Lu

Meurastumm.pngEvit sterioù all, sell ouzh lu (disheñvelout)
Countries by soldier count
Broioù hervez an niver a soudarded e 2009

An arme, pe al lu (liester : luioù, pe luoz gant Meven Mordiern), a zo ur strollad tud armet, pe hollad an dud armet ez-reoliek war dir ur riez pe ur vroad.

Koulskoude e c'heller gwelout luioù ha n'int ket bodet gant ur riez ofisiel. O vezañ er-maez eus al lezenn etrebroadel e c'hellont pe bezañ trec'h war lu ar riez m'emaint o stourm outañ ha diouzh-se sevel ur riez nevez pe bezañ trec'het pe dizhout un emglev peoc'h. Ul lu a c'hell ivez bezañ nann-milourel pa dalvez ar ger kement hag un bern tud bodet diouzh o intent (Lu ar Salvidigezh, da skouer) pe diouzh o stadoù (lu an dud dilabour). Hogos pep riez en deus ul lu, nemet er re vihanañ (Monaco, San Marino, Liechtenstein...) ha n'eus ket a nerzh milourel e Costa-Rica dre m'eo berzhet gant e vonreizh.

Aozadur hollel al luioù

E-barzh lu ar riez ha seul vui m'eo niverus e c'hell ober lu eus eus un nebeut korfoù milourel strollet. Al luioù-se a vez roet un niver dezho hag ur pennjeneral en o fenn. Da skouer, pep rann an talbenn brezel a zo dezhañ ul lu evit stourm war an hed termenet evitañ. War an holl dachenn vrezel e c'hell bezañ ul lu tachenn rannet etre rannoù-lu o zo renet o obererezhioù brezel gant an penngarter, sez ar pennjeneral. Hemañ a glask lec'hiañ mat ar rannoù-lu, kas darn anezho da lec'hioù an talbenn m'eo ezhomm evit difenn ur bastell-vro pe bouezañ war an enebour.

Rummoù al luioù

Peurliesañ e vez luioù riez rannet hervez an araezioù treuzdougen arveret evit brezeliñ warno - al lu-douar m'emañ soudarded troadegerien gopret gantañ bodet e rann an troadegiezh. Gwechall ez ae an droadegerien war droad, met treuzdouget e vezont war girri ordinal pe houarnet - an aerlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant nijerezhioù ha askelloù-biñs - ar morlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant listri gorre, listri-splujer ha bagoù Koulskoude e c'heller kavout listri pe nijerezhioù e rannoù luioù-douar zo ha soudarded gouest da stourm wa r an douar goude bezañ bet treuzdouget war listri (troadegiezh ar morlu). - ar milisoù n'int ket luioù e pep degouezh : a-wechoù ez int gwarded-vro dezho ar c'hefridi harpañ al lu reoliek pe a-wechoù nerzhioù polis milouriet

Sell ivez

1939

Diwar-benn bloavezh 1939 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1942

Diwar-benn bloavezh 1942 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1943

Diwar-benn bloavezh 1943 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1956

Diwar-benn bloavezh 1956 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

1994

Diwar-benn bloavezh 1994 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Aloubadeg Normandi

Aloubadeg Normandi, pe Oberiadenn Overlord, eo an anv roet d'an aloubadeg a grogas d'ar 6 a viz Even 1944 gant dilestradeg ar 6 a viz Even 1944 pe Oberiadenn Neptune, pa voe taolet war draezhegi Normandi 155 000 soudard, eus an arme stadunanat dreist-holl.

Ma padas un 30 eurvezh an dilestradeg ervat e voe 45 deiz e padas aloubadeg Normandi e Kornôg ar vro, eus ar 5 a viz Mezheven betek ar 27 a viz Gouhere pa c'hellas al lu SUAat toullañ al linennoù alaman en Avranches. E reter Normandi e padas an traoù pelloc'h.

An Oriant

Ur gumun, ur gêr, hag ur porzh-mor, eus departamant ar Mor-Bihan eo an Oriant. Pennlec'h arondisamant an Oriant eo ivez, ha dre-se sez un isprefeti.

Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika

Brezel digevrediñ pe Brezel diabarzh amerikan, anvet "the Civil War" er Stadoù-Unanet hag a wechoù "the War of Northern Aggression" pe "second war of independence" gant an dud a-du gant stadoù ar su, a zo ur brezel diabarzh c'hoarvezet etre 1861 hag 1865, hag a empleg Stadou-Unanet an "Unaniezh", renet gant Abraham Lincoln, hag ar "Stadoù Kengevreet Amerika", renet gant Jefferson Davis hag a a gevrede unnek Stad eus ar su (Su ar Stadoù-Unanet) hag o doa digevredet diouzh ar Stadoù-Unanet.

An unaniezh a oa enni an holl stadoù a-enep ar sklaverezh ha pemp stad sklaver, renet gant Abraham Lincoln hag ar strollad republikan. Hemañ a oa a-enep emled ar sklaverezh (hep bezañ a-enep ar sklaverezh end-eeun) war douaroù ar Stadoù-Unanet, ha trec'h ar republikaned e dilennadegoù prezidantel ar Stadoù-Unanet e 1860 a zegas ur digevrediñ a-berzh seizh Stad eus ar su, a-raok na vije kemeret ar sez gant Lincoln.

Pevar bloaz brezel drastus a voe gant 620 000 betek 750 000 soudard lazhet, an niver uhelañ uheloc'h evit sammad kolloù soudarded Stadoù-Unanet Amerika e-pad ar C'hentañ Brezel-bed hag an Eil Brezel-bed. Distrujet e voe darn frammadurioù Su SUA. E-fin ar brezel e voe roet lamm d'ar C'hengevread ha difennet ar sklavelezh er vro a-bezh. Mare an adsavidigezh (The Reconstruction Era) (1863–1877) goude ar brezel, gant ar pal pennañ da adunaniñ ar vro, a roas un nerzh kreñvoc'h d'ar gouarnamant war an holl Stadoù kevredet en unaniezh.

Gwened

Gwened a zo ur gumun hag ur gêr eus Breizh ha kêr-benn Bro-Gwened. Pennlec'h departamant ar Mor-Bihan, Arondisamant Gwened ha tri c'hanton eo ivez. 52 648 annezad a zo enni hervez niveradeg 2012.

Impalaeriezh Rusia

Impalaeriezh Rusia pe an Impalaeriezh rus (Российская империя, Rosiyskaya Imperiya e rusianeg) eo an anv a oa gant Rusia adalek 1721 ha ren Pêr Veur betek Reveulzi Rusia e 1917. Sankt-Peterbourg e oa ar gêr-benn.

Bez' e voe unan eus brasañ impalaeriezhioù en istor mab-den, ledet war tri c'hevandir : ne oa bet nemet Impalaeriezh Breizh-Veur hag an Impalaeriezh Vongol a oa bet brasoc'h.

Kresk galloud Impalaeriezh Rusia a oa bet liammet gant koll nerzh an nerzhioù amezek dezhi : Impalaeriezh Sveden, Kenunaniezh Pologn ha Lituania, tierniezh Kadjar Persia hag an Impalaeriezh Otoman. Pouezus-bras e voe perzh Impalaeriezh Rusia er bloavezhioù 1812–14 pa voe trec'h war Napoleon, ar pezh a lakaas fin d'e hunvre da vezañ mestr war Europa a-bezh.

An tiegezh Romanov a voe penn an Impalaeriezh adalek 1721 betek 1762, pa grogas ren ar skourr a orin german, an tiegezh Holstein-Gottorp-Romanov.

Kemperle

Kemperle a zo ur gumun e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh. Pennlec'h kanton Kemperle eo. Emañ war varc'h etre Kerne, tu kornôk ar stêr, ha Bro-Wened, tu reter ar stêr Izol.

