Kretase


Ar C'hretase, pe Kleizeg, a zo ur marevezh geologel hag a grog tro-dro da -145,5 milion a vloavezhioù hag a echu e -65,5 milion a vloavezhioù. Echuiñ a ra ar marevezh-se gant marv an dinosaored ha meur a furm buhez all. Trede marevezh ar Mezozoeg eo ar c'hretase. Heuliañ a ra ar juraseg hag heuliet eo gant ar paleogenel.

Hoalad ar Mezozoeg
Triaseg Juraseg Kretase
Kretase uhel
Maastric'htian (70.6 ± 0.6 – 65.5 ± 0.3 Ma)
Kampanian (83.5 ± 0.7 – 70.6 ± 0.6 Ma)
Santonian (85.8 ± 0.7 – 83.5 ± 0.7 Ma)
Koniasian (89.3 ± 1.0 – 85.8 ± 0.7 Ma)
Turonian (93.5 ± 0.8 – 89.3 ± 1.0 Ma)
Senomanian (99.6 ± 0.9 – 93.5 ± 0.8 Ma)
 
Kretase izel
Albian (112.0 ± 1.0 – 99.6 ± 0.9 Ma)
Aptian (125.0 ± 1.0 – 112.0 ± 1.0 Ma)
Barremian (130.0 ± 1.5 – 125.0 ± 1.0 Ma)
Hauterivian (136.4 ± 2.0 – 136.4 ± 1.5 Ma)
Valanginian (140.2 ± 3.0 – 136.4 ± 2.0 Ma)
Berriasian (145.5 ± 4.0 – 140.2 ± 3.0 Ma)
Marevezh ar C'hretase
Kretase izel Kretase uhel
Berriasian Valanginian Hauterivian Senomanian Turonian Koniasian
Barremian Aptian Albian Santonian Kampanian Maastric'htian
Eon Fanerozoeg

ElrathiakingiUtahWheelerCambrian

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pleistosen
Holosen
Ankilosaor

An Ankilosaor a zo ur genad dinosaor eus kerentiad an Ankylosauridae. Ur spesad a zo ennañ: an Ankylosaurus magniventris. Talvezout a ra Ankylosaurus kement ha “glazard reut”. Bevañ a rae er c'hretase.

Eosen

An Eosen eo an eil marevezh eus ar Paleogenel hag ivez an eil eus hoalad ar Senozoeg. Dont a ra war-lerc'h ar Paleosen hag a-raok an Oligosen. Mont a re eus 55,8 ± 0,2 da 33,9 ± 0,1 Ma (milion a vloavezhioù).

Fanerozoeg

Ar Fanerozoeg zo ar prantad amzer m'eo bet fonnus ennañ ar vuhez hag ar spesadoù loened peurgetket. Kregiñ a ra 545 milion a vloavezhioù zo, d'ar poent ma oa diwanet an anevaled kentañ dezho ur grogenn galet. N'eo ket echu c'hoazh. Dont a ra goude ar Proterozoeg zo ul lodenn eus ar rakkambrian, ur marevezh ledan a grogas gant ganedigezh hor planedenn hag a echu kent ar Fanerozoeg

E anv a dalvez "buhez welus" ha daveiñ a ra da vent bras an organegoù a ziwan adalek an darzhadeg kambrian.

Un tamm diresis eo an harzioù etre ar c'hambrian hag ar rakkambrian. En XIXvet kantved o lakaed e lec'h ma yeas diwar-wel ar vuhez vetazoeg gentañ met adalek-se e oa bet kavet un niver bras a daksonoù rakkambriat na grogjod d'o studiañ nemet er bloavezhioù 50. Darn vrasañ an doarourien hag ar baleontologourien a gred e teraou ar c'hambrian gant donedigezh war-wel an trilobitoù hag an arc'haeosyatha gentañ, donedigezh war-wel Trichophycus pedum pe hini ur strollad a fosiloù anvet "kregin bihan". An harzioù disheñvel-se na ziforc'hont nemet dre un nebeut a vilionoù bloavezh.

E tri maread eo disrannet ar fanerozoeg : ar paleozoeg, ar mezozoeg hag ar senozoeg. Er skridoù kozh e live ar ger "fanerozoeg" ar maread a zedenas ar baleontologourien. Nebeutoc'h implijet eo hiziv.

E-pad ar fanerozoeg e-yeas war-wel an anevelad hag ar plantennoù liesek. E-pad ar maread en em furmas an dreistkevandir diwezhañ, ar Pangea.

Igwanodon

An igwanodoned a oa dinosaored geotdebrerien a veve da vare ar c'hretase, etre 140 ha 110 milion a vloavezhioù kent hon oadvezh. Talvezout a rae e anv kement ha « dent igwan », abalamour d'an heñveledigezh etre o dent kranellet ha re an igwaned a-vremañ. 6 pe 10 m hirder a oa dezhe hag ouzhpenn 4 zonenn. Daoudroadek pe pevarzroadek e oant. Kavet ez eus bet ribouloù gant roudoù karrekaet eus ar pevar ezel. Kouskoude, ne ziskouez ar pep brasañ eus ar ribouloù nemet louc'hoù treid, ha lakaat a reer e oa re verr divrec'h an igwanodoned bihan evit ober gante pa zilec'hient. Pavioù diaraok an igwanodoned a oa pemp biz arbennikaet oute.

