Krennoadvezh ar maen

Krennoadvezh ar maen zo ur prantad eus ar ragistor a heuilh an Epipaleolitik, war-dro 10 500 vloaz zo. Merket eo gant kemmoù ekonomikel ha sokial ken bras ez eus bet graet anezhañ kentañ prantad ar c'hentistor en Europa gant skrivagnerien zo. Klotañ a ra ar prantad-se eus istor an den gant prantad hin ar "Boreal" (hervez labour Köppen) merket gant diorroadur ar c'hoadoù. Kregiñ a ra neuze ar poblañsoù epipaleolitik da vevañ er memes lec'hioù en un doare chomidik ha diorren tamm-ha-tamm ul labour-douar hep damesadur eus ar spesadoù plant eostet, e-kichen an obererezh preizhañ. Echuiñ a ra Krennoadvezh ar maen gant deroù implij ar spesadoù plant ha loened doñv nebeut-ha-nebeut e-pad an Neolitik, betek war-dro 4 300 BP en Norzheuropa[1].

Oadvezhioù ragistorel
Holosen   La Tène   Kentistor
  Hallstatt
Oadvezh an houarn
  Diwezh Oadvezh an arem  
  Krennoadvezh an arem
  Henoadvezh an arem
Oadvezh an arem
    Kalkoliteg    
  Nevezoadvezh ar maen Ragistor
Krennoadvezh ar maen / Epipal.
Pleistosen     Henoadvezh diwezhañ ar maen  
    Henoadvezh krenn ar maen
    Henoadvezh koshañ ar maen
  Henoadvezh ar maen
Oadvezh ar maen

Emdroadurioù ekonomikel, sevenadurel ha sokial

Krennoadvezh ar maen zo merket gant cheñchamantoù en emzalc'h ar strolladoù tud. Daoust ma seblant lod eus ar c'hemmoù-se (digresk an tachennoù chase, implij ar wareg…) bezañ liammet en un doare kreñv ouzh cheñchamantoù an endro c'hoarvezet da-heul tommadur an hin goude ar prantad skorn (kresk ar c'hoadoù, steuziadur ar geotdebrerien bras tremeniat evel ar mammouted, ar kirvi-erc'h…), kemmoù all (reveulzi e taolennadurioù an arz hag an arouezioù, diorroadur benerezh benvegoù maen bihan-kenañ …) a seblant liammet ouzh ar redoù diabarzh en emdroadur ar strolladoù tud[2].

Derc'hel a ra an dud da vevañ en un doare tremeniat. Koulskoude ez eo kalz stankoc'h ha liesseurt ar boued e-keñver Oadvezh ar skorn, ar pezh a ro tu dezhe da zilec'hiañ e tiriadoù bihanoc'h hervez lusk ar c'houlzadoù-amzer. Chañsoù a zo eta e tistrofe an dud er memes lec'h a vloaz da vloaz d'ar memes koulz-bloaz da dennañ o mad eus ar pezh a c'haller pourchas en-dro d'al lec'h-se. Lod eus an enklaskerien o deus savet ar vartezeadenn e oa bet lec'hioù « agora » o defe degemeret, da vareoù zo, bodadegoù strolladoù a veve dispartiet an eil re diouzh ar re all e-pad peurrest an amzer hag o doa harzoù ha prederioù boutin neoazh (eskemm danvezioù dre zonezon ha donezon en eskemm, eksodimez, chase m'o doa ezhomm kalz jiboesourien evit an huadegoù…) mes diaes e chom da brouiñ[2].

Prouet eo an darempredoù a veze etre ar strolladoù gant emled perzhioù sevenadurel e tiriadoù bras (anadiñ a ra an diskolperezh Montbani, diorren a ra an tristuriegoù e strollad ar framm saezhoù …). An ijinadennoù a seblant tremen eus an eil lec'h d'egile ha bezañ adwelet gant ar strollad o desk hervez e reizhiad teknik dezhañ e-unan, ha diouzh ar pezh a c'hall ober gant an danvezioù a zo en amen dezhañ.

