Stad

Ar Stad (stad da lod) zo unan eus stummoù aozadur politikel ur vro.

Bevennet eo gant harzoù ar Stadoù all, ha lakaat a ra he lezennoù da dalvezout war he zachenn, war zouar ha war vor zoken (komz a reer neuze eus eus an domani war vor) .

Peurvuiañ e klasker disheñvelout:

  • ar vro, a zo un dachenn douar
  • ar Stad, hollad an aozadurioù politikel
  • ar gouarnamant, a zo unan eus aozadurioù ar Stad
  • ar vroad, an dud a zo er vro.


Gant Max Weber eo bet termenet evel an aozadur nemetañ a c'hall ober gant an nerzh hervez al lezenn en ur vro bennak, an nerzh o vezañ an arme, ar polis, ar velestradurezh, al lezioù-barn.

Stadoù

An holl vroioù zo rannet en un doare bennak, evit aesaat ar melestriñ . Darn e rannvroioù, darn e departamantoù, kemm a ra ar gerioù hervez ar broioù hag ar Stadoù.

Stadoù dizalc'h zo a zo rannet etre Stadoù all, ha n'int ket dizalc'h. Komz a reer neuze eus Stadoù emren, pe Stadoù kevredet, e diabarzh Stadoù kevredadel.

Stadoù kevredadel

Setu ul listennad Stadoù kevredadel:

Lavaredoù

  • « Me eo ar Stad » (lavaredenn amwir lakaet war gont Loeiz XIV)
  • « Mard eo kreñv ar Stad e wask warnomp; mard eo gwan ar Stad e varvomp. » (Paul Valéry)
  • « Pezh en deus graet eus ar Stad un Ifern war an douar eo o deus klasketan dud ober o faradoz anezhi dres » (Friedrich Hölderlin)
  • « Me zo aet, met ar Stad a chomo. » (Louis XIV)
  • « Pep tra er Stad, netra e-maez ar Stad, netra enep ar Stad. » (Benito Mussolini)
  • « L’État, c'est la grande fiction à travers laquelle tout le monde s’efforce de vivre aux dépens de tout le monde. » (Frédéric Bastiat)
  • « L’État constitue le pur produit de l’émergence de la violence dans les sociétés humaines. » (Pascal Salin)
  • « L’État, c’est le plus froid des monstres froids. Il ment froidement et voici le mensonge qui rampe de sa bouche : “Moi, l’État, je suis le peuple.” » (Friedrich Nietzsche)
  • « Beaucoup trop d’hommes viennent au monde : l’État a été inventé pour ceux qui sont superflus. » (Friedrich Nietzsche)
  • « La mission historique de la bourgeoisie est la création d’un État “national” moderne ; mais la tâche historique du prolétariat est d’abolir cet État. » (Rosa Luxemburg)
  • « Qui donne aux pauvres prête à Dieu, qui donne à l’État prête à rire. » (Tristan Bernard)
  • « Nous n’avons pas besoin d’un État qui régente et domine tout, mais au contraire d’un État qui reconnaisse généreusement et qui soutienne, dans la ligne du principe de subsidiarité, les initiatives qui naissent des différentes forces sociales et qui associent spontanéité et proximité avec les hommes ayant besoin d’aide ». (Benead XVI, Deus Caritas Est)
  • « État : Gangstérisme officialisé. » (Louis Calaferte)
  • « L’État est l’organisation spéciale d’un pouvoir, c’est l’organisation de la violence destinée à mater une certaine classe. » (Lénin)
Aostria

Aostria (alamaneg: Österreich /ˈøːstɐˌʁaɪç/) a zo ur stad eus Kreiz Europa, anezhi ur Republik demokratel ha kevreadel. Vienna eo anv kêr-benn ar vro, Wien en alamaneg. Rannet eo e 9 stad kevredet, hag a zo emren war meur a dachenn. Meneziek eo al lodenn vrasañ eus Aostria: 62,8% eus ar vro a zo goloet gant menezioù an Alpoù, ha 32% hepken eus he gorread a zo izeloc'h evit 500 m. Ar Großglockner (3 797 m) eo menez uhelañ Aostria. Ezel eus Unaniezh Europa ha Kuzul Europa eo Aostria dibaoe 1995. E Takad an euro emañ.

