Termen

  • ur mare en ur prantad-amzer, pe an diwezh (ar fin) pe ur mare ma c'hoarvez un darvoud : Termen (amzer) ; se a hall bezañ ivez an deiz rakwelet evit dibenn ur brasezded, da lavaret eo deiz ar c'hanedigezh (bet jedet gant ar medisin), pe c'hoazh ar mare da baeañ ur feurm pe un dlee.
  • ur ger pe un dro-lavar : Termen (yezhoniezh)
  • e matematik, nep elfenn eus un heuliad niveroù : Termen (matematik) (Geriadur ar Matematikoù (Jean Marot, Skol Vreizh), evit ar ster-mañ, a ginnig ar ger "term".)
Bevoniezh

Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.

Implijet e vez ivez an termen biologiezh, savet diwar ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.

Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo ha gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :

Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, Louzawouriezh, mikrobevoniezh...,

Frammadur ar bevien hag o mont en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar veur a savboent : molekul (bevoniezh volekulel), kellennoù (bevoniezh kelligel), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont en-dro (fiziologiezh),

Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh),

Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel ; sistematik a vez graet eus an dachenn-mañ.Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho e daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.

Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ ar mikro-organegoù hag a zo ar bakteri, ar c'huanobakteriennoù (?) hag ar mikroplasmoù, met an darn vuiañ eus ar vevoniourien n'eo ket evit sellout ouzh ar virusoù, ar viroidoù hag ar prion evel bevien.

Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an dafar genetek rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukarioted anezho.

Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o dafar genetek strewet e-barzh o c'hitoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokarioted anezho.

Departamant

Ar ger departamant a vez implijet evit ober anv eus ur bastell-vro velestradurel. Dont a ra ar ger eus an anv gallek "département".

Fonenn

E yezhoniezh e vez implijet an termen fonenn (saoz.: phone) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un unanenn-son ganti perzhioù klevedoniel resis implijet en ur yezh bennak hep teurel kont eus perzh ar sonenn-se e-keñver framm fonologel ar yezh-se, da lavarout eo hep teurel pled eus ar fed hag-eñ e talvez ar sonenn-se da fonem pe ne ra ket.

Heñvelrevelezh

An heñvelrevelezh eo identelezh (pe stad-den) revel an den hag en em sant dedennet ez-reizhel, hag ez-karantezel war un dro, gant tud eus an hevelep rev hag eñ. Un doare unrevelezh an hini o neuze.

Krouet e oa bet an nevezc'her homosexuell en alamaneg diwar ar gwrizioù gregach ομο- (homo-): "heñvel" ha latin: sex(us)-: "reizh" gant ar skrivagner aostriat Karl-Maria Kertbeny hag implijet eo bet evit ar wech kentañ en un destenn embannet gantañ, hogen dizanv, e 1869. Diwar an termen alamanek orin-se e oa bet savet e brezhoneg an droidigezh-amprest heñvelreizhouriezh (pe heñvelreizherezh). Amañ avat e vez graet kentoc'h gant an termen nevez-krouet heñvelrevelezh evit diskwel en un doare splann e ra dave d'ur Stad-den pe identelezh revel kentoc'h evit d'un tuadur reizhel.

Termenoù all zo c'hoazh hag a c'heller implij, pe arverañ, evit kaozeal eus tud heñvelrevel en un doare pozitivel, pe yael, pe neptuek d'an nebeutañ:

Lesbian: maouez heñvelrevel;Gae: diwar ar saozneg gay ("laouen, bliv"), implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel, peurliesañ paotred;LGBT: termen ledan evit Lesbianelezh, Gae, Divrevelezh (diwar ar saozneg: "bisexual"), TreuzrevelezhGwechall e veze renket an termen heñvelreizhour e-touez ar c'hleñvedoù-spered hag a ranked bezañ pareet, met tennet e oa bet kuit gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS) diouzh Kod Etrebroadel ar C'hleñvedoù d'an 17 a viz Mae 1990.

Evit meur a relijion eo bet lakaet da bec'hed an heñvelrevelezh ha tud all a gred ez eo ar stad-den revel ur seurt tuadur reizhel "dibabet" gant hini pe hini ha neuze e c'hellfent chom hep kaout seurt darempredoù "enep-natur" mar fellfe dezhe.

N'eo ket sklaer e gwirionez an abegoù a laka an dud da vezañ heñvelrevel, arallrevel, divrevel hag all.

Evit ar skiantourion/ezed a-vremañ n'eo ket an heñvelrevelezh un dibab hiniennel hag e-touez an abegoù bevoniel ez eus bet komzet eus perzhioù hilel pe hormonel. Abalamour da se e kredont ivez ne c'hell ket bezañ kemmet revelezh an den-mañ-'n-den daoust ma 'z eus strolladoù, relijiel dreist-holl, a glask "pareañ" tud heñvelrevel evit lakaat anezhe da vezañ arallrevel.

Stourmet e e vez e meur a vro evit ma c'hellfe ar c'houbladoù eurediñ rak dre vras eo gwelloc'h evit ur c'houblad bezañ dimezet e-keñver an taosoù a rankont paeañ, an diogelerezhioù, gwirioù war herezh ar pried hag all. Hiziv n'eus nemet peder bro c'hoazh ma vez leusket an dud heñvelrevel da eurediñ da vat: an Izelvroioù, Belgia, Spagn ha Kanada. E lec'hioù all ma vez berzet oute dimeziñ ez eo bet krouet kevradoù arbennik (digor da dud arallrevel ivez) great "uniezhioù keodedel" oute, met ne deu ket diwar seurt uniezhioù an hevelep giwirioù dres evel evit an dud dimez.

Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar gevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit diogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.

E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da zebriñ e lec'hioù zo da skwer abalamour d'e/he revelezh. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar charia e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.

Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud arallrevel en darn vrasañ eus broioù ar bed.

Kensonenn dre fri

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn fri (saoz.: nasal consonant), anvet ivez frienn, war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ma vez laosket an aer da redek dre ar fri keit ha ma vez damstanket an aer ha/pe harzhet da vont kuit dre stokat pe tostaat an teod stok ouzh un organ fonadur bennak. Ledanoc'h eo e ster an termen « frienn » avat, rak e implijout a c'haller evit ar vogalennoù fri ivez. Kemmañ a ra son ur gensonenn fri hervez an organoù fonadur ma vezont implijet evit serriñ ar genoù.

Kavet e vez stankañ a-galz kensonennoù fri mouezhiet evit divouezh.

Ral-kenañ eo ar yezhoù ma reont hep sonennoù fri ebet, en o zouez yezhoù wakachek 'zo.

Setu ar c'hensonennoù fri pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

[m] frienn diweuz (mouezhiet), d.s. bzhg. mar mouz

[ɱ] frienn weuz-dent (mouezhiet), d.s. kat. enviar ([əɱˈbjaɾ]; "kas")

[n̪] frienn dent (mouezhiet), d.s. bzhg. "kantreal

[n] frienn logigoù (mouezhiet), d.s. saoz. no ("nann")

[ɳ] frienn gilbleg (mouezhiet), d.s. sañsk. कारण ([kɑːrəɳə]; "abeg")

[ɲ] frienn staon (mouezhiet), d.s. bzhg. ognon

[ŋ] frienn ouel (mouezhiet), d.s. sinaeg (mand.) 北京 ([pei˨˩˦ tɕɪŋ˥˥]; "Beijing")

[ɴ] frienn hugenn (mouezhiet), d.s. jap. 日本 ([nihoɴ]; "Japan")

Raganv

Notenn: tennañ a ra ar pennad-mañ da implij an termen yezhadurel "raganv". Evit implij an termen "raganv" kevatal da "gentanv", s.o. ar pennad "Anv-bihan".

Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv evit komz eus ur pro-stumm a c'hell bezañ implijet e lec'h un anv pe ur frazenn anv, da skouer:

- "Yannig a roas ul levr da Gatell"- "Eñ a roas anezhañ dezhi"Meur a doare raganv ez eus hervez yezhadur pep yezh ha kemmañ a ra an doare ma c'hellont bezañ implijet a yezh da yezh:

Raganvioù-gour:

Raganvioù rener:

Raganvioù sevended (te ~ c'hwi);

Raganvioù ni endalc'hus hag ezdalc'hus;

Raganvioù renadenn:

Raganvioù renadenn eeun ha dieeun;

Raganvioù emober;

Raganvioù kenemober;

Raganvioù araogennek;

Raganvioù distrollañ;

Raganvioù perc'hennañ;

Raganvioù diskouezañ;

Raganvioù damresisaat;

Raganvioù stagañ;

Raganvioù goulenn;

Raganvioù kreñvaat

Spesad

Er vevoniezh e vez implijet an termen spesad evit unan eus ar renkoù rummouriel diazez a reer ganto evit sevel renkadurezh ar bevien. Termenet e vez ar spesadoù evel strolladoù ar bevien (plant ha loened) a c'hell gouennañ etrezo ha genel distaoladennoù distag ha strujus. Graet e vez al labour rummata gant daou seurt bevoniourien, al loenoniourien hag al louzawourien (ar re-se evit rummata ar plant).

Dre vras e talvez meur a anv boutin implijet evit loened ha plant anavezet mat evit hini ar spesad (leon, ki-dour), met meur a spesad a ya dindan ar skrev, da skouer.

Ul labour pouezus eo klask peseurt spesadoù distag a c'heller kavout daoust d'an heñvelidigezhioù. Meur a wech e vez kavet daou spesad pa veze kredet e oant unan hepken. Pa vez divizet ez eus ur spesad en e unan e vez savet un anv daoudel, da lavaret eo anv latin ar genad heuliet gant anv latin ar spesad. An daou anv a zo anv skiantel ar bevien.

Troad pegativel

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad pegativel (saoz.: pegative case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ graer yezhadurel un ober gant un arguzenn o klotaat gant ur gouzañver dativel-heñvel, da lâret eo e talvez da verkañ graer ur verb tranzitivel gantañ ul levezon gwan war an ar gouzañver.

Kinniget e oa vbet an droad-mañ gant ar yezhonour danek] Søren Wichmann evit komz eus rannyezh Azoyú an tlapanekeg (Me'phaa/Tlapanec), a-hervez ar yezh nemeti ar bed implijet ganti an droad-mañ. Wichmann a displegas orin an termen evel-hen:

[…] based ‘Pegative’ on the Greek πηγή, which means ‘origin, source, emanation, etc.’ to provide a name for a case that proto-typically refers to a giver as opposed to a recipient".

Yezhoù papouek

Graet e vez gant an termen yezhoù papouek evit ober dave da veur a yezh komzet e kornôg ar Meurvor Habask ha n'int na yezhoù aostronezek nag aostralek, da lâret eo ne vez ket kenstrollet ar yezhoù papouek dre ma'z int gwall heñvel an eil ouzh eben, met kentoc'h peogwir ne c'hellont bezañ renket e hini ebet eus an div familh-yezhoù pennañ tostañ. Ouzhpenn-se, n'eo ket gwall sklaer hag-eñ ez eus ul liamm-familh etre ar yezhoù papouek pe get.

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.