Mor Egea

Mor Egea, Enezvor[1], Mor Enezek[2]) zo ur mor enklozet etre daou gevandir, Europa hag Azia, hag ar Mor Kreizdouar.
En-dro dezhañ emañ :

Da C'hres eo an enezegoù strewet e Mor Egea, war-bouez div enezenn abaoe 1923.

Gres eo an douaroù hag a zo er Su, er C'hornôg hag en Norzh p'emañ aodoù kornôgel Turkia er Reter. Koulskoude, an harz politikel etre Gres ha Turkia zo etre an inizi hag aod Turkia war-bouez div anezho.

Er Biz emañ strizh-mor Çanakkale (an Dardanelloù), a gas da vor Marmara ha pelloc'h d'ar Mor Du dre strizh-mor ar Bosfor. Eus Kornôg da Reter ez eus etre 300 ha 400 km hag eus Norzh d'ar Su war-dro 600 km. Ur mor don eo pa n'eus ket gwall galz a blateiz kevandirel : 2 500 m eo an donder e Norzh Enez Karpathos.

Location Aegean Sea
Aegean Sea map

An inizi

Niverus eo an inizi.

Orin an anv

Aegeansea
Mor Egea gwelet eus an oabl

Gwechall ne veze ket kaoz eus mor Egea, un anv diazezet war ur vojenn gozh.

Hervez ar vojenn en doa goulennet Egeos, roue Aten, digant e vab Theseüs, ma vije lakaet gouelioù gwenn ouzh e lestr ma teuje en-dro goude bezañ trec'h war an Minotaor. E barr al levenez edo an dud e bourzh al lestr goude trec'h an haroz yaouank ha n'o doa ket soñj eus an dra-se ken. Setu perak en em daolas ar roue kozh er mor, gant ar glac'har, diwar tornaod ar c'hab Sounion pa welas ar gouelioù du.

Anvioù kozh

  • Αρхιπέλαγος Arc'hipelagos eo a veze lavaret gant tud Hellaz kozh, da lavaret eo ar "Mor pennañ", hervez o doare da welet.
  • Er Grennamzer e veze graet Arcipelago eus ar mor-se gant tud Venezia. E 1268 e voe implijet en un emglev sinet etre Venezia hag an impalaer Mikael VIII Paleolog, un anv a rae dave d'ar mor ha d'an inizi.
  • Ar gerioù henc'hresianek hag italianek o deus roet ar ger gallek archipel, met deuet eo ar ger-se da dalvezout "enezeg" dre vras.
  • Adalek an XIXvet kantved hepken eo e kroged da gomz eus "Mor Egea".

Anvioù brezhonek

  • An Enezvor hag ar Mor Enezek a gaver e geriadurig Roparz Hemon. Dont a ra an anvioù-se eus an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh gant Meven Mordiern.
  • Mor Egaios a gaver en ul levr-skol embannet gant TES[3].

Istor

Abaoe ouzhpenn 4 000 bloaz e oa ur mor gresian pa voe kemmet an traoù gant feur-emglev Lausanne e 1922. Roet e voe an aod reter da Durkia, ar pezh a redias an dud da zivroañ, dre ma oa gant ar C'hresianed e oa ar muiañ niver en darn vrasañ eus an inizi.

En Henamzer

Seul aesoc'h e oa d'an Henc'hresianed merdeiñ eno ma oa meneziek an aodoù, niverus an inizi, tostik an eil enezenn diouzh eben ha ma ne veze kollet gwel eus an douar hogos gwech ebet. Aesoc'h a se ivez gwareziñ al listri diouzh ar gwallamzer pe an enebourien.

Bez' ez eo ar mor-se unan eus kavelloù ar vorveli kentañ anavezet en istor, hini Aten er Vvet kantved kent JK, war-lerc'h da Hellaziz bout trec'h war an Impalaeriezh ar Bersed (gwelet : Brezelioù medek).