Implij ar wareg hag ar saezhioù, peurgetket, en em led en Europa hag en Afrika a-bezh. Kreskiñ a ra neuze bihander ar pezhioù implijet evit an armoù chase e-keñver ar prantad kent. Savet e vez an elfennoù bihan peurliesañ diwar lavnennoù diskolpet er c'hailhastr dreist-holl (met ivez e maen-gwer, e kwartzoù …). E deroù Krennoadvezh ar maen ez eo ar poentennoù ar frammoù paotañ. Er prantad etre (en-dro da 8 000 BP) e weler diorroadur ar frammoù tric'hornek e-skoaz e-pad ar prantad diwezhañ (6 500 BP) e voe an tristuriegoù a veze implijet dreist-holl. Implij an holl frammoù-se evel begoù saezhioù a chom martezeus penn-da-benn rak aet eo da get ar c'horzennoù (skourroù koad) abaoe pell zo. Ral-kenañ eo dizoleiñ saezhioù klok (korzenn ha framm)[3].

Chaseet e veze bronneged bihan ha blotviled (melc'hwed-krogenneks, etc.) muioc'h-mui. E-tal an aodoù ez vez dastumet ar c'hregin hag a-wezhioù e kaver bernioù dilerc'hioù kregin o deus gellet servij da lec'h bevañ pe da vez.

Strolladoù pennañ ar prantad eo ar Sauveterrian, an Tardenoisian pe ar [[Castelnovian[C'hastelnovian]] e Bro-C'hall, ar Maglemosian hag an Ertebölian en Danmark.

Bez Tevieg

Bez Tevieg war ziskouez e Mirdi Toulouse

Sépulture de Teviec Global
Sépulture de Teviec (5)
Sépulture de Teviec (2)
Téviec Crane Profil Droit II

Notennoù

  1. Marcel Otte, La Protohistoire, De-Boeck / 2008, p. 8-9 & 172-173, ISBN 978-2-8041-5923-8
  2. 2,0 ha2,1 J.-G. Rozoy, 1978, Les derniers chasseurs. L'Épipaléolithique en France et en Belgique, Bulletin de la Société Archéologique Champenoise, numéro spécial juin 1978, 3 tomes
  3. M. Barbaza, 1999, Les Civilisations postglaciaires. La vie dans la grande forêt tempérée, Histoire de la France préhistorique, La Maison des Roches, 128 p., 76 fig.

Levrlennadur

  • M. Barbaza, 1999, Les Civilisations postglaciaires. La vie dans la grande forêt tempérée, Histoire de la France préhistorique, La Maison des Roches, 128 p., 76 fig.
Bro-Skos

Bro-Skos pe Skos pe c'hoazh Alba diwar hec'h anv gouezelek, a zo ur vro geltiek e lodenn norzh Breizh-Veur. Ul lodenn eus ar Rouantelezh Unanet eo, a-gevret gant Bro-Saoz, Kembre ha Hanternoz Iwerzhon, hogen ur vro dizalc'h eo bet betek 1707.

Den Loschbour

Den Loschbour (Luksembourgeg: Löschbur-Mann) eo an anv roet d'ur c'horf eskern Homo sapiens eus Krennoadvezh ar maen kavet e 1935 e Mullerthal, e kumun Waldbillig, e Luksembourg.

Al Loschbour-Mann en doa bevet 8000 vloaz 'zo, ar pezh a ra eus outañ ar c'horf eskern koshañ adkavet el Luksembourg

Diwezh Oadvezh an arem

Diwezh Oadvezh an arem zo ur prantad zo kroget e mareoù disheñvel-kenañ hervez ar c'hevandirioù.