En-dro da Aostria emañ ar broioù-mañ : Suis, Liechtenstein, Italia, Slovenia, Hungaria, Slovakia, ar Republik Tchek hag Alamagn.

Arondisamant

Un arondisamant a c'hall bezañ :

Ur rann velestradurel e meur a stad pe riez, evel er re-mañ :

1. E Bro-C'hall : daou seurt arondisamantoù zo :

ar rannoù eus an departamantoù, melestret gant un isprefed,

ar rannoù eus an teir c'humun c'hall pobletañ er vro-se, da lâret eo kumunioù Pariz, Lyon ha Marselha.

2. E Belgia

3. E Kebek

Anv ur rann varnerezhel en Izelvroioù.

Belgia

Ur stad eus Europa eo Belgia (e nederlandeg: België, galleg: Belgique, alamaneg: Belgien) pe, hervez e anv leun, Rouantelezh Belgia. E kornaoueg ar c’hevandir emañ, etre Mor an Hanternoz er gwalarn, an Izelvroioù en norzh, Alamagn ha Luksembourg er reter, ha Frañs er su hag er mervent.

Dispac'h Gall

An Dispac'h Gall eo an anv roet d'an heuliad darvoudoù hag oberoù a oa bet e Bro-C'hall etre 1789 ha 1799, hag a voe diskaret ar Roueelezh hag ar Renad kozh ganto.

Echuiñ a reas gant Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn er bloavezh VIII (d’an 9 a viz Du 1799) kaset da benn gant ar jeneral Buonaparte.

Kantadoù a viliadoù a dud a varvas e-pad ar Reveulzi C'hall, dreist-holl e-pad ar Spont bras etre 1793 ha 1794 : 16 594 den dibennet diwar ur varnadenn, met pa gonter an holl dorfedoù ha drouklazhoù e vefed tostoc’h eus 40 000. Posupl eo ouzhpennañ marvioù ar brezelioù-diabarzh a-enep d'ar Reveulzi (Chouanerezh ha Brezel Vende) ha reoù ar brezelioù war harzhoù Bro-C'hall a-enep d’ar c’henemglev a rouantelezhioù european a stourmas ouzh ar skouer fall-se.

Etrekumuniezh

Stad C'hall : graet e vez Etrekumuniezh eus ar galloud roet d'ar c'humunioù ag ar Stad C'hall da genlabourat.

Hauts-de-France

Hauts-de-France zo unan eus rannvroioù melestradurel Bro-C'hall, e hanternoz ar vro.

Kemeret he deus lec'h div rannvro all a oa diagent — Nord-Pas-de-Calais ha Pikardi — d'ar 1añ a viz Genver 2016, da-heul ar c'hempenn a zo bet graet d'ar rannvroioù gant ar gouarnamant gall e 2015. "Nord-Pas-de-Calais-Picardie" zo un anv da c'hortoz evit ar rannvro nevez, savet diwar strollañ anvioù ar rannvroioù a oa diagent, en urzh al lizherenneg. Un anv a vo dibabet da vat gant ar c'huzul-rannvro nevez, a-benn ar 1añ a viz Gouere 2016, hag a ranko bezañ degemeret gant ar C'huzul Stad a-raok ar 1añ a viz Here 2016.Lille eo kêr-benn velestradurel ar rannvro.

Kalifornia

Meur a ster all zo d'ar ger California.Kalifornia (California e saozneg, stumm ofisiel diwar ar spagnoleg) zo unan eus an 50 Stad kevredet a ya d'ober Stadoù-Unanet Amerika. E mervent ar vro emañ, war aod ar Meurvor Habask, en hanternoz da stad Baja California, a zo e gwalarn Mec'hiko.

En he 410 000 km² ez eus tost da 40 milion a dud o chom, gant se ez eo ar stad pobletañ e SUA, hag an trede brasañ. Sacramento eo e gêr-benn, ha Los Angeles e gêr brasañ.

