amzer verr gant an eil dierniezh Zhou krouet gant an impalaerez Wu Zetian, a yeas d'an impalaerez gentañ (ha nemeti) o ren en istor Sina.

Tierniezh Xin

An Dierniezh Xin (Sinaeg 新朝 ; pinyin: Xīn Cháo) a oa un dierniezh sinaat a badas eus 9 da 23; Un impalaer hepken a oa ennañ Wang Mang (王莽). Goude e varv e keremeras ar galloud ardarre an dierniezh Han.

VIvet tierniezh Henegipt

Tierniezh diwezhañ ar Rouantelezh Kozh eo ar VIvet tierniezh. Deraouiñ a ra gant Teti hag echuiñ a ra gant marv Nitocris ha deroù ar c'hentañ Marevezh Etre. E fin ar prantad-se e seblant e oa war gresk gallond ar noblañs ha goude ren hir Pepi II e oa kreñv a-walc'h e wazed da zerc'hel ouzh e erlerc'hier.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.