Oadvezh an houarn, a zeu goude Oadvezh an arem, a grog en Anatolia en IIvet milved kent JK., ha goude er Reter-kreiz hag en Henegipt, Bro-C'hres, Italia haag holl Europa war-dro 900 kent hon oadvezh, hag adalek 500 kent hon oadvezh hepken en Azia. Diwezh Oadvezh an arem a zo c'hoarvezet e mareoù disheñvel-kenañ eta.

En Europa ar reter e tiwan sevenadur an tachennoù jarloù e-pad diwezh Oadvezh an arem. Diaes eo gouzout alies penaos e oa en em ledet ar sevenadur-se dre Europa : aloubadennoù, divroadennoù, levezon ar sevenadur, eskemmoù kenwerzh ... An eil pe egile hervez ar mare hag ar c'hornad moarvat.

Henoadvezh an arem

Klotañ a ra Henoadvezh an arem (1800-1500 kent JK) gant ar mare ma oa ijinet ar vetalouriezh, gant labour ar c'houevr, ar staen ha goude se eus an arem. Prantad kentañ Oadvezh an arem eo.

Diorroiñ a ra al live bevañ tamm-ha-tamm hepdezhañ cheñch kalz. Diorroiñ a ra ivez kenwerzh etrebroadel ar c'houevr hag an darempredoù etre ar pobloù.

Henoadvezh ar maen

Henoadvezh ar maen, anvet ivez paleolitik (eus ar gregach, gant ar memes ster), a vez graet eus ar maread kentañ hag hirañ eus ar Ragistor. Kregiñ a ra gant bezañs an den war an Douar, war-dro 3 milion a vloavezhioù ’zo betek 12 000 bloaz a-raok an amzer a-vremañ. Rannet e vez e tri marevezh bras: henoadvezh ar maen koshañ, henoadvezh ar maen krenn, hag henoadvezh ar maen diwezhañ.

Henoadvezh diwezhañ ar maen

Henoadvezh diwezhañ ar Maen zo ur prantad eus ar ragistor ma tegouezh Homo sapiens en Europa. Diorroen a ra teknikoù nevez (lavnennoù maen, artizanerezh an askorn, poulzerioù, ha kement zo.) ha bleuniañ a ra an arz ar ragistor. Mont a ra an oadvezh-se eus 35 000 betek 10 000 vloaz a-raok hon oadvezh ha klotañ a ra gant diwezh prantad ar skorn. Dont a ra goude Henoadvezh krenn ar maen hag heuliet eo gant Krennoadvezh ar Maen.

Kregiñ a ra Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant donedigezh Homo sapiens en Europa. Deuet eo eus ar reter (Reter-Nesañ, Azia pe Afrika), oc'h ober e vad eus ur wellaenn dibad eus an amzer war-dro -35 000 da drevadenniñ Europa. Kenvevañ a ra gant Den Neandertal betek ar mare ma'z eas hennezh da get war-dro -30 000. N'ouzer ket d'ar just perak ez eas Den Neandertal da get. E-pad pell e oa lavaret e oa bet diouennet gant Homo sapiens hag e veze brezel etre an daou spesad. Prouet eo bet nevez zo avat e oa bet hironed diwar an daou spesad.

Henoadvezh koshañ ar maen

Kentañ prantad ar ragistor eo Henoadvezh koshañ ar maen. E-doug an oadvezh-se ec'h anad ar genad Homo en Afrika. Hervez ar menoioù hag an arouezioù-barn kemeret e kont e krog etre 3 ha 2,5 milion a vloavezhioù a-raok hiziv. Echuiñ a ra war-dro 300 000 bloaz zo, gant kemmoù er binviji hag e diorroadur an den a verk deroù Henoadvezh krenn ar maen. An artizanerezh eus ar maen zo liammet gant Henoadvezh koshañ ar maen zo Sevenadur Oldowai hag an Acheulean. Evit a sell Europa, ne vez ket graet nemeur gant prantadoù Sevenadur Chellé ha sevenadur Abbeville.

