Oadvezh ar maen

Oadvezh ar Maen a zo ur prantad eus ar Ragistor ma krogas an Hominidae (ar genadoù Homo, Australopithecus, ha Paranthropus) da sevel benvegoù maen. Rannet eo etre tri oadvezh all:

Awashrivermap
Ar stêr Awash, hiziv an deiz en Etiopia, aspadenn ar Paleo-Awash, mammenn ar gouelezennoù a oa dizoloet enne ar benvegoù maen koshañ

Implijet e veze ar prenn hag an eskern ivez met ne chom ket kalz roudoù anezhe e-skoaz ar miliadoù binviji maen. Ar maen, ar c'hailhastr peurgetket, a veze aozet da sevel binviji lemm hag armoù. An anv « Oadvezh ar maen » zo erru un tamm dispredet hiviziken hag e kaver gwell ober gant prantadoù resisoc'h evel : Henoadvezh ar Maen, Krennnoadvezh ar Maen pe Nevezoadvezh ar Maen.

Cheñch a ra bevennoù kronologek an oadvezh hervez ar vro zo kaoz anezhi ha diouzh an arouezioù-barn a implijer. Lavaret a reer peurliesañ avat e krogas ar prantad-se war-dro 2,5 milion a vloavezhioù zo pa gomañsas an Hominidae da sevel benvegoù maen. Daoust ma c'haller komz eus un oadvezh ar maen hollek a dalvezfe evit an denelezh a-bezh, strolladoù zo n'o deus biskoazh dizoloet teknikoù da labourat ar metal ha chom a rejont eta en Oadvezh ar maen keit ha ma ne'n em gavjont ket gant ur sevenadur a oa muioc'h diorroet e deknologiezh. A-wezhioù un nebeud bloavezhioù zo hepken.

Heuliet e oa ar prantad-se gant Oadvezh an arem, pa grogas ar benvegoù arem da vezañ boutin, etre 8000 ha 4500 vloaz zo. Soñjal a reer peurliesañ e erruas broioù ar Reter-Kreiz hag Azia ar Gevred e diwezh oadvezh ar maen war-dro 6000 vloaz a-raok J.-K., Europa, peurrest Azia hag Afrika e-tro 4000 vloaz kent J.-K. ha sevenadurioù Amerika war-dro 2500 a-raok J.-K.

Meneget zo un hevelep oadvezh en ur vartezeadenn prederouriezh e De natura rerum gant Lucretius[1].

Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Sevenadur

Binviji

Hadar
Beñveg maen bet kavet en Etiopia

Implijet e veze binviji maen graet gant un niver a vein. Da skouer, kailhastr ha mein all a veze stummet (pe diskolpet) d'o implijout evel benvegoù lemm pe armoù, e-skoaz maen-bazalt ha maen-krag a veze implijet da sevel mein-malañ. Prenn, askorn, kregat, kerniel (kirvi dreist-holl) ha danvezioù all a veze implijet stank ivez. E-pad al lodenn nevesañ eus ar prantad, gouelezennoù (evel ar c'hleiz) a veze implijet da sevel priaj. Loc'hañ a reas al labour-douar ha doñvaet e oa loened zo.

Spesadoù zo estroc'h evit ar Primated zo gouest d'ober gant benvegoù, evel ar dourgon mor, a dorr kregat ourmel gant mein. Ar primated a c'hell ober gant binviji ha memes sevel un nebeud. Brasoc'h eo ar gouestoni-se e-touez an Hominoidae hag an dud, met an dud hepken, ha dre vras an Hominina, a zepant diouzh ar benvegoù da vevañ ha da chom bev.[2] Ar perzhioù emzalc'h ha korfadurezh ret da sevel benvegoù, kavet e-touez an Hominina hepken, zo ar biz-meud ledanoc'h hag ar barregezh da zerc'hel un dra bennak gant an dorn e doareoù disheñvel.[3]

