Maariv

Maariv (מַעֲרִיב hebraeg a dalvez An abardaez) a zo ur gazetenn hebraek pemdeziek a vez embannet en Israel. Ment un tabloid a zo dezhi. An eil kazetenn gwerzhet ar muiañ er vro eo goude Yedioth Ahronoth, hag an trede hini a-fet niver a lennerien, goude Israel HaYom. En un enklask kaset gant TGI ma keñverier sifroù dibenn 2009 ha re dibenn 2009 e lenner ez eo digresket un tammig gwerzhañ Maariv (eus 13,8% da 13,6%)[1] Yoav Tzur eo a zo e penn ar gazetenn, kemer a reas lec'h Doron Galezer ha Ruth Yuval hag a guitaas ar gazetenn abalamour ma veze krennet he budjed.[2]

Ouzhpenn ar gazetenn bemdeziek hag ar stagadennoù ez eo Maariv un embregerezh kelaouiñ perc'henn war gazetennoù lec'hel, ur skourr magazinoù, hag ul lec'hienn internet damzistag anvet NRG, ma kaver lod brasañ pennadoù ar gazetenn.

Maariv
Ti Maariv e Tel Aviv

Stagadennoù

  • War ar sizhun:
    • "Ar magazin" (displeg politikerezh ha savboentoù, yec'hed, sevenadur, gerioù-kroz, dudi, programmoù skinwel ha skingomz)
    • Arc'hanterezh
    • Sportoù
  • Da Veurzh
    • Magazin stil-er gêr
  • Da Verc'her
    • Magazin stil-giz
  • Da Wener
    • Musaf Shabat (dielfennañ ha displegoù politikel, burutelladennoù levrioù, fent)
    • Sofshavua (magazin an dibenn-sizhun)
    • Promo (sevenadur ha dudi, programmoù skinwel ha skingomz)
    • Asakim (arc'hanterezh)
    • ur gazetenn sizhuniek lec'hel, diouzh ar rannvroioù

Notennoù

  1. http://www.globes.co.il/serveen/globes/docview.asp?did=1000534102&fid=942 TGI survey shows "Globes" only paper to grow Li-Or Averbuch, 27 a viz Genver 2010, Globes
  2. יואב צור מונה לעורך עיתון מעריב| url=http://www.nrg.co.il/online/1/ART1/900/528.html nrg Maariv

Liamm diavaez

Haaretz

Haaretz (hebraeg :הארץ, a dalvez "ar vro") a zo unan eus teir c'hazetenn vroadel Israel. Krouet eo bet e Jeruzalem e 1919. Perc'hennet eo gant ar familh 3. Etre 1939 ha 1990 e voe diazezet pennmennozhioù ar gazetenn gant Gershom Schocken. En e blas e teuas Hanoch Marmari ha Yoël Esteron. War o lerc'h e teuas David Landau ha Tami Litani e 2004. Hiziv an deiz ez eo Amos Schocken hag a zo perc'henn anezhi.

Trede kazetenn vroadel ar vro eo, goude Maariv ha Yedioth Ahronoth : brasoc'h eo levezon Haaretz evit an niver a skouerennoù gwerzhet. Ur gelaouenn eus an tu kleiz eo, klasel he stumm, damheñvel ouzh Le Monde pe c'hoazh International Herald Tribune.

E-barzh Haaretz e kaver ivez pennadoù hag a sav a-du gant ar fet ez afe kuit ar yuzevien diouzh an tiriadoù aloubet, ha re all hag a sav a-du gant ar Balestiniz. A-fet relijion ez eo ur gelaouenn kentoc'h a-enep, hag enni e vez lakaet ar c'hudennoù relijiel da gudennoù ar gevredigezh.

Israel

Israel, Stad Israel en un doare ofisiel, (Hebreaeg : מְדִינַת יִשְׂרָאֵל‎, Medīnat Yisrā'el, AFE : [me̞diˈnät jisʁäˈʔe̞l]; Arabeg: دَوْلَة إِسْرَائِيل‎, Dawlat Isrāʼīl, AFE : [dawlat ʔisraːˈʔiːl]) zo ur Stad eus ar Reter-nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. E stadoù amezek a zo Liban en norzh, Siria e biz, Jordania ha Sisjordania er Reter hag Ejipt ha Bandenn Gaza er mervent. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez an “Israel” viblek. Ar Stad nemetañ gant muianiver a boblañs yuzev eo. An hebraeg eo he yezh (an arabeg a zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.

Goude bezañ disklêriet un zisentez gant ABU e 1947 diwar-benn ar Balestina fiziadour eo bet disklêriet e 1948 bezañs "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion, penn Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajañs Yuzev evit ar Balestina. An deiz-war lec'h eo bet arsailhet Israel gant ar broioù arabek evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet etrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubiñ Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza ha Uhelgompezenn ar Golan.

Israel HaYom

Israel HaYom (ישראל היום en hebraeg, a dalvez "Israel hiziv") a zo ur gazetenn bemdeziek hebraek digoust a vez embannet en Israel. Embannet e voe evit ar wech kentañ d'an 30 a viz Gouere 2007. Stumm un tabloid a zo dezhi. Daoust ma tenn hec'h anv da USA Today n'eus liamm ebet etre an div gazetenn. Amos Regev eo a zo e penn ar gazetenn. A-fet skignañ ez eo eil kazetenn Israel (e dibenn 2009 e voe jedet e oa kresket ar skignañ eus 23,2% da 26,6%.Pa voe krouet e voe kevezerezh etrezi ha Israeli, ur gazetenn digoust all, aet da get abaoe. E miz Here 2009 e voe krouet embannadur an dibenn-sizhun.

