Pask

Pask a zo ur gouel kristen a orin yuzev. Gouel pennañ ar gristenien eo pa lidont dasorc'hidigezh ar C'hrist a varv da vev. A bep seurt lidoù pobl a vez ivez da heul pe e-tro ar gouel-se, koulz gwechall ha bremañ, pa glot dre vras gant penn-kentañ an nevezamzer.

Mathis Gothart Grünewald 044 cropped
Dasorc'hidigezh Jezuz taolennet gant Matthias Grünewald.
Hase mit Ostereiern (2)
Ur c'honikl hag uioù

Kristeniezh

Hervez ar gristenien eo an deiz ma savas Jezuz a varv da vev.

Liammoù diavaez

C'hwevrer

Eil miz ar bloaz eo C'hwevrer en deiziadur gregorian.

Miz berrañ ar bloavezh eo, 28 deiz ennañ ; un devezh ouzhpenn a vez bep pevar bloaz, er bloavezhioù bizeost evel 2020.

Chile

Chile, pe Republik Chile (República de Chile e kastilhaneg) hervez hec'h anv ofisiel, zo ur vro e mervent Amerika ar Su, ha Santiago eo ar gêr-benn anezhi. Hir-kenañ eo ar vro, stardet ma'z eo etre an Andoù hag ar Meurvor Habask. Harzoù he deus gant Perou en norzh, Bolivia er biz ha Arc'hantina er reter. Chile a glemmarc'h 1 250 000 km² a diriad en Antarktika.

Chile zo ur ger mapoudoungouneg hag a dalv « lec'h ma'c'h echu ar bed », ha n'en deus netra da welet gant ar ger kastilhaneg chile hag a zo anv ar pimant. Komzet e vez kastilhaneg gant an dud, e doare Chile. Yezhoù henvroat, pe amerindian, a vez komzet ivez: runa Simi, mapoudoungouneg hag aymareg, hag ur yezh polinezianek anvet ar vânaga rapanui (en Enez Pask). N'eus statud ofisiel ebet ganto.

Rannet eo Chile e rannvroioù hag a zo rannet e proviñsoù.

Ar peso eo ar moneiz.

Deiziadur gregorian

Graet e vez deiziadur gregorian eus an deiziadur en implij en Europa hiziv an deiz. Implijet e vez ivez an deiziadur-se er Stadoù bet trevadennet gant Europiz gwechall hag en un darn vat eus ar bed a-hend-all.

Ebrel

Pevare miz ar bloaz eo Ebrel en Deiziadur gregorian

Imbrel a reer eus anv ar miz e Bro-Wened a-wechoù.

Ecuador

Ecuador, ent-ofisiel República del Ecuador, distagadur LFE: [reˈpuβlika ðel ekwaˈðor], ar pezh a dalvez “republik ar c'heheder", zo ur riez e gwalarn Suamerika: Harzoù en deus gant Perou war-du ar reter hag ar su ha gant Kolombia war-du an norzh. Emañ an Inizi Galápagos dindani, ur 1 000 km er c'hornaoueg, er Meurvor Habask. Quito eo e gêr-benn met Guayaquil eo ar gêr vrasañ.

Emsavadeg Pask

Emsavadeg Pask (iwerzhoneg: Éirí Amach na Cásca, saozneg: Easter Rising) a oa bet un emsavadeg a grogas en Iwerzhon da vare Pask 1916.

