Nazaret

Nazareth neighbourhood at sunset
Gwel eus Nazaret

Nazaret (en arabeg : الناصرة , en hebraeg : נצרת) a zo ur gêr e norzh Israel, e Galilea. Brasañ kêr arab ar vro eo (66 300 annezad e 2008). Hervez an Aviel e oa er gêr-mañ ma oa Mari ha Jozef o vevañ, ha ma oa bet desavet Jezuz Krist. Ul lec'h a bouez eo evit ar birc'hirined. E kreiz ar gêr e weler bolz uhel bazilikenn ar C'hemennadur.

Er gêr-mañ e kaver kalz a gevredigezhioù relijiel disheñvel kenañ.

30

783 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0030 PC (goude ganedigezh J.-K.)

Abostol

Er Gristeniezh ez eo an daouzek abostol (liester : ebestel) (eus ar gregach απόστολος, apostolos, da lavaret eo kannad, misioner) daouzek den a voe dibabet gant Jezuz-Krist e-touez e ziskibled, da brezeg an aviel d'an dud en-dro dezho, d'ar Yuzevien da gentañ ha d'an dud all goude, war-lerc'h marv ar C'hrist.

E barzh Aviel Mazhev (III, 13-19) e kaver roll an ebestel a zivizas mont da-heul Jezuz-Krist ha bezañ testoù eus e gelennadurezh goude e varv.

Basilica della Santa Casa

Penniliz an Ti Santel (Basilica della Santa Casa en italianeg) zo un iliz e Loreto en Italia. Enni eo enoret an ti ma voe ganet Mari, mamm Jezuz, e Nazaret, ha ma vevas betek deiz Kemenn ganedigezh da zont he mab Jezuz.

Distrig an Norzh (Israel)

Northern Distrig an Norzh (hebraeg : מחוז הצפון, Mehoz Hatzafon; arabeg : منطقة الشمال) a zo unan eus ar c'hwec'h distrig a zo en Israel. 4 478km² eo gorread an distrig (4 638km² gant an dour). Nazaret eo kêrbenn ha kêr vrasañ an distrig.

Uhelgompezenn ar Golan a zo renet evel un isdistrig eus distrig an Norzh abaoe ma voe embannet Lezenn uhelgompezenn ar Golan e 1981. An aloubiñ de facto-se n'eo ket anavezet gant Stadoù all, hag hervez mellad 497 Kuzul-surentez ABU ez eo diavaez lezenn. Hep Uhelgompezenn ar Golan ez eo neuze 3 324km² (3 484km² gant an dour) gorread an distrig.

Douar Santel

An Douar Santel (en hebraeg: ארץ הקודש, Éreẓ haQodeš peʾÉreṣ haqQāḏēš ; e latin: Terra Sancta ; en Arabeg: الأرض المقدسة, al-Arḍ ul-Muqaddasah) eo an anv relijiel a vez graet eus an tiriadoù e-lec'h ma vevas Jezuz Nazaret (Jezuz-Krist ar gristenien), ha ma voe brezelioù a relijion betek hon amzer.

An Douar Santel-se zo anezhañ douaroù rannet hiziv etre stadoù Israel, Palestina, Jordania (Betania ha reter ar ster Jordan), aodoù al Liban (gant Tir ha Sidon).

Er stadoù-mañ e kaver lec'hioù sakr evit ar gristenien, ar yuzevien hag ar vuzulmaned. Al lec'hioù pennañ a vez kavet e Jeruzalem : Iliz an Adsav, ar Golgota, Menez an Olived, Jetsemani, Sal ar Gambr-lid, Menez Sion, iliz santez Anna, ha Lenn Siloe. E Betlehem e kaver iliz ar C'hinivelezh ; e kêriadenn Ein Kerem iliz ar Weladenn ; hag e Nazaret iliz ar C'hemennadur.

Met e Galilea a-bezh e vez kavet lec'hioù e lec'h ma vez lidet buhez ha tremen ar C'hrist, evel e lenn Tiberiad pe er menez Tabor.