Pa voe aloubet Hellaz gant Roma (war-dro 167 kent JK) e voe aodoù ar mor er memes bro : an Impalaeriezh roman, hag en Impalaeriezh Bizantion goude, betek donedigezh an Durked.

Er grennamzer

Rannet e voe an aodoù etre Hellaziz, Turked hag ar Stadoù latin (Venezia dreist-holl) ken na voe kemeret Enez Rodez gant an Durked e 1522, hag aloubet Kreta er XVIIvet kantved (Kandia e 1669, Spinalonga e 1718).

Enebiezh etre Gres ha Turkia

E 1830 e voe diframmet he dizalc'hted gant Gres digant an Impalaeriezh otoman. Klasket he deus Gres bodañ en-dro dezhi an holl zouaroù poblet gant Hellaziz.

Notennoù ha daveoù

  1. R. Hemon, Petit Dictionnaire pratique breton-français, 1928, p. 146b.
  2. R. Hemon, Dictionnaire français-breton, 1978, p. 402a.
  3. Istor Geografiezh, TES, 2001, p. 59.
Aydın (proviñs)

Proviñs Aydın zo ur proviñs e kornôg Turkia o skeiñ war mor Egea.

Balıkesir (proviñs)

Proviñs Balıkesir zo ur proviñs e gwalarn Turkia o skeiñ war mor Egea ha mor Marmara.

Boiotia

Boiotia (Βοιωτία e gresianeg, Boeotia e latin), pe Beotia, a oa ur vro en Henc'hres, en hanternoz da reter pleg-mor Korintos, hag a zo un nomos e Hellaz a hiriv.

Er c'hreisteiz dezhi e oa Megaris ha menezieg Kiteron, Attika en tu all dezhi. En hanternoz e oa Lokris opontek ha strizh-mor Euripos (e Mor Egea etre Enez-Euboia ha douar-bras Boeotia), ha Fokis er c'hornôg.

An Euripos (Εύριπος e gresianeg) zo ur strizh-mor eus Attika, en Bro-C'hres.

C'hios

C'hios (Χίος e gregach kozh ha nevez; distaget: [ˈçio̞s] e gresianeg a-vremañ) zo un enezenn eus Hellaz, er Mor Enezek, 7 km e-maez da aod Turki.

Delos

Delos (Δήλος e gresianeg) zo unan eus an inizi Kikladez er Mor Enezek. Bihanik eo, 3,5 km² dezhi hepken, ha didud abaoe pell zo. Dirak Reneia emañ (14 km², didud ivez) ha tost da v-Mykonos.

Ur greizenn genwerzhel ha relijiel a-bouez eo bet en Henamzer, dreist-holl er VIvet kantved kent J.-K. Un lec'h enoret gant tud bro Ionia met ivez gant sevenadurioù all ar C'hikladez. Un templ a oa da Apollon.

Anavezet eo ivez evit bezañ al lec'h ma'z eo ganet Kevre Delos, ur strollad inizi ha kêrioù evit difenn a-enep ar bersianed : e miz mae -477 (kent J.-K.) e voe kentañ emvod ar c'hevre hag aze e voe miret teñzor ar strollad difenn-mañ betek -454 (kent J.-K.).

Emañ an enez war listenn Glad ar bed gant an UNESCO abaoe 1990.

Kea (enez)

Kea (skrivet Κέα e gregach), anavet ivez evel Gia pe Tzia ( Τζια), Zea, ha Keos ( Κέως) en Henamzer, zo un enezenn eus Gres, e Mor Egea, en Enezeg ar C'hikladez.

Kikladez

Enezeg ar C'hikladez a zo un enezeg e Bro-C'hres, e Mor Egea, er gevred da Aten, kêr-benn Gres.

En Enez Syros emañ Hermoupolis, kêr-benn ar C'hikladez hag ar rannvro Su-Egea (Kykladez ha Dodekanesa). Evit ar C'hikladez ez eus 9 unanenn rannvro enni ha 19 kêr-enezenn.

Kythera

Kythera (ἡ Κυθηρία / hê Kythêría e gregach, Κύθηρα / Kýthêra e gresianeg a hiziv) zo un enezenn eus Mor Egea, etre ar Peloponnesos ha Kreta. En-istorel avat he lakaer e-touez an Inizi Ionian.

Lemnos

Lemnos pe Limnos (Λήμνος e gresianeg) zo un enezenn eus Gres, e Mor Egea. Emañ el lodenn norzh eus ar mor-se, en hanternoz da enez Lesbos, etre Gres ha Turki. E 2001 e oa annezet gant 18 104 a dud, o vevañ war ur gorread a 476 km².

Reier volkanek a ya d'ober an enezenn, ha sevel a ra betek 430 m a uhelder. Myrina eo ar gêr vrasañ hag ar porzh pennañ, er mervent. Un aerborzh bihan zo ivez. Pouezus eo al labour-douar (gwini, tomatez, olivez, ed...). Brud vat zo gant gwin Lemnos.

Lesbos

Lesbos (Λέσβος, distaget Lezvos e gresianeg a vremañ ha Midilli e turkeg) eo anv brasañ enezenn Hellaz dirak aod Turkia, hag unan eus brudetañ inizi ar bed abalamour d'ar varzhez Safo a vevas enni. Anavezet eo ivez evel Mitilíni, anv ar gêr-benn anezhi e gwirionez.

Melos

Mêlos (e gregach : Μῆλος , "Mêlos") zo un enezenn eus Mor Egea en enezeg ar C'hikladez. Anavezet eo ivez dindan an anv "Milo", ha brudet eo abalamour d'un delwenn d'an doueez Afrodite (fallanvet Venus), anvet Afrodite Melos (pe Gwener Milo) a voe kavet en douar anezhi.

Muğla (proviñs)

Proviñs Muğla zo ur proviñs e mervent Turkia, o skeiñ war mor Egea hag ar mor Kreizdouarel.

Peloponnesos

Peloponnesos (henc'hresianeg : Πελοπόννησος / Peloponnesos, diwar anv an haroz Pelops) , eo anv al ledenez en em led e kreisteiz Hellaz etre Mor Egea hag ar Mor Ionian.

Staget e oa ouzh Hellaz ar c'hevandir gant strizh-douar Korinthos, a voe troc'het e 1893 gant ur ganol. Un doare enezenn eo hiziv eta, stag ouzh an douar-bras gant ur pont.

Salamis

Salamis (Σαλαμίς / Salamís e gregach) pe Salamina (Σαλαμίνα / Salamina) hervez ar gresianeg a vremañ, zo un enezenn eus Hellaz, Attika, e toull-dor pleg-mor Eleusis. 19 000 a zo enni, ha 95 km² he gorread. Heñvel eo anv ar pennlec'h ha hini an enez.

Samos

Meur a dra all zo anvet Samos, sellit ouzh Samos (disheñvelout).

Samos (Σάμος e gresianeg) zo un enezenn hellazat e Mor Egea, tostik da Azia un 70 kilometr er mervent da Izmir, e-kichenik kêrioù Chora ha Tigani. Gant enez Ikaria ez a d'ober nomos (departamant) Samos, ha Vathy eo ar pennlec'h anezhi. 30 800 annezad a oa e 2001 e-barzh ar 476 km² zo anezhi.

Samothraki

Samothraki (Σαμοθράκη e gregach), Samothrake e henc'hresianeg, zo un enezenn hellazat, e-maez da Drakia, e nomos Evros en hanternoz Mor Egea. 2 859 a dud a oa o chom enni e 2011.

Tinos

Tinos (gresianeg: Τήνος) zo un enezenn e Mor Egea, etre Andros ha Mykonos.

Turkia

Turkia pe Republik Turkia ent-berr, pe Turki hervez an anv istorel e brezhoneg, (Türkiye e turkeg) a zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.

Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.

İzmir (proviñs)

Proviñs İzmir zo ur proviñs e kornôg Turkia, o skeiñ war mor Egea.

İzmir, kêrbenn ar proviñs, eo trede kêr vrasañ ar vro.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.