Lu Ruz

Al Lu Ruz pe Arme Ruz (e rusianeg: Красная армия, Krasnaya armiya; anv klok: Rabotche-krest'yanskaya Krasnaya armiya Рабоче-крестьянская Красная армия - Lu Ruz ar vicherourion hag ar gouerion) a oa bet savet e Genver 1918 e Rusia gant ar Volcheviked, nevez-kemeret ar galloud gante. E 1946 e teuas da vezañ, ent-ofisiel, an Arme Soviedat (Советская Армия, Sovyetskaya Armiya), met kendalc'het e voe d'ober gant al lesanv "Arme Ruz". Al Lu Ruz a vez lakaet war-raok evel al lu war zouar diazez d'an trec'h Kevredet wat tachenn Europa e-pad an Eil Brezel-bed. E-pad an oberiadurioù-brezel war Talbenn ar Reter stourmet e oa bet ganti a-enep 75%–80% eus nerzhioù douar Alamagn an Trede Reich (Wehrmacht Heer ha Waffen-SS) implijet e-pad ar brezel. Darn kolloù Alamagn hag e harperien a voe dre al Lu ruz kement hag aloubadeg kêr-benn ar Reich Berlin.

Padet eo betek diwezh an URSS e diwezh miz Kerzu 1991.

Nagorno-Karabac'h

Nagorno-Karabac'h (Armenieg : Լեռնային Ղարաբաղ, Lernayin Gharabagh; azerbaidjaneg: Dağlıq Qarabağ pe Yuxarı Qarabağ; ruseg: Нагорный Карабах, Nagorniy Karabac'h, "Karabac'h-Uhel" pe "Republik Nagorno-Karabac'h") a zo ur rannvro, 4 400 km² he gorread, en Azerbaidjan abaoe an didammerezh a oa bet graet gant gouarnamant Jozef Stalin d'ar mare ma oa bet savet Republik Soviedel Azerbaidjan e 1936. Poblet eo gant Armeniz hag un enklozadur emren e oa dindan ar galloud soviedel, anvet Oblast emren Nagorno-Karabac'h. Aloubet e voe gant lu Republik Armenia ha chomet emren e 1994. Ur Stad dizalc'h eo, met n'eo ket anavezet na gant ar Gumuniezh etrebroadel, na gant Republik Armenia a ro sikour dezhi koulskoude.

Roazhon

Roazhon (distaget ['rwa:zõn], pe ['rwa:zən], pe ['rã:wõn] pe ['rã:wən], pe ['rawzun]) eo kêr-benn rannvro velestradurel Breizh, ha pennlec'h departamant Il-ha-Gwilen. Lakaet eo da vezañ unan eus div gêr-benn Breizh gant Naoned.

Sant-Brieg

Sant-Brieg a zo ur gumun eus Breizh, lec'hiet e departamant Aodoù-an-Arvor, ha pennlec'h an departamant-se.

Ukraina

Ur vro e reter Europa eo Ukraina (Україна). Brasañ bro Europa eo war-lerc'h Rusia. Skeiñ a ra war ar Mor Du er Su. Bevennoù boutin gant Rusia, Belarus, Polonia, Slovakia, Roumania, Hungaria ha Moldova he deus. Kyiv eo ar gêr-benn.

United States Army Air Forces

United States Army Air Forces (USAAF) pe Nerzhioù Aerlu ar Stadoù-Unanet a oa ar rann "aer" eus lu SUA e-pad an Eil brezel-bed betek miz Gwengolo 1947.

Viêt Nam

Viêt Nam, pe Vietnam, zo ur vro e Gevred Azia, en ul lodenn eus ledenez Indez-Sina, un tiriad levezonet koulz gant sevenadur Bro-Sina hag hini India. Ezel an ASEAN hag an ABU eo. Embannet e oa bet Republik Sokialour Viêt Nam (vietnameg: Cộng Hòa Xã Hội Chủ Nghĩa Việt Nam) e 1976 goude brezelioù hir a-enep an alouber japanat e 1940, an trevadenner gall e 1946 hag ar Stadoù-Unanet e 1954.

[[[Hanoi]] eo kêr-benn ar vro. En-dro dezhi emañ Republik Pobl Sina, Laos, Kambodja ha pleg-mor Tonkin.

Lu bro Vietnam a vez graet "Lu Pobl Vietnam" anezhañ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.