Republik Kiprenez

Republik Kiprenez (Κυπριακή Δημοκρατία e gresianeg ha Kıbrıs Cumhuriyeti e turkeg) eo ar stad dezhi ar riegezh, hervez ar gwir etrebroadel, war Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) hag a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia. 850 000 a dud bennak a zo o chom enni, Gresianed evit ar braz anezho (78 %), ar re all a zo Turked, en o zouez 100 000 degaset betek enno gant gouarnamant Turkia.

Ur Stad dizalc'h eo abaoe 1960. Met abaoe 1974 emañ lodenn viz an enez e dalc'h arme Turkia. Rannet eo eta an enez e div lodenn gant ul linenn (al linenn c'hlas) hag a dremen ivez dre ar gêr-benn. Er rann-se ez eus bet savet gant gouarnamant Ankara ur Republik Turk Kiprenez an Norzh ha n'eo anzavet gant bro all ebet estreget Turkia. An darn vrasañ eus annezidi ar rann-se a zo Turked, a-orin eus an enez pe bet degaset eus an douar bras gant gouarnamant Ankara.
N'eus nemet Republik Kiprenez a zo degemeret gant ar gumuniezh etrebroadel ha kement-se evit an enez a-bezh. En Unaniezh Europa emañ ivez abaoe ar c'hentañ a viz Mae 2004. An darn vrasañ eus an dud eus al lodenn kontrollet gant ar gouarnamant a zo gresianegerien anezho.

E kreisteiz an enez ez eus daou vonn dalc'het gant arme ar Rouantelezh-Unanet (Akrotiri ha Dhekelia). Lezennoù Kiprenez ne dalvezont ket en div lodenn-se.

LocationAsia
Κυπριακή Δημοκρατία
Kypriakí Dimokratía
Kıbrıs Cumhuriyeti
Banniel Kiprenez
(Banniel Kiprenez) (ardamezioù Kiprenez)
Kan broadel Ύμνος εις την Ελευθερίαν
( "Kan evit ar Frankiz")
Ger-stur
Yezh ofisiel gresianeg ha turkeg
Kêr-benn Levkosía (Nikozia)
Gorread
-En holl
-% dour

9,250 km²
0.0%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

689,565 (2005)
84/km²
Prezidant' (priñs) Dimitris Christofias
Gouel broadel
Moneiz Euro
Kod pellgomz 357
Kod war ar Genrouedad .cy
EU-Cyprus
Kiprenez en Unaniezh Europa
Akrotiri ha Dhekelia

Akrotiri ha Dhekelia (gresianeg: Ακρωτήρι και Δεκέλια) a zo daou gelc'hiad e Kiprenez ma'z emañ diazezlec'h milourel saoz dreist. Miret e voe ar c'hornioù-bro-se gant bro-Saoz goude dieubidigezh Kiprenez en abeg d'o lec'hiadur strategel er Mor Kreizdouar. Disrannet eo an diazezlec'hioù etre Akrotiri (gresianeg Ακρωτήρι; turkeg: Agrotur) a furmas gant Episkopi Cantonment ur c'helc'hiad Western Sovereign Base Area e anv, ha Dhekelia (gresianeg: Δεκέλεια; turkeg: Dikelya) a furm gant Ayios Nikolaos, an Eastern Sovereign Base Area.

Dimitris Christofias

Dimitris Christofias (ganet d'an 29 a viz Eost 1946) zo ur politikour ha prezidant republik Kiprenez abaoe an 28 a viz C'hwevrer 2008. En Unaniezh Europa eo Christofias ar prezidant nemetañ ezel eus ur strollad komunour.

Da heul ur gwallzarvoud en ur stok armoù ha klemmoù a-berzh ar boblañs e c'houlennas Christofias dilez holl izili ar gouarnamant e miz Gouere 2011.

Greenpeace

Greenpeace (o tont eus ar saozneg : peoc'h glas) a zo un aozadur nann-gouarnamantel difeuls a stourm evit gwareziñ an endro. Kavout a reer ar gevredigezh-se e muioc'h eget 55 bro dre ar bed a-bezh.

Gresianeg Kiprenez

Komzet e vez rannyezh c'hresianek Kiprenez pe gresianeg Kiprenez (gresianeg: Κυπριακή διάλεκτος, "rannyezh kiprenezek" pe Κυπριακά "kiprenezeg") gant muioc'h evit 500.000 den e Kiprenez ha gant kantmiliadoù a ezvroidi.