An emsavadeg a oa aozet gant an emsaverien republikan da zistagañ o bro diouzh Bro-Saoz diwar-bouez an armoù pa oa Breizh-Veur oc'h en emgannañ war douar-bras Europa. Embann a rejont e oa "British difficulty is irish opportunity". An emsavadeg vrasañ e oa en Iwerzhon abaoe emsavadeg 1798. Padout a reas an emsavadeg, a oa aozet dreist-holl gant an Irish Republican Brotherhood,eus Lun Fask, d'ar 24 a viz Ebrel 1916 betek an 30. Izili eus an Irish Volunteers, renet gant Padraig Pearse, harpet gant an Irish Citizen Army renet gant James Connolly a lakaas o dalc'h war savadurioù 'zo e lec'hioù strategek e Dulenn hag a embannas krouidigezh Republik Iwerzhon, dizalc'h diouzh Bro-Saoz. Dister e voe taolioù an emsavadeg er peurrest eus ar vro ha c'hwitañ a rejont nemet en Ashbourne, e kontelezh Meath. Mouget e voe an emsavadeg goude c'hwec'h devezh emgann. Kaset e voe he fennoù dirak al lez-vrezel, barnet d'ar marv ha lazhet. Dont a reas a-benn an emsavadeg avat da zegas en-dro republikanouriezh Iwerzhon e-kreiz al leurenn bolitikel er vro. Nebeutoc'h evit tri bloaz goude, e miz Genver 1919, e oa aozet an Dáil kentañ ha diazezet da vat Republik Iwerzhon gant stourmerien an emsavadeg chomet bev.

E 2016 eo bet embannet gant Aleksandr ar Gall e Mouladurioù Hor Yezh un dastumad skridoù lies seurt diwar-benn an Emsavadeg e istor Iwerzhon hag he heklevioù e Breizh, dindan an titl Hep frankiz peoc'h ebet. Disklêriadur ar gouarnamant da-c'hortoz a gaver ennañ troet e brezhoneg.

Enez Pask

Enez Pask (Rapa Nui "Enez Vras" e rapanuieg hag Isla de Pascua e spagnoleg) zo un enez e-kreiz su ar Meurvor Habask, anezhi an dachenn douar pellañ eus pep douar all er bed, 3 700 km a-vaez da Chile ha 4 000 km a-vaez da Enez Tahiti. Ken pell all emañ an douaroù tostañ en norzh hag er su, gant 3 800 km alese d'an Inizi Galápagos ha 5 000 km da Antarktika. Stumm un tric'horn bihan zo d'an enez, ha hi un tammig brasoc'h he zachennad eget hini Pariz.

Istrovanel eo an hin, gant ur gwrezverk keitat par da 21°C, ar gwrezverk izelañ o vout 18°C e miz Gouere/Eost hag an uhelañ 28°C e miz C'hwevrer. Alies e vez glav (1 138 mm ar bloaz), met a-gementadoù bihan bewech.

Trevadennet eo bet an enez-se gant Polinezianed etre ar Vvet kantved hag an XIIvet kantved. Lakaet e vez Enez Pask da harz Polinezia e tu ar reter pellañ. Stummañ a ra, gant enezeg Hawaii en norzh ha Zeland-Nevez er su, unan eus bevennoù Polinezia, enni kantadoù a inizi.

Florida

Florida, a zo ur stad eus gevred Stadoù-Unanet Amerika. Ul ledenez a ya d'ober ar braz eus ar stad, hag a zisrann pleg-mor Mec'hiko diouzh ar Meurvor Atlantel. Pevare stad pobletañ SUA eo, gant ouzhpenn 18.8 milion a dud enni e 2010. Tallahassee eo he c'hêr-benn.

Dizoloet e oa e 1513 gant ar Spagnol Juan Ponce de León. Badeziñ a reas anezhi « La Pascua Florida » (« ar Pask bleuniet ») diwar Sul ar Bleunioù. Dont a reas da vezañ lod eus ar Stadoù-Unanet e 1845.

Frongoch

Frongoch zo ur gêriadenn en hanternoz Kembre, e Gwynedd, e-kichenik Y Bala.

Ur c'hamp-bac'h e voe Frongoch e-pad ar Brezel-bed Kentañ, evit prizonidi alaman da gentañ hag evit Iwerzhoniz goude Emsavadeg Pask 1916. Ouzhpenn 1 800 a vroadelourien eus Iwerzhon a voe bac'het er c'hamp-se. En o zouez e oa tud hag a voe pennoù-bras e brezel dieubidigezh Iwerzhon, evel Michael Collins pe Arthur Griffith. Ollscoil na réabhlóide ("skol-veur an dispac'h") e voe lesanvet ar c'hamp-bac'h gant an dud-se.

Jezuz Nazaret

Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.

Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K., a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter,

e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus.

Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.

Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat.

Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.

Makemake

Makemake, eus hec'h anv leun (136472) Makemake, eo an trede brasañ planedenn-gorr anavezet eus Koskoriad an Heol. Emañ lec'hiet e Gourizad Kuiper ha dizoloet eo bet d'an 31 a viz Meurzh 2005, da zevezh Pask.

Meurzh (miz)

Miz Meurzh eo trede miz ar bloaz hervez an deiziadur gregorian.

An eil eus ar seizh miz a zo 31 deiz enne eo. Er bloavezhioù bizeost e krog Meurzh er memes deiz ha miz Du, hag er bloavezhioù ordinal er memes deiz ha C'hwevrer.

War-dro an 20 e vez ar gedez, a zo deiz kentañ an nevezamzer ofisiel en hantervoul norzh.

Mezheven

C'hwec'hvet miz ar bloaz eo Mezheven en deiziadur gregorian.

Hervez ar steredoniezh eo an 21 a viz Mezheven goursav-heol an hañv en hantervoul norzh, ha gousav-heol ar goañv en hantervoul su, a verk kreiz pep rannamzer. Kentañ deiz an hañv ofisiel eo avat en Norzh, ar goañv ofisiel er Su.

Nauru

Nauru, ent-hir Republik Nauru (e naoeroeg Naoero ha Ripublik Naoero, e saozneg Republic of Nauru), a zo ur enezenn-stad eus Oseania, e Mikronezia. 9 267 a dud a oa o chom enni e 2010. Bihanañ republik ar bed eo (21 km²) hag an eil riez poblet an nebeutañ (war-lerc'h ar Vatikan). N'eus kêr-benn ebet, daoust ma vez lavaret alies ez eo Yaren, an distrig pennañ e-lec'h m'emañ ar braz eus ar savadurioù ofisiel. N'eus kêr na kêr-benn en enez.

Nicaragua

Nicaragua zo unan eus stadoù Amerika, ur republik etre Honduras ha Costa Rica, hag etre ar Meurvor Habask hag ar Meurvor Atlantel. Managua eo ar gêrbenn.

Daniel Ortega eo ar prezidant abaoe 2006.

Perou

Perou a zo ur vro eus reter Amerika ar Su ha Lima eo he c'hêr-benn.

Rannvro Valparaíso

Rannvro Valparaíso eo pempvet rannvro Chile (Quinta Región de Valparaíso hervez hec'h anv ofisiel spagnolek) er c'hornôg d'ar Región Metropolitana de Santiago. Valparaíso eo he c'hêr-benn, sez ar parlamant chileat hag ur porzh kenwerzhel pouezus. Enni emañ kêr-vakañsiñ pennañ ar vro: Viña del Mar. Staget eo outi Enez Pask, an Inizi Juan Fernández hag an Inizi Desventuradas.

War al labour-douar hag ar mengleuzioù-kouevr eo diazezet armerzh ar rannvro ha brudet eo he gwin. Enni e kaver ar burerezh vrasañ eus ar vro. Lec'hiet emañ e Con-Con, e-kichen genoù ar stêr Aconcagua.

Spagnoleg

Ar spagnoleg, anvet kastilhaneg a-wechoù, zo ur yezh ganet e rouantelezhioù kozh Kastilha ha Navarra, hag a vez komzet bremañ, ouzhpenn e Spagn, en un ugent stad bennak, dreist-holl en Amerika met ivez en Azia hag Afrika, gant 450 milion a dud, pe ouzhpenn 500 milion mar konter an dud a ra gantañ evel eil yezh.

An eil yezh-vamm eo war-lerc'h ar sinaeg (mandarineg) hag an eil yezh studiet war-lerc'h ar saozneg. Yezh ofisiel eo en Aozadur ar Broadoù Unanet.

Ur yezh indezeuropek eo, diorroet diwar al latin poblek, gant levezonoù liesseurt (arabeg, iberek, euskarek, keltiek hag all).

Venezuela

Venezuela zo ur vro e biz Suamerika, etre Colombia er c'hornôg, ha Guyana er reter; er su emañ Brazil. Caracas eo ar gêr-benn.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.