Un niver bihan-kenañ a skrivagnerien a ra gant Henoadvezh arkaek ar maen evit ober anv eus deroù ar prantad-se.

Henoadvezh krenn ar maen

Henoadvezh krenn ar maen zo ur prantad eus ar ragistor a zeu goude Henoadvezh koshañ ar maen ha goude Henoadvezh diwezhañ ar maen. En Europa e krogas war-dro 300 000 vloaz a-raok hiziv (pazenn 8 ar gronologiezh isotopek), gant skignadur an hentenn Levallois dre holl, hag e echuas war-dro 30 000 vloaz gant steuzidigezh Den Neandertal ha donedigezh Homo sapiens) en Europa eus ar Reter-Nesañ.

Istor Kembre

Istor Kembre a c’haller lakaat da gregiñ pell-pell zo. Tud Neandertal a oa o vevañ er pezh a anver bremañ Kembre 230 000 bloaz zo, d’an nebeutañ. Kalz aspadennoù eus Krennoadvezh ar maen, Nevezoadvezh ar maen hag Oadvezh an arem a gaver e Kembre. Da vare Oadvezh an houarn e oa annezet ar vro, evel ar braz eus Enez Vreizh gant Brezhoned hag a gomze predeneg, ur yezh keltiek.

Er bloavezh 43 e teuas ar Romaned da aloubiñ Enez Vreizh. Brezel a-enep Karatakos hag ar Silured 49-51. Argadenn war Enez-Vôn, ha lazhadeg an drouized, 60-61. Brezel a-enep pobloù kreisteiz Bro Gembre, 74-78. Brezel a-enep pobloù hanternoz Bro Gembre, fin 78.

Goude trec’het an Ordovices gante e 79 e oant mistri war ar vro. Neuze e voe krouet proviñs Britannia.

Kuitaat Enez Vreizh a reas ar Romaned er Vvet kantved ha dont a reas Angled ha Saksoned da aloubiñ an enezenn ha d’ober o annez enni. Bountet e voe ar Vrezhoned war-zu ar c’hornôg ha rannet e voent an eil re diouzh ar re all. Kembre e voe ar gumuniezh vrasañ a zeuas war wel evel-se hag hiviziken e voe sellet outi evel ur bobl disheñvel diouzh ar Gelted all hag a oa er mervent (Kerne-Veur) hag en hanternoz (Hen Ogledd).

Savet e voe meur a rouantelezh vihan er vro, ur wech aet ar Romaned kuit. "Roue ar Vrezhoned" a veze graet eus an hini galloudusañ eus ar roueed-se. Hag a-bennadoù e c’halle an eil pe egile astenn e c’halloud war broioù all eus Kembre.Met dre vras ne voe gouest hini ebet anezho da unvaniñ tud Kembre en ur vro hepken e-pad pell. Abalamour d’ar brezelioù etre ar rouantelezhioù-se ha da nerzh ar rouantelezh saoz, o amezegez, hag a glaske kreskiñ he domani war-zu ar c’hornôg, e kouezhas tamm-ha-tamm lodennoù eus Kembre etre krabanoù Kurunenn Bro-Saoz. E 1282 e voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd, diwezhañ priñs Kembre dieub, gant ar Saozon hag aloubet e voe Kembre a-bezh gant armeoù ar roue Edouarzh Iañ. Diwar neuze e voe roet an titl a "Briñs Kembre" da vab henañ roue pe rouanez Bro-Saoz.