Komzet e vez evel yezh kentañ gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz c'hresianek, an darn vrasañ anezhe o chom e lodenn su ar vro e Republik Kiprenez hag ivez gant un nebeud tud kozh pe goshoc'h e kêriadennoù resis tro-dro da Louroudjina ha Tylliria/Dillirga e Republik Turk Kiprenez an Norzh ha komzet e vez evel eil yezh ivez gant an darn vrasañ eus ar Gipreneziz turkek gozh.

Ul liamm diglosia zo etre ar rannyezh c'hresianek komzet e Kiprenez en un tu, implijet dre gomz gant an darn vrasañ eus an dud, hag an dimotiki pe "gresianeg unvan", implijet dre skrid hag evit kas da benn aferioù ofisiel hag a renk uhel, en tu all. Implijet e vez ar gresianeg unvan (gant ur pouez-mouezh lec'hel peurliesañ avat) er skolioù (estreget war porzh ar skol), er breujoù, er mediaoù (skingomz, skinwel, kelaouennoù...) hag ivez pa gomzer dirak ha gant tud o tont eus lec'h all. Implijet e vez stank avat ar c'hiprenezeg war ar genrouedad hag evit kas gerioùigoù a bellgomz da bellgomz.

Dre vras, seul greñvoc'h ar rannyezh implijet gant un den bennak (da lâret eo seul dostoc'h ouzh ar vazilektenn), seul vuioc'h e vo lakaet da "blaou" (χώρκατος; "kêriadennad"), da lâret un den dizesk ha paour dreist-holl gant an Kiprenezed a renkad uhel pe uheloc'h.

Kegin-derv

Ar gegin-derv (liester : kegined-derv), pe kegin (liester : kegined), a zo ur spesad golvaneged eus ar c'hoadoù hag ar garzhaouegoù, Garrulus glandarius an anv skiantel anezhañ.

Deskrivet e voe ar spesad gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778) e 1758 evit ar wech kentañ, Corvus glandarius (kentanv) e anv skiantel d'an ampoent.

Kiprenez

Kiprenez (gresianeg Κύπρος ; turkeg Kıbrıs) a zo un enezenn e reter ar Mor Kreizdouar, 75 km er-maez da aod su Turkia.

He gorread a zo 9 251 km². Mar seller hepken ouzh an douaroniezh emañ Kiprenez en Azia, met degemeret eo ar vro evel ur vro eus Europa evit abegoù istorel, sevenadurel ha politikel.

E 1571 e voe staget an enez ouzh an impalaeriezh Otoman hag e chomas turk betek 1878, pa voe lakaet dindan dalc'h Breizh-Veur. Adalek 1931 e savas Kiprianed a-enep Breizh-Veur ha goulenn an Enosis, da lâret eo ar stagañ ouzh Gres. E 1960 e voe disklêriet ar Republik, gant an arc'heskob Makarios en he fenn. Met e 1964 e voe ret d'an ABU kas un nerzh e karg a zerc'hel ar peoc'h abalamour d'an dizemglev etre Gresianed (war-dro 82% eus poblañs an enez) ha Turked (18%). E miz Gouere 1974 e voe distroadet prezidant Kiprenez en un taol-Stad aozet gant renad koronaled Bro-C'hres, soñj gante kas an Enosis da benn. Un nebeud devezhioù goude ec'h aloubas Turkia norzh an enez ha derc'hel 36% eus gorread Kiprenez. Kalz a dud a voe rediet neuze da zilojañ, ar C'hresianed o vont da lodenn su an enez hag an Durked d'al lodenn norzh. E 1983 e tisklêrias al lodenn norzh he dizalc'hiezh (gant an anv Republik Turk Kiprenez an Norzh) met ne voe anzavet nemet gant Turkia.

Hervez ar gwir etrebroadel emañ an enezenn e dalc'h Republik Kiprenez, met e gwirionez n'eus nemet al lodenn su hag a zo e dalc'h ar republik-se. Ouzhpenn d'an div lodenn norzh ha su ez eus daou dakad soudardel dalc'het gant Breizh-Veur.

Klujar choukar

Ar glujar choukar (liester : klujiri choukar) a zo ur spesad evned krenndev, Alectoris chukar an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Perdix Chukar (kentanv) da gentañ-penn (e 1830) gant al loenoniour breizhveuriat John Edward Gray (1800-1875). Dont a ra e anv eus ar ger hindek "chukor" a vez graet anezhañ da envel al laboused-se.

Kogenneg kuch

Ar c'hogenneg kuch (liester : kogennegi-kuch) a zo ur spesad golvaneged, Galerida cristata an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Alauda cristata (kentanv) da gentañ-penn (e 1758) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

Laouenan troc'hanik

Al laouenan troc'hanik (liester : laouenaned troc'hanik), pe laouenan pe laouenanig hepmuiken, pe draouennig vihan, zo brudet da vout unan eus evned bihanañ Breizh, met n'eo ket an hini bihanañ-holl avat.Troglodytes troglodytes eo e anv skiantel, met anvet e voe Motacilla Troglodytes (kentanv) da gentañ-penn (e 1758) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

Lur Kiprenez

Lur Kiprenez, anvet ivez en un doare nann-ofisiel Lira Kiprenez (eus a latin lira, gresianeg λίρα / lies. λίρες ha turkeg lira) a zo ur moni implijet e Republik Kiprenez hag e Akrotiri ha Dhekelia. Republik Turk Kiprenez an Norzh a ra gant Lira Nevez Turkia avat.

E 1879 e voe krouet lur Kiprenez. An hevelep talvoudegezh hag al Lur Saoz o-doa betek 1960 ha disrannet e oa e 20 shilling (σελίνι / σελίνια, şilin). E 9 piastr (γρόσι / γρόσια, kuruş) e oa disrannet ar shilling ivez da virout ul liamm gant al Lira Durkat a oa disranet e 100 kuruş. E 40 para e oa disrannet pep piastr. Gant ar bloavezhioù e lakaas ar monc’hwezh talvoudegezh ar para da zigreskiñ ha divizet e voe e 1955 da erlec'hiañ ar paraoù hag ar shillingoù gant 1000 mil (μιλς, mil). Kenderc'hel a rejod da envel ar pezh 5 mil ur "piastr" hag hini 50 mil ur "shilling".

E 1983 e erlec'hjod ar miloù gant centoù. Pep cent a dalveze 10 mil. D'an amzer-se e oa ar pezh bihana e dalvoudegezh hini 5 mil. 1/2 cent e voe adanvet met dilammet e voe buan a-walc'h goude m'en-do e lakaaet da zidalvoudus ar monc'hwezh.

Erlec'hiet e voa lur kiprenez gant an euro en dazont tost.

Marc'hvran

Ar varc'hvran (liester : marc'hvrini), pe marc'hvran veur (liester : marc'hvrini meur), a zo ur spesad golvaneged bras a seurt gant ar brini, Corvus corax an anv skiantel anezhañ.

Nea Salamis Famagusta FC

Nea Salamis Famagusta FC pe Nea Salamina Famagusta FC (Gresianeg: Νέα Σαλαμίνα Αμμοχώστου) a zo ur c'hlub Mell-droad a-vicher diazezet e Famagusta, Republik Kiprenez. Ur c'hlub repuad eo abaoe aloubadeg Kiprenez gant an Durked e 1974, p'eo bet ac'hubet loden anter-noz an enezenn gant Turkia. Diazezet eo ar c'hlub e Larnaca evit ar mare.

Oberennoù bouezusañ an Nea Salamina a zo bezañ bet trec'h e kip Kiprenez ha Super Cup Kiprenez e 1990. Kemeret en deus perzh ar skipailh evit ar wech kentañ en ur c'hrogad european e 1990, er C'hib European Winner's Cup. Kemeret en deus perzh er Kip UEFA Intertoto e 1995, 1997 ha 2000. Ezel eo eus klub sport an Nea Salamina Famagusta, bet krouet e 1948. Ur skipailh volleyball paotred a zo ivez er c'hlub. Ar c'hlub sport a zo anvet evel kêr gozh Cyprus, Salamis pe Salamina, a oa nepell eus ar gêr a vremañ Famagusta ("Nea" a dalvez nevez e Gresianeg).

Nikozia

Levkosía (gresianeg: Λευκωσία / Lefkosía; turkeg Lefkoşa), pe Nikozia, eo kêr-benn Kiprenez. Rannet eo kêr abaoe brezel 1974 pa'z eo bet rannet an enez e div, gant Republik Kiprenez, an hini nemeti anavezet war an dachenn etrebroadel, ha Republik Turk Kiprenez an Norzh (anavezet hepken gant Turkia). Kêr-benn an div Republik-se eo Nikozia.

Pennduig

Ar pennduig pe pennduig kilpenn gwenn (liester : pennduiged kilpenn gwenn), a zo ur spesad golvaneged, Periparus ater an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Parus ater (kentanv) da gentañ-penn (e 1758) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

Prezidantelezh ar C'huzul europat

Diouzh tro e vez meret prezidantelezh ar C'huzul europat anezhañ lec'h divizout pennañ Unaniezh Europa. Bep c'hwec'h miz e vez troet, en urzh lizherennek anv pep Stad ezel eus an UE en he yezh ofisiel.

Kadoriet eo kendalc'hioù Europa (kuzulioù europat) a vez dalc'het a-hed ar c'hwec'hmiziad gant Penn Stad pe Penn gouarnamant ar vro e penn ar C'huzul europat. An den-se eo ivez Prezidant ar C'huzul europat.

Ma teu un deiz Bonreizh Europa da vezañ e talvoud, e teuio prezidant ar C'huzul europat da vezañ dilennet evit daou vloaz hanter gant izili ar C'huzul europat ha n'hallo ket mui sammañ kargoù en e vro e-keit-se.

Setu roll ar prezidantelezhioù diwezhañ :

19951añ Genver betek 30 Mezheven : Bro-C'hall

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Spagn19961añ Genver betek 30 Mezheven : Italia

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Iwerzhon19971añ Genver betek 30 Mezheven : Izelvroioù

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Luksembourg19981añ Genver betek 30 Mezheven : Rouantelezh-Unanet

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Aostria19991añ Genver betek 30 Mezheven : Alamagn

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Finland20001añ Genver betek 30 Mezheven : Portugal, Antonio Guterres

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Bro-C'hall, Jacques Chirac20011añ Genver betek 30 Mezheven : Sveden, Göran Persson

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Belgia, Guy Verhofstadt20021añ Genver betek 30 Mezheven : Spagn, José Maria Aznar

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Danmark, Anders Fogh Rasmussen20031añ Genver betek 30 Mezheven : Gres, Costas Simitis

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Italia, Silvio Berlusconi20041añ Genver betek 30 Mezheven : Iwerzhon, Bertie Ahern

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Izelvroioù, Jan Peter Balkenende20051añ Genver betek 30 Mezheven : Luksembourg, Jean-Claude Juncker

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Rouantelezh-Unanet20061añ Genver betek 30 Mezheven : Aostria

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Finland20071añ Genver betek 30 Mezheven : Alamagn, Angela Merkel

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Portugal20081añ Genver betek 30 Mezheven : Slovenia

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Bro-C'hall, Nicolas Sarkozy20091añ Genver betek 30 Mezheven : Tchekia

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Sveden20101añ Genver betek 30 Mezheven : Spagn

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Belgia20111añ Genver betek 30 Mezheven : Hungaria

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Polonia20121añ Genver betek 30 Mezheven : Danmark

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Republik Kiprenez20131añ Genver betek 30 Mezheven : Iwerzhon

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Lituania20141añ Genver betek 30 Mezheven : Gres

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Italia20151añ Genver betek 30 Mezheven : Latvia

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Luksembourg20161añ Genver betek 30 Mezheven : Izelvroioù

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Slovakia20171añ Genver betek 30 Mezheven : Malta

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Rouantelezh-Unanet20181añ Genver betek 30 Mezheven : Bulgaria

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Aostria20191añ Genver betek 30 Mezheven : Roumania

1añ Gouere betek 31 Kerzu : Finland

Rauf Denktaş

Rauf Denktaş (Pafos, 27 a viz Genver 1924 - Nikozia, 13 a viz Genver 2012) a oa un alvokad hag ur politiker turk eus Kiprenez hag a voe prezidant kentañ Republik Turk Kiprenez an Norzh betek 2005.

Kregiñ a reas d'ober politikerezh en e yaouankiz, pa oa Kiprenez e dalc'h Breizh-Veur c'hoazh. E 1973 e voe dilennet da vesprezidant Republik Kiprenez. E 1974 ha 1975, goude aloubadeg hanternoz Kiprenez gant arme Turkia, e voe prezidant ar velestradurezh emren turk. Etre 1975 ha 1983 e voe prezidant ar stad kevreet turk hag adalek 1983 e voe prezidant ar stad nevez-embannet, Republik Turk Kiprenez an Norzh (e turkeg : Kuzey Kıbrıs Türk Cumhuriyeti, KKTC).

Republik Turk Kiprenez an Norzh

Republik Turk Kiprenez an Norzh (e turkeg: Kuzey Kıbrıs Türk Cumhuriyeti; KKTC) a zo ur republik dizalc'h de facto lec'hiet e norzh Kiprenez e-barzh tachenn ofisiel Republik Kiprenez. E 1983 he doa embannet he dizalc'hidigezh, nav bloavezh goude aloudabeg an enez gant Turkia. Gant homañ hepken eo anavezet hiziv.

Sturiennoù broadel

Setu amañ listenn peuzklok sturiennoù Stadoù, tiriadoù ha broadoù ar bed a vremañ. Lod anezho o deus dibabet tremen hep sturienn.

Un arouez ♦ zo dirak an elfennoù ha n'int ket Stadoù dizalc'h.

Szeged

Szeged (distaget [ˈsɛɡɛd] en hungareg) zo ur gêr eus Hungaria, er c’hreisteiz da Vudapest, e kember ar stêrioù Tisza ha Maros, e kontelezh Csongrád. War-dro 170 000 a annezidi zo enni (e 2011).

Kêr bennañ kreisteiz Hungaria eo, nepell diouzh harzoù Serbia ha Roumania, ha brudet eo Skol-veur Szeged. Anavezet eo korn-bro Szeged abalamour ma c’hounezer kalz paprika ennañ.

A-gozh eo anavezet Szeged ha Partiscum e oa hec’h anv da vare ar Romaned. Eus 1183 eo ar meneg kentañ eus an anv hungarek Szeged. Sez gouarnamant enep-dispac’hel Hungaria e voe Szeged e 1919, pa oa bet embannet Republik Soviedel Hungaria gant ar gomunourien e Budapest.

Stadoù ha tiriadoù ispisial Europa
Unaniezh Europa (28 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
Alamagn · Aostria · Belgia · Bulgaria · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Kroatia · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Rouantelezh-Unanet · Roumania · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek
Banniel Unaniezh Europa
Kuzul Europa (47 stad)
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Island · Jorjia · Liechtenstein · Moldova · Monako · Montenegro · Norvegia · Makedonia an Norzh · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina
Banniel Kuzul Europa
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa
Belarus ·Vatikan
Stad europat ha n'eo ket anavezet gant an holl
Kosovo
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial
Akrotiri ha Dekhelia · Åland · Inizi Faero · Gwernenez · Jan Mayen · Jerzenez · Jibraltar · Manav · Svalbard
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet
Abc'hazia · Nagorno-Karabac'h · Osetia ar Su · Sealand · Treuznistria · Republik Turk Kiprenez an Norzh
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth)
Stadoù dizalc'h
Antigua ha BarbudaAostraliaBahamasBangladeshBarbadosBelizeBotswanaBruneiDominikaFidjiGambiaGhanaGrenadaGuyanaIndiaJamaikaKamerounKanada • Kiprenez • KenyaKiribatiLesothoMalawiMalaysiaMaldivezMaltaMorisMozambikNamibiaNauruNigeriaOugandaPakistanPapoua Ginea-NevezRouantelezh UnanetSant Kitts ha NevisSantez LusiaSant-Visant hag ar GrenadinezSamoaSechelezSierra LeoneSingapourInizi SolomonSri LankaSuafrikaSwazilandTanzaniaTongaTrinidad ha TobagoTuvaluVanuatuZambiaZeland-Nevez
Tiriadoù emren
Rouantelezh UnanetAkrotiri ha Dhekelia (Kiprenez)AnguillaTiriad Antarktika Breizh-VeurBermudaInizi CaymanGeorgia ar Su hag Inizi Sandwich ar SuInizi Gwerc'h Breizh-VeurGwernenezJerzenezJibraltarInizi MaloùManavTiriad Meurvor Indez Breizh-VeurEnez MontserratInizi PitcairnSaint Helena, Ascension ha Tristan da CunhaInizi Turks ha Caicos
Aostralia Tiriad Aostralian Antarktika • Inizi Ashmore ha Cartier • Enez ChristmasInizi Cocos (Keeling)Inizi ar Mor KouralekEnez Heard hag Inizi McDonaldEnez Norfolk
Zeland-NevezInizi Cook • Ross Dependency (Antarktika) • NiueTokelau
IndiaInizi Andaman ha NicobarLakshadweep
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh
Izili
Flag of La Francophonie
Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
Arsellerien Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
1 Izili kevredet.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.