Skiant

Ar Skiant (eus al latin scientia, "anaoudegezh") zo ur reizhiad da zastum anaoudegezh zo diazezet war an hentenn skiantel. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezh gounezet dre an enklask-se.[1][2]. Ar skiant evel ma’z eo termenet amañ zo anvet a-wezhioù skiant glann evit lakaat kemm gant ar skiantoù pleustrek, a implij an imbourc’h skiantel da vastañ ouzh ezhommoù an dud. An tachennoù skiant a vez rannet etre daou strollad pennañ peurliesañ :

  • Skiantoù ar vuhez, a studi an anadennoù naturel (en o zouez ar vuhez), ha
  • skiantoù sokial, a studi emzalc’h Mab-Den hag ar c’hevredigezhioù savet gantañ.

Ar strolladoù-se a vod skiantoù arnodel, ar pezh a dalvez e rank an anaoudegezh a zastumont bezañ diazezet war anadennoù a c’haller evezhiañ hag a c’hell bezañ amprouet gant skiantourien all a labour er memes doare.[3].


Ar jedoniezh, a vez lakaet a-wezhioù en un trede strollad skiantoù anvet skiantoù furmel, he deus war un dro heñvelidigezhioù ha disheñvelidigezhioù gant skiantoù ar vuhez hag ar skiantoù sokial[4]. Heñvel int ouzh ar skiantoù arnodel abalamour ma renont ar studi diuntuek, urzhiek ha damantus eus un dachenn anaoudegezh ; disheñvel int abalamour d’an hentenn a dalvez da wiriañ an anaoudegezhioù hag a implij an a priori kentoc’h evit taolioù arnod[5]. Ar skiant furmel, a gaver enni ivez ar stadegoù hag ar boelloniezh, zo diziouerus d’ar skiantoù arnodel. An araokadennoù bras er skiantoù furmel o deus degaset alies araokadennoù bras er fizik hag e skiantoù ar vuhez. N’haller ket dioueriñ ar skiantoù furmel da sevel martezeadoù, damkaniezhioù, ha lezennoù [6], war un dro evit dizoleiñ hag evit deskrivañ penaos ez a an traoù en-dro (skiantoù ar vuhez) ha penaos e soñj hag en em zalc’h an dud (skiantoù sokial).

ADN static
Skeudennadur eus an TDN zo diazez an holl vuhez

Istor ar skiantoù

Sellet ouzh ar pennad Istor ar skiantoù

Ar "skiant" a oa stag ouzh ar brederouriezh en deroù. E-pad pell oa bet un obererezh poelladiñ a oa e bal displegañ kevrinoù ar bed dre implij ar poell. E diwezh ar Grennamzer e krogas ar skiant da zistagañ diouzh levezon an deologiezh ha diouzh hini ar brederouriezh. E-kerz hec’h istor eo bet rannet he zachenn etre danvezioù disheñvel evel ar matematik, ar gimiezh, ar vevoniezh, ar fizik, ar mekanik, ar vezegiezh, al louzawouriezh, ar steredoniezh, an ekonomiezh, ha kement zo ….

Hiziv ar skiant zo war un dro un doare da soñjal diazezet war nac’hadenn ar penngredennoù hag un imbourc’h urzhiek eus ar bed gant ar poell a-benn sevel un hollad anaoudegezhioù zo gouest da herzel ouzh rd an amzer hag ouzh ar burutelladennoù poellek. Ar skiant zo ivez hollad urzhiet an anaoudegezhioù-se, frammet e kelennadurioù hag e patromoù (da skouer : kelennadur an tredanwarellegezh e tredanerezh, kelennadur ar c’hinnig hag ar goulenn en ekonomiezh, ha kement zo).