Meur a spesad a vez kavet er genad Igwanodon:

I. bernissartensis

I. anglicus

I. atherfieldensis

I. dawsoni

I. fittoni

I. hoggi

I. lakotaensis

Mezozoeg

Ar Mezozoeg, bet anvet Eil hoalad, a zo un hoalad douarouriezhel en deus padet etre -251 à -65,5 milion bloavezhioù. E korf an amzervezh-mañ en deus tarzhet spesadoù bronneged ha dinasaored.

Echuiñ a ra gant Marvedigezh ar C'hleizeg.

E deroù ar Mezozoeg e oa tolpet an holl douaroù divoret en ur dreistkevandir, ar Pangea. E korf an hoalad en em zisrannañ ar Pangea etre daou gevandir bras, Laurazia ha Gondwana.

Laurazia a ya d'en em zisrannañ ivez etre Norzhamerika ha Eurazia ha Gondwana a zo bet orin pevar kevandir : Suamerika, Afrika, Aostralia hag Antarktika.

Oadvezh an dinosaored a zo unan eus anvioù ar Mezozoeg hag en amzervezh-mañ eo bet gwelet diorroadur al laboused kentañ, ar bronnegeg kentañ hag ar plant angiosperek. Pep a stumm buhez a vez kavet ha pa ve dindan ur stumm kentidik (evit ar bronneged, da skouer).

Rannet e vez ar Mezozoeg etre tri sistem :

Trias (etre -251 ha -199,6 milion bloavezhioù) : liesadur an dinosaored ;

Juraseg (etre -199,6 ha -145,5 milion bloavezhioù) ;

Kleizeg (etre -145,5 ha -65,5 milion bloavezhioù) : en diwezh ar sistem ez a da steuziañ an dinosaored.

Neogenel

Ar marevezh neogenel a zo ur marevezh douarouriezhel hag ur reizhiad hag a vez lakaet da vont eus 23.03 ± 0.05 milion a vloavezhioù 'zo betek 2.588 milion a vloavezhioù 'zo. An eil marevezh eo en hoalad ar C'henozoeg. Dont a ra war-lerc'h ar Paleogenel ha war e lerc'h e teu ar Pevare ishoalad.

Paleogenel

Ar Paleogenel (pe Palaeogenel) a zo ur marevezh douarouriel a grog 65 milion hag a echu 23 milion bloavezh 'zo.

Paleosen

Ar Paleosen a zo unan eus marevezhioù geologel an Douar, etre fin ar C'hretase (un 65,5 ± 0,3 milion a vloavezhioù zo) ha deroù an Eosen (un 55,8 ± 0,2 milion a vloavezhioù zo).

Permian

Ar Permian a zo ur marevezh douarouriel a grog tro-dro da 299 Ma hag a ya betek 248 Ma. Marevezh diwezhañ oadvezh ar Paleozoeg eo.

Pleistosen

Bez’ ez eo ar Pleistosen ar c’hentañ prantad en amzer a-vremañ, pe ar Pevare Oalad. Padet eo eus talek 1 800 000 vloaz ‘zo betek bremañ pe dost. Fin an Henoalad a ziskouez ar Pleistosen bezañ.

E-pad ar Pleistosen ez eus bet pevar frantad skorneier en Alpoù, o tougen anvioù adstêrioù an Danav (Danub): hini Günz (eus 1,2 milion a vloavezhioù da 700 000 vloaz), hini Mindel (eus 650 000 vloaz da 350 000 vloaz), hini Riss (eus 300 000 da 120 000 vloaz), ha hini Würm (eus 80 000 da 10 000 vloaz). Etrezo ez eus bet prantadoù hep skorn anvet prantadoù etreskornel.

Pa vez ur prantad skornañ e vez mui-oc’h-mui a skorn o c’holoiñ ar voull douar dre ma vez nebeutoc’h a heoliadur hervez tezenn Milankovic. Tapet e vez an dour gant ar skorn ha setu perak ec’h izela live ar morioù a 100 m. Pa deuzas ar skorneier adarre o lakaat da deuziñ 50 milion a km3 a skorn ; dre se e voe goloet adarre tost da 2 viliard a hektaradoù douar, setu penaos e voe krouet fjord -où Skandinavia hag aber -ioù Breizh.

Sinosaoropteriks

Ar Sinosaoropteriks zo ar c'hentañ hag ar c'hentidikañ eus an dinosaored kavet gant roudoù pluñv karrekaet. Bevañ a rae en un tolead zo e Sina bremañ e-pad deroù ar C'hretase hag e c'hallfe bezañ bet kar tost da Kompsognatus. Dizoloet ez eus bet div garrekaenn e 1996 e gwelead ar Yixian e-kichenn Sihetun e rannvro Liaoning, ur broviñs e biz Sina.

