Malac'hi


Malac'hi pe Malaki[1] (en Hebreeg: מַלְאָכִי ; e gresianeg : Μαλαχίας) [2] a zo unan eus an daouzek profed "bihan" eus an Tanac'h. Talvezout a ra e anv kement a "ma c'hannad". Diouzh danvez e skrid (Levr Malac'hi) e c'heller tennañ e vevas en ur mare tost da hini Hagai ha Zec'haria, un tamm diwezhatoc'h moarvat, en amzer Nehemia hag Ezra, war-dro ar bloaz 430 kent JK rak adsavet e oa an Templ.[3]

Daveoù

  1. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 826
  2. kavet e vez e saozneg ar stummoù Malachi, Malachias pe Malache
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 3, 1983, p 263
Quéménéven (29) Chapelle Notre-Dame de Kergoat Baie 05 Vue 03
Kemeneven Chapel Itron Varia Kergoad, gwerenn-livet, Malac'hi war an tu dehoù
Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Hagai

Hagai pe Haggai pe Agge (en hebraeg: חַגַּי‎, e gresianeg: Ἀγγαῖος; e latin: Aggaeus), a oa ur profed yuzev eus mare savidigezh Eil Templ Jeruzalem. Talvezout a rafe e anv kement ha "ma devezh santel".

Unan eus daouzek profed bihan an Tanac'h e oa (Levr Hagai). An hini kentañ eus an tri frofed goude harlu pobl Yehouda da Vabilon e voe, gant Zec'haria, kempred gantañ, ha Malac'hi a vevas ur c'hantved bennak war e lerc'h.

Prezegenniñ a reas war-dro ar bloavezh 520 kent JK dindan Zeroubavel, gouarnour Rouantelezh Yehouda, dindan roue Persia, Darius Iañ, evit broudañ e genvroiz da sevel buanoc'h an Templ. Kavout a reer meneg eus Hagai ha Zec'haria e Levr Ezra (5, 1).

Levr Malac'hi

Levr Malac'hi zo unan eus al levrioù a gaver e lodenn ar Brofeded en Tanac'h. Evit ar Gristenien eo al levr diwezhañ en Testamant Kozh.

Skrivet e vefe bet gant ur profed anvet Malac'hi.

Emeur war-dro ar bloavezh 430 KJK.

Adsavet eo bet an Templ.Karantez Doe evit e bobl a zo anavezet a-bell zo ha didorrus, met rebechoù en deus Malac'hi d'ober d'ar veleien, a zispriz an traoù sakr hag a zilez al Lezenn ha da dud ar bobl a ra dimezioù gant an estren, a gas kuit gwreg o yaouankiz, a zo lezirek da ginnig ar profoù merket el Lezenn, a zo diskred ouzh Doue.

"Pelec'h emañ Doue ar varn ? Dont a ray deiz an Aotrou a c'hlanaio mibien Levi, a gastizo sorserien, avoultrerien, falstouerien, mac'homerien hag an holl walloberourien. Deiz an Aotrou o c'huzumo evel plouz, tra ma paro war ar re just an heol a reizhded".

Nevi'im

Nevi'im (hebraeg: נביאים, "profeded"), pe Levrioù ar Brofeded, a vez graet eus eil lodenn an Tanac'h, pe Bibl Hebraek, Bibl Yuzevien Palestina, bet skrivet en hebraeg pe en arameeg. .

Div pe deir lodenn a gaver enno :

Nevi'im richonim (נביאים ראשונים) - ar Brofeded kentañ:

Yehochoua [יהושע] en hebraeg - Jozue e brezhoneg

Choftim [שופטים] - Barnerien

Chmou'el [שמואל] - Samuel (1 & 2)

Melac'him [מלכים] - Rouaned (1 & 2)Er Bibl katolik e renker al levrioù-mañ e-touez al Levrioù Istorek gant Levrioù eilkanonel evel Levrioù an Danevelloù (kentañ hag eil), Levr Nehemia, Levr Tobit, Levr Youdith, Levr Ester ha Levrioù ar Vakabeed (kentañ hag eil).

Porched ar Baradoz

Porched ar Baradoz (galizeg : Pórtico do Paraíso) eo anv ar strollad kizelladurioù hag a ro digor da iliz-veur Ourense dre ar porched pennañ.

En hanterenn gentañ an XIIIvet kantved e voe savet, da vare an eskob Lourenzo (1218-1248) hag a echuas oberennoù an iliz-veur ; bezet pe vezet, goude 1230 e voe echuet Porched ar Baradoz. Heverk eo al liesliverezh en deus miret abaoe an orin ; n'eus liv ebet ouzh an eildor avat.

