Oadvezh an arem

Oadvezh an arem a lavarer eus ur prantad er c'hentistor, pa ouie ar c'hovien varrekañ teuziñ ar c'houevr hag ar staen. Dastum a raent kailh kouevr e gwazhennoù naturel hag e teuzent anezhe evit ober arem. Ral eo ar c'hailh kouevr pe staen, evel m'en diskouez ar fed ma ne oa tamm arem en Azia ar c'hornôg kent 3 000 kent J.-K. Oadvezh an arem zo unan eus lodennoù eus Reizhiad an tri oadvezh a dalvez evit ar c'hevredigezhioù ragistorel. Er reizhiad-se e teu war-lerc'h an Neolitik e lodennoù zo eus ar bed. E kalz broioù eus Afrika subsaharat e teu oadvezh an arem diouzhtu goude an Neolitik. E lodennoù all eus ar bed un oadvezh ar c'houevr a zeu da heul an Neolitik a-raok oavezh an arem.

Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen
Sword bronze age (2nd version)
Kleze eus diwezh oadvezh an arem pe lavnenn goustilh.

Orin

Breutaat a reer diwar-benn al lec'h hag ar mare ma oa ijinet an arem ha marteze e oa ijinet e meur a lec'h war un dro en un doare distag. Ar c'hentañ traezoù savet en arem zo a orin eus ar broioù anvet bremañ Iran and Irak ha bloaziadet int eus ar pevare milved kent J.-K. Fardet e veze aremoù arsenikel en Anatolia ha war zaou du ar C'haokaz e deroù an trede milved kent J.-K. Hervez gouizieien'zo ez eo ken kozh ha kreiz ar VI milved lod eus ar traezoù graet en arem arsenikel eus ar sevenadur Maykop e norzh ar C'haokaz, ar pezh a rafe anezhe an aremoù koshañ anavezet, met lod all a soñj ez int eus an kreiz an IIIde milved kantved.

E Breizh

E Breizh e veze graet arem gant kouevr deuet a Ledenez Iberia ha gant staen enporzhiet eus Kernev-Veur.

BezOadanAremLannejenn
Bez eus Oad an Arem, Lannejenn

Bezioù bras-bras a zo bet savet e penn kentañ Oadvezh an Arem, evit douarañ tierned moarvat. Tro 1500 e saver muioc'h anezhe, met bihanoc'h int.

Levrlennadur

  • Jacques Briard, Âge du Bronze en Europe, 2000-800 avant J.-C., Errance, Paris, 1985.
  • Jacques Briard, M. Le Goffic, Avant les Celtes, l'Europe à l'Âge du Bronze, 2500 - 800 avant J.C., catalogue d'exposition, Daoulas, 1988, pp. 66-73.
  • L. Carozza , C. Marcigny, L'Âge du Bronze en France, La Découverte, Paris, 2007.
  • Collectif, Le Grand Atlas de l'Archéologie, Encyclopaedia Universalis, Paris, 1985.
  • Jean Guilaine, (1986) - La Préhistoire d'un continent à l'autre, Larousse, Paris.
  • Eogan, George (1983) The hoards of the Irish later Bronze Age, Dublin : University College, 331p., ISBN 0-901120-77-4
  • Hall, David and Coles, John (1994) Fenland survey : an essay in landscape and persistence, Archaeological report 1, London : English Heritage, 170 p., ISBN 1-85074-477-7
  • Pernicka, E., Eibner, C., Öztunah, Ö., Wagener, G.A. (2003) "Early Bronze Age Metallurgy in the Northeast Aegean", In: Wagner, G.A., Pernicka, E. and Uerpmann, H-P. (eds), Troia and the Troad : scientific approaches, Natural science in archaeology, Berlin; London : Springer, ISBN 3-540-43711-8, p. 143–172
  • Waddell, John (1998) The prehistoric archaeology of Ireland, Galway University Press, 433 p., ISBN 1-901421-10-4

Liammoù diavaez

Arem

An arem zo ur c'hendeuzad graet gant an dud diwar kailh kouevr e gwazhennoù naturel hag e teuzent anezhe evit ober arem. Peurvuiañ e vez graet gant kouevr ha staen.

Oadvezh an arem zo unan eus an tri oadvezh er ragistor.

Beàrnaraigh na Hearadh

Ur bajenn disheñvelout Beàrnaraigh zo ivez.

