Ledenez iberek

Evit ar vro eus Kaokaz en Henamzer, sellit ouzh Iberia (Kaokaz).
España y Portugal
Luc’hskeudenn eus al Ledenez iberek, tennet eus ul loarell.

Al Ledenez iberek, pe ledenez Iberia, zo ul ledenez vras e mervent Europa, etre ar Pireneoù ha Norzhafrika, etre ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel. Etre al Ledenez iberek ha kevandir Afrika emañ Strizh-mor Jibraltar, a genstag ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel. En em astenn a ra al Ledenez iberek war 582 925 km². Enni emañ Spagn (al lodenn gevandirel anezhi, war-bouez Traoñienn Aran pa red doureier houmañ war-du an hanternoz), Portugal, Andorra, enklozadur Jibraltar (e dalc’h Breizh-Veur) hag al lodenn c'hall eus Cerdanya. Hogen n’eo ket bet atav rannet evel-se, a-hed an istor.

En Henamzer e oa meur a bobl dre al ledenez, ha Kelted e oa lod anezho. Goude aloubadegoù ar Wizigoted hag ar Vuzulmaned, e oa bet, er Grennamzer, stadoù muzulman e kreisteiz al ledenez, tra ma oa rouantelezhioù kristen en hanternoz, anvet Asturiez, Leon, Kastilha, Aragon. Tamm-ha-tamm e tigreskas al lodenn e dalc’h ar Vuzulmaned, tra m’en em unane ar rouantelezhioù kristen. Met meur a vrezel a voe etre ar rouantelezhioù-se, a-raok en em gavout, a-benn dibenn ar XVvet kantved, gant div stad vras el ledenez : Spagn ha Portugal. O-div a voe aloubet gant armeoù Napoléon Bonaparte e deroù an XIXvet kantved. An div anezho ivez a zeuas da vezañ rouantelezhioù en XXvet kantved, met Spagn, goude ur brezel diabarzh ha diktatouriezh Francisco Franco, zo deuet da vezañ ur rouantelezh en-dro.

Dont a ra ar wrizienn iber- marteze eus anv ar stêr Ebro (a oa Iberus e latin), pe eus anv ur bobl a veve e reter al ledenez gwechall-gozh, an Ibered. En Henamzer e veze graet Iberia eus al ledenez gant ar C'hresianed hag ar Romaned.

Ar braz eus diabarzh al ledenez a ya d’ober uhelblaenennoù, ur 600 metr bennak a-us live ar mor. Un nebeud menezioù uheloc’h zo, evel Menezioù Kantabria en hanternoz pe ar Sierra Nevada er c’hreisteiz. War-bouez ar stêr Ebro, en em daol er Mor Kreizdouar, ez a ar pep brasañ eus stêrioù bras (Douro, Tajo, Guadalquivir) war-zu ar c’hornôg hag ar Mor Atlantel. Roc’hellek eo aodoù an hanternoz hag ar c’hornôg dre vras ; traezhennoù bras a gaver war aodoù ar reter hag ar c’hreisteiz.

Liammoù diavaez

Beg Tarifa

Beg Tarifa (Punta de Tarifa, pe Punta Marroquí, e spagnoleg) zo ur beg-douar e su pellañ Spagn, a verk an harzoù etre ar Mor Kreizdouar, er reter d'ar beg-douar, hag ar Mor Atlantel, er c'hornôg. Emañ e kumun Tarifa, e proviñs Cádiz, en Andalouzia.

Beg suañ al Ledenez iberek eo beg Tarifa ha beg suañ kevandir Europa ez eo ivez (36º N ha 5º 34' K). Emañ war-hed 14,6 km diouzh aod Maroko.

Cabo da Roca

Cabo da Roca (Beg ar Roc'h e brezhoneg) zo ur beg-douar e Portugal hag ar beg-douar pellañ er c’hornôg e lodenn gevandirel Europa hag el Ledenez iberek ivez evel-just. Gant Romaned an Henamzer e veze anvet Promontorium Magnum (beg-douar meur) hag er Grennamzer e oa anavezet evel la Roca de Lisboa.

Emañ e distrig Lisbon, 40 km diouzh ar gêr-benn, en ur park natur anvet « Parque Natural de Sintra-Cascais ». Sevel a ra ar beg-douar ur 140 metr bennak a-us live ar mor. Warnañ ez eus un tour-tan hag ur stal evit an douristed a zeu di a-leizh.

