Tanac'h


Hollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet tanac'h (תנ״ך, LFE: [ta'nax]) anezhañ. Ur verradenn eo ar ger-mañ, stummet diwar :

  • Torah (תורה) - pemp levr Moizez
  • Nevi'im (נביאים) - ar brofeded
    • Nevi'im richonim (נביאים ראשונים) - profeded kentañ
    • Nevi'im ac'haronim (נביאים אחרונים) - profeded diwezhañ
    • Trey-Asar (תרי עשר) - profeded vihan
  • Ketouvim (כתובים) - skridoù

Klotañ a ra ar c'hanon-mañ gant Testamant Kozh ar Gristenien mui-pe-vui.

Entire Tanakh scroll set
Holl rolledoù an Tanac'h
Star of David.svg   Menorah7a.png
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Strolladoù sokial-sevenadurel
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien dre vro
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Kredennoù yuzevek
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Istor ar yuzevien en henamzer · Templ Jeruzalem · Harlu Babilon
Hasmoneed · Sanhedrin
Brezelioù yuzev-roman · Fariseed
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah
Ahav

Hervez an Tanac'h e renas Ahav, mab Omri war Israel etre 874 KJK ha 853 KJK.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned :« Hag e reas Ahav, mab Omri, gwashoc'h ouzh daoulagad an Aotroù eget an holl re a oa bet en e raok. Evel pa vije bet re nebeut dezhañ kerzhout e pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, e kemeras da wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue Sidoniz, hag ez eas da servijout ar Baal ha da stouiñ dirazañ. » (1R 16, 30-31).

Buhez hag oberoù Ahav zo displeget eus 1R 16, 29 betek 1R 22, 40 C'hoari a reas ar profed Elia ur roll pouezus en istor Ahav, hervez an Tanac'h.

Brezel a reas Ahav ouzh Ben-Hadad, roue Aram a lakaas seziz war Shomron d'ur mare (1R 20).

Krevredet e voe Israel ha Yehouda, renet gant Yehoshafat, enep Aram. Gloazet e voe Ahav e-kerzh emgann Ramot-Gilead ha mervel a reas (1R 22).

Ahazia, e vab, a renas war e lerc'h.

Ar Skridoù (Bibl)

En Tanac'h – ar Bibl hebraek, a zo Bibl Yuzevien Palestina – e kaver dindan anv Ar Skridoù un toullad levrioù a vez renket e meur a rummad er Bibl katolik.

Boaz

Boaz pe Booz (en hebraeg בועז (bō`az) « ennañ emañ an nerzh ») a zo unan eus tudennoù Levr Rout en Tanac'h.

Rout, ur Voaviadez, intañvez Mahelon unan eus mibien Elimelec'h a oa deuet da Vetlehem gant he mamm-gaer Noemi goude marv he gwaz. Sikouret e voe gant Boaz, "un den galloudus, pinvidik, eus kerentiezh Elimelec'h".Divizout a reas dasprenañ anezhi hervez lezennoù ar mare. Priediñ a reas da Rout eta.

Genel a reas Rout ur mab dezhañ. Anvet e voe Oved. Hemañ a voe tad Yese, tad David.

Ketouvim

Ketouvim (כתובים,) pe Ar Skridoù, a zo trede lodenn an Tanac'h.

Enni e kaver :

Levr ar Salmoù

Levr Job

Levr ar C'hrennlavarioù

Levr Rout

Kanenn ar C'hanennoù

Kohelet (Ar Prezeger)

Levr ar C'heinvanoù

Levr Ester

Levr Daniel

Ezra ha Nehemia

Levrioù an Danevelloù

Levr Ezra

Levr Ezra a zo unan eus levrioù Ar Skridoù en Tanac'h. Kavet e vez e-touez levrioù istorek ar Bibl katolik.