Kuba

Kuba (Cuba e yezh ar vro, distaget /kouba/) zo ur republik dizalc'h er Mor Karib, en Amerika. Enez Kuba a ya ouzh hec'h ober, hag un nebeud inizi nes, an hini vrasañ eo Isla de la Juventud. En hanternoz dezhi emañ Stadoù-Unanet Amerika ha Bahamas. Er c'hornôg emañ Mec'hiko, er c'hreisteiz an Inizi Cayman ha Jamaika, er gevred emañ enez Hispaniola, div stad enni: Haiti hag ar Republik Dominikan. La Habana eo ar gêr-benn. Ul lodennig vihan, Guantanamo, a zo dalc'het gant ar Stadoù-Unanet o deus ur bon arme eno.

New York

Evit Stad New York, gwelet amañ.

New York (distagadur saozneg amerikanek: [nuːˈjɔːɹk]) pe Kêr New York (evit lakaat kemm gant Stad New York), New York City e saozneg (City of New York ent-ofisiel, berradur NYC) eo kêr vrasañ Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet eo The Big Apple (ar Mell Aval) pe Ar gêr na gousk morse. A-wezhioù e vez graet Evrog Nevez anezhi e brezhoneg ivez gant lod.

Pemp rann velestradurel ("borough") a ya d'ober kêr: Manhattan, Brooklyn, ar Queens, ar Bronx, ha Staten Island.

Unan eus brasañ kêrioù ar bed eo New York gant 8 336 697 a dud, hag e-kreiz ur vegalopolenn divent a 19 milion a dud dindan teir Stad (New York, New Jersey, ha Connecticut). Abaoe 1990 eo aet ar minorelezhioù d'ober al lodenn vrasañ eus kêriz. Ouzhpenn bezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed ez eo ivez unan eus ar re bouezusañ. Eno emañ sez Aozadur ar Broadoù Unanet, hag ul lec'h ekonomikel hep e bar gant Wall Street hag an New York Stock Exchange.

Nigeria

En Afrika ar C'hornôg emañ Republik kevreadel Nigeria, enni 36 stad kevredet hag an tiriad kevreadel tro-dro da Abuja, ar gêr-benn. Eus pleg-mor Ginea betek Lenn Tchad en em led an tiriad, 923 773 km² ennañ. Er c'hornôg dezhi e kaver Republik Benin, en norzh, Republik Niger ha Republik Tchad hag er reter, Republik Kameroun. Bro bobletañ Afrika eo hag ar seizhvet hini eus ar bed gant 158 423 000 a dud e 2010, ar pezh a ra 2.28% eus poblañs ar bed. Lagos eo ar brasañ kêr.

Parlamant Europa

Parlamant Europa (pe Dael Unaniezh Europa(Daveoù a vank)) zo ur parlamant gant ur gambr hepken, ennañ kannaded dilennet gant keodedourien holl stadoù Unaniezh Europa. Emañ e sez ofisiel e Straßburg met ar bodadoù labour en em vod e Brusel. Eno e vez an darn vrasañ eus ar bodadegoù hag an divizoù eta. Eno ivez emañ burevioù ar gannaded hag re o strolladoù. E Luksembourg emañ ar sekretouriezh, al levraoueg ha lod eus ar postoù labour.

Da gentañ e veze anvet izili Parlamant Europa gant ar stadoù bodet en Unaniezh. Abaoe 1979 e vez dilennet ar gannaded war-eeun gant ar geodedourien e pep stad, bep 5 bloaz. Bremañ ma'z eus 28 stad en Unaniezh Europa, ez eus 751 c'hannad er Parlamant.

Riez

Ur riez a zo un aozadur politikel frammet oc'h ober e annez en un tiriad termenet gant harzoù, ur gouarnamant en e benn hag en deus ur riegezh en diavaez koulz hag en diabarzh.

Peurvuiañ, evit bezañ gouest da sinañ emglevioù etrebroadel pe etreriezel ez eo ret d'ur riez bezañ bet anavezet evel ur vro dizalc'h goude m'he deus embannet e oa aet en he frankiz, o vezañ n'eus ket ret evit un nebeud emglevioù.

Diwar elfennoù diabarzh ivez e termener ar riez. Da skouer e skrive Max Weber : "ur riez a zo ur gumuniezh denel a embann he deus gwir da vont dre nerzh en un doare reizhel ouzh n'eus forzh piv en un tiriad dibar". Diouzh ar ster roet d'ar bomm "doare reizhel" ez intenter talvoudegezh al lavarenn. Eus ober ar gouarnamant, da lavaret eo ar c'horf politikel a zo e penn ar riez, eo ez eus kaoz amañ.