Boued hag evaj

Dont a rae boued chaseourien-dastumerien Oadvezh ar maen eus ar plant hag al loened gouez dastumet en o endro. Beveziñ a raent kig hag organoù, en o zouez an avu, al lounezhi hag an empenn. Debret e veze legumaj ha greun pell a-raok dispac'h al labour-douar, evel ma'z eo anat diouzh ar c'havadennoù arkeobotanek er gwiskadoù mousterian eus Groc'h Kebara, en Israel.[4] Prouennoù kavet nevez zo a ziskouez e veze fardet ha debret edaj gouez gant an dud ken abred ha 23 000 vloaz zo en Henoadvezh koshañ ar maen.[5]

Tost da ziwezh skornadur Wisconsin, eus 15 000 da 9 000 vloaz zo, ez eas da get kalz loened bras evel ar mammouted en Azia, Europa, Norzhamerica hag Aostralia. Ar c'hentañ darvoud steuzierezheus an Holosen e oa. Marteze e ezdias an dud da gemm o zinell ha gant diorroadur al labour-douar, ar boued diazezet war plant gounezet a zeuas da vezañ ul lodenn ingal eus o zinell. Kinniget ez eus un niver a faktorioù da zisplegañ steuzidigezh ar spesadoù loened : ar re-chaseerezh moarvat, met ivez an digoadañ hag ur cheñchamant hin.[6] An disoc'h kentañ a oa bruzhunadur an tachennoù ec'hon o doa ezhomm al loened bras a yeas da get tamm-ha-tamm e pep kornad.

Goudorennoù hag annezioù

Paulnabrone
Taol-vaen Poulnabrone e kontelezh an Clar, en Iwerzhon

War-dro 2 milion vloaz zo, Homo habilis en dije savet ar c'hentañ frammoù graet gant an dorn e reter Afrika, aneze ur c'helc'h maen eeun da zerc'hel barroù gwez en o flas. Dizoloet e oa ur framm mein kelc'hiek damheñvel, dezhañ war-dro 380 000 vloaz war a greder, e Terra Amata, e-kichen Nice (savet ez eus douetañs war-benn an doare d'e vloaziañ avat, sellet ouzh Terra Amata). Dizoloet ez eus un toullad annezioù eus Oadvezh ar maen er bed, en o mesk :

  • Ur framm e stumm un deltenn en ur groc'h nepell diouzh Groc'h al Lazaret, e Nice.
  • Ur framm gant un doenn harpet gant treustoù, dizoloet e Dolni Vestonice, er Republik Tchek, savet e-tro 23 000 kent J.-K.. Ar mogerioù a oa bloacc'hadoù pri ha maen.
  • Dizoloet e oa kalz lochennoù graet gant eskern mammouted e reter Europa hag e Siberia. Savet e oant gant chaseourien mamouted arroutet. Dizoloet e oa lochennoù heñvel hed-a-hed traoñienn an Dniepr en Ukraina, e Chernihiv, e Moravia, er Republik Tchek hag e su Polonia.

Notennoù

  1. Nathalie Richard, Inventer la préhistoire. Les Débuts de l'archéologie en France, Vuibert, 2008)
  2. Barham Mitchell, 2008, p 74
  3. Barham Mitchell, 2008, p 108
  4. Efraim Lev, Mordechai E. Kislev; Ofer Bar-Yosef (March 2005). "Mousterian vegetal food in Kebara Cave, Mt. Carmel". Journal of Archaeological Science 32 (3): 475–484. DOI:10.1016/j.jas.2004.11.006
  5. Dolores R. Piperno, Ehud Weiss; Irene Holst; Dani Nadel (August 5, 2004). "Processing of wild cereal grains in the Upper Palaeolithic revealed by starch grain analysis". Nature 430 (7000): 670–3. DOI:10.1038/nature02734
  6. Turvey, Samuel T. (2009). Holocene Extinctions, Oxford Biology. Oxford : Oxford University Press. 16–17 p.