Desman ar Pireneoù

Desman ar Pireneoù (Galemys pyrenaicus) a zo ur bronneg hag a vev el ledenez iberek hag er Pireneoù. Er c'herentiad Talpidae emañ, asambles gant ar gozed. Ar spesad nemetañ eo er genad Galemys.

Galiza

Galiza pe Galisia (a-wezhioù Kalaika pe Kalaikia) zo ur vro en hanternoz da Bortugal, e gwalarn Spagn. Bez' eo unan eus ar broadoù hep stad en Europa.

Galiza zo ur gumuniezh emren gant ur statud a gumuniezh istorel, lec’hiet e gwalarn-pellañ Spagn. Asturiez, Castilla y León, Portugal, ar Meurvor Atlantel ha mor Kantabria zo tro dezhi. 29 574 km2 eo he gorread ha 2 748 695 den a oa o chom enni e 2014.

Galiza zo peder froviñs (provincia e galizeg) enni: A Coruña, Lugo, Ourense ha Pontevedra. Santiago de Compostela eo kêr-benn ar gumuniezh emren.

Goteg

Ur yezh varv eo ar goteg (*gutisko razda), ur yezh c’hermanek a veze komzet gant ar C’hoted. Bleuniañ a reas er VIvet kantved, goude diskar an Impalaeriezh roman, pa veze ar Wizigoted o ren war Iberia, Septimania (kreisteiz Galia) hag Italia. Aet eo da get, met dedennus-bras eo e studi evit ar yezhourien. Kar a-bell eo d’ar yezhoù germanek zo bremañ, evel ar saozneg pe an alamaneg.

N’eus nemet un dek bennak a skridoù e goteg, met testenioù a bouez int rak bez int ar skridoù koshañ zo en ur yezh c’hermanek bennak. An hini brudetañ eus ar skridoù-se eo al Levr Arc’hant (Codex Argenteus) , zo ennañ un tamm bras eus ar pevar aviel.

Gounezet e voe ar C’hoted d’ar feiz kristen gant Wulfila, ur misioner deuet eus Kergustentin. Ar skridoù kentañ e goteg a rae gant ul lizherenneg a veze implijet gant ar pobloù germanek ar runoù. A-raok d’ar C’hoted treiñ da gristenien, e raent gant runoù. Al lizherenneg c’hotek-se n’he deus netra da welet gant ar font Fraktur, anvet a-wechoù goteg, a veze implijet evit skrivañ an alamaneg etre ar XVIvet hag an XXvet kantved.

Anavezet eo ar goteg dre ar pezh a chom eus un droidigezh eus ar Bibl, er IVe kantved. Ar yezh nemeti eo a anavezomp e-touez yezhoù germanek ar reter. Ar re all, evel ar burgondeg pe ar vandaleg n’anavezomp diouto nemet un nebeud anvioù divoutin.

Ur yezh c’hermanek eo ar goteg, da lavaret eo unan eus ar yezhoù indezeuropek. Bezañ ez eo ar yezh c’hermanek koshañ testeniekaet. Met n’eus diskennad ebet anezhañ. Eus ar IVe kantved eo ar skrid gotek koshañ. Kregiñ a reas ar yezh-se da vont war ziskar e-kreiz ar VIvet kantved, goude drouziwezh ar Wizigoted gant ar Franked, ha goude ma teujont da vezañ katoliked ha d’ober gant al latin. Derc’hel a reas ar Wizigoted d’ober ganti el ledenez iberek betek an VIIIvet kantved. Ha lenn a reer, dindan bluenn ur Frank, Walafrid Strabo, e veze kaozeet c’hoazh e genoù ar stêr Danav hag e Krimea, betek an an IXvet kantved. Ur yezh anvet goteg Krimea a voe kavet e Krimea gant ur c’hannad eus Flandrez, Ogier de Busbecq, er XVIIvet kantved. Merzout a reas ar c’hannad e oa heñvelderioù etre ar yezh-se hag an nederlandeg. Met n’eo ket sur e vije goteg Krimea un diskennad d’ar goteg kozh.