Den ne oar piv e voe aozer pe aozerien ar Pórtico. Gouez d'an istorour ha henoniour galizat Ángel del Castillo López (1886-1961) e voe savet gant ur mestr-kizeller anvet Juan Evangelista :

Tras la fachada principal... existe el llamado Pórtico del Paraíso, de principios del siglo XIII, es obra, al parecer, del maestro Juan Evangelista, (según inscripción de cierta figura de un ángel, encontrado hace unos años)."A-drek an tal pennañ... emañ ar pezh a anver Pórtico del Paraíso, eus deroù an XIIIvet kantved, hag a zo un oberenn digant ar mestr Juan Evangelista war a hañval (hervez un enskrivadur war delwenn un ael, bet kavet daou vloaz zo). – Ángel del Castillo López : « Inventario de la riqueza monumental y artística de Galicia »

E gwirionez, emañ an enskrivadur-se – Juan Evangelista fecit "Juan Evangelista er greas" – war un ael trompilher hag a zo hiziv e Mirdi an iliz-veur, ha distag-krenn eo diouzh Porched ar Baradoz, evel m'en diskouez arbennigourien evel Serafín Moralejo, Ramón Yzquierdo Perrín, Xosé Carlos Valle Pérez hag Eduardo Carrero Santamaría : hervezo, n'eus diazez solius ebet da zebarzhadur Ángel del Castillo López.

Hervez an istorourez Natalia Conde Cid e vije bet daou strollad kizellerien o sevel an timpan (an ichou etre ar bolzioù gwareg hag ar c'holonennoù).

Betek 1230 e vije bet ur strollad kentañ o voulc'hañ al labour dre skultañ ar rann izelañ : ar sichennoù, ar c'holonennoù, ar profeded hag an ebestel. Pevar den a vije bet, diouzh neuz plegoù ar saeoù hag al lusk a verzer a zelwenn da zelwenn : da gentañ ar profeded Hosea ha Malac'hi ha tri abostol dianav ; un eil kizeller a savas Yehezkel, Havakouk, Yona, Yeshaia, koulz ha delwennoù an ebestel Yann hag Andrev ; digant un trede e voe ar profeded Daniel ha Yirmia hag an ebestel Jakez ha Mazhev ; ur pevare a gizellas ur profed dianav hag an ebestel Pêr ha Paol.Kenali eo ar braz eus an arbennigourien evit lavarout e teue ar gizellerien-se eus labourva ar mestr Mateo, aozer Pórtico de la Gloria iliz-veur Santiago de Compostela, pe e voent levezonet-bras gant e labour. Gwir eo ez eo heñvel lec'h an ebestel hag ar brofeded en Ourense ouzh hini Compostela, ha damheñvel eo an teknikoù bet implijet koulz en delwennoù-kolonennoù hag er gwaregoù bihan. Gotek eo doare an daou borched, hogen romanekoc'h eget hini Pórtico de la Gloria eo doare Porched ar Baradoz, petra bennak ma 'z eo oberenn Ourense nevesoc'h eget hini Compostela.

Lod arbennegourien all a wel en Ourense levezon labourvaoù Amiens ha Pariz, a dizhas Galiza a-c'houde bout labouret war iliz-veur Burgos.

Profed

Ur profed a zo un den gwelet evel jubennour un doue, pe evel un diouganer, pe c'hoazh evel un divinour.

Dont a ra an termen eus an henc'hresianeg προφήτης profetis "jubennour un doue", dre al latin-iliz popheta, heñvelster.

Evel kannad un doue e teu, sañset, evit kemenn, lakaat war ziwall pe diskuliañ ar wirionez d'un toullad tud (d'ur vroad, da skouer) pe d'an holl dud. Pa n'eo ket reoù o relijion, ar feizidi a wel ar brofeded all evel faos.

Ar profed n'eo ket un divinour ordinal, rak hennezh a ziskuilh dazont an den pe an toullad tud o deus bet goulennet petra e vo o dazont dezho. Er c'hontrol, e servij an doue emañ ar profed hag ec'h embann hervez e volontez. A-enep da venozhioù e gempredidi ez a ar profed, seul vui ma'z embann kemennoù ha dañjeroù da ziwall dezho.

E metoù ar yuzevegezh hag ar gristeniezh e vez implijet an dro-lavar "Ar Brofeded" evit levrioù ar Brofeded a gaver e Bibl, e lodenn an Testamant Nevez evit ar gristenien). Troidigezh ar ger hebraek Neviim eo, da lavaret eo liester נביא nabi.

N'eo ket bet urzhiet er memes doare al levrioù-se gant ar Yyuzevien, ar gatoliked, ar reizhkredourien hag ar brotestanted.

Un dave da Vohammed eo ar ger "profed" el levrioù a denn d'an islam, .

The Prophet "Ar Profed" a zo ivez titl ul levr skrivet gant ar skrivagner libanat Kahlil Gibran (1883-1931).

"Ar Brofeded" (arabag أنْبياء [anbiyā'], unander : نبيّ [nabīy], "profed") eo titl sourad XXI ar C'horan.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.