Hervez kazetennerien' zo ez eo neptu savboent Israel HaYom (daoust ma'z eo kentoc'h ur gazetenn eus an tu-dehou), padal e kav da re all n'eo ket gwir. Hervez Ben-Dror Yemini ez eo ur gazetenn "a laka an demokratelezh en arvar".

Kazetenn

Ur gazetenn zo un embannadenn, da lavaret eo ur strobad follennoù moullet, embannet ingal, bemdez (pemdezieg) pe bep sizhun (sizhunieg) peurvuiañ. Reiñ a ra keleier d’al lennerien diwar-benn ar pezh a zo nevez-c’hoarvezet hag embann a ra soñjoù diwar-benn an traoù-se. Kemennoù bruderezh a gaver enno ivez. Kavet e vez kazetennoù da brenañ e stalioù a-ratozh. Gallout a reer resev kazetennoù er gêr ivez, gant ma paeer ur c’houmanant evit se.

Danvez a bep seurt a gaver er c’hazetennoù. Keleier eus ar politikerezh, an armerzh, ar sport, an torfedoù hag an darvoudoù a bep seurt. Diaweladoù amzer a gaver ivez, koulz ha pennadoù diwar-benn ar sevenadur. E-kichen ar pennadoù-skrid e kaver alies luc’hskeudennoù ha tresadennoù d’o skeudennaouiñ. Pennadoù zo, ma lenner soñjoù tud ar gazetenn, e stumm ar pezh zo anvet pennadoù-stur. Lizheroù kaset gant al lennerien a c’hall bezañ embannet ivez, da zisplegañ o soñj war pennadoù bet embannet diagent.

Ron Leshem

Ron Leshem (hebraeg: רון לשם‎) a zo ur skrivagner eus Israel. Ganet eo bet d'an 20 a viz Kerzu 1976. E bed ar media e labour ivez : e karg eus programmoù eil chadenn skinwel Israel emañ. Bet eo kazetenner evit ar gelaouenn Yedioth Ahronoth (1998-2002) hag ivez Maariv (2002-2006). Brudet eo evit bezañ skrivet ur romant anvet Beaufort (2005, titl orin : Ma'z eus ur baradoz). Gant al levr-se e c'hounezas priz Sapir al lennegezh e 2006, ha priz Yitzhak Sadeh. Dont a reas Beaufort da vezañ ur film e 2007.

Vesti

Vesti (Вести e rusianeg, a dalvez "Keleier") a zo ur gazetenn rusianek pemdeziek a vez embannet e Tel Aviv, en Israel. Ar gazetenn rusianek pemdeziek nemeti eo er vro eo, hag an hini lennetañ er yezh-se. Krouet e voe e 1992 gant stroll Yedioth Ahronoth.E 1994 e kouste 0,60 shekel, da lavaret eo un drederenn eus priz Yedioth Ahronoth pe Maariv, ar pezh a ziskouez e oa kentoc'h paour he lennerien.E 1996 e veze lennet Vesti gant 200 000 den. Abaoe ar bloavezhioù 1990 ez eo digresket a-galz ar gwerzhañ kazetennoù rusianek en israel, rak digresket eo ivez an niver a zivroidi eus broioù rusianek, hag ar divroidi gent a zo en em lakaet da lenn kazetennoù hebraek. Gwerzh Vesti a zo digresket a galz, ha ranket ez eus bet lakaat ar frejoù da zigreskiñ ivez : bihanaet e voe ment ar gazetenn e 2004. E 2005 e lavare tud ar gazetenn e veze gwerzhet 55 000 skouerenn. 50 kazetenner a veze implijet e 2001.

Ur gazetenn eus an tu-dehou eo Vesti, evel ar media rusianek all en Israel. E 1999 e voe deskrivet evel "tost ouzh Likoud." Sevel a reas a-du skipailh ar gazetenn gant Natan Sharansky da vare dilennadegoù 1996. Hervez Tamar Horowitz e c'hoarias ar gazetenn, hag ar c'hazetennoù rusian dre vras, ur perzh bras en dilennadegoù-se : " Vesti eo a sikouras trec'h Netanyahou e dilennadegoù 1996. Ne voe ket embannet savboent Strollad al labour er c'hazetennoù rusianek. Ma vije bet ur gazetenn heñvel ouzh Vesti eus tu Likoud e vije bet disheñvel disoc'h an dilennadegoù." E 1997 e voe lakaet Avigdor Lieberman da bolitikour ar bloaz gant lennerien Vesti. Bemdeze e kaver ur stagadenn er gazetenn : yec'hed, buhez er gêr, sportoù, hag all.

E 2006 e voe kaset daou ezel eus skipailh ar gazetenn dirak al lez-varn evit bezañ embannet ur barzhoneg gouennelour.E 2008 e voe aozet ur prosez gant skipailh ar gazetenn rusian Kommersant peogwir e oa bet embannet pennadoù savet ganto e-barzh Vesti hep ma vefe goulennet o aotre.

Yedioth Ahronoth

Yedioth Ahronoth (ידיעות אחרונות en hebraeg, a dalvez Keleier diwezhañ) a zo ur gazetenn hebraek pemdeziek a vez embannet e Tel Aviv en Israel. Abaoe ar bloavezhioù 1970 eo ket ar gazetenn skigentañ en Israel hag en un enklask kaset gant TGI ma keñverier disoc'hoù dibenn 2008 ha re dibenn 2009 e weler ez eo bepred an hini lennetañ (un digresk bihan a zo bet, eus 35,9% da 33,9%).

Kazetennoù Banniel Israel Israel

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.