Meur a emsavadeg a voe e Kembre goude-se, koulskoude, a-enep ar galloud saoz. An hini ziwezhañ e voe hini Owain Glyndŵr, e penn kentañ ar XVvet kantved. Er XVIvet kantved, dindan ren ar roue Herri VIII, e voe embannet un toullad lezennoù, etre 1535 ha 1542, a oa o fal lakaat ar velestradurezh saoz da dalvezout e Kembre, hag evel-se krouiñ ur rouantelezh unanet. Dindan galloud Bro-Saoz e chomas Kembre pa voe unanet ar rouantelezhioù saoz ha skosat da sevel Rouantelezh Breizh-Veur, e 1707, pe diwezhatoc’h pa voe savet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon, e 1801. Derc’hel a reas tud Kembre d’o yezh ha d’o sevenadur avat, daoust dezho bezañ sujet da c’halloud Londrez. Pouezus-bras e voe evit se embannadur kentañ ar Bibl e kembraeg, troet gant William Morgan, e 1588, dre ma roas d’ar gembraegerien skouer ur yezh lennegel.

En XVIIIvet kantved e c’hoarvezas daou dra o devoe levezon vras war buhez Kembreiz : an adsav metodour kembreat, a lakaas kalz tud da dreiñ kein ouzh an Iliz anglikan saoz, hag an Dispac'h greantel. E-kerzh an XIXvet kantved en em ledas ar greanterezh e gevred Kembre, harpet gant an araokadennoù teknikel. Gant greanterezh ar glaou hag an houarn e kreskas trumm ar boblañs eno, gant kalz tud o tont eus an diavaez. En XXvet kantved e krogas an obererezhioù-se da vont war an diskar avat. Er c’hantved-se ivez e voe klevet muioc’h-mui a dud o komz eus Kembre evel ur vroad hag eus emrenerezh. Dont a reas Strollad al Labour da vezañ ar gostezenn bolitikel bouezusañ, e-lec’h ar Strollad Liberal, er bloavezhioù 1940. Hag er bloavezhioù 1960 ez eas ar gostezenn vroadelour Plaid Cymru war-raok. Dre ur referendum e 1997 e voe aprouet gant ar voterien ar soñj da sevel ur parlamant emren evit Kembre ha dilennet e voe kannaded kentañ ar Vodadenn Vroadel e 1999.

Kalkoliteg

Ar C'halkoliteg zo ur prantad eus ar c'hentistor.

Savet e oa an anv « Kalkoliteg » gant ar ragistorourien diwar ar gwrizioù henc'hresianeg khalkos (kouevr) ha lithos (maen). Ar c'halkoliteg zo anezhañ eta ar prantad ma veze implijet binviji e maen dreist-holl met ivez a-wezhioù traezoù e kouevr labouret, ar pezh zo ur perzh dibar, en arkeologiezh, eus sevenadurioù zo eus diwezh an Neolitik en Europa.

Implijet a-wezhioù gant ur ster kronologek e talvez ar C'halkoliteg kement hag un « Oadvezh ar c'houevr » diwirheñvel. Ar fed ma kaver d'ar memes mare sevenadurioù kalkolitek, neolitik hag eus Henoadvezh an arem e tachennoù tost, e Bro-C'hall da skouer, a ziskouez e vefe ur fazi soñjal en un hevelep Oadvezh ar c'houevr.

Krennoadvezh an arem

A-wezhioù e reer eus Krennoadvezh an Arem (1500-1200 kent JK), « Oadvezh an arem gwirion ». En em ledañ a ra sevenadur protokeltiek ar c'hrugelloù da Europa a-bezh.

Kreskiñ a ra ar bevennoù etre renkadoù disheñvel ha renkad ar vrezelourien a gemer ar renk kentañ er gevredigezh. Dont a ra ar gevredigezh da vezañ muioc'h-mui uheldadel ha cheñch a ra a-grenn al lidoù-kañv (bezioù hinienel). Merkañ a ra ar prantad-se ar vevenn wirion etre Oadvezh ar c'houevr hag Oadvezh an arem.

Diorren a ra an eskemmoù hag ar vetalouriezh. Ar fed ma ijiner ha ma saver stank armoù nevez evel ar c'hlezeