Levrioù an Danevelloù

Levrioù an Danevelloù zo levrioù diwezhañ an Tanac'h. Anvet int en hebraeg דברי הימים‎ (Diḇrê Hayyāmîm), "Traoù (pe Fedoù) an deizioù". An droidigezh c'hresianeg (Παραλειπομένων da lavarout eo "an darvoudoù lezet a-gostez") he deus graet gantañ daou levrig. Ne glot ket an anv gresianek gant danvez ar skridoù peogwir e kaver enno kalz arroudennoù heñvel-mik pe zamheñvel ouzh ar re a lenner e levrioù Shmouel hag ar Rouaned. Gwir eo ez eus ivez danevelloù ha ne gaver ket e lec'h all.[1]. Dre vras, er stummoù kristen eus ar Bibl, e kaver :

Anvet int levrioù an Neventizoù e Bibl protestant Gwilh ar C'hoad[2].

Dre vras e ro al levrioù-mañ un diverradur eus istor Israel hag ar bed, adalek Adam betek skrid Koresh (358 KJK), oc'h embann an distro eus an harlu e Babilon, a gaver a-hend-all e deroù Levr Ezra. Daou bennroue o deus merket an istor-se : David ha Salaun.

An destenn a ziskouez emañ oberour al levr da glask en-dro d'an Templ. Lakaet e vefe bet dre skrid war-dro ar bloaz 300 kent JK gant unan eus al Levidi e servij an templ. [3]

Daveoù

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 370
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, pp 351-407
  3. Troidigezh An Tour-Tan, Levrenn 4, p 371
Adina

Adina zo un anv hebreek.

Ar Skridoù (Bibl)

En Tanac'h – ar Bibl hebraek, a zo Bibl Yuzevien Palestina – e kaver dindan anv Ar Skridoù un toullad levrioù a vez renket e meur a rummad er Bibl katolik.

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Ketouvim

Ketouvim (כתובים,) pe Ar Skridoù, a zo trede lodenn an Tanac'h.

Enni e kaver :

Levr ar Salmoù

Levr Job

Levr ar C'hrennlavarioù

Levr Rout

Kanenn ar C'hanennoù

Kohelet (Ar Prezeger)

Levr ar C'heinvanoù

Levr Ester

Levr Daniel

Ezra ha Nehemia

Levrioù an Danevelloù

Nevi'im

Nevi'im (hebraeg: נביאים, "profeded"), pe Levrioù ar Brofeded, a vez graet eus eil lodenn an Tanac'h, pe Bibl Hebraek, Bibl Yuzevien Palestina, bet skrivet en hebraeg pe en arameeg. .

Div pe deir lodenn a gaver enno :

Nevi'im richonim (נביאים ראשונים) - ar Brofeded kentañ:

Yehochoua [יהושע] en hebraeg - Jozue e brezhoneg

Choftim [שופטים] - Barnerien

Chmou'el [שמואל] - Samuel (1 & 2)

Melac'him [מלכים] - Rouaned (1 & 2)Er Bibl katolik e renker al levrioù-mañ e-touez al Levrioù Istorek gant Levrioù eilkanonel evel Levrioù an Danevelloù (kentañ hag eil), Levr Nehemia, Levr Tobit, Levr Youdith, Levr Ester ha Levrioù ar Vakabeed (kentañ hag eil).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.