Levrlennadur

  • Barham, Lawrence (2008). The First Africans: African Archaeology from the Earliest Toolmakers to Most Recent Foragers, Cambridge World Archaeology. Oxford : Oxford University Press.
  • Belmaker, Miriam (March 2006). Community Structure through Time: 'Ubeidiya, a Lower Pleistocene Site as a Case Study (Tezenn). Paleoanthropology Society.
  • Clark, J. Desmond (1970). The Prehistory of Africa, Ancient People and Places, Volume 72. New York; Washington : Praeger Publishers.
  • Deacon, Hilary John (1999). Human beginnings in South Africa: uncovering the secrets of the Stone Age. Walnut Creek, Calif. [u.a.] : Altamira Press.
  • Rogers, Michael J. (2009). Sourcebook of paleolithic transitions: methods, theories, and interpretations. New York : Springer..
  • Schick, Kathy D.; Nicholas Toth (1993). Making Silent Stones Speak: Human Evolution and the Dawn of Technology. New York : Simon & Schuster. ISBN 0-671-69371-9.
  • Shea, John J. (2010). Out of Africa I: the First Hominin Colonization of Eurasia. Dordrecht; Heidelberg; London; New York : Springer. 47–64 p.
Armerzh

Armerzh : ar- + merzh (armerh e 1723, gw. armerth e kembraeg)

Deiziataer ijinadennoù Mab-den

Ur renabl eus an ijinadennoù en urzh an amzer a vo kavet war ar bajenn-mañ.

Notenn : Alies e vez tabut en-dro da zeiziad krouiñ an ijinadennoù. C'hoarvezout a ra d'an traoù bezañ bet ijinet gant tud disheñvel e-tro an hevelep mare pe, a-wechoù, bezañ bet rakijinet en un doare bennak a-raok bezañ gwellaet ha lakaet da dalvezout da vat gant un den all bloavezhioù war-lerc'h. Pa sav amjestregezh a-zivout an deiziadoù ez eus bet divizet lakaat amañ deiziad implij pleustrek kentañ an ijinadenn.

Diwezh Oadvezh an arem

Diwezh Oadvezh an arem zo ur prantad zo kroget e mareoù disheñvel-kenañ hervez ar c'hevandirioù.

Oadvezh an houarn, a zeu goude Oadvezh an arem, a grog en Anatolia en IIvet milved kent JK., ha goude er Reter-kreiz hag en Henegipt, Bro-C'hres, Italia haag holl Europa war-dro 900 kent hon oadvezh, hag adalek 500 kent hon oadvezh hepken en Azia. Diwezh Oadvezh an arem a zo c'hoarvezet e mareoù disheñvel-kenañ eta.

En Europa ar reter e tiwan sevenadur an tachennoù jarloù e-pad diwezh Oadvezh an arem. Diaes eo gouzout alies penaos e oa en em ledet ar sevenadur-se dre Europa : aloubadennoù, divroadennoù, levezon ar sevenadur, eskemmoù kenwerzh ... An eil pe egile hervez ar mare hag ar c'hornad moarvat.

Enez Rodos

Enez Rodos pe Rodez (Ρόδος Ródos e gresianeg, Rodos ivez e turkeg) zo un enezenn C'hresian e Mor Egea.

Emañ e gevred Dodekanesa, lec'hiet 17,7 km a-vaez da Durkia, etre Gres ha Kiprenez.

E 2011 e konted 115 490 a dud o chom enni.

Gounezerezh

Ar gounezerezh pe al labour-douar a reer eus al labour a vez graet evit hadañ ha gounit ar plant a gresk en douar.

Gwener Willendorf

Gwener Willendorf, anavezet ivez dindan an anv a Maouez Willendorf, a reer eus un delwennig 11.1 cm sav a ziskouez tres ur vaouez. Kavet eo bet e 1908 war ul lec’hiad arkeologel eus oadvezh ar maen nepell eus Willendorf, en Aostria, gant an arkeologour Josef Szombathy. Kizellet eo bet en ur maen-raz oolitek na gaver ket er vro. Livet eo bet gant bouliermini ruz.

Istimañ a reer, da-heul an dielfennadenn nevez eus stratigrafiezh al lec’hiad bet graet e 1990, eo bet kizellet an delwenn e-tro 22,000-24,000 bloaz zo. Ne ouezer ket nemeur diwar-benn an orin anezhi, an doare m'eo bet savet hag an dalvoudegezh sevenadurel anezhi.