Kentañ testeni eus implij ar ger gallek État, "Stad", evit ur vro riek a gaver e skrid ar feur-emglev anvet Peoc'h Westfalia (1648). Komzet e vez eus "riez mod-Westfalia". Ur vro riek pe ur riez a zo ur voudelezh dezhi an emzalc'husted evit merañ hec'h oberoù politikel ha kevredigezhel hep na yafe riezoù pe c'halloudoù all da emellout enno.

Lod a lavar ez a war diskar tamm-ha-tamm ar riez mod-Westfalia diouzh emdroadur ar sistem etrebroadel a sil kemmoù armerzhel, politikel ha sevenadurel ha diouzh ar c'hemmoù teknologek ken e weler anadennoù nevez ha kreñv evel ar bedeliadur ha diorroadur tolpadurioù-riezoù rannvedel ha dreistriezel evel Unaniezh Europa.

E brezhoneg e vez implijet kalz ar ger "Stad" evit ur riez, hag ouzhpenn ez eus Stadoù ha n'int ket riezoù, e-barzh riezoù krevredel da skouer. Setu perak e vez kaoz eus Stadoù-Unanet Amerika, ar re-mañ oc'h ober ur riez asambles.

E saozneg, e galleg hag e spagnoleg e vez graet Stad eus meur a dra, e brezhoneg e c'haller ober ivez.

E komzoù boutin e vez mesket alies a-walc'h bro, broad ha riez, met ret e vefe pouezañ war an diforc'hioù bras a gaver etrezo :

bro a dalvez kement ha takad douaroniel bras pe vihan peurvuiañ ;

broad a zo liammet gant ar bobl a anavez bezañ dedennet ganti, met alies-tre e vez implijet evit traoù o tennañ d'ar riez (sellit ouzh "etrebroadel") ;

riez a zo liammet ouzh ar gouarnamant hag ouzh ur voudelezh anavezet el lezennoù etrebroadel.Hiziv eo bet rannet gorread ar Voul-Douar etre 200 riez pe war-dro hag ouzhpenn-se ez eus un tiriad dibar, Antarktika ha tiriadoù a zo dindan ur galloud riezel sañset, met n'int ket evit gwir, da skouer, Somalia hag Irak.

Rouantelezh-Unanet

Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, anvet ar Rouantelezh-Unanet peurliesañ, zo ur Stad europat dizalc’h bet krouet e 1801. Ar Stad-se a ya Breizh-Veur, Bro-Saoz, Skos, Kembre ha Norzhiwerzhon d’hec’h ober. An darn vrasañ eus he ziriad zo nepell diouzh aodoù gwalarn ar c’hevandir europat ha tro-dro dezhi emañ Mor an Hanternoz, Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel.

Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo ar beg uhelañ anezhi. E Skos emañ.

Notenn : arabat droukkemer ar Rouantelezh-Unanet evit Bro-Saoz, unan eus ar broadoù a ya d’hec’h ober, na gant Breizh-Veur, an enezenn bennañ.

Rusia

Brasañ bro ar bed eo Rusia, ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskov eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.

War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia (an daou-mañ gant Oblast Kaliningrad), Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.

Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantel liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.

Spagn

Gwelout ivez : Spagn (anvadurezh)

Ur vro etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouar eo Spagn (pe Bro-Spagn), un anv a deu eus ar ger latin Hispania, e Ledenez Iberia.

Spagnoleg

Ar spagnoleg, anvet kastilhaneg a-wechoù, zo ur yezh ganet e rouantelezhioù kozh Kastilha ha Navarra, hag a vez komzet bremañ, ouzhpenn e Spagn, en un ugent stad bennak, dreist-holl en Amerika met ivez en Azia hag Afrika, gant 450 milion a dud, pe ouzhpenn 500 milion mar konter an dud a ra gantañ evel eil yezh.

An eil yezh-vamm eo war-lerc'h ar sinaeg (mandarineg) hag an eil yezh studiet war-lerc'h ar saozneg. Yezh ofisiel eo en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Ur yezh indezeuropek eo, diorroet diwar al latin poblek, gant levezonoù liesseurt (arabeg, iberek, euskarek, keltiek hag all).

Stadoù-Unanet Amerika

Evit sterioù all, gwelet USA (disheñvelout), Stadoù-Unanet (disheñvelout)Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: United States of America) (teskanv: SUA, saozneg: USA), stumm berr: (ar) Stadoù-Unanet ((the) United States). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro, ha gant an teskanv amerikanek USA. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed.

Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo. Broudet en deus ar gouarnamant amerikan ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel.

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci.

Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved).

Suis

Ur stad eus Europa eo Suis (en alamaneg Schweiz, e galleg Suisse, en italianeg Svizzera, e romañcheg Svizra) a zo ur vro eus kreiz-kornaoueg Europa gant Alamagn, Frañs, Italia, Aostria ha Liechtenstein en-dro dezhi. Gant hec'h anv latin Helvetia e vez graet ivez. Bern eo he c'hêr-benn.

Yezh ofisiel

Ur yezh ganti ur statud ispisial en ur Stad, ur vro pe un dachenn resis eo ur yezh ofisiel. Aliezik a-walc'h e klot honnezh gant ar yezh a vez implijet evit sevel hag embann lezennoù ur vro bennaket, met broioù 'zo a c'hell ober ivez gant meur a yezh ofisiel pe kenofisiel ivez.

Ret eo ober an diforc'h ivez etre ur Yezh bihanniver anavezet en un doare ofisiel gant ur Stad pe ur vro bennaket hag ur yezh ofisiel-rik, rak daoust ha ma c'hell bezañ implijet ur yezh e skolioù ur vro pe c'hoazh evit kemennadennoù ofisiel ne dalvez ket dre ret kement-mañ e vefe anezhi ur yezh ofisiel. Da skouer e vez anavezet al ladineg hag ar sardeg gant Italia, met n'int ket yezhoù ofisiel ar Stad-se.

An hanter eus holl vroioù pe Stadoù ar bed a zo gante ur yezh ofisiel. En o zouez emañ ar re a ra gant ur yezh ofisiel nemeti evel Albania, Frañs pe Lituania, ha koulskoude er broioù-se ez eus yezhoù lec'hel all hag a vez komzet enne. Broioù all, avat, a ra gant meur a yezh ofisiel evel Afghanistan, Belarus, Belgia, Bolivia, Kanada, Eritrea, Finland, India, Paraguay, Suafrika ha Suis.

Broioù all evel Irak, Italia, Rusia pe Spagn o deus anavezet en un doare ofisiel ur yezh ofisiel nemeti evit ar Stad en he fezh e-kichen yezhoù all hag a dalvez da yezhoù kenofisiel e takadoù resis 'zo, da skouer ar spagnoleg a zo yezh ofisiel Stad Spagn a-bezh keit ha m'emañ kenofisiel ar spagnoleg gant ar galizeg e Kumuniezh emren Galiza.

Un nebeud broioù pe Stadoù all, en o zouez Aostralia, Sveden hag ar Stadoù-Unanet n'o deus, diouzh o zu, yezh ofisiel ebet, nemet eo lodenn ar Stadoù diabarzh divizout pe yezh ofisiel a zo dezho (saozneg ha spagnoleg e Mec'hiko-Nevez, da skouer).

Bez' e ranker ivez ober an diforc'h etre yezh ofisiel meur a vro bet trevadennet gant broioù Europa en amzerioù kent, aliezik a-walc'h saozneg pe galleg hag ar yezhoù a vez komzet gant an darn vrasañ eus an dud o vevañ eno.

Diouzh an tu all, avat, a-drugarez d'ar vroadelouriezh hag ar stourm evit an iwerzhoneg e oa bet lakaet ar yezh vroadel-se da yezh ofisiel pennañ Republik Iwerzhon er mellad 8 eus he Bonreizh daoust ma vez komzet ar yezh-se gant un niver kalz bihanoc'h a dud er vro-se evit ar saozneg, anavezet evel eil yezh kenofisiel ar Republik.

Ne glot ket atav, neuze, yezh ofisiel un takad pe ur vro hag ar yezh vroadel, d.s. bez' e c'heller lâret ez eo c'hoazh ar galleg yezh ofisiel nemeti e Breizh, met ar brezhoneg an hini eo ar yezh vroadel.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.