Levrioù Samuel

Levrioù Samuel, pe Shmouel hervez troidigezh An Tour-Tan, (en hebreeg ספר שמואל‎ Sefer Shmouel) zo daou levr eus an Testamant Kozh.

Er Bibl hebreek ne reont nemet ul levr. Rannet int bet en droidigezh c'hresianek a vod anezho gant Levrioù ar Rouaned dindan an titl "Pevar Levr an Renoù". Er Vulgat e kaver "Pevar Levr ar Rouaned".

Anv levrioù Shmouel a zo liammet ouzh an hengoun a rae eus ar Profed Schmouel o aozer.

Kavout a reer pemp lodenn enno : 1) Shmouel (1S, 1-7) ; 2) Shmouel ha Shaoul (1S 8-15) ; 3) Shaoul ha David (1S 16 betek 2S1 ; 4) David (2S 2-20)5) traoù ouzhpenn (2S 21-24). Kendelc'her a ra istor David e Kentañ Levr ar Rouaned betek e varv (1R 2, 1-10) [1].

Aleppo-HighRes2-Neviim3a-Samuel1.pdf
Aleppo Codex, dornskrid eus a Xvet GJK kantved eus kentañ lodenn Levr Shmouel an Tanac'h (trede levr ar Brofeded pe Neviim)

Daveoù

  1. Bible de Jérusalem, Cerf, embannadur 1998, p. 306
Abigail (pried David)

Abigail ( pe אֲבִיגַיִל|אֲבִיגָיִל|Avigáyil||ʾĂḇîḡáyil|ʾĂḇîḡāyil en hebreeg, a vefe e brezhoneg "levenez he zad" pe "feunteun a levenez", a oa ur vaouez eus Moab, hervez levrioù Samuel, en Testamant Kozh. Pried e oa da Nabal, ur marc'hadour pinvidik, ha goude e varv, e teuas da vout trede pried ar roue David, hag e roas ur mab dezhañ.

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Levrioù ar Rouaned

Levrioù ar Rouaned a zo daou levr eus ar Bibl, anavezet gant ar yuzevien evel gant ar gristenien. Dont a reont goude Levrioù Samuel, ha kontañ a reont istor Israel adal fin rouantelezh David betek kouezhadenn rouantelezh Israel ha hini Juda en 586 kent JK.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.