N'eo ket bet soñjet Gwener evit bezañ poltred ur vaouez zo bet anezhi. Kentoc’h ez eo skeudennadur natur ar vaouez. Heverk eo pegen bras eo he c’hourzh, he divronn hag he begel. Al liamm gant ar strujusted eo zo lakaet anat evel-se. Pleget eo he divrec’h moan war he bruched ha displann eo he dremm goloet m'eo he fenn gant ar pezh zo moarvat plezhennoù rodellek, daoulagad pe ur seurt tra evit diskuizh ar penn.

Hiziv an deiz ez eus skiantourien zo hag a zo hegazet gant al lesanv Gwener bet roet d'an delwennig lart-se o keñveriañ anezhi ouzh skeudenn ar Wener glasel. Evit Christopher Witcombe Diskouez a ra al lesanv goapaus-se ar c’hraksoñjoù a oa o ren diwar-benn pobloù ar ragistor, ar merc’hed hag ar vlizidigezh, d'ar mare m'eo bet kavet an delwenn (liamm lec'hienn Witcombe). War un dro ez eus diegi vicherel da sellet outi evel ouzh ar Vamm Douar, doueez oadvezh ar maen da vare Europa gozh. Goulakaet eo gant lod e verk he lardijenn ur statud uhel en ur gevredigezh dastumerien-chaseourien hag e c’hallfe bezañ, ouzhpenn d'he roll strujus anat, arouez ar surentez hag ar berzh.

N'eo ket stummet treid an delwenn e doare ma c’hallfe chom en he sav kennebeut. Setu perak e kav da lod e veze dalc’het gant an dorn kentoc’h, ha ne oad ket sañset chom da arvestiñ outi a-hend-all. Evit arkeologourien all n'eo ket anat e vije bet un doueez vamm anezhi, just un degasourez chañs vat. Re all c’hoazh a gav dezho e veze sanket un dra en he gouhin da-geñver ur breoù strujusted bennak.

War ziskouez emañ Gwener Willendorf e dastumadeg an Naturhistorisches Museum e Vienna.

Abaoe m'eo bet dizoloet hag anvet an delwennig-mañ ez eus bet kavet delwennoùigoù damheñvel all hag oberennoù arzel all. Graet e vez anezho holl Delwennoùigoù Gwener.

Henoadvezh ar maen

Henoadvezh ar maen, anvet ivez paleolitik (eus ar gregach, gant ar memes ster), a vez graet eus ar maread kentañ hag hirañ eus ar Ragistor. Kregiñ a ra gant bezañs an den war an Douar, war-dro 3 milion a vloavezhioù ’zo betek 12 000 bloaz a-raok an amzer a-vremañ. Rannet e vez e tri marevezh bras: henoadvezh ar maen koshañ, henoadvezh ar maen krenn, hag henoadvezh ar maen diwezhañ.

Henoadvezh koshañ ar maen

Kentañ prantad ar ragistor eo Henoadvezh koshañ ar maen. E-doug an oadvezh-se ec'h anad ar genad Homo en Afrika. Hervez ar menoioù hag an arouezioù-barn kemeret e kont e krog etre 3 ha 2,5 milion a vloavezhioù a-raok hiziv. Echuiñ a ra war-dro 300 000 bloaz zo, gant kemmoù er binviji hag e diorroadur an den a verk deroù Henoadvezh krenn ar maen. An artizanerezh eus ar maen zo liammet gant Henoadvezh koshañ ar maen zo Sevenadur Oldowai hag an Acheulean. Evit a sell Europa, ne vez ket graet nemeur gant prantadoù Sevenadur Chellé ha sevenadur Abbeville.

Un niver bihan-kenañ a skrivagnerien a ra gant Henoadvezh arkaek ar maen evit ober anv eus deroù ar prantad-se.

Higenn

Un higenn zo ur c'hrog bihan da besketa, lemm ar beg anezhañ, hag a vez staget ouzh penn ul linenn-besketa da dapout pesked. Un tamm boued a vez lakaet er beg, d'ar pesk da gregiñ ennañ. Stardañ a ra e c'henoù war an higenn ha chom a ra stag outi.

Kourzh

Ar c'hourzh, pe heñchoù (eus hent), eo lodenn diavaez reizh ar merc'hed ha parezed bronnek all. Treuzoù ar gouhin eo ar c'hourzh.

