Río Miño

Tui Miño 060415 1
Ar Miño e Tui, e Galiza.

Ar stêr Miño, pe Río Miño e galizeg ha spagnoleg, pe Minho e portugaleg, 350 km hed dezhi, eo ar stêr hirañ e Galiza.

Redek a ra eus biz Galiza d'ar mervent, ha dispartiañ a ra Galiza diouzh Portugal en he lodenn izelañ.

Tremen a ra dre gêrioù Lugo hag Ourense, ha kêriadennoù Rábade, Portomarín, Ribadavia, Melgaço, Monção, Tui ha Valença do Minho.

Aberiñ a ra etre A Guarda, e Galiza, en hanternoz, ha Caminha e Portugal, er c'hreisteiz.

Minho River map
Red ar Miño.
Galiza

Galiza pe Galisia (a-wezhioù Kalaika pe Kalaikia) zo ur vro en hanternoz da Bortugal, e gwalarn Spagn. Bez' eo unan eus ar broadoù hep stad en Europa.

Galiza zo ur gumuniezh emren gant ur statud a gumuniezh istorel, lec’hiet e gwalarn-pellañ Spagn. Asturiez, Castilla y León, Portugal, ar Meurvor Atlantel ha mor Kantabria zo tro dezhi. 29 574 km2 eo he gorread ha 2 748 695 den a oa o chom enni e 2014.

Galiza zo peder froviñs (provincia e galizeg) enni: A Coruña, Lugo, Ourense ha Pontevedra. Santiago de Compostela eo kêr-benn ar gumuniezh emren.

Mera

Mera zo un anv stankik e lec'hanvioù Galiza.

Minho

Minho zo un anv galizek (skritur amofisiel) ha portugalek, Miño e galizeg ofisiel, hag e spagnoleg.

Miño

Miño zo un anv-lec'h spagnolek ha galizek. Minho e portugaleg.

Reconquista

Ar Reconquista eo ar prantad ma voe adaloubet rouantelezhioù muzulman al ledenez iberek gant ar gristenien. Kregiñ a reas e 718 hag echuiñ e 1492 pa voe skarzhet Boabdil gant Fernando II Aragon hag Izabel Iañ Kastilha.

Stêrioù Galiza

Sed amañ ur roll eus stêrioù Galiza.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.