Levr ar Varnerien

Levr ar Varnerien a gaver en Tanac'h e-touez levrioù ar Brofeded, etre Levr Yehoshoua ha Levrioù Shmouel. Er Bibl katolik emañ e-touez al Levrioù istorek, etre Levr Rout ha Kentañ Levr Shmouel. Kontañ a ra darvoudoù etre donegdigezh ar Yuzevien da Ganaan ha staliadur an roueelezh [1] ha dreist-holl istor an daouzek Barner.

Teir lodenn a vent disheñvel-tre a gaver ennañ.

1- Un digoradur (1, 1-2, 2, 5) a seblant bezañ un destenn bet ouzhpennet hep liamm sklaer gant ar peurrest.

2- Korf al levr (2, 6, 16,31) a gont, goude un eil digoradur (2, 6, 3,6), istor ar Varnerien.

3- En trede lodenn e kaver div destenn ouzhpennet a gont istor meuriad Dan o klask un douar evit ober e annez (17-18) hag ar brezel enep Binyamin goude torfed Gibea (19-21). Ne gontont ket istor ur Barner met darvoudoù bet c'hoarvezet a-raok staliadur ar roueelezh. Ouzhpennet int bet goude an distro eus an harlu e Babilon.

Anat eo ez eus meur a vammenn ha diaes eo lec'hiañ an darvoudoù displeget en amzer. Mesket ez eus prantadoù. Luziet-kenañ eo istor ar Yuzevien d'ar mare-se. Ur ster relijiel a zo gant al levr : trec'het e vez Israel pa bella diouzh Doue ha trec'h e vez pa zistro davetañ.[2] Skrivet e vefe bet al levr etre ar VIIvet hag ar Vvet kantved kent JK.

Daveoù

  1. Kentañ Levr Shmouel,10
  2. (fr) La Bible de Jersalem, Cerf, embannadur 1998; , pp 304-306
Judges Bib Germ 1485 d.1 375
Ur bajenn eus Levr ar Varnerien en ur Bibl alaman eus 1485
Aberzh

An aberzh er relijion a zo kinnig boued pe ur banne evaj pe buhez ul loen pe buhezioù tud, d'un doue evit plijout dezhañ. Er relijionoù kozh e veze lazhet ur penn chatal ha devet en enor d'un doue evit e drugarekaat pe evit kaout e skoazell.

Un ober kozh eo en istor Mab-Den, ha roud zo bet kavet gant hendraourien eus korfoù loened ha tud aberzhet, merkoù anat an aberzh warno, pell a-raok ma voe kavet meneg eus aberzhoù er skridoù koshañ. En darn vrasañ eus ar relijionoù e vez kaoz eus aberzhidigezhioù, loened pe tud, met ral eo deuet da vezañ.

Barak

Barak(Hebraeg: בָּרָק ; Arabeg: البُراق‎ al-Burāq "luc'hedenn") , mab Abinoam, a zo ur penngadour eus Israel. Bet e vije bet karget gant Debora , profedez ha Barnerez Israel da ren an arme a voe trec'h war arme Yabîn , roue Kenaan renet gant Sisera war-dro 1125 KJK hervez Levr ar Varnerien (Bn 4-5). Gwelet eo evel unan eus ar Varnerien ivez.

Barner (Bibl)

Estreget evit ar varnerien anvet gant Moshe en dezerzh (Er 18, 13-26) e vez implijet ar ger "barner" (shofet, liester shoftim, en hebraeg) evit envel pe ur penngadour o stourm evit frankiz Israel enep pobloù Kanaan pe ur rener lec'hel. E Levr ar Varnerien an Tanac'h e konter istor daouzek eus an dud vrudet-se eus ar prantad a-raok staliadur ar roueelezh en Israel gant Shaoul bet olivet gant ar profed Shmouel ha dibabet evel roue.Komz a reer eus 6 barner "bras" (pennadoù hir diwar o fenn) ha c'hwec'h barner "bihan" (pennadoù berr diwar o fenn).

Setu anvioù ar c'hwech kentañ: Otniel (Othniel e troidigezh Gwilh ar C'hoad, Ehoud (Ehud), Debora (ha Barak), Jideon (Gedeon), Jefte ha Samzun (Samson).

Ar c'hwec'h barner "bihan" a zo Shamgar, Tola (Thola), Yair (Jaïr), Ibstan, Elon hag Abdon.