Santel eo abalamour ma'z eo eno emañ gwrizioù istorel an teir relijion undoueek, yuzeviezh, kristeniezh, islam.

Brezelioù ar Groaz a voe graet war-zigarez "dieubiñ" an Douar Santel diouzh "yev an Islam".

Hiziv emañ an douaroù-se e-kreiz ar gorventenn gant an tabut etre Israel hag ar broioù arab amezek.

Eured Kana

Eured Kana zo un darvoud meneget en Testamant Nevez ha kentañ burzhud Jezuz Krist, pa droas an dour e gwin.

Kontet eo en Aviel Yann.

Gwerc'hez Vari

Ar Werc'hez Vari pe an Itron Varia eo an anv a reer e brezhoneg, hervez doare ar gristenien, eus Mari (diwar an hebreeg Miriam), mamm Jezuz a Nazaret, an den a zo kontet e vuhez er Pevar Aviel.

Pa voe dougerez e oa kefrisa da Jozeb, hag e oa gwerc'hez.

Hervez ar relijion gristen e wilioudas hag e oa bepred gwerc'hez, evel a oa bet kemennet gant an arc'hael Gabriel d'an deiz anvet Gouel Maria Veurzh, pe Gouel ar C'heloù Mat. Krouet e oa bet ar bugel gant ar Spered Santel.

E skridoù koshoc'h e voe meneget e oa Joachim hag Anna a oa tad ha mamm dezhi.

Jezuz Nazaret

Jezuz-Krist, pe Jezuz a Nazaret diwar anv ar gêr ma veve, a zo un den istorel. Gwir Zen ha gwir Zoue ez eo evit ar Gristenion. Evel doue ez eo eil person An Dreinded, anvet ivez Doue ar Mab ganto ivez. Ar bersoned all a zo Doue an Tad ha Doue ar Spered Santel. Graet e vez ivez "An Aotrou" hag "Hon Salver" eus Jezuz-Krist gant ar Gristenion.

Jezuz Nazaret a oa ur Yuzev eus Galilea, ganet moarvat etre 7 kent J.-K. ha 5 kent J.-K., a zeuas da vezañ tost da Yann-Vadezour a-raok loc'hañ, gant un nebeud diskibled, un esped berr prezegerezh a badas etre bloaz ha daou vloaz hanter,

e Galilea dreist-holl, o pareañ hag o stoliañ an dud. Lakaat a ra gred hag trelaterezh da sevel ha sachañ a ra warnañ disfiz hag enebiezh ar pennadurezhioù relijiel ha politikel, a-raok bezañ arestet, kondaonet ha kroazstaget war-dro 30 e Jeruzalem e-pad gouel yuzev Pask, dindan ar prefed Pontius Pilatus.

Embann a ra e ziskibled ez eo dasorc'het goude e varv. Anavout a reont anezhañ evel ar Mesiaz pe Jezuz-Krist ha kelenn a reont e istor hag e gelennadurezh, ar pezh a laka ar gristeniezh da ziwan. Evit ar Gristenien, Jezuz-Krist a zo mab Doue, ar Mesiaz kaset d'an dud evit o daspren. En islam e vez graet Îsâ eus Jezuz ha unan eus ar brofeded veur eo.

Levezonet eo bet sevenadurezhioù disheñvel e-doug an istor gant e gelennadurezh, kaset gant an Ilizoù kristen, ha displegadennoù disheñvel en deus lakaet da sevel. Awenet en deus kalz oberennoù doueoniezh, lennegezh hag arz. Kemeret eo bet mare e c'hanedigezh dre genemglev evel orin an deiziadurioù juluan — abaoe ar VI kantved — ha gregorian. Skiantourien ha teologourien zo a soñj ez eo bet ganet ar C'hrist pevar pe c'hwec'h vloaz a-raok avat.

Deuet e ar Sul da vezañ an devezh diskuizh sizhuniek da lidañ deiz e zasorc'hidigezh, ha degemeret en tu all d'ar sevenadurezhioù kristen. Ar pouez en deus bet zo bras-kenañ e-keñver ar berr amzer ma oa bet o prezegiñ hag an nebeud a roudoù istorel a chom diwar e benn.