Hispania

Hispania a oa an anv latin evit al Ledenez iberek m'emañ Bro-Spagn ha Portugal hiziv. Dindan ar Republik roman e oa rannet Hispania etre div broviñs : Hispania Citerior ha Hispania Ulterior. E-pad ar briñsiezh e voe rannet Hispania Ulterior e div broviñs nevez, Baetica ha Lusitania, ha Hispania Citerior a oa advadezet Tarraconensis. Goude se e oa distaget lodenn gornôkañ an Tarraconensis diouti. Da gentañ e oa anvet ar broviñs nevez-se Hispania Nova, ha Callaecia diwezhatoc'h (pe Gallaecia, alese anv Galiza a vremañ). Adalek Tetrarkiezh Diocletianus (war-dro 284) e voerannet adarre su an Tarraconensis en ur broviñs anvet Carthaginensis, hag an inizi Balearez moarvat. Bodet e oa holl ar proviñsoù-se en un Diosez sivil a oa dindan vikel Hispaniae. Implijet e voe an anv Hispania e-pad prantad ar Wizigoted. Dont a ra an anv España (Bro-Spagn) eus Hispania.

Hispania Tarraconensis

Hispania Tarraconensis a oa ur broviñs eus an Impalaeriezh Roman, e hanternoz, kreiz ha reter al Ledenez iberek. Dre vras e klote gant Aragon, Katalonia hag Asturiez.

Hispania Citerior e oa an anv latin kentañ a voe roet d'ar vro-se pa voe aloubet gant ar Romaned, tra ma veze graet Hispania Ulterior eus ar peurrest eus al ledenez, pelloc'h er c'hreisteiz, hag a zeuas da vezañ proviñsoù Lusitania ha Baetica diwezhatoc'h.

Brudet e oa Hispania Tarraconensis, abalamour d'he mengleuzioù ha d'ar gwin ha d'an eoul olivez a veze graet enni.

E-touez an dud brudet genidik alese e c'haller menegiñ ar barzh Marcus Valerius Martialis.

Katalonia

Katalonia (katalaneg : Catalunya, okitaneg : Catalonha, spagnoleg : Cataluña) zo unan eus ar 17 kumuniezh emren bet krouet e Spagn e 1979, hag adwelet he Statud Emrenrezh e 2006 m'eo lakaet da vroadelezh, daoust ma oa bet votet e penn-kentañ he lakaat da vroad, ar pezh a zo bet nac'het gant justis Spagn.

E biz Ledenez iberek emañ. Stekiñ a ra ouzh Frañs hag Andorra en norzh, ouzh Aragon er c'hornôg ha Kumuniezh Valencia er su.

Peder froviñs he deus Kumuniezh Emren Katalonia: Barcelona, Girona, Lleida ha Tarragona. He c'hêr vrasañ eo he c'hêrbenn, Barcelona, a zo ivez eil kêr vrasañ Spagn ha seizhvet kêr vrasañ Unvaniezh Europa.

Ar brasañ eus tiriad kozh Priñselezh Katalonia az a d'ober ar Generalitat, nemet ar Roussillon a oa bet roet da Frañs gant Spagn e 1659 (emañ e departamant Pireneoù-ar-Reter bremañ).

E fin an VIIIvet kantved, kontelezhioù marzhoù Gothia hag ar re spagnol a voe savet evel stadoù gladdalc'hel gant ar rouantelezh frank. Un difenn e oa al lec'h a-enep tagadennoù ar vuzulmaned. Kontelezhioù reter ar marzhioù-se a oa bet unvanet dindan sujidigezh ur gwaz d'ar Franked, graet kont Barcelona anezhañ. E 988 ne anavezas ket ken beli rouaned ar Franked warno. Diwezhatoc'h eo e teuio war-wel an anv Katalonia. Unanet e voe gant Rouantelezh Aragon e 1137 dre zimeziñ. Adalek 1469 e voe renet an daou rouantelezh gant ar memes familh met derc'hel a rejont o ensavadurioù. Goude ur brezel etre Spagn ha Frañs (etre 1635–1659) ma teuas Katalonia da vezañ ur Republik dindan beli Frañs e kollas ar Roussillon e 1659. E-pas brezel hêrezh Spagn (1701–1714) e tibabas Katalonia bezañ a-enep Fulub V a zeuas da vezañ Roue Spagn. Embann a reas adalek 1716 dekredoù a-enep an ensavadurioù katalan hag a-enep implij ar c'hatalaneg gant ar Stad hag ar gevredigezh. Brezelioù Napoleon a rivinas ar vro met ar c'hantved war-lerc'h a voe hini un adsavidigezh war an ekonomiezh hag ar sevenadur. E-pad an XXvet kantved e voe liammet ar stourm evit un demokratelezh hag ar Republik Spagn ouzh ar stourm evit an emrenerezh, gant ar Generalitat e 1931, a voe distrujet gant Francisco Franco e 1936. Berzet e voe ar c'hatalaneg adarre dindan e veli ha freuzet ensavadurioù ar vro. Gant distro an demokratelezh e Spagn e voe adsavet ar Generalitat hag un eil prantad a adsevel ekonomiezh ha sevenadur a zeuas. Adalek ar bloavezhioù 2000 avat, gant selloù disheñvel war ensavadurioù ar vro ha statud Katalonia e Spagn etre gouarnamant Madrid hag ar Gatalaniz e teuas war wel ul lusk evit an dizalc'hidigezh. An dizalc'herien, e penn a vro, o doa aozet e 2017 un referendom berzet gant Madrid diwar-benn an dizalc'hidigezh, a voe disklêriet e miz Here daoust ma n'o doa ket kemeret perzh ar re a-enep ha ma oa bet flastret gant polis Spagn. Abaoe miz Here emañ ensavadurioù Katalonia dindan beli Madrid.

Keltibereg

Ur yezh keltiek eus skourr yezhoù keltiek ar c'hevandir eo ar c'heltibereg komzet gwechall el ledenez iberek. Aet eo da get er Iañ kantved goude JK. Skrivet e veze gant al lizherenneg iberek ha diwezhatoc'h - goude aloubadeg Iberia gant ar Romaned - gant al lizherenneg latin ivez.

Kavet eus bet un nebeud testennoù c'heltiberek, ar re pouezusañ anezho e kêriadenn Botorrita (keltiberek: Contrebia Belaisca) e-kichen Saragosa.

Evel er yezhoù gouezelek n'eo ket bet emdroet ar /q/ hengeltiek e /p/ e keltibereg. Renket e vez ar yezh-mañ e-touesk ar yezhoù q-keltiek neuze.

Klujar ruz

Ar glujar ruz (liester : klujiri ruz) a zo ur spesad evned, Alectoris rufa an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Tetrao rufus (kentanv) da gentañ-penn (e 1758) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

Hemolc'het e vez ar glujar ruz evit he c'hig.

Konikl

Ar c'honikl pe konifl, anvet lapin pa vez savet gant an dud en tier pe krevier, Oryctolagus cuniculus e latin, a zo ur bronneg geotdebrer a orin eus al ledenez iberek. Diskenn a rafe eus konikled doñvaet abred en Istor an den ha distroet d'an natur. Ar spesad nemetañ eo er genad Oryctolagus.Daoust dezhañ bezañ gwelet evel ul loen noazus e meur a lec'h (evel en Aostralia da skouer) emañ ar c'honikl e-touez ar spesadoù tost en arvar rak war zigreskiñ ez a an niver a gonikled en o rannved orin: Spagn, Portugal ha Norzhafrika.

Pireneoù

Ar Pireneoù zo un aradennad-venezioù lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa. En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar, er reter, d’ar Meurvor Atlantel (pleg-mor Bizkaia), er c'hornôg. Ledet int war hanternoz Katalonia, Aragón, Euskal Herria (Bro-Vask) ha war kreisteiz Okitania. Emañ priñselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia, e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneoù d'ober an harzoù, tamm pe damm, etre Frañs ha Spagn. Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent-douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent-politikel : Traoñienn Aran, a red he dourioù war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshañ Cerdanya, a ya he dourioù war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frañs (departamant Pireneoù-ar-Reter), war-bouez enklozadur Llívia.

425 km eo hed aradennad ar Pireneoù ha 100 km eo he ledander d'ar muiañ. Aneto eo ar menez uhelañ (3 404 m), lec'hiet e Spagn.

Portugal

Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal); portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA

Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.

E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AEKD, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).

