Levr Youdith

Levr Youdith a zo unan eus levrioù an Testamant Kentañ erruet betek ennomp dre droidigezh ar Seikont. Unan eus al levrioù eilkanonel eo eta.
Kontañ a ra istor Youdith, un intañvez yaouank eus kêr vBaituloua hag a zeuas a-benn da lazhañ Olofern, penngadour arme roue an Asirianed goude bezañ e hoalet. Dieubet he deus he c'hêr a oa dindan seziz.

Ober a ra aozerien troidigezh An Tour-Tan ar goulenn-mañ :

Daoust hag un diazez istorel bennak he deus an danevell-mañ ? ... A c'hell kaout, met ar pouezusañ evit ar skrivagner sakr n'eo ket taolennañ an istor, hogen reiñ ur stern gwirheñvel d'e daolenn, ha diskouez ur wech ouzhpenn, emañ an Aotroù, e pep degouezh, oc'h eveshaat ouzh e bobl hag oc'h amprouiñ he fealded a-dreuz an darvoudoù kalet a zeu da waskañ anezhi. [1]

Daveoù

  1. Troidigezh An Tour-Tan , levrenn 5, 1986, p 29
Judit

Judit zo un anv-badez a orin hebreek, roet er relijion protestant, hag a zeu eus an Testamant Kozh.

Nevi'im

Nevi'im (hebraeg: נביאים, "profeded"), pe Levrioù ar Brofeded, a vez graet eus eil lodenn an Tanac'h, pe Bibl Hebraek, Bibl Yuzevien Palestina, bet skrivet en hebraeg pe en arameeg. .

Div pe deir lodenn a gaver enno :

Nevi'im richonim (נביאים ראשונים) - ar Brofeded kentañ:

Yehochoua [יהושע] en hebraeg - Jozue e brezhoneg

Choftim [שופטים] - Barnerien

Chmou'el [שמואל] - Samuel (1 & 2)

Melac'him [מלכים] - Rouaned (1 & 2)Er Bibl katolik e renker al levrioù-mañ e-touez al Levrioù Istorek gant Levrioù eilkanonel evel Levrioù an Danevelloù (kentañ hag eil), Levr Nehemia, Levr Tobit, Levr Youdith, Levr Ester ha Levrioù ar Vakabeed (kentañ hag eil).

Olofern

Olofern pe Holofern a oa unan eus jeneraled Nabuc'hodonosor, roue an Asirianed hervez Levr Youdith ar Bibl. Deskrivet eo evel "penngadour e [Nabuc'hodonosor] e luos, hag an eil war e lerc'h". Pa oa o tagañ Rouantelezh Yehouda e lakas seziz dirak kêr Baituloua (Yd 4, 7) hag e voe dibennet gant Youdith (Yd 13,6-10).

Kalz oberennoù arz a ra dave da istor Youdith hag Olofern. Gwelout Youdith hag Olofern (arz)

Testamant Kozh

An Testamant Kozh pe Testamant Kentañ (: Ή Παλαιὰ Διαθήκη / Hê Palaià Diathếkê) eo al lodenn gentañ eus ar Bibl, pe gatolik pe brotestant, enni un teskad levrioù hebraek savet e-pad ar c'hantvedoù a-raok an hoalad kristen. Dispaket eo peurvuiañ a-raok an Testamant Nevez e-lec'h ma 'z eus kaoz eus Jezuz Krist, a zo diazezer ha profed ar relijionoù kristen.

Hervez an Tanac'h, Bibl ar Yuzevien (re Balestina), ez eus ennañ 39 levr skrivet en hebraeg gant lodennoù bihan en arameeg e Levr Ezra (Esdras) hag e Levr Daniel :

ar Pentateuc'h , pe Al Lezenn pe Torah ar Yuzevien.

Levrioù ar Brofeded en o-zouez un darn eus levrioù istorel ar Bibl Katolik

Ar skridoùBodet e vez an testennoù en un doare disheñvel diouzh hini ar Bibl katolik. Ne gaver nemet 24 levr eta evit an hevelep testennoù. Al levrioù all (7) a zo erruet betek ennomp e gresianeg a-drugarez da droidigezh ar Seikont mui lodennoù zo eus levr Daniel hag eus levr Ester. Troidigezh ar Seikont a oa bet savet en Aleksandria en trede hag en eil kantved a-raok Jezuz Krist evit ar Yuzevien gresianeger.

Evit ar Gatoliked ez eus ennañ 46 levr rak diazezet eo war Bibl ar Seikont, Bibl Yuzevien an diaspora :

Ar Pentateuc'h

Al levrioù istorek

Al levrioù barzhoniel hag al levrioù a furnez

Levrioù ar BrofededE Sened-Meur Trento (1545–63) e voe degemeret ar seizh levr (Youdith, Tobit,ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia) mui an tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha na gaver ket en destenn hebraek, evel kanonel. Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho..

Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina). Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all. Un toullad testennoù orin en hebraek eus ar skridoù

eilkanonel a zo bet adkavet.

Youdith

Hervez Levr Youdith ar Bibl ec'h eo Youdith un intañvez yaouank hag he deus lazhet Olofern, pennkadour arme roue an Asirianed goude bezañ hoalet anezhañ dre he c'hened.

E soñj sujañ pobloù ar C'huzh-heol hag ar C'hreisteiz, en o zouez ar Yuzevien, e oa roue an Asirianed. Un armead niverus-kenañ a oa dindan urzhioù Olofern, e bennkadour.Setu danvez an "istor" hervez troidigezh An Tour-Tan, el levrenn 5 :

« Baituloua, ur gêr vihan ouzh harzoù Israel, sezizet gant Olofern, a zo prest da gouezhañ. Ha setu ma sav d'an ampoent un intañvez yaouank eus ar gêr, hec'h anv Youdith, hag a ya da-gaout ar pennkadour betek en e dinell, da hoalañ anezhañ dre he c'hened, d'e zibennañ en e gousk, ha da zistreiñ davet he c'henvroiz, sabatuet-mik ouzh hec'h adwelout ha bec'h ganto o kompren penaos eo deuet a-benn ar vaouez kalonek da lakaat un termen da rogentez Olofern ha d'o saveteiñ war un dro diouzh an enkadenn m'en em gavent enni. »

Un arouez eus plas ar merc'hed er Bibl eo Youdith. Taolennet eo bet gant kalz arzourien.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.