Levr

Ul levr (liester : levrioù ha levroù e Bro-Wened)a zo un teul skrivet hag/pe moulet hag/pe skeudennet hag a zo hezoug hag a zo un unanded savet a-ratozh.

Petra eo ul levr?


Daoust ma seblant splann an dra d'an darn vrasañ eus an dud, n'eo ket degemeret an divizadur-mañ gant lod ha diaes eo sevel unan resis awalc'h.

Hervez Littré, ul levr a zo "dastum graet gant meur a follennoù hag a zo ur paron evit un testenn dornskrivet pe voulet warnañ.
En "Nouveau dictionnaire universel" (1870), Maurice La Châtre a skriv m'eo al levr "strobadur meur a follennoù paper, leuegen, parch, moulet pe dornskrivet, holl wriet evit kaout stumm ul levrenn goloet gant ur follenn baper, kartoñs, parch, maoutken, leuegen, ler-Marok hag all...

Diwar an deskrivazur danvezel e c'heller dispartiañ 3 c'harg :

  • paron evit ar skritur
  • skignañ ha mirout testennoù liesseurt
  • hezougerezh

Met e wechoù e vez divizet natur al levr diwar an traoù nes ha n'int ket heñvel-rik :
Ul levr n'eo ket levr un enskrivadur war ur savadur pa n'eo ket hezoug
Ar vedalennoù, er c'hontrol, a zo gwelet a-wechoù evel levrioù
Ul levr n'eo ket nag ur gelaouenn nag ur mareadeg pa n'int ket ur c'henstroll peurglok
Ul levr n'eo ket ur paperenn dornskrivet pe voulet, rak-se n'eo ket bet savet evit-se.
Ul levr eo a-dra-sur ur c'helc'hgeriadur moulet, met n'eo ket memestra evit ur c'helgeriadur war sederom pe war Internet.

Gerioù deveret

  • levraoua
  • levraoueg ha levraoueger ha karrlevraoueg
  • levraouer ha levraouerezh
  • levrenn
  • levriad = endalc'h ur levr
  • levrier ha levrierezh
  • levrig = levr bihan
  • levroniezh ha levroniour

Mesket eo bet un tamm levr ha levrioù gant ar ger eurioù, a anve gwechall al levrioù da bediñ. D'ar poent-hont, al levrioù implijetañ e oa an eurioù-se. An hini anavezetañ a zo Eurioù Briz[1], diouzh anv e aozer. Un eurioù a c'hell bezañ klevet evit lavarout "ul levr" e Bro-Leon. Evel reizh e rank bezañ miret evit envel ar Brevial, levr-pediñ ar veleien, levr "Liderezh an Eurioù", da bep eur eus an deiz : mintin, kreisteiz, gousperoù, komplidoù, ofis al lennadennoù. Ur palevarzh eus Liderezh nevez an Eurioù en Iliz katolik a zo bet moulet da skouer e 2009 a zo e dalbenn Liderezh an Eurioù, Azvent, Nedeleg, e ti Imbourc'h, 1200 p.

Gerioù kevrennek

  • armel-levrioù
  • bloazlevr
  • deizlevr
  • dielllevr
  • dornlevr
  • dornskrid
  • kounlevr
  • kraflevr
  • levr-godell
  • levrdi
  • levrlennadurezh
  • marc'h-levr
  • stal-levrioù
  • sturlevr

Sterioù all

  • Pa vez anv eus al Levr (gant un L bras) eo hini ar Bibl.
  • Al levrioù a vez graet eus ur rann eus stomog an daskirierien.

Notennoù

  1. Heuriou Brezonec ha Latin, Ch. Bris, 1710
1975

Diwar-benn bloavezh 1975 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Anvadur dre zaou anv

E taksinomiezh (Louzawouriezh, Bevoniezh, ha kement zo ...), an anvadur dre zaou anv, zo ur reizhiad a dalvez da reiñ un anv d'ar spesadoù. Diazezet eo war daou anv a dalvez da envel un takson (an takson zo anezhañ ar renk izeloc'h evit ar genad). Savet e vez an anvioù-se hervez reolennoù yezhadur ha stummadur al latin, daoust ma c'hell dont o gwrizienn eus yezhoù all. Graet e vez anv skiantel eus un hevelep anv (kentoc'h eget "anv latin", pa ne zegouezh nemet ral a wech gant an anvadurioù latin klasel).

Kentañ lodenn an daouad a ro anv ar genad m'emañ ar spesad ennañ, an eil a ro anv dibar ar spesad e-barzh ar genad. Da skouer: emañ an dud er genad Homo hag e-barzh ar genad-se ez int izili eus ar spesad Homo sapiens.

Skignet e oa implij an anvadur-se gant Linné en XVIIIvet kantved, abaoe e oberenn Species Plantarum embannet e 1753.

Renet eo anvadur dre zaou anv gant kodoù reolennoù etrebroadel disheñvel. An hini pouezusañ en o zouez eo Kod etrebroadel anvadur al loenoniezh (ICZN e saozneg) evit a sell ouzh al loened ha Kod etrebroadel anvadur al louzawouriezh" (ICBN e saozneg) evit ar plant. Daoust ma'z eo boutin d'an daou god-se ar pennaennoù bras a ren an anvadur dre zaou anv, ez eus un nebeud disheñvelderioù, en derminologiezh evel er reolennoù resis a implijont.

Hiziv an deiz e teraou atav ar c'hentañ lodenn eus an anvioù-se, hini ar genad, gant ur bennlizherenn hag an eil lodenn ne ra ket, memes pa zeu eus un anv divoutin evel anv un den pe ul lec'h. Skrivet e vez an div lodenn e lizherennoù stouet.

En oberennoù skiantel e roer da gustum anv an den en deus roet e anv d'ur spesad. Ar wezh kentañ ma vez meneget d'an nebeutañ. Pa skriv al loenonourien anv ur blotvil mor ispisial evel "Patella vulgata Linnaeus, 1758", an anv "Linnaeus" a zisklêr d'al lenner e oan anvet ar spesad gant Linnne. 1758 a dalvez evit ar bloaz ma oa embannet deskrivadur kentañ ar spesad, en degouezh-mañ 10vet embannadur al levr Systema Naturae (N'eo ket ret d'al louzawourien reiñ an deiziad). Nebeutoc'h-nebeutañ e reer evel-se avat, ha n'eo ket ral gwelet studiadenn gant anvioù skiantel hep anv an den da heul.

Au soleil (dastumad Maupassant)

Au soleil zo un dastumad pennadoù gant Guy de Maupassant, diwar-benn e veajoù, hag embannet en 1884.

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Carl von Linné

Carl von Linné a voe ganet d’an 23 a viz Mae 1707 e Stenbrohult, e proviñs Småland e kreisteiz Sveden ha mervel a reas d’an 10 a viz Genver 1778 en Uppsala. Ur mezeg e oa, louzawour ha kelenner e skol-veur Uppsala. Gantañ e voe rummataet holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae (1735). Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar vevien zo en implij bremañ. Met ma'z eus bet miret lod eus ar pennaennoù, kalz a draoù a zo bet kemmet ivez.Carl Linnaeus e oa e anv pa voe ganet. Pa voe noplaet gant roue Sveden e 1761 e cheñchas e anv e Carl von Linné. E kalz yezhoù e reer anezhañ hiziv Linné hepmuiken.

Linné a veajas e meur a rannvro eus Sveden evit diskrivañ ar plant hag al loened anezho : diwar ur veaj en hanternoz ar vro e voe savet e labour bras kentañ, Flora lapponica . Mont a reas da vroioù all en Europa ivez : en Izelvroioù e lakaas embann e Systema naturae.

