Levr an Niveroù

Levr an Niveroù a zo pevare levr ar Pentateuc'h pe an Tora. Implijet eo bet an titl e Bibl an Dek ha Tri-Ugent hag er Vulgat peogwir e kaver niveradegoù pobl Israel ennañ (1-4 ; 26). Evit ar Yuzevien ez eo Levr an Gouelec'h a glot gwelloc'h gant e zanvez : lezennoù pobl Israel hag istor an hir a gantreadenn a gasas anezhi dre an dezerzh, bleniet gant Moizez, eus Menez Sinai betek stepennoù Rouantelezh Moab e-tal Jeriko. Tudenn Moizez eo an hini bouezusañ el levr.[1]

E brezhoneg

Notennoù

  1. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p177
Elim (Bibl)

Elim (אֵילִם, ’êlim en hebraeg) a oa unan eus kamplec'hioù an Hebreed goude an Ermaeziadeg eus Henegipt. Meneget eo en Ermaeziadeg 15.27, hag e Levr an Niveroù 33.9, evel ul lec'h ma oa daouzek puñs ha dek palmezenn ha tri-ugent," hag eno "e kampjont tost d'an dour".

Er (Bibl)

Er zo anv tri den er Bibl :

Er (עֵר "kêr (?)") mab henañ Juda, mab da Jakob, breur da Onan ha Shelah, dimezet da Tamar. Un den divezh dirak Doue zo anezhañ, ha lazhet e vefe en abeg da se. Hervez an Talmud, eo chom hep speriañ e wreg eo e dorfed, rak ne felle ket dezhañ diskar he c'hened ouzh he brazezañ (Levr ar C'heneliezh, 38:3-7; Levr an Niveroù 26:19)

mab Shelah, mab da Juda, niz egile. (1 Levr ar C'hronikoù 4:21)

mab Yosse ha tad Elmodam. (Aviel Lukaz 3:28)

Meuriad Binyamin

Meuriad Binyamin a zo unan eus daouzek meuriad Israel. Lenn a reer diwar e benn e Levr an Niveroù an Tanac'h (Ni 2,22-23) . Deskrivet eo al lodenn eus tiriad Kenaan roet da veuriad Binyamin e Levr Yehoshoua (Ys 18,11-28)

Meuriad Shimeon

Unan eus daouzek meuriad Israel eo meuriad Shimeon. Meneget eo e Levr an Niveroù (Ni 1, 22-23). Lodenn douar Kenaan roet da ziskennidi Shimeon a gaver deskrivet e Kentañ Levr an Danevelloù (4,24-43).

Meuriad Yehouda

Ar brasañ eus Daouzek meuriad Israel eo meuriad Yehouda, pe meuriad Juda, hervez levr an Niveroù en Tanac'h (Ni 126). Bras e voe lodenn tiriad Kenaan reoet da veuriad Yehouda hervez Levr Yehoshoua (Ys 15).

En em veskañ a reas gant pobloù a oa er vro. Mestr e voe war Su Palestina ha diazez Rouantelezh Yehouda gant Jeruzalem evel kêr-benn.Meneget eo Jeruzalem (Ys 15, 63) pa vez kaoz eus meuriad Yehouda met meneget eo (Ys 18, 28) e-touez ar c'hêrioù bet roet da veuriad Binyamin.

Yitro

Hervez an Tanac'h eo oa Yitro, beleg Midyan, tad Zipora ha tad-kaer Moshe (Er 3, 1).

Ne gaver ket bepred memes anv gant tad-kaer Moshe er Bibl. En Er 2, 16-21 ez eo Reouel. En Er 3,1 ; 4, 18 ha 18, 1 e vez anvet Yitro. E Ni 10, 29 e kaver "Hovav, mab Reouel, eus Midyan, tad-kaer Moshe" hag e Bn 1 16 ha 4, 11 e kaver "Ha mibion ar C'heniad, tad-kaer Moshe" ha "Hever, ar C'heniad, a oa dispartiet eus Kain, eus mibien Hovav, tad-kaer Moshe". Hervez "La Bible de Jérusalem" e vefe aze daou hengoun (pried keniat pe pried midyanat evit Moshe) hag en defe klasket oberour levr an Niveroù liammañ anezho. Bibliourien zo a soñj ne oa meneget nemet "beleg Midyan" en testennoù orin hag e vije bet ouzhpennet anvioù Reouel ha Yitro goude.An anv Yitro a vez implijet ar muiañ pa gomzer eus tad-kaer Moshe.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.