León (Spagn)

León a zo kêrbenn proviñs León e kumuniezh emren Kastilha ha León e gwalarn Spagn. Ur boblañs a 134,305 (2009) he deus ha keoded vrasañ ar broviñs eo. Kêrbenn Rouantelezh León e oa er Grennamzer.

An anv

Dont a rafe anv León eus ar ger latin legio, lejion, abalamour d'al lejion a savas kêr. Legionenses a vez lavaret eus tud kêr e spagnoleg.

Istor

Da gentañ ne oa nemet ur c'hamp-arme roman, evit al Legio VI Victrix, war-dro 29 a-raok Jezuz-Krist. Diwezhatoc'h, adalek ar bloaz 74, e voe kamp al Legio VII Gemina. Diboblet e voe kêr abalamour da aloubadeg al ledenez iberek gant ar vuzulmidi, met tapout a reas ul lañs nevez pa zeuas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Asturiez.

E 910 e krogas ur marevezh a bouez evit ar gêr, pa voe kêr-benn Rouantelezh León, daoust ma tigreskas pouez ar gêr adalek fin ar Grennamzer, abalamour ma voe echu an dizalc'hiezh goude unaniezh rouantelez León gant Kastilha abaoe 1301.

08 San Marcos
Hostal de San Marcos
Aquis Originis

Aquis Originis a oa unan eus an unnek mansio ("bod arsav") a oa a-hed ar Via Nova, an hent nevez anvet Via XVIII hag a oa etre Bracara Augusta (Braga e Portugal) hag Asturica Augusta (Astorga e proviñs León, Spagn) da vare an Impalaeriezh roman.

Ostalerioù meret gant ar Stad e oa ar mansio, ma c'helle an dud diskuizhañ e-kerzh o beajoù war an hentoù roman. E parrez Río Caldo e Lobios edo Aquis Originis, e kreiz park natur Baixa Limia-Serra do Xurés hiziv.Tabut zo a-zivout lec'hiadur resis ar bod arsav. P' e laka an istorour Antonio Rodríguez Colmenero el lec'h ma 'z eus dismantroù ur villa war glann ar stêr Caldo, an henoniour Manuel Xusto Rodrígue hag a furchas ar villa-se a lavar n'edo ket ar Via Nova eno hogen un nebeud metradoù uheloc'h war tor ar run.

León

León zo un anv spagnolek a c'hall bezañ

an anv-badez a zo Leon e brezhoneg

un anv-lec'h er bed spagnolek

Lille

Lille (galleg), Rijsel e nederlandeg (Rysel e flandrezeg izel), zo ur gêr e norzh Frañs. Ur prefeti eo, pennlec'h ha kêr vrasañ rannvro Hauts-de-France ha departamant Norzh (59). 226 827 annezad zo eno (2009) ha kêr vrasañ Meurgêr Lille eo (ennañ en tu all d'ur milion a dud). Ar pevare unvez kêrel er Frañs eo evit a sell ar boblañs (war-lerc'h Pariz, Marselha ha Lyon).

Menoe (kêr)

Menoe, Trefynwy e kembraeg, eo kêr-benn kontelezh istorel Sir Fynwy e Kembre. "Monmouth" eo anv saoznek Trefynwy.

Rouzegan-dour

Ar rouzegan-dour (liester : rouzeganed-dour) a zo ur spesad golvaneged bihan, Acrocephalus paludicola an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Sylvia paludicola (kentanv) da gentañ-penn (e 1817) gant an evnoniour gall Louis Jean Pierre Vieillot (1748-1831).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.