N'eus kaoz amañ nemet eus kourzh ar merc'hed, petra bennak ma'z eo heñvel a-walc'h ouzh kourzh ar vronneged all.

La Tène (istor)

Sevenadur La Tène pe Eil oadvezh an houarn eo anv an amzervezh deuet war-lerc'h hini Sevenadur Hallstatt hag a verk dibenn ar C'hentistor. Dont a ra an anv-mañ diwar hini ul lec'hienn hendraoùek, pe arkeologek, bet dizoloet e 1857 e Marin-Epagnier, er beg-douar a zo e biz lenn Neuchâtel, en aber ar stêr Thielle, e kanton Neuchâtel e Bro-Suis.

Neolitik

Neolitik pe Nevezoadvezh ar Maen a vez graet eus mare diwezhañ ar Ragistor, a-raok penn-kentañ rik an Istor, a grog gant an Henamzer, pe Oadvezh an Arem.

Diaes eo lakaat harzoù resis d'ar prantad-mañ. Peurvuiañ e vez lavaret ez echu etre ar bloaz 8000 a-raok Jezuz-Krist hag ar bloaz 3000 a-raok Jezuz-Krist.

E Breizh e kaver skouerioù a-bouez-bras diwar-benn Nevezoadvezh ar Maen, rak paot eo an dilerc'hioù bet lezet gant tud ar mare-se :

peulvanoù pe mein-hir, e Karnag da skouer ;

taolioù-maen pe liac'hvenoù ;

karnioù, evel hini Barnenez, e Plouezoc'h, tost da Vontroulez, a c'hell bezañ bet savet war-dro 5000 a-raok J.K.D'ar poent ma krogas an dud da zilezel ar c'hutuilh, ar pesketa hag ar chase evit labourat an douar eo ez eas buan ar c'hemmoù da-heul e dibenn Oadvezh ar Maen.

Nebeut goude kavadenn al labour-douar eo e voe ijinet an doareoù kentañ da skrivañ. Neuze ez echu da vat amzervezh Nevezoadvezh ar Maen, ha hini ar Ragistor da-heul. Neze eo e krog amzervezh ar Hensevenadurezhioù ha pergen re an Henamzer, tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel, war-dro 3000 a-raok Jezuz-Krist.

Oadvezhioù ragistorel

an anv a « Oadvezhioù ragistorel », erru dispred hiziv, a veze implijet d'ober anv eus ar prantadoù disheñvel eus ar Ragistor hag eus ar C'hentistor :

Oadvezh ar maen ;

Oadvezh ar c'houevr pe Kalkoliteg ;

Oadvezh an arem ;

Oadvezh an houarn.

Park Broadel Eryri

Park Broadel Eryri (Parc Cenedlaethol Eryri e kembraeg, Snowdonia National Park e saozneg) zo ur park naturel hag a voe krouet e 1951. Bez' eo unan eus an tri fark broadel a gaver e Kembre, gant hini Bannau Brycheiniog ha hini Penfro. En em ledañ a ra ar park war 214 159 hektar a zouaroù, un dachenn un tamm mat ledanoc'h eget ar c'horn-bro anavezet a-gozh evel Eryri.

En em astenn a ra ar Park Broadel war ur vro veneziek, e kontelezh Gwynedd dreist-holl hag un tamm e kontelezh Conwy ivez. Ouzhpenn 26 000 a annezidi zo o chom en rannvro-se. Hervez niveradeg 2011 e oa 59% anezho a oa kembraegerien. Ouzhpenn 6 milion a weladennerien a zeu da douristañ dre eno bep bloaz, en ur vro ma kaver ar menez uhelañ eus Kembre, ar Wydddfa (1085 metr). Brudet eo ar c'hornad evit e venezioù, e draoñiennoù, e lammoù-dour, e daouarc'hegeoù hag e garregadoù.

Annezet eo ar vro gant mab-den abaoe meur a vilved zo, pa gaver enni kambroù-bez eus Oadvezh ar Maen, dismantroù kastilli, mengleuzioù hag aspadennoù eus mare ar Romaned.

Perigòrd

Perigòrd pe Peiregòrd (hervez an okitaneg), Périgord (hervez ar galleg), zo ur vro istorel eus Bro-C’hall, a glot mui pe vui gant departamant Dordogne bremañ.