Clair de lune (dastumad)

Clair de lune zo un dastumad danevelloù gallek gant Guy de Maupassant embannet e 1883 gant an embannadurioù Monnier. Un embannadur all, kresket, zo bet e 1888 gant Paul Ollendorff.

Classification phylogénétique du vivant (levr G.Lecointre ha H. Le Guyader)

Classification phylogénétique du vivant (« Rummatadur hildarzhel ar bev ») zo ul levr skiantel kenskrivet gant Guillaume Lecointre hag Hervé Le Guyader, skeudennet gant Dominique Visset, hag a zispleg doareoù a-vremañ da renkañ ar bevien. E 2001 e voe an embannadur kentañ, an embannadur diwezhañ – hizivaet ha kresket – o vezañ deuet er gouloù e 2017.

Ur sintezenn eo al levr-se eus labourioù diwezhañ e rummataouriezh ar bevien ; kinnig a ra ur rummatadur filogenetek. Er pajennoù kentañ emañ dipleget petra eo ar filogeniezh hag an doareoù implijet gant ar skrivagnerien evit sevel gwezennoù filogenetek.

Contes de la bécasse

Contes de la bécasse zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1883.

Holloueziadur

Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt.

Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn war ar Genrouedad.

Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh.

Islam

Marteze ar relijion dezhi ar muiañ a feizidi eo an Islam. Desket eo bet er VIIvet kantved gant Mouhammad e Mekka hag e Medina e Arabia (Arabia Saoudat hiziv). Profed ar relijion nevez a ginnige ur gredenn uheloc'h he fal, met ne nac'he ket profeded an div relijion a oa bet prezegennet er Bibl. Koulskoude e lavare e oa bet diskuliet e zeskadurezh gant an arc'hael Jibril (Gabriel). Diwar-se eo bet dastumet ha skrivet e arabeg ar C'horan, levr sakr ar Vuzulmiz pa reer muzulmiz (ar re suj) eus feizidi an Islam.

La Maison Tellier (dastumad)

La Maison Tellier zo anv un dastumad danevelloù diwar zorn ar skrivagner gall Guy de Maupassant e 1881

La Mère aux monstres (Maupassant)

La Mère aux monstres zo un danevell gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1884 el levr Toine.

Les Sœurs Rondoli (dastumad)

Les Sœurs Rondoli zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant, embannet e 1884 gant an embanner Paul Ollendorff.

N'eo ket ar memes levr evel an hini zo anvet Les Sœurs Rondoli et autres contes sensuels, embannet e ti GF-Flammarion e 1995.

Levr ar C'heneliezh

Levr ar C'heneliezh (en hebraeg: בראשית, e gregach: Γένεσις / Genesis) eo anv ar c'hentañ levr eus an Testamant Kozh, hag eus ar Bibl, hag ivez hini eus an Torah yuzev. Hervez an hengoun yuzev e vije bet skrivet gant Moizez, met hervez kalz a deologourien e vefe oberenn meur a zen kentoc'h. Mennout a ra displegañ orin Mab-Den hag ar bobl hebre betek he donedigezh da Egipt.

Mabinogi

Danevelloù kembraek eo ar Mabinogi, pe Mabinogion, brudet abaoe embannadur levr Charlotte Guest, The Mabinogion, kroget e 1837.

Komz a reer ivez eus Pedair cainc y Mabinogi, hervez o anv kembraek, pe eus Pevar skourr ar Mabinogi, anv ul levr embannet e brezhoneg gant Preder.

Peder danevell int (hag a vez graet 'chwedl', pe 'cyfarwyddyd', anezho e kembraeg) hag a zo skrivet e krenngembraeg, an anv a vez graet eus ar yezh etre an XIIvet kantved hag ar XVIvet kantved, ha kavet int bet e dornskridoù kembraek kozh.