Samzun eo an hini brudetañ daoust dezhañ bezañ kentoc'h un haroz lec'hel. N'eo nag ur penngadour nag ur rener Kontet eo e istor evel un doare kontadenn bobl gant fent a-wechoù. Un "nazir " (gouestlet da Zoue) adalek penn kentañ e vuhez. Kreñv spontus oa met koll a raje e nerzh ma troc'hje e vlev. Stourmet en dije ouzh ar Felistiz. Hoalet ha trubardet eo bet gant Dalila. Toullbac'het gant ar Felistiz o doa dallet anezhañ e adkavas e nerzh hag e tistrujas templ an doue Dagon o lazhañ ur bern enebourien...

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr eo anv an droidigezh eus ar Bibl graet gant Yann-Frañsez ar Gonideg (1775-1838), hag embannet goude e varv, e 1866, gant ti-embann L. Prud’homme, mouller eskopti Sant-Brieg. Div levrenn a oa.

Eglon (roue)

Eglon ( en hebreeg : עֶגְלוֹן ‘Eḡlōn) a oa roue Moab hag a waske Israeliz, hervez Levr ar Varnerien (pennad 3), er Bibl.

Un deiz e teuas Ehud da baeañ an truaj d'ar roue, evit pobl Israel, met lazhañ ar roue tev a reas.

Felishtiz

Hervez an Tanac'h ez eo Felishtiz (Filistined e troidigezh Gwilh ar C'hoad ), unan eus pobloù Palestina en em gannas taer ouzh pobl Israel betek kaout beli warni da vareoù zo.

Dagon e oa o doue, hervez istor Samson ha Delila da skouer (Bn 16).

Meneget e vezont e Levr ar Varnerien, Kentañ Levr Shmouel hag Eil Levr Shmouel peurgetket.

Samzun, haroz Israel

Samzun, pe Samson, pe Shimshon hervez an hebreeg ( שמשון, Šimšon pe Šimšôn, da lavarout eo " eus an heol " pe Shamshoun شمشون hervez an arabeg, a oa trede barner Israel hervez ar Bibl. Kontet eo e vuhez e Levr ar Varnerien (13.1 - 16.31), meneget eo en Tanakh hag en Talmud. Kreñv e oa evel dek marc'h. Hervez ar vojenn e teue e nerzh eus e bennad blev hir. Stourm a reas ouzh ar Filistined. Orgediñ a reas ouzh Dalila.

Sisera

Sisera a zo anv ar jeneral a oa e penn arme Yabîn, roue Kenaan pa voe trec'het gant Barak ha Debora hervez Levr ar Varnerien an Tanac'h. Lazhet e voe gant Yael, gwreg Heber ar C'henad, a blantas ur peul en e benn (Bn 4, 17-22)

Sofet

Ar ger sofet a c'hall kavout sterioù un tamm disheñvel hervez al lec'h ha mare an istor. En hebreeg hag un nebeud yezhoù semitek all, e talv shofet (liester shoftim) kement ha "Barner", diwar ar verb "Š-P-T", "barn". Titloù damheñvel a gaver e sevenadurezhioù semitek all, e Fenikia peurgetket.

Tabor (menez)

Menez Tabor pe Thabor pe Tavor (en hebraeg הר תבור) a zo ur menez eus Galilea-izel, 588 m uhelder.

Yabîn

Hervez Levr ar Varnerien an Tanac'h e oa Yabîn roue Kenaan pe un darn eus Kenaan. Trec'het e voe gant Barak ha Debora war-dro 1125 KJK. (Bn 4, 23).

Yael

Hervez Levr ar Varnerien an Tanac'h ez eo Yael ar vaouez a lazhas Sisera, jeneral Yabîn , roue Kenaan pa oa o tec'hout dirak Barak a oa bet trec'h warnañ. Daoust d'he gwaz, Heber, bezañ e peoc'h gant Yabîn e plantas Yael ur peul e penn Sisera pa oa o tiskuizhañ goude m'he defe kinniget dezhañ bod hag evaj. (Bn 4, 17,-22)

Yael ha Sisra

Giaele e Sisara (pe Yael ha Sisra e brezhoneg), zo anv ul livadur gant Artemisia Gentileschi, hag a zo e dalc'h Mirdi Szépművészeti, e Budapest.

Awenet eo gant mojenn Yael ha Sisra, a gaver e Levr ar Varnerien, unan eus levrioù ar Bibl.

Gwelout a reer Yael o vont da lazhañ ar jeneral enebour : lakaet he deus un nadoz tost d'e skouarn, savet eo he brec'h, ur morzhol en he dorn, ha prest eo da reiñ taol ar marv.

Ur vojenn damheñvel eo istor Judit ha Holofern, livet ivez gant Artemisia Gentileschi.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.