Beàrnaraigh na Hearadh pe Beàrnaraigh hepmuiken, pe c'hoazh Beàrnaraigh Uibhist (Berneray e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall pellañ e gwalarn Bro-Skos. Emañ en norzh da enez Uibhist a Tuath.

Beinn Shlèibhe eo poent uhelañ an enezenn, 93 metr a-us live ar mor.

Tud zo o vevañ e Beàrnaraigh abaoe Oadvezh an Arem d'an nebeutañ. E 2001 e oa 136 a annezidi. Abaoe 1999 eo liammet an enezenn ouzh Uibhist a Tuath war-bouez ur chaoser. A-raok e oa ul linenn bigi-treizh etre an enezenn vras hag an hini vihan.

Bryngaer

Ur bryngaer eo an anv-kembraek a vez lavaret eus ur c'hreñvlec'h kozh savet war ur menez, en Oadvezh an Houarn, gant ur foz hag ur c'hleuz douar ha mein, graet d'en em zifenn a bep tu. Se zo kaoz moarvat eo plaen al lein.

Dont a ra ar ger eus bryn, bre, menez, ha caer, kêr, kreñvlec'h.

Brudet eo ar re a oa gant ar gelted da vare aloubadegoù ar Romaned, e Galia ha Breizh-Veur. E Galiza e komzer eus castro, met ar memes tra eo.

Capel Garmon

Capel Garmon zo ur gêriadenn e Sir Conwy, e Kembre. Emañ e Dyffryn Conwy, un tammig er reter da v-Betws-y-Coed. E kumuniezh Bro Garmon emañ.

Un alez-toet eus Nevezoadvezh ar Maen (trede milved kent Jezuz-Krist) zo e-kichen Capel Garmon. Enni ez eus bet kavet darbodoù pri eus Oadvezh an Arem hag ur c'hi-tan hag a zo bremañ e Mirdi Kembre, e Kêrdiz.Gouestlet eo an iliz da sant Garmon. Gwechall e oa ur chapel e parrez Llanrwst, met dont a reas Capel Garmon da vezañ ur barrez distag e 1927. Serret eo an iliz pelloc'h.

Diwezh Oadvezh an arem

Diwezh Oadvezh an arem zo ur prantad zo kroget e mareoù disheñvel-kenañ hervez ar c'hevandirioù.

Oadvezh an houarn, a zeu goude Oadvezh an arem, a grog en Anatolia en IIvet milved kent JK., ha goude er Reter-kreiz hag en Henegipt, Bro-C'hres, Italia haag holl Europa war-dro 900 kent hon oadvezh, hag adalek 500 kent hon oadvezh hepken en Azia. Diwezh Oadvezh an arem a zo c'hoarvezet e mareoù disheñvel-kenañ eta.

En Europa ar reter e tiwan sevenadur an tachennoù jarloù e-pad diwezh Oadvezh an arem. Diaes eo gouzout alies penaos e oa en em ledet ar sevenadur-se dre Europa : aloubadennoù, divroadennoù, levezon ar sevenadur, eskemmoù kenwerzh ... An eil pe egile hervez ar mare hag ar c'hornad moarvat.

Galianed

Galianed (Galates "Kelted" e galianeg ; Gallii e latin, ar pezh a zo ur berradur dismegañsus) a veze graet gant ar Romaned eus tud Galia, anezho pobloù kentistorel hag a gomze ur yezh keltiek en Europa ar C'hornôg, e broioù a zo deuet da vout Belgia, Bro-C'hall (en hanternoz d'ar Garona), lez kleiz ar Roen en Alamagn, Suis, hag Italia an hanternoz (Gallia cisalpina) adalek Oadvezh an arem, en IIvet milved kent JK. Kalz pobloù galian a oa, ha ne oa nemet ar yezh hag ar relijion ouzh o unvaniñ.

Hatied

An Hatied a oa ur bobl eus an Henamzer hag a veve e bro Hatti, hiziv e kreiz hag e gevred Anatolia, (anvet Azia-Vihanañ en Henamzer glasel). Sevenadur an Hatied a oa anezhi etre 2500-2000 ha 1700 kent J.-K. e deroù hag e kreiz oadvezh an arem.

