Levr Yehoshoua

Levr Yehoshoua (Ys) a zo unan eus Levrioù ar Brofeded en Tanac'h hag unan eus levioù istorek ar Bibl katolik.

Teir lodenn a gaver el levr :

1) aloubadeg an Douar prometet gant ar Yuzevien (Ys 1-12) ;

2) ingaladur ar vro etre meuriadoù Israel (Ys 13-21) ;

3) dibenn kefridi Yehoshoua, prezegenn Sichem ha marv Yehoshoua (Ys 22-24).

Sur e vezer n'eo ket bet skrivet an destenn gant Yehoshoua e-unan. Meur a vammenn a gaver en oberenn.

Kalz luzietoc'h eo istor aloubadeg Kanean gant ar Yuzevien eget ar pezh a gont al levr. Eeunaet ha bravaet eo bet an darvoudoù evit lakaat personelezh Yehoshoua e kreiz an traoù ha diskouez e vez Doue o wareziñ e bobl.[1]

Daveoù

  1. (fr)La Bible de Jerusalem, Cerf, embannadur 1998, p 304
Washington Manuscript I - Deuteronomy and Joshua (Codex Washingtonensis)
Donskrid eus an Adlezenn ha Levr Yehoshoua eus penn kentañ ar Vvet kantved(Codex Washingtonensis)
Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr eo anv an droidigezh eus ar Bibl graet gant Yann-Frañsez ar Gonideg (1775-1838), hag embannet goude e varv, e 1866, gant ti-embann L. Prud’homme, mouller eskopti Sant-Brieg. Div levrenn a oa.

Daouzek meuriad Israel

Hervez an hengoun e voe diazezet framm Israel war zaouzek meuriad, o tiskenn eus daouzek mab Yaakov anvet ivez Israel : Reouven, Shimeon, Levi, Yehouda, Isac'har, Zevouloun, Gad, Asher, Yosef, Binyamin, Dan ha Naftali. Kemm a reas al listenn a-hed an amzer. Ne voe kaoz ken eus Levi, lezel a reas Yosef e blas d'e vibien Menashe hag Efraim... ha kemmoù all da-heul...

Seblantout a ra klotañ an daouzek meuriad-se gant ur youl politikel da rannañ ar vro e daouzek pastell-vro da vare Salomon

Levr ar Varnerien

Levr ar Varnerien a gaver en Tanac'h e-touez levrioù ar Brofeded, etre Levr Yehoshoua ha Levrioù Shmouel. Er Bibl katolik emañ e-touez al Levrioù istorek, etre Levr Rout ha Kentañ Levr Shmouel. Kontañ a ra darvoudoù etre donegdigezh ar Yuzevien da Ganaan ha staliadur an roueelezh ha dreist-holl istor an daouzek Barner.

Teir lodenn a vent disheñvel-tre a gaver ennañ.

1- Un digoradur (1, 1-2, 2, 5) a seblant bezañ un destenn bet ouzhpennet hep liamm sklaer gant ar peurrest.

2- Korf al levr (2, 6, 16,31) a gont, goude un eil digoradur (2, 6, 3,6), istor ar Varnerien.

3- En trede lodenn e kaver div destenn ouzhpennet a gont istor meuriad Dan o klask un douar evit ober e annez (17-18) hag ar brezel enep Binyamin goude torfed Gibea (19-21). Ne gontont ket istor ur Barner met darvoudoù bet c'hoarvezet a-raok staliadur ar roueelezh. Ouzhpennet int bet goude an distro eus an harlu e Babilon.

Anat eo ez eus meur a vammenn ha diaes eo lec'hiañ an darvoudoù displeget en amzer. Mesket ez eus prantadoù. Luziet-kenañ eo istor ar Yuzevien d'ar mare-se. Ur ster relijiel a zo gant al levr : trec'het e vez Israel pa bella diouzh Doue ha trec'h e vez pa zistro davetañ. Skrivet e vefe bet al levr etre ar VIIvet hag ar Vvet kantved kent JK.

Meuriad Binyamin

Meuriad Binyamin a zo unan eus daouzek meuriad Israel. Lenn a reer diwar e benn e Levr an Niveroù an Tanac'h (Ni 2,22-23) . Deskrivet eo al lodenn eus tiriad Kenaan roet da veuriad Binyamin e Levr Yehoshoua (Ys 18,11-28)

Meuriad Reouven

Meuriad Reouven a zo unan eus Daouzek meuriad Israel. Diskennidi Reouven, mab henañ Yaakov hervez Levr ar C'heneliezh. E Levr Yehoshoua e c'heller lenn peseurt lodenn eus tiriad Kenaan a voe roet da veuriad Reouven goude an Ermaeziadeg (Ys 13, 15-23).

Meuriad Yehouda

Ar brasañ eus Daouzek meuriad Israel eo meuriad Yehouda, pe meuriad Juda, hervez levr an Niveroù en Tanac'h (Ni 126). Bras e voe lodenn tiriad Kenaan reoet da veuriad Yehouda hervez Levr Yehoshoua (Ys 15).

En em veskañ a reas gant pobloù a oa er vro. Mestr e voe war Su Palestina ha diazez Rouantelezh Yehouda gant Jeruzalem evel kêr-benn.Meneget eo Jeruzalem (Ys 15, 63) pa vez kaoz eus meuriad Yehouda met meneget eo (Ys 18, 28) e-touez ar c'hêrioù bet roet da veuriad Binyamin.

Meuriad Zevouloun

Hervez an Tanac'h e oa Meuriad Zevouloun (en hebraeg :זְבוּלֻן,Zevulun, "annez") unan eus Daouzek meuriad Israel.

Rannet e voe tiriad Kenaan etre meuriadoù gant Yehoshoua. Lodenn su Galilea a voe roet da Zevouloun (Ys 19, 10-16).

Yehoshoua

Yehoshoua, pe Jozue (Iosue e latin) pe Josue hervez troidigezh Gwilh ar C'hoad, en hebraeg יְהוֹשֻׁעַ (Yĕhōshúaʕ,"Salviñ a ra Doue"), pe יהושוע בן נון (Yehoshoua mab Noun), a zo hervez ar Bibl skoazeller ha warlerc'hiad Moshe. Tudenn bennañ Levr Yehoshoua (Ys) eo.

Bleinañ a reas Israel en tu-hont d'ar Jordan ha da aloubiñ Kenaan. Istor an aloubadeg-se a ra danvez Levr Yehoshoua.

Eñ eo an hini a vodas ar bobl en he fezh e Shec'hem evit emouestlañ da servijañ YHVH ha doue all ebet.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.