Jordan (stêr)

Jordan eo anv brezhonek brasañ stêr Palestina, er Reter Nesañ.

Redek a ra a-hed 264 km eus Menez Hermon e Liban ha Siria en Norzh betek ar Mor Marv er Su.

Eus anv ar stêr Jordan e teu hini rouantelezh hachemit Jordania.

War he hent e mesk he dourioù gant re Mor Galilea en Israel, kent talvezout da vevenn etre Jordania hag Israel ha, pelloc'h er Su, etre Jordania ha Palestina.

Meneget meur a wech er Bibl eo ar stêr Jordan, pa voe treuzet gant Israeliz da vont tre en Douar Diouganet hervez hengoun ar yuzevegezh, ha pa voe badezet Jezuz Nazaret enni hervez hengoun ar gristeniezh ; an islam ivez a ra dave d'ar stêr, pa anavez Jezuz Nazaret evel ur profed kentad da Vohammed.

Jozef (Testamant Nevez)

Jozef Nazaret, pe Jozeb, pe Sant Jozef, eo pried ar Werc'hez Vari en Aviel, ha tad-mager Jezuz.

N'eo ket ken brudet hag e wreg, met kavout a reer un delwenn pe ur werenn-livet anezhañ en tostik holl ilizoù Breizh. Kalvez e oa eñ eus e vicher, o chom e Nazaret .

Mabig Jezuz

Ar Mabig Jezuz eo an anv roet e brezhoneg da Jezuz Nazaret pa oa bugel, hervez ar relijion gristen.

Mari, mamm Jezuz

Mari (diwar an hebreeg Miriam), eo anv mamm Jezuz a Nazaret, an den a zo kontet e vuhez er Pevar Aviel.

Pa voe dougerez e oa kefrisa da Jozeb.

Menez an Eürustedoù

Menez an Eürustedoù pe Menez ar Gwenvidigezhioù zo un dorgenn e Galilea, etre Kafarnaom ha kêriadenn Jenezared, m’en defe embannet Jezuz e « Sarmon war ar Menez » pe « Embann ar Rouantelezh » (Mz 5,1-12 ; Lk 6,17.20-26).

Nazaret (disheñvelout)

Nazaret pe Nazareth a c'hall ober dave da:

Nazaret, en Douar Santel, bremañ en Israel, ma voe desavet Jezuz hervez an Aviel, anv orin an darn vrasañ eus ar reoù all.

Pasion Jezuz

Pasion Jezuz a vez lavaret eus an holl boanioù a c'houzañvas Jezuz Nazaret a-raok mervel, hervez an Aviel, Aviel Yann dreist-holl.

Livet eo bet ar Basion pe pennadoù anezhi gant arzourien a-leizh, evit an ilizoù ha manatioù adalek ar Grennamzer.

Senhor do Bonfim

Ar Senhor do Bonfim zo un anv roet da Jezuz Krist e portugaleg, da enoriñ e c'horroidigezh.

Testimonium Flavianum

Testimonium Flavianum eo an anv a vez graet eus un testeni skrivet diwar-benn Jezuz Nazaret gant an istorour yuzev Flavius Josephus e dibenn ar c'hentañ kantved.

Tiegezh santel

An Tiegezh santel, pe ar familh santel eo an anv roet d'an tiegezh a oa ennañ Jezuz hag e dud, Mari ha Jozef. Roet eo da skouer d'an holl diegezhioù gant an Iliz katolik .

Yann ar Badezour

Yann ar Badezour, pe Sant Yann-Vadezour hervez ar relijion gristen, a zo anv ur prezeger yuzev, meneget en Aviel, hag a brezegas e Palestina en amzer Jezuz Nazaret. Lakaet eo da brofed gant peder relijion : ar gristeniezh, an Islam, ar Vandeegezh hag ar relijion Bahai. Mab e oa d'ar beleg Zac'hariaz ha da Elesbed (Aviel Lukaz 1:5), ha ganet e oa war-dro ar bloaz 7 kent JK.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.