Un nebeud skiantoù

Notennoù

  1. "science" termenet gant geriadurioù disheñvel e "reference.com"
  2. Popper, 1959, p 3
  3. Popper, 1959, p 20
  4. Popper, 1959, p 3
  5. Popper 1959, pp. 10–11
  6. Popper, 1959, pp 79–82

Daveoù

  • Feyerabend, Paul K. 2005. Science, history of the philosophy of. Oxford Companion to Philosophy. Oxford.
  • Papineau, David. 2005. Science, problems of the philosophy of. Oxford Companion to Philosophy. Oxford.
  • Karl Popper, The Logic of Scientific Discovery, 1959, 2nd English edition, Routledge Classics, 2002, New York, ISBN 0-415-27844-9

Levrlennadur

Liammoù diavaez

E-levrioù:

Keleier:

Dafar:

  • The Vega Science Trust Eurioù video diwar-benn ar skiantoù, en o zouez prezegennoù skiantel (Feynman, Kroto, Davis, etc.), divizoù (nanoteknologiezh, GM, ha kement zo...), atersadennoù gant loreidi eus ar priz Nobel, dafar evit ar skolioù.
  • United States Science Initiative. Titouroù diwar-benn ar skiantoù dibabet gant ajañsoù gouarnamant ar Stadoù-Unanet.

Skiant farsus:

2002

Diwar-benn bloavezh 2002 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Bevoniezh

Ar ger bevoniezh a zo bet savet diwar ar brezhoneg bev-, ur penngef hag a denn d'ar boudoù a zo buhez enno, ar bevien a vez graet anezho.

Implijet e vez ivez an termen biologiezh, savet diwar ar gregach βίος = buhez ha λόγος = gouiziegezh.

Ur skourr eus Skiantoù an Natur eo ha gouestlet eo da studi ar vuhez diwar an holl savboentoù a c'hell bezañ kavet :

Skouerioù ha doareennoù ar bevien : loenoniezh, Louzawouriezh, mikrobevoniezh...,

Frammadur ar bevien hag o mont en-dro a c'hell bezañ sellet outo diwar veur a savboent : molekul (bevoniezh volekulel), kellennoù (bevoniezh kelligel), organoù (bevoniezh an organoù), deskrivadur ar c'horfoù (anatomiezh), mont en-dro (fiziologiezh),

Darempredoù ar bevien gant o endro (ekologiezh),

Studi renkadurezh ar spesadoù liammet gant o istor pe emdroadel pe fullogenel ; sistematik a vez graet eus an dachenn-mañ.Savet ez eus bet meur a renkadurezh evit ar bevien goude ma oa bet kinniget gant ar Svedad Carl von Linné er XVIIvet kantved renkañ anezho e daou renadur : al loened hag ar plant. Bremañ e vez kinniget sistemoù kladistik gant muioc'h eget ugent renadur.

Ar skiant a denn da studi ar vuhez eo ar vevoniezh, ha da gentañ ar mikro-organegoù hag a zo ar bakteri, ar c'huanobakteriennoù (?) hag ar mikroplasmoù, met an darn vuiañ eus ar vevoniourien n'eo ket evit sellout ouzh ar virusoù, ar viroidoù hag ar prion evel bevien.

Anvet eo kellennoù eukariot ar c'hellennoù a zo dezho an dafar genetek rodellet en ur galonenn ha gwarezet gant ur goc'henn. An organegoù-mañ a vez graet eukarioted anezho.

Koulskoude ez eus organegoù unkellennek hag a zo o dafar genetek strewet e-barzh o c'hitoplasm hep kalonenn ebet. Ar seurt kellennoù-mañ a vez graet prokarioted anezho.

Dan Simmons

Dan Simmons a zo ur skrivagner stadunanat hag en deus savet istorioù skiant-faltazi ha levrioù spont dreist-holl. Ganet eo bet d'ar 4 a viz Ebrel 1948 e Peoria (Illinois) (SUA). Embannet eo bet e levrioù e seizh bro warn-ugent. Anavezet eo dreist-holl evit kelc'hiad Hiperion ha kelc'hiad Ilium.

Douaroniezh

Ur pennad all zo diwar-benn Douaroniezh Strabon .

