Proviñs Pontevedra

Proviñs Pontevedra zo unan eus peder froviñs Galiza, hini ar mervent, ha Pontevedra eo he c'hêr-benn.

En hanternoz dezhi emañ proviñs A Coruña, er biz proviñs Lugo, er reter proviñs Ourense. Er c'hornôg dezhi emañ ar Meurvor Atlantel, er c'hreisteiz Portugal.

Pontevedra eo ar gêr-benn, met Vigo eo ar gêr vrasañ.

947.639 a dud a oa e 2007, 8% anezho e kêr Pontevedra. 62 guzul zo er broviñs.

Situacion Provincia de Pontevedra
Proviñs Pontevedra, e Galiza.

Pennad kar

A Guarda

A Guarda eo ar merventañ kumun eus Galiza, e proviñs Pontevedra, e beg hanternoz aber ar stêr Minho, ha Portugal en tu all d'an aber.

Agolada

Agolada zo ur gumun eus kreisteiz Galiza, e proviñs Pontevedra.

Arbo

Arbo zo ur gumun eus kreisteiz Galiza, e proviñs Pontevedra, stok ouzh Portugal.

Baiona (Galiza)

Baiona zo ur gumun eus arvor mervent Galiza, e proviñs Pontevedra.

Gevellet eo Baiona gant Pornizh e Breizh.

Caldas de Reis

Caldas de Reis zo ur gumun eus Galiza, e proviñs Pontevedra.

En-dro dezhi emañ kumunioù Vilagarcía de Arousa, Catoira, Valga, Cuntis, Moraña, Portas ha Vilanova de Arousa.

Cambados

Cambados zo ur gêr, ur porzh, hag ur gumun e Galiza, en arvor Proviñs Pontevedra e komark Salnés. Poblet eo gant 13 399 a dud (e 2014).

Lalín

Lalín zo ur gumun eus Galiza, e komark Deza, e Proviñs Pontevedra.

Marín

Marín zo ur gumun hag ur porzh eus Galiza, 25 885 a dud enni, e proviñs Pontevedra, entre kêrioù Vigo ha Pontevedra. Brudet eo traezhenn Mogor.

O Rosal

O Rosal zo ur gumun eus mervent Galiza, e proviñs Pontevedra, e komark ar Baixo Miño.

War lez hanternoz aber ar stêr Minho emañ, ha Portugal zo war al lez kreisteiz.

Oia

Oia zo ur gumun eus mervent Galiza, e proviñs Pontevedra, en arvor ar Meurvor Atlantel.

Proviñs Lugo

Proviñs Lugo zo unan eus peder froviñs Galiza, hini ar biz, ha Lugo eo he c'hêr-benn.

En hanternoz dezhi emañ ar Meurvor Atlantel. Er c'hornôg emañ proviñs A Coruña, er mervent proviñs Pontevedra, er c'hreisteiz proviñs Ourense.

Ría Pontevedra

Ría Pontevedra, pe Ría de Pontevedra e galizeg , zo un aber e kornôg Galiza, e proviñs Pontevedra.

Bezañ ec'h eo unan eus teir brasañ ría ar Rías Baixas hag eus Galiza, gant ur gorread a 145 km².

Enni emañ enez Tambo, hag er genoù anezhi emañ Inizi Ons.

Salvaterra de Miño

Pennadoù Salvaterra ha Salvatierra zo ivez.

Salvaterra de Miño zo ur gumun eus Galiza, e proviñs Pontevedra , war lez hanternoz ar stêr Minho.

62,5 km² eo gorreadar gumun. Emañ e kember ar stêrioù Tea ha Miño.

Tomiño

Tomiño zo ur gumun eus kreisteiz Galiza, e proviñs Pontevedra, stok ouzh Portugal.

Tui

Tui zo ur gumun eus kreisteiz Galiza, e proviñs Pontevedra, stok ouzh Portugal.

Vigo

Vigo (distaget [ˈbiɣo] "bic'ho" e galizeg ha kastilhaneg) zo ur gêr hag ur porzh, e Galiza, e proviñs Pontevedra. Kêr vrasañ Galiza eo gant 297 355 a annezidi e 2012, hag ivez porzh-pesketa brasañ Europa. Vigo a zo anezhi ar gêr vrasañ e Spagn a-gement n'eo kêr-benn proviñs ebet.

Vilagarcía de Arousa

Vilagarcía de Arousa zo ur gumun eus arvor kornôk Galiza, e proviñs Pontevedra.

Vilanova de Arousa

Vilanova de Arousa zo ur gumun eus kreisteiz Galiza, e proviñs Pontevedra.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.