Portugaleg

Ur yezh romanek eo ar portugaleg ganet diwar distagadur poblek al latin e gwalarn al ledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal an IIIde kantved kent Jezuz-Krist. Levezonet e voe gant ar pobloù germanek etre ar Vvet hag an VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

Gant an XIvet kantved ha penn kentañ ar Reconquista, emled ar gristenien diwar-goust ar vuzulmaned, e teuas ar galizeg-portugaleg da vezañ ur yezh lennegel e norzh Portugal hag e Galiza.

A-feur m’en em ledas ar gristenien betek ar Su e voe levezonet ar yezh gant an arabeg ivez.

Daoust d’ar yezh semitek-se bezañ laosket roudoù stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet e spagnoleg. Preizhet e voe Faro (kêr eus rannvro Algarve, e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raok Granada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’hañ diouzh ar galizeg.

Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e 1185, argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan gallout Rouantelezh Kastilha.

Etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved dreist-holl e voe savet impalaeriezh Portugal en Afrika, Amerika hag en Azia. Mont a reas Bartolomeu Dias, Vasco da Gama, Pedro Álvares Cabral, Fernão de Magalhães (Magellan)... war morioù ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezañ ur genyezh betek Japan.

A-drugarez da yezherien Brazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezañ an 3de yezh europek muiañ komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo : Angola, Brazil, Kab Glas, Ginea-Bissau, Mozambik, Portugal, São Tomé ha Príncipe ha Timor Lorosae.

Mont a reont d’ober ar Comunidade dos Países de Língua Portuguesa (Kumuniezh ar broioù portugalek) a zo he fal skignañ ar portugaleg ha broudañ an dud d’e zeskiñ. Pinvidik eo al lennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.

Río Pico (Spagn)

Ar río Pico zo ur stêr eus dourva an Douro, el Ledenez iberek. Redek a ra dre proviñs Burgos (Kastilha ha León). 16 km zo adal hec'h eienenn en Atapuerca, betek he c'hember er río Vena, en Burgos.

Tajo

An Tajo (Tajo hervez ar spagnoleg ; Tejo hervez ar portugaleg) zo ur stêr a red el Ledenez iberek, a-dreuz Spagn ha Portugal, ma teu da aberiñ e Lisboa.

1008 km eo e hed, etre kreiz Spagn hag ar Meurvor Atlantel.

Vaskoned

Vaskoned pe Vascones (e latin) a veze graet eus ar bobl a oa o vevañ e kornôg ar Pireneoù da vare ar Romaned. En em astenn a rae o bro etre ar stêr Ebro hag ar Pireneoù, o c'holeiñ tamm pe damm ar pezh a voe Navarra diwezhatoc'h hag un tamm muioc'h. Pompaelo (Iruñea hiziv) hag Oiasso (Oiartzun ? Irun ?) e oa ar c'hêrioù pennañ er vro.

Pa voe aloubet an darn vrasañ eus al Ledenez iberek gant ar Vuzulmaned e deroù an VIIIvet kantved, e voe savet Dugelezh Vasconia ha Rouantelezh Pamplona gant diskennidi ar Vaskoned. E-pad ar Grennamzer e teuas Rouantelezh Pamplona da vezañ Rouantelezh Navarra.

Moarvat e teu ar gerioù (Bro) Vask ha Gwaskogn eus anv ar Vaskoned.

Yezhoù romanek

Ar yezhoù romanek a zo unan eus skourroù pennañ ar familh yezh indezeuropek. Ennañ e renker an holl yezhoù diskennet eus al Latin. Komzet e vezont gant en tu-hont da 600 milion a dud, dreist-holl en Amerika, Afrika hag Europa.

An holl yezhoù romanek a ziskenn eus al latin pobl, yezh ar soudarded, an drevadennerien hag ar sklaved. Disheñvel a-walc'h e oa hemañ diouzh al latin klasel implijet gant ar skrivagnerien roman. Etre 200 kt J-K ha 100 gd J-K ez eas al Latin da yezh voutin kornôg an impalaeriezh, eus al Ledenez iberek betek aodoù ar Mor Du. Estreget er Pireneoù, en Enez Vreizh, en Illiria, hag ivez moarvat er braz eus Galia, e kemeras lec'h ar yezhoù lec'hel. Goude diskar an impalaeriezh e krogas da gemm en un doare dizalc'h e pep bro, ha genel a reas degadoù a yezhoù distag.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.