An douaroniezh pe ar c'heografiezh zo ur skiant hag a studi darvoudoù fizikel, bevoniel, hag an dud zo e-barzh ur c'horn-bro, ha dreist-holl a studi penaos int ingalet ennañ. da lavarout eo ar galloudoù a ren anezhe hag an darempredoù kenetreze. Deskrivañ an douar evit an doare m'eo savet eo al lodenn gentañ eus gouiziegezh ar Bed, anvet douaroniezh fizikel. Gant al lodenn all ez eus kaoz eus gouzout tout a-fet Mab-Den, anvet douaroniezh denel.

Evnoniezh

An evnoniezh eo anv ar skiant a bled gant studi an evned pe laboused. Ur rann eus al loenoniezh eo.

Isaac Asimov

Isaac Asimov (c. 2 a viz Genver 1920 - 6 a viz Ebrel 1992) zo ur skrivagner hag ur skiantour stadunanat bet ganet e Rusia. Brudet eo dre e romantoù skiant-faltazi dreist-holl, hag e levrioù ledañ skiant. Muioc'h eget 500 levr en deus skrivet, diwar-benn hogozik pep dodenn war-bouez ar brederouriezh.

Evel unan eus ar skrivagnerien skiant-faltazi pouezusañ eus ar mare klasel e vez-eñ barnet. E oberenn vrudetañ eo The Foundation series, met anavezet eo ivez evit The Galactic empire series ha The Robot series. An daou heuliad-mañ en deus liammet ouzh Foundation e fin e vuhez.

Un ezel eus Mensa e oa, ha prezidant an American Humanist Association.

Istor

Studiañ, liammañ ha kompren an darvoudoù a zo c'hoarvezet hag an traoù a zo bet graet gant Mab-Den eo an Istor (gant ur bennlizherenn).

N'eus ket anezhañ ur skiant-rik e doare ar jedoniezh pe ar vevoniezh da skouer, rak ken bras eo perzh an istorour evel den hag e berzh evel skiantour pa vez o studiañ an Istor.

Kimiezh

Kimiezh (e gresianeg χημεία) a zo skiant ar materi hag e etreober gant an energiezh ha gantañ e-unan (doareoù all etreoberiañ a vez kavet e skiantoù ar fizik hag ar vevoniezh).O vezañ m'eo liesdoare ar materi, hemañ dreist-holl graet gant atomoù, peurvuiañ ar gimiourien a bled gant etreober an atomoù evit mont da vezañ molekulennoù hag a studi ivez an etreober a vez etre ar molekulennoù.

Korf

Ar c'horf eo an danvez fizikel a ya d'ober ar bevien, pe loened pe tud e vent, hep ober anv eus o fersonelezh, o emzalc'h pe o ene.

Ral eo komz eus korfoù plant pe traezoù ; evit diskouez al lodenn vrasañ anezho e reer a-wechoù.

Lec'hanvadurezh

Evit anvioù-lec'h Breizh, sellout ouzh Lec'hanvadurezh Breizh.Al lec'hanvadurezh eo ar skiant a bled gant studi al lec'hanvioù (pe an anvioù-lec'h). Ober a ra war-dro dastum an anvioù-lec'h, klask o zalvoudegezh, o gerdarzh hag o zreuzfurmadurioù pe o emdroadur a-hed ar c'hantvedoù. Gant an dudanvadurezh (studi an anvioù-tud) ez a al lec'hanvadurezh d'ober an anvadurezh (studi an anvioù divoutin), zo ul lodenn eus ar yezhoniezh.

Ledan eo domani al lec'hanvadurezh pa ya da studiañ an anvioù-lec'h annezet, kêrioù, kêriadennoù, pennkêrioù hag ouzhpenn-se an anvioù liammet gant an torosennadur, gant ar stêrioù, gant an hentoù ha gant elfennoù dibar evel anvioù tiez, da skouer.