Damvesket eo istor Ezra gant hini Nehemia. Ul levr nemetken a oa anezho diagent. An hevelep skrivagner en deus aozet ar skridoù-mañ hervez an darn vrasañ eus ar viblourien hag implijet en deus dielloù a orin disheñvell ha n'int ket dalc'hmat kenglot an eil gant egile. An Danevelloù a zo bet skrivet gant an hevelep oberour.

Hervez an hengoun e oa bet skrivet al levrioù gant Ezra pe Nehemia o-unan (Vvet kantved kent JK) met soñjal a ra d'an istorourien int bet skrivet er IVvet pe IIIvet kantved kent JK.

Dleout a rafe levrioù Ezra ha Nehemia dont war-lerc'h an Danevelloù met renket int bet a-raok en Tanac'h. Ne voe rannet an daou levr nemet goude 1448 er Bibl Hebraek.

Er Bibl katolik e vezont renket goude. Rannet eo bet an daou levr gant Orijen ha kadarnaet eo bet gant Jerom er Vulgat (Vvet kantved goude JK).

Levr Nehemia

Levr Nehemia, asambles gant Levr Ezra, zo unan eus levrioù an Tanac'h rak ul levr nemetken a oa anezho diagent. Dispartiet e voent gant ar Gristenien en IIIe kantved ha gant ar Yuzevien er XVvet kantved.Kontañ a reer el levr-mañ penaos e voe adsavet mogerioù Jeruzalem gant Nehemia, ur Yuzev gant ur post uhel e lez rouaned Persia. An danevell ziwezhañ eo en istor ar bobl yuzev, kontet en Tanac'h.

Mic'ha

Mic'ha pe Micha (e latin) pe Miche, (מִיכָה en hebraeg) a zo unan eus daouzek profed bihan an Tanac'h (Bibl hebraek).

Ster e anv a zo "Piv a zo evel Doue". Kempred eo gant Yeshaia. Prezegenniñ a reas da vare Yotam, Ahaz ha Hizkia en eil lodenn eus an eizhvet kantved kent JK. E vro c'henidik a oa Yehouda met prezeg a reas war Yehouda hag Israel.

Nahoum

Nahoum (Nahum e latin hag e troidigezh Gwilh ar C'hoad, נַחוּם, "frealzidigezh" en hebraeg) a zo unan eus daouzek profed "bihan" an Tanac'h.

"Ne ouier netra diwar-benn Nahoum, nemet e oa eus Elkosh, ur gêr dianav ivez. Diouzh danvez e ziouganoù e c'heller tennañ e prezegas goude ma voe kouezhet No-Amon (661) etre daouarn Ashour-Bani-Pal, roue Ashour, ha marteze betek marv ar roue-mañ (612)."

Nevi'im

Nevi'im (hebraeg: נביאים, "profeded"), pe Levrioù ar Brofeded, a vez graet eus eil lodenn an Tanac'h, pe Bibl Hebraek, Bibl Yuzevien Palestina, bet skrivet en hebraeg pe en arameeg. .

Div pe deir lodenn a gaver enno :

Nevi'im richonim (נביאים ראשונים) - ar Brofeded kentañ:

Yehochoua [יהושע] en hebraeg - Jozue e brezhoneg

Choftim [שופטים] - Barnerien

Chmou'el [שמואל] - Samuel (1 & 2)

Melac'him [מלכים] - Rouaned (1 & 2)Er Bibl katolik e renker al levrioù-mañ e-touez al Levrioù Istorek gant Levrioù eilkanonel evel Levrioù an Danevelloù (kentañ hag eil), Levr Nehemia, Levr Tobit, Levr Youdith, Levr Ester ha Levrioù ar Vakabeed (kentañ hag eil).

Ruth (Bibl)

Ruth (pe Rout) eo pried Mahelon, er Bibl, e Levr Rout. Eus Moav eo-hi, ur rouantelezh war lez ar Jordan, met eus rouantelezh Israel eo deut he gwaz gant e diegezh : e dad Elimelec'h, e vamm Noemi hag e vreur Kileyon (dimezet da Orpa).

Lenn a reer hec'h istor e Levr Rout an Tanac'h.

Goude marv Elimelec'h, Mahelon ha Kileyon e tivizas Noemi distreiñ da vro Yehouda. Chom a reas Orpa e Moav met dont a reas Rout ganti ha divizout lakaat he feiz e Doue Israel.

Boaz, un den pinvidik eus tiegezh Elimelec'h, a sikouras hag a zasprenas anezhi hervez lezennoù ar mare. Deuet da vezañ gwreg Boaz e c'hanas Oved hag a c'hanas Yese (tad David). Pouezañ a ra an istor-mañ war ar fed e voe mamm-gozh David un estrenez hag henvamm Jezuz war memes tro.

Samaritanegezh

Ar samaritanegezh a zo ur relijion undoueek diazezet war gredenn an Israelited (dek meuriad proto-yuzev) o chom e rouantelezh Israel a voe aloubet gant an Asirianed e 722 kent JK.

N'anavez ket ar Samaritaned levrioù nevez an tanac'h, da lâret eo an holl levrioù estreget pemp levr Moizez (an Torah), evel skridoù santel. N'eus ket a rabined er samaritanegezh, met ur beleg meur hag a zo e penn ar relijion. Tremen a ra ar garg-se eus an eil beleg meur d'egile dre hêrezh.

Menez Garizim (hebraeg ar Samaritaned: Ar-garízim; arabeg: جبل جرزيم Jabal Jarizīm; hebraeg: הַר גְּרִיזִּים Har Gərizzim), ha n'eo ket Jeruzalem, eo kreizenn relijiel ar Samaritaned a savas un templ warnañ war-dro 330 kent JK. Distrujet e voe an templ-se gant Yann Hyrkan e 128 kent JK.

E 2003 e konted 653 Samaritan e Palestina hag en Israel.

Shomron

Hervez an Tanac'h e oa Shomron kêr-benn Rouantelezh Israel, rouantelezh an Norzh. Hervez Eil Levr ar Rouaned e voe distrujet gant an Asirianed e 721 KJK.

Savet e vefe bet gant Omri, roue Israel (885-874) : « E Tirsa e renas c'hwec'h vloaz ; hag e prenas menez Shomron digant Shemer evit div dolzenn arc'hant. Sevel a reas war ar menez, hag e c'halvas anv ar gêr en devoa savet, diwar anv Shemer, mestr ar menez, 'Shomron' » (1R 16, 23-24).

Targoum

Targoum (liester: targoumim; "troidigezh, -ioù") a vez graet en hebraeg eus troidigezhioù aramaek an tanac'h. Troet int bet en Henamzer hag er Grennamzer gant kumuniezhoù yuzevien aramaeger.

Terah

Terah (hebraeg :תֶּרַח, "Ibeks, gavr c'houez" pe "kantreer"), eo tad Avraham, Nahor ha Haran hervez Levr ar C'heneliezh an Tanac'h, ha diskennad eus Shem (unan eus mibien Noah).

Testamant Kozh

An Testamant Kozh pe Testamant Kentañ (: Ή Παλαιὰ Διαθήκη / Hê Palaià Diathếkê) eo al lodenn gentañ eus ar Bibl, pe gatolik pe brotestant, enni un teskad levrioù hebraek savet e-pad ar c'hantvedoù a-raok an hoalad kristen. Dispaket eo peurvuiañ a-raok an Testamant Nevez e-lec'h ma 'z eus kaoz eus Jezuz Krist, a zo diazezer ha profed ar relijionoù kristen.

Hervez an Tanac'h, Bibl ar Yuzevien (re Balestina), ez eus ennañ 39 levr skrivet en hebraeg gant lodennoù bihan en arameeg e Levr Ezra (Esdras) hag e Levr Daniel :

ar Pentateuc'h , pe Al Lezenn pe Torah ar Yuzevien.

Levrioù ar Brofeded en o-zouez un darn eus levrioù istorel ar Bibl Katolik

Ar skridoùBodet e vez an testennoù en un doare disheñvel diouzh hini ar Bibl katolik. Ne gaver nemet 24 levr eta evit an hevelep testennoù. Al levrioù all (7) a zo erruet betek ennomp e gresianeg a-drugarez da droidigezh ar Seikont mui lodennoù zo eus levr Daniel hag eus levr Ester. Troidigezh ar Seikont a oa bet savet en Aleksandria en trede hag en eil kantved a-raok Jezuz Krist evit ar Yuzevien gresianeger.

Evit ar Gatoliked ez eus ennañ 46 levr rak diazezet eo war Bibl ar Seikont, Bibl Yuzevien an diaspora :

Ar Pentateuc'h

Al levrioù istorek

Al levrioù barzhoniel hag al levrioù a furnez

Levrioù ar BrofededE Sened-Meur Trento (1545–63) e voe degemeret ar seizh levr (Youdith, Tobit,ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia) mui an tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha na gaver ket en destenn hebraek, evel kanonel. Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho..

Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina). Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all. Un toullad testennoù orin en hebraek eus ar skridoù

eilkanonel a zo bet adkavet.

Torah

An Torah (hebraeg: תורה) a vez graet eus pemp levr Moizez:

Berechit (hebraeg: בְּרֵאשִׁית), Genesis (gresianeg-latin) pe Geneliezh (brezhoneg)

Chemot (שְׁמוֹת), Exodus (latin) pe Ermaeziadeg

Wa-yikra (וַיִּקְרָ), Leviticus (latin) pe Leviegezh

Be-midbar (בְּמִדְבַּר), Numeri (latin) pe Niveroù

Ha-devarim (הַדְּבָרִים), Deuteronomion (gresianeg-latin) pe AdlezennSellet e vez ouzh an Torah evel ul levr santel e meur a relijion: er yuzevegezh ez eo lodenn bennañ an Tanac'h, er Gristeniezh ez eo un darn eus an Testamant Kozh, hag er samaritanegezh e vez sellet outañ evel al levr santel nemetañ.

Yeshaia

Yeshaia, pe Izaia pe Ezai, יְשַׁעְיָהוּ en hebreeg, a zo unan eus profeded "vras" an Tanac'h. E anv a dalv kement ha "Doue a ro silvidigezh".

Ar profed meneget ar muiañ en Testamant Nevez eo, hag an hini a vez lennet an aliesañ el lidoù kristen.

Yuzevegezh

An hini goshañ eus an teir relijion undoueek (monoteist) meur eo ar yuzevegezh, dezhi en-dro da 15 milion a feizidi er bed a-bezh, ha yuzeviezh neuze a reer neuze eus ar feizidi-se. An diforc'h brasañ etre ar yuzevegezh hag an div relijion vras diazezet warni, ar gristeniezh hag an islam, eo al liamm etre an identelezh relijiel hag hini etnikel a vez pouezet warnañ el lodenn vrasañ eus ar c'hredennoù yuzev. Savet eo bet e 1948 ur riez eo ar yuzevegezh e relijion-stad, Israel eo e anv e koun ar riez a oa er memes lec'h en Henamzer kreis.

Zipora

Hervez an Tanac'h e oa Zipora (hebraeg : צִפוֹרָה,Tsippora,"evnig" ; gresianeg : Σεπφώρα ; arabeg : صفورة‎‎) unan eus merc'hed Reouel, beleg Midyan. Roet e voe da bried da Voshe (Er 2, 21) hag e c'hanas dezhañ ur mab hag a voe anvet Gershon peogwir e oa bet Moshe "Ostiziad e bro estren".

En Er 18, tad-kaer Moshe n'eo ket anvet Reouel met Yitro ha meneget eo bepred Zipora evel gwreg Moshe ha mamm d'e zaou vab Gershon hag Eliezer.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.