Evel ma n'o devoa an Hatied tamm skritur ebet (er prantad kentistorel e oant eta), e ranker fiziañ e mammennoù dieeun pe disklêriadennoù pobloù all. Moarvat ec'h implije ar renerien hati skribed a skrive en asirieg da genwerzhañ gant Mezopotamia.

Anv koshañ Anatolia, "Bro Hatti" a oa kavet evit ar wech kentañ war dablezennoù e skritur gennheñvel eus Mezopotamia eus prantad an impalaeriezh akkadiat (2350-2150 kent J.-K.). War an tablezennoù-se ec'h aspede marc'hadourien Asirian ar roue asiriat Sargon da gas sikour dezhe. Derc'hel a reas an anv-se da vezañ implijet e-pad 1 500 vloaz betek 630 kent J.-K., evel m'en diskouez ar bloazdanevelloù asiriat.

Komz a raent ur yezh ha na oa ket indezeuropek, an hatieg. Lod eus ar ouizieien a gred bremañ e oa kar da yezhoù gwalarn ar C'haokaz. A-benn ar fin en em veskont gant an Hitited, pe e oa kemeret o flas gant ar re a gomze hititeg.

Henoadvezh an arem

Klotañ a ra Henoadvezh an arem (1800-1500 kent JK) gant ar mare ma oa ijinet ar vetalouriezh, gant labour ar c'houevr, ar staen ha goude se eus an arem. Prantad kentañ Oadvezh an arem eo.

Diorroiñ a ra al live bevañ tamm-ha-tamm hepdezhañ cheñch kalz. Diorroiñ a ra ivez kenwerzh etrebroadel ar c'houevr hag an darempredoù etre ar pobloù.

Henoadvezh ar maen

Henoadvezh ar maen, anvet ivez paleolitik (eus ar gregach, gant ar memes ster), a vez graet eus ar maread kentañ hag hirañ eus ar Ragistor. Kregiñ a ra gant bezañs an den war an Douar, war-dro 3 milion a vloavezhioù ’zo betek 12 000 bloaz a-raok an amzer a-vremañ. Rannet e vez e tri marevezh bras: henoadvezh ar maen koshañ, henoadvezh ar maen krenn, hag henoadvezh ar maen diwezhañ.

Impalaeriezh an Ac'haemenided

Impalaeriezh an Ac'haemenided (henberseg IPA: Haxâmanishiya) (war-dro 550–330 kent J.K.), anvet ivez Impalaeriezh Persia, a oa ar Stad a gemeras lec'h Impalaeriezh Vedia, hag a greskas betek derc'hel lodennoù bras eus an henved hag a dape, war-dro 500 kent J.K., eus traoñienn an Indus er reter, da Drakia ha Makedonia war harzoù norzh Henc'hres. Impalaeriezh Ac'haemenes a aloubas ivez Rouantelezh henegipt hag a zeuas da vezañ ar rouantelezh vrasañ a oa bet gwelet biskoazh.Er penn kentañ, ar Bersed a oa ur bobl gantreer mesaerien a veve e kornôg pladenn Iran ha war-dro 850 kent J.K e raent ar Parsa anezhe o-unan hag o zachenn, kemmus e vevennoù, a oa Parsua hec'h anv. Ar pep brasañ eus ar Bersed kentañ a oa o chom e mervent pladenn Iran, bevennet er c'hornôg gant ar ster Tigris hag er su gant Pleg-mor Persia a zeuas da vezañ kalon o impalaeriezh.

Diouzh ar vro-se an hini e loc'has Kirus Veur (Kirus II Persia) da faezhañ ar Veded, Impalaeriezh Lidia, hag Impalaeriezh Babilonia, o tigeriñ klaz d'an aloubadegoù en Henegipt hag en Azia Vihanañ.

E barr e c'halloud, goude aloubadeg Egipt, ez ae war-dro 8 million km d'ober an impalaeriezh e tri c'hevandir disheñvel : Azia, Afrika hag Europa. Pa oa en he brasañ e c'holoe Stadoù a-vremañ Iran, Afghanistan, Pakistan, lodennoù eus Kreizazia, Azia Vihanañ, Trakia ha Makedonia, ul lodenn vras eus aodoù ar Mor du, Iraq, norzh Arabia Saoudat, Jordania, Israel, Liban, Siria, hag holl ar c'hreizennoù poblañs bras eus Henegipt ken pell ha Libia. Brudet eo en istor Europa evel enebour keodedoù Henc'hres, da vezañ dieubet ar sklaved, en o zouez ar bobl yuzev diouzh o dalc'herezh e Babilonia, ha da vezañ savet frammoù evel ar reizhiad post, ar reizhiad hentoù roueel hag implij ur yezh ofisiel en holl ar rouantelezh. An impalaeriezh en doa ur velestradurezh kreizennet, dindan veli an impalaer, un arme vras a vicher, ar pezh a awenas hevelep reizhiadoù en impalaerezhioù all diwezhatoc'h.