Loenoniezh

Al loenoniezh eo ar skiant savet diwar studi al loened. Emañ e kenskej meur a gelenn :

studi emdroadur ar spesadoù

an henouennoniezh

an etologiezh

ar vorfologiezh

an anatomiezh

an ekologiezhAl loenoniourien o deus klasket rummata ar bevien (plant ha loened) hervez o dezverkoù fizikel. Ar c'helenn a bled gant rummatadur ar bevien eo an daksinomiezh

Roll al loenonourien vrudet

Plant

Ar plant (unanderenn : plantenn ; liester : plantennoù) a zo hollad ar vevien lieskelligek a zo keluloz enno hag o deus gwrizioù da lakaat anezho stag ouzh an douar. An darn vrasañ anezho o deus klorofil ouzhpenn evit kemmañ energiezh an heol da garbon, kompozenn bennañ ar c'hlorofil, dre dennañ atomoù karbon an aezhenn garbonek (pe gaz karbonek). E-barzh ar riezad struzhel e oant bet renket en amzer dremen. Riezadoù ar plant, al loened, ar foue hag hini ar brotisted a ya d'ober strollad bras an eukarioted. Skiant ar plant koulz hag hini ar struzh a zo ar louzawouriezh.

Savinien de Cyrano de Bergerac

Cyrano de Bergerac (1619-1655) zo ur skrivagner gallek eus ar XVIIvet kantved.

Skiant-faltazi

Ar skiant-faltazi (berradur: SF) a zo un doare danevellañ, el lennegezh hag er sinema dreist-holl, diazezet war ar pezh a c'hallfe bezañ an amzer da zont ha bedoù dianav (planedennoù a-bell, bedoù kenstur, beajoù en egor, spesadoù speredek all, ha tout), diwar an anaoudegezhioù a-vremañ (er skiantoù, en teknologiezhioù, en ethnologiezh, ha kement zo).

Hervez Lester Del Rey, ar skiant-faltazi zo diazezet, evit ul lodenn vras, war ar fed da skrivañ en un doare poellek diwar-benn traoù a c'halffe bezañ.

E kenarroud an istor, e elfennoù faltaziek a c'hall bezañ anezhe hervez al lezennoù termenet gant ar skiant pe hervez lezennoù eus an natur zo goulakaet gant ar skiant (daoust ma c'hall lod eus elfennoù un istor bezañ poelladoù penn-da-benn).

Disheñvel eo diouzh ar fantasteg zo diazezet war elfennoù dreisnaturel ha deus ar faltazi a implij kentoc'h an hudouriezh ha sevenadurioù tost da re hon amzer dremenet. E-touez ar skrivagnerien skiant-faltazi e c'haller menegiñ an Naonedad Jules Verne hag ar saoz H.G. Wells pe Isaac Asimov ha Dan Simmons.

Diazezet eo hanter war ar skiant ha hanter war ar faltazi.

War ar skiant, peogwir e kemer alies harp war an araokaat skiantel, (hini an amzer-vremañ pe hini un amzer da zont damhunvreet) evit kontañ istorioù a bep seurt, evel beajoù en egor pe en amzer,

War ar faltazi peogwir ne c'hall ket ar skrivagner fougeal e oar gwelloc'h eget nikun petra a c'hoarvezo, ha ne vez ket gwall skiantel an istorioù atav, pa vez kaoz eus brezelioù war ar blanedenn Veurzh lakaomp e romantoù Edgar Rice Burroughs.Gwellañ perzh ar skiant-faltazi eo reiñ frankiz da ijin ar skrivagner, ar gwashañ eo distagañ an dud diouzh ar gwirvoud.

Ar perzhioù mat ha fall-se a vez kavet gant meur a hini ivez er c'hoarioù elektronek, en drammoù, pe er Genrouedad.

Skiant-faltazi er sinema

Ar filmoù Skiant-faltazi zo un doare filmoù diazzezet e bed ar skiant-faltazi, o lakaat war-raok darvoudoù, tudennoù ha dreist-holl teknikoù ha n'int ket degemeret evel posubl gant ar skiant diazez. Kaoz a vez er sinema-se eus boudoù-bev nann douarel, bedoù treoabl, donezonoù dreistordinal, beajoù en amzer. An holl doareoù-se a zo kemmesket gant nijerezhioù egor, robotoù, beajoù etre-steredel ha teknologiezhoù dianav d'ar skiant denel a-vremañ.

Ar filmoù skiant-faltazi a zo bet un doare implijet lies evit degas ar gaoz war kudennoù politikel ha sokial. Un digarez int ivez evit lakaat ar preder war tonkad Mab-Den en amzer dazont. Alies ez eo diazezet ar sinema skiant-faltazi war skridoù skiant-faltazi. Ar gudenn a-sav eo n'eo ket ken gwirion ar sinema skiant-faltazi dre ma n'eo ket ar filmaozerien skiant-faltazi tud arbenikaet war an doare lennegezh-se. Al lennegezh diazez a glask chom an tostañ posubl eus ar gwirvoud an diforc'hioù etre ar bed gwirion hag ar bed skiantel taolennet a rank bezañ munut ha chom posubl.

Steredoniezh

Skiant evezhiañ an astroù hag an oabl eo ar steredoniezh. Kontet eo da skiant koshañ Mab-Den. Gouiziegezh vat a-fet ar steredoniezh (koublet alies gant ar steredouriezh), a zo bet gant an holl sevenadurioù aet da goll, ha kavet ez eus bet roudoù anezhe e pep seurt doareoù. Dispartiet e vez ar skiant e meur a dachenn : ar steredoniezh a evezhierezh, an astrometriezh, an astrofizik, hag ar gosmologiezh.

An astrofizik a zo ur brank eus ar steredoniezh hag eus ar fizik, ha sellet a ra diouzh aplikadennoù ar fizik er fenomenoù evezhiet gant ar steredoniezh. Evit bremañ, tout ar steredoniourien o deus ur stummadur hir ha resis war an astrofizik, hag o evezhiadennoù a vez studiet en ur genarroud astrofizik, setu n’eus ket kemend-all a gemm ken etre an daou gelenn-mañ.

Stêr

Dourredennoù naturel eo ar stêrioù. Redek a reont eus ul lec'h uhel, e-lec'h m'emañ o mammenn pe o andon, betek ul lec'h all izeloc'h, naoz stêrioù all, ul lenn, pe betek ar mor.

Ledanoc'h eo ar stêrioù eget ar gwazhioù, ar gouerioù pe ar froudoù (Sellout ouzh ar pennad Dourredenn).

Ar stêranvadurezh eo ar skiant a studi anvioù ar stêrioù.

UNESCO

Aozadur ar Broadoù unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar sevenadur (UNESCO pe welloc'h Unesco, United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization) a zo bet krouet d'an 16 a viz Kerzu 1945 ha diazezet e Pariz. Ur rann eus an ABU eo. Pal an aozadur a zo da virout ar peoc'h ha sikour ar surentez dre obererezhioù war tachennoù lies evel an deskadurezh, ar skiantoù, ha degas reizhadurioù e bed ar sevenadurezh evit reiñ harp d'an doujañs hollvedel d'ar justis, galloud ar Gwir, ha doujañs da Wirioù Mab-Den ha kement frankiz embannet dre Karta Aozadur ar Broadoù Unanet. An aozadur a zo kendalc'hadur hini Kevredigezh ar Broadoù Bodad etrebroadel ar c'hengred speredel.

Yezhoniezh

Ar yezhoniezh eo studi ar yezhoù en un doare ledan.

Deskrivañ ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù eo kefridi ar yezhoniezh, da lavarout eo deskrivañ ar yezhoù, en un doare objektivel, dres ma vezont implijet gant an dud, hep klask barnañ pe 'mat' pe 'fall' eo an implijoù anezhe a vez graet er yezhoniezh a-vremañ.

Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe c'her gant an dud.

Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-hen:

yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh ziakronel

gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh ziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek

ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouiziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij an urzhiataerezh, da skouer an treiñ dre urzhiataer. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren ar gevreadurezh pe ar semantik gant un diazez matematikel resisoc'h.yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh zizalc'h

Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.