Brudet eo Perigòrd evel bro ar boued mat, an avu druz hag an trufennoù. Brudet eo ar gwiniegi ivez, evel hini Bergerac pe hini Monbazillac.

Periguers eo ar gêr-benn ha treuzet eo ar vro gant ar stêr Dordogna. Poblet a-gozh eo an tolead hag e-leizh a roudoù eus buhez an dud en Oadvezh ar Maen zo bet kavet ennañ, e traoñienn ar stêr Vesera dreist-holl, evel e Cro-Magnon pe e lec'hioù ken brudet all evel Mougev Las Caus.

An okitaneg eo yezh hengounel Perigòrd, gant rannyezh Lemojez en hanternoz ha rannyezh Lengadoc er c'hreisteiz.

Ragistor

Ur prantad eus istor ar Bed eo ar Ragistor. Hervez ar boazioù e krog ar Ragistor gant an den kentañ ha ne c'heller lavarout pedavare eo deuet e gwirionez. Kavet ez eus bet korf-eskern un den a veve en Afrika war dro tri milion a vloavezhioù'zo. Seblantout a ra bezañ un den pa ouie fardañ binvioù gros ha pa oa gouest da chom en e sav.

Mareoù ar Ragistor a vez anvet diwar an teknikoù evit kizellañ ostilhoù mein hag ar sevenadurioù diwar zoareoù lakaat ar re varv en o bezioù hag a-wechoù diwar stil al livadurioù a zo bet dizoloet e meur a gev ha c'hoazh diwar stil ha teknikoù ar priajoù.

Mareoù bras ar Ragistor :

Oadvezh ar Maen, rannet e:

Ar Paleolitik (Henoadvezh ar maen, hervez lod)

Ar Mezolitik (Krennoadvezh ar maen, hervez lod)

An Neolitik (Nevezoadvezh ar maen, hervez lod)

Oadvezh an Arem

Oadvezh an Houarn

Stonehenge

Stonehenge a zo ur savadur eus mare an neolitik (pe oadvezh ar maen) hag eus oadvezh an arem e-kichen Avebury e kontelezh Wiltshire e Bro-Saoz. Hervez an enklaskoù e vije bet kavet elfennoù (peulioù) eus tro ar bloavezh -8000, met al lodennoù brasañ a zo bet savet etre -2500 ha -2000 hag adsavet ez eus bet darnoù e-kerzh an XIXvet kantved.

A-stumm gant ar c'helc'h eo graet (pe krommlec'h) gant 162 beul-maen.

Abaoe 1986 emañ (a-gevret gant Avebury, ur c'helc'hiad mein-veur, an hini brasañ en Europa, ur 30 km bennak alese) war roll glad bedel an UNESCO.

Hervez ar vojenn degaset gant Jafrez Menoe e vijent bet savet gant Marzhin. E kembraeg e vez graet Côr y Cewri eus al lec'h, ar pezh a dalvez kelc'h ar ramzed, diwar ar skrid latin ma'z eus anv eus Chorea Gigantum hag a vez troet dre vras gant "Koroll ar Ramzed". Hervez Wace e vije bet Karole as gaians e "brezhoneg", ar pezh a c'halljed marteze kompren evel "koroll ar jeanted".

Sveden

Ur stad eus hanternoz Europa eo Sveden (Sverige e svedeg), ent-hir Rouantelezh Sveden (Konungariket Sverige), e gourenez Skandinavia. Harzoù he deus gant Norvegia er c’hornôg hag en hanternoz, ha gant Finland er biz. Ar Mor Baltel eo a ra he harzoù a-hend-all, er reter hag er c’hreisteiz. Er mervent emañ strizh-mor Kattegat etre Sveden ha Danmark (met hiziv an deiz e c’heller treizhañ ar strizh-mor gant pont-tunnel Öresund a zo etre kêrioù Malmö ha Kopenhagen).

Stockholm eo ar gêr-benn.

Weimar

Weimar zo ur gêr e land Thüringen, en Alamagn. E 2011 e oa 62 886 a dud o vevañ enni. Lakaet eo kêr war roll glad bedel an Unesco e 1998.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.