Tiranosaor

An Tiranosaor (Tyrannosaurus Rex) a oa un dinosaor kigdebrer bras a veve e diwezh ar c'hretase e-pad ar prantad anvet ar Maastric'htian, etre 70 ha 65 milion a vloavezhioù kent hon oadvezh. Ar brasañ kigdebrer eus e amzer e oa war an douar.

Tyrannosaurus zo ur ger latin deveret diouzh ar gresianeg hag a dalvez « glazard tirant », diwar ar gerioù gresianeg τύραννος (Tyrannos, « tirant ») ha σαῦρος (Sauros, « glazard »). badezet e oa bet evel-se gant Henry Osborn e 1912 abalamour ma oa ur preizher fromus gant dent hag skilfoù divent.

Triaseg

Kentañ prantad ar Mezozoeg eo an Triaseg. Mont a ra adalek -251 (± 0,4) milion a vloavezhioù betek -199,6 (± 0,6) milion a vloavezhioù. Emañ an Triaseg goude ar Permian hag a-raok ar Juraseg. Koulz e deroù hag e diwezh an Triaseg e tegouezhas enkadennoù bras ma'z eas spesadoù forzh pegement da get. Nevez zo ez eo bet bloaziataet resisoc'h an enkadenn ma echuas an Triaseg. Koulskoude, evel ma c'hoarvez gant prantadoù douarouriezh koshoc'h, e anavezer mat ar gweleadoù a vevenn deroù ha diwezh ar prantad met an deiziadoù roet zo resis war-bouez un nebeut milionoù a vloavezhioù.

Termenet ha badezet eo bet an Trias gant an douaroniour alaman Friedrich August von Alberti e 1834. Dont a ra e anv diwar an teir unanenn statigrafek a ya d'ober anezhañ e Kreizeuropa : Buntsandstein, Muschelkalk ha Keuper.

Sioul-kenañ e oa bet plusk an douar e-pad an Trias, e Bro-C'hall peurgetket. Diwar gweleadoù eus an Trias an hini o deus diazezet ar c'houelezennourien reolennoù ar stratigrafiezh

Triseratops

An triseratopsed a oa dinosaored geotdebrerien vras hag a veve e diwezh ar C'hretase, etre 67 ha 65 milion a vloavezhioù kent hon oadvezh. Talvezout a ra o anv kement ha «loen a dri c'horn» (Diwar ar gresianeg tri -/τρι- a dalvez 'tri', ceras/κέρας a dalvez 'korn' ha -ops/ωψ a dalvez 'dremm') . Daou gorn a oa ouzh o zal hag unan berroc'h ouzh o fri. Dougen a raent ouzhpenn ur c'houzougenn askorn ledan a-dreñv d'o c'hlopenn evit gwareziñ o gouzoug hag o divskoaz. Pevarzroadek e oant, warno tres frikorneged divent gant izili pounner. Daoust ma n'eus bet adkavet relegenn glok ebet e soñjer e oa dezho pep a 5 pe 6 tonenn ha betek 9 metrad hirder ha 3 metrad uhelder. Bevañ a raent tamm-pe-damm d'ar memes mare ha d'ar memes lec'h hag an tiranosaored, an ankilosaored hag keratopsidae brudet all, an torosaored.

Velosiraptor

Ar Velociraptored ("Preizher fonnus" e latin), ur genad Dromaeosauridae, a oa dinosaored a oa o vevañ war-dro 75 da 71 milion vloaz zo e-pad diwezh ar C'hretase. Anavezout a reer daou spesad, daoust ma"z eus bet kaoz eus spesadoù all en amzer dremenet. V. mongoliensis eo ar spesad skouer. Dizoloet e oa karrekaennoù eus ar spesad-se e Mongolia. Un eil spesad, V. osmolskae, a oa badezet e 2008 diwar tammoù klopennoù kavet e Mongolia diabarzh, e Sina.

Bihanoc'h evit Dromaeosauridae all evel Deinonychus hag Achillobator, Velociraptor en doa koulskoude kalz eus perzhioù o c'horfadurezh. Ur c'higdebrer daoudroadek e oa. Pluñvek e oa gant ul lost hir ha reut, ha skilfoù e stumm filzier war pep pav a-dreñv, hag a veze implijet da lazhañ e breizhoù war a soñjer. Gallout a reer lakaat kemm etre ar Velociraptored hag an Dromaeosauridae all dre o c'hlopenn hir hag izel, gant ur muzell troet etrezek an nec'h.

Velociraptor (anvet ivez 'raptor') zo unan eus ar genadoù dinosaored brudetañ abalamour d'ar perzh bras a c'hoari e-barzh ar film Jurassic Park. Er film-se avat e oa diwir lod eus perzhioù e gorfadurezh, da skouer e oa kalz brasoc'h e vent evit na oa e gwirionez ha ne oa ket pluñvek. Anavezet eo mat ivez gant ar baleontologourien, abalamour ma'z eus bet deskrivet en tu all d'un dousennad relegenn garrekaet, ar muiañ eus holl an Dromaeosauridae. Ur garrekaenn vrudet zoken en deus miret ur Velociraptor krog-ha-krog gant ur Protoceratops.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.