Krennoadvezh an arem

A-wezhioù e reer eus Krennoadvezh an Arem (1500-1200 kent JK), « Oadvezh an arem gwirion ». En em ledañ a ra sevenadur protokeltiek ar c'hrugelloù da Europa a-bezh.

Kreskiñ a ra ar bevennoù etre renkadoù disheñvel ha renkad ar vrezelourien a gemer ar renk kentañ er gevredigezh. Dont a ra ar gevredigezh da vezañ muioc'h-mui uheldadel ha cheñch a ra a-grenn al lidoù-kañv (bezioù hinienel). Merkañ a ra ar prantad-se ar vevenn wirion etre Oadvezh ar c'houevr hag Oadvezh an arem.

Diorren a ra an eskemmoù hag ar vetalouriezh. Ar fed ma ijiner ha ma saver stank armoù nevez evel ar c'hlezeoù, hag ar fed ma paota an c'hreñlec'hioù, a laka da soñjal e kresk ar gevezerezh etre ar strolladoù poblañs.

La Tène (istor)

Sevenadur La Tène pe Eil oadvezh an houarn eo anv an amzervezh deuet war-lerc'h hini Sevenadur Hallstatt hag a verk dibenn ar C'hentistor. Dont a ra an anv-mañ diwar hini ul lec'hienn hendraoùek, pe arkeologek, bet dizoloet e 1857 e Marin-Epagnier, er beg-douar a zo e biz lenn Neuchâtel, en aber ar stêr Thielle, e kanton Neuchâtel e Bro-Suis.

Llandrillo (Sir Ddinbych)

Llandrillo pe Llandrillio-yn-Edeirnion zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e mervent Sir Ddinbych. Emañ e Dyffryn Edeirnion ha gwechall e oa e Sir Feirionnydd. Emañ war lez an Dyfrdwy, hanter-hent etre Corwen hag Y Bala.

Anvet eo diwar sant Trillo a zeuas eus Breizh, a-hervez, gant menec'h all, hag a savas Llandrillo e-kichen kember an Dyfrdwy gant ur wazh-dour anvet Ceidiog.

E Llandrillo, er XVvet kantved, e voe ganet ar barzh Hywel Cilan, unan eus barzhed lez Rouantelezh Powys.

Meurvein eus an Neolitik a gaver tro-war-dro Llandrillo : kambr-vez Branas Uchaf, eus an trede milved kent JK, krommlec'h Tyfos, eus Oadvezh an arem ha krommlec'h Moel Tŷ Uchaf.

E 2011 e oa poblet kumuniezh Llandrillo gant 580 a dud, ha 337 anezho (59,2%) a oa kembraegerien.

Llanisan-yn-Rhos

Llanisan-yn-Rhos (St. Ishmael's e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e Sir Benfro. Emañ er c'hornôg da gêr Aberdaugleddau.

Eus an XIXvet kantved eo an iliz-parrez, gouestlet da sant Ishmael pe Ismael. A-gozh e oa Llanisan kreizenn relijiel kantrev Rhos.. Ur peulvan eus Oadvezh an arem zo, e Langstone Field.

E 2011 e oa 478 a dud o chom e Llanisan ha 36 anezho a oa kembraegerien (7,8%).

Neolitik

Neolitik pe Nevezoadvezh ar Maen a vez graet eus mare diwezhañ ar Ragistor, a-raok penn-kentañ rik an Istor, a grog gant an Henamzer, pe Oadvezh an Arem.

Diaes eo lakaat harzoù resis d'ar prantad-mañ. Peurvuiañ e vez lavaret ez echu etre ar bloaz 8000 a-raok Jezuz-Krist hag ar bloaz 3000 a-raok Jezuz-Krist.

E Breizh e kaver skouerioù a-bouez-bras diwar-benn Nevezoadvezh ar Maen, rak paot eo an dilerc'hioù bet lezet gant tud ar mare-se :

peulvanoù pe mein-hir, e Karnag da skouer ;

taolioù-maen pe liac'hvenoù ;

karnioù, evel hini Barnenez, e Plouezoc'h, tost da Vontroulez, a c'hell bezañ bet savet war-dro 5000 a-raok J.K.D'ar poent ma krogas an dud da zilezel ar c'hutuilh, ar pesketa hag ar chase evit labourat an douar eo ez eas buan ar c'hemmoù da-heul e dibenn Oadvezh ar Maen.

Nebeut goude kavadenn al labour-douar eo e voe ijinet an doareoù kentañ da skrivañ. Neuze ez echu da vat amzervezh Nevezoadvezh ar Maen, ha hini ar Ragistor da-heul. Neze eo e krog amzervezh ar Hensevenadurezhioù ha pergen re an Henamzer, tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel, war-dro 3000 a-raok Jezuz-Krist.

Oadvezh an houarn

En arkeologiezh eo Oadvezh an houarn stad diorroadur forzh peseurt pobl ma veze implijet dreist-holl benvegoù hag armoù en houarn. Implij an danvez-se a glot gant cheñchamantoù arall e kevredigezhioù all en amzer dremenet, en o zouez doareoù disheñvel da labourat an douar, kredennoù relijiel ha gizioù arzel disheñvel, daoust ma ne veze ket gwir atav.

En istor eo Oadvezh an houarn eo an diwezhañ prantad pennañ e reizhiad an tri oadvezh a dalvez da rummata ar c'hevredigezhioù ragistorel. Dont a ra goude Oadvezh an arem. Kemmañ a ra deroù ha diwezh an oadvezh-se diouzh ar broioù pe ar rannvroioù.

Komz a reer ivez

eus Kentañ Oadvezh an houarn, anvet ivez Sevenadurezh Hallstadt ;

eus Eil Oadvezh an houarn, anvet ivez Sevenadurezh La Tène.

Oadvezhioù ragistorel

an anv a « Oadvezhioù ragistorel », erru dispred hiziv, a veze implijet d'ober anv eus ar prantadoù disheñvel eus ar Ragistor hag eus ar C'hentistor :

Oadvezh ar maen ;

Oadvezh ar c'houevr pe Kalkoliteg ;

Oadvezh an arem ;

Oadvezh an houarn.

Pladenn Nebra

Pladenn Nebra, pe : pladenn neñvel Nebra zo ur gantenn arem a zo war-dro 32 cm he zreuzkiz.

Goloet eo gant ur verglenn c'hlas hag arouezioù aour : gwelet e vez da skouer ar pezh a seblant bezañ an heol pe al loar en he c'hann, ul loargresk ha stered (ar Pleiadezed sur a-walc'h).

Taolennadur koshañ bolz an oabl e vefe pladenn Nebra.

Dizouaret eo bet ar bladenn e miz Gouere 1999 e Nebra e Saks-Anhalt (Alamagn). Eus -1600 kent JK e vije, da lavaret eo oadvezh an Arem (etre henoadvezh an Arem ha krennoadvezh an Arem).

Miret eo e mirdi rannvroel ar ragistor Halle (Saks-Anhalt).

Ragistor

Ur prantad eus istor ar Bed eo ar Ragistor. Hervez ar boazioù e krog ar Ragistor gant an den kentañ ha ne c'heller lavarout pedavare eo deuet e gwirionez. Kavet ez eus bet korf-eskern un den a veve en Afrika war dro tri milion a vloavezhioù'zo. Seblantout a ra bezañ un den pa ouie fardañ binvioù gros ha pa oa gouest da chom en e sav.

Mareoù ar Ragistor a vez anvet diwar an teknikoù evit kizellañ ostilhoù mein hag ar sevenadurioù diwar zoareoù lakaat ar re varv en o bezioù hag a-wechoù diwar stil al livadurioù a zo bet dizoloet e meur a gev ha c'hoazh diwar stil ha teknikoù ar priajoù.

Mareoù bras ar Ragistor :

Oadvezh ar Maen, rannet e:

Ar Paleolitik (Henoadvezh ar maen, hervez lod)

Ar Mezolitik (Krennoadvezh ar maen, hervez lod)

An Neolitik (Nevezoadvezh ar maen, hervez lod)

Oadvezh an Arem

Oadvezh an Houarn

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.