Subotica

Subotica (Serbeg: Subotica (Суботица), Hungareg: Szabadka, Kroateg: Subotica, Alamaneg: Maria-Theresiopel pe Theresiopel, Slovakeg: Subotica, Rusyneg: Суботица, Roumaneg: Subotica pe Subotiţa) a zo ur gêr eus hanternoz Serbia er broviñs emren Voivodina. Lec'hiet eo 10 km diouzh an harzoù gant Hungaria. An eil kêr vrasañ e Voivodina goude Novi Sad eo gant ur boblañs a 99,981 annezad. Kêrbenn bann Norzh-Bačka eo.

Суботица
Subotica
Szabadka
Skoed-armoù
Skoed-armoù
Lec'hiadur e Serbia
Suboticaloc
Maer Saša Vučinić
(DS)
Gorread 1008 km²
Poblañs (kontadeg 2002) 99,981 ( keoded 148,401)
Stankder (2002) 216/km²
Hed ha Treuz 46°5′N 19°39′EHed ha Treuz: 46°5′N 19°39′E
Kod-Rannvroel +381 24
Disrannadurioù 19 keriadenn
Plakenn-karr SU
Kelc'hiad-amzer UTC+1
Lec'hienn www.subotica.co.yu

Yezhoù

Tud dibar

Levrennadur

Andrija Fuderer

Andrija Fuderer a zo bet ganet d'an 13 a viz Mae 1931 e Subotica (Yougoslavia).

Mestrc'hoarier echedoù yougoslaviat, kroat ha belgiat.

Mestr Etrebroadel (FIDE) abaoe 1952, Mestr Meur abaoe 1990.

Kampion Echedoù Yougoslavia er rummad Junior e 1947.

Kampion Echedoù Kroatia e 1951.

Kampionad Echedoù Yougoslavia:

2vet-3de e 1951 ;

2vet e 1952 ;

1añ (a-gevred gant unan arall) e 1953.Kemer a reas perzh e meur a dournamant:

4vet e Bled e 1950 (Miguel Najdorf a voe trec'h);

2vet e Dortmund e 1951 (Alberic O'Kelly de Galway a voe trec'h) ;

5vet e Beverwijk e 1952 (Max Euwe a voe trec'h).

Osijek

Osijek (distaget [ˈɔsjɛk] e kroateg, Осек pe Осијек e serbeg, Eszék en hungareg, Esseg en alamaneg) eo ar pevare kêr vrasañ e Kroatia ha kêr-benn kontelezh Osijek-Baranja eo. Kêr vrasañ rannvro istorel Slavonia eo. Emañ Osijek war ribl dehou ar stêr Drava ha 25 km diouzh kember ar stêr-se gant an Danav. Enni ez eus 114 616 a dud o chom (niveradeg 2001).

N’he deus ket gouzañvet re kêr Osijek diwar ar brezel etre « Yougoslavia » (Serbia) ha Kroatia etre 1991 ha 1995. Met aet ez eus kalz serbegerien kuit. E 1991 e oa 165 253 a annezidi : 110 934 Kroat (67,1%), 33 146 Serb (20%), 3 156 Hungarad (1,9%). Hervez niveradeg 2001 e oa 114 616 a annezidi en Osijek : 86,58% a Groated, 7,65% a Serbed ha 1,01% a Hungariz.

Péter Lékó

Péter Lékó a zo bet ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1979 e Subotica, Yougoslavia.

Mestrc'hoarier echedoù hungarat.

Mestr Meur Etrebroadel abaoe 1994. Renket eo e-mesk an dek c'hoarier gwellañ c'hoarier ag ar bed abaoe 1999.

E 2002 e voe trec'h e tournamant an danvezioù-kampion e Dortmund (Alamagn): c'hoari a reas neuze a-enep da Vladimir Kramnik evit titl kampion ar bed e Brissago (Suis) e miz Here 2004. Gant 7-7 ez echuas ar match: Kramnik a viras e ditl.

E kampionad ar bed (FIDE) 2005 e voe 5ved.

D'ar 1añ a viz Here 2006, edo 8vet c'hoarier bedel gant ur renk Elo a 2741.

Szeged

Szeged (distaget [ˈsɛɡɛd] en hungareg) zo ur gêr eus Hungaria, er c’hreisteiz da Vudapest, e kember ar stêrioù Tisza ha Maros, e kontelezh Csongrád. War-dro 170 000 a annezidi zo enni (e 2011).

Kêr bennañ kreisteiz Hungaria eo, nepell diouzh harzoù Serbia ha Roumania, ha brudet eo Skol-veur Szeged. Anavezet eo korn-bro Szeged abalamour ma c’hounezer kalz paprika ennañ.

A-gozh eo anavezet Szeged ha Partiscum e oa hec’h anv da vare ar Romaned. Eus 1183 eo ar meneg kentañ eus an anv hungarek Szeged. Sez gouarnamant enep-dispac’hel Hungaria e voe Szeged e 1919, pa oa bet embannet Republik Soviedel Hungaria gant ar gomunourien e Budapest.

Tibor Sekelj

Tibor Sekelj (anvet a-wechoù Székely Tibor hervez an doare hungarek ; ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1912 e Spišská Sobota en Aostria-Hungaria, marvet d'an 20 a viz Gwengolo 1988 e Subotica, Voivodina, Yougoslavia) a oa kazetenner, ergerzher, skrivagner, gwiraour, hag ur c'heodedour eus ar bed e embanne bezañ. Ergerzhet a reas meur a lec'h dre ar bed, e Suamerika, Azia hag Afrika. Met ouzhpenn anavezout an natur er broioù-se, evel ma rae ergerzherien all, e klaske anavezout ha kompren an dud hag o ene.

Ouzhpenn an hungareg, e yezh-vamm, hag ar serbeg-ha-kroateg e oa gouest da gomz alamaneg, spagnoleg, saozneg, galleg, esperanteg ha tammoù eus meur a yezh all. Hervezañ e-unan en doa desket 25 yezh ha disklêriañ a rae e oa gouest c'hoazh da gaozeal 9 anezho.

Sevel a reas meur a levr (romantoù, levrioù-beaj, arnodskridoù) en esperanteg. E 1986 e voe dilennet da ezel en Akademiezh an Esperanteg ha da ezel a enor en Universala Esperanto-Asocio. E 2011 e embannas ar strollad Eŭropa Esperanto-Unio e oa ar bloavezh 2012 "La Jaro de Tibor Sekelj" (bloavezh Tibor Sekelj), kant vloaz goude e c'hanedigezh.

Zdravko Zupan

Zdravko Zupan (serbeg kirillek: Здравко Зупан; Zagreb, 7 a viz C'hwevrer 1950 — Belgrad, 9 a viz Here 2015) a oa un treser, senarier hag ur istorour bannoù-treset serb.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.