Gwelout Levr Gwenn Rhydderch ha Levr Ruz Hergest. Kaoz zo enne eus kredennoù ha mojennoù kozh ar vro, en Henamzer ar Gelted, a-raok ar gristeniezh, da lavarout eo a-raok ar VIvet kantved da vihanañ. Da neuze e vefe anv, e skridoù eus an XIIvet kantved, eus mojennoù a oa bev-mat c'hoazh 600 vloaz a-raok, hag a zo bet savet meur a gantved c'hoazh a-raok moarvat. Daoust da se, mont betek lavarout int ken kozh ha skridoù Homeros, n'eo diazezet nemet war ar faltazi. Met gwir eo n'haller ket bloaziañ ar re goshañ en un doare resis.

Roud eus ar mojennoù-se a gaver ivez er yezhoù keltiek all, en danevelloù iwerzhonek dreist-holl, en anvioù galianek ivez.

Peurvuiañ e vez staget outo danevelloù all, hag a denn kentoc'h da vojenn Arzhur, aesoc'h o bloaziañ, ha n'hallont ket bezañ ken kozh eta, hag a zo enno koulskoude un dasson eus amzerioù koshoc'h ivez.

Mademoiselle Fifi (dastumad)

Mademoiselle Fifi zo un dastumad danevelloù gallek gant Guy de Maupassant e 1882. Diwar-benn al libertinerezh pe ar brezel (hini 1870) eo ar pep brasañ eus an danevelloù.

Misti (dastumad)

Misti zo un dastumad danevelloù gallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant (1850-1893). Evel danevelloù e holl levrioù e oa bet embannet ar re-mañ e kelaouennoù da gentañ.

Monsieur Parent (dastumad)

Monsieur Parent zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant, hag embannet en 1886 gant an embanner Paul Ollendorff. Anvet eo al levr diwar anv an danevell Monsieur Parent.

Saozneg

Ar saozneg (English) eo ar yezh c'hermanek hag a vez komzet e Bro-Saoz. Alese eo deuet da vezañ yezh ofisiel meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.

Testamant Kozh

An Testamant Kozh pe Testamant Kentañ (: Ή Παλαιὰ Διαθήκη / Hê Palaià Diathếkê) eo al lodenn gentañ eus ar Bibl, pe gatolik pe brotestant, enni un teskad levrioù hebraek savet e-pad ar c'hantvedoù a-raok an hoalad kristen. Dispaket eo peurvuiañ a-raok an Testamant Nevez e-lec'h ma 'z eus kaoz eus Jezuz Krist, a zo diazezer ha profed ar relijionoù kristen.

Hervez an Tanac'h, Bibl ar Yuzevien (re Balestina), ez eus ennañ 39 levr skrivet en hebraeg gant lodennoù bihan en arameeg e Levr Ezra (Esdras) hag e Levr Daniel :

ar Pentateuc'h , pe Al Lezenn pe Torah ar Yuzevien.

Levrioù ar Brofeded en o-zouez un darn eus levrioù istorel ar Bibl Katolik

Ar skridoùBodet e vez an testennoù en un doare disheñvel diouzh hini ar Bibl katolik. Ne gaver nemet 24 levr eta evit an hevelep testennoù. Al levrioù all (7) a zo erruet betek ennomp e gresianeg a-drugarez da droidigezh ar Seikont mui lodennoù zo eus levr Daniel hag eus levr Ester. Troidigezh ar Seikont a oa bet savet en Aleksandria en trede hag en eil kantved a-raok Jezuz Krist evit ar Yuzevien gresianeger.

Evit ar Gatoliked ez eus ennañ 46 levr rak diazezet eo war Bibl ar Seikont, Bibl Yuzevien an diaspora :

Ar Pentateuc'h

Al levrioù istorek

Al levrioù barzhoniel hag al levrioù a furnez

Levrioù ar BrofededE Sened-Meur Trento (1545–63) e voe degemeret ar seizh levr (Youdith, Tobit,ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia) mui an tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha na gaver ket en destenn hebraek, evel kanonel. Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho..

Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina). Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all. Un toullad testennoù orin en hebraek eus ar skridoù

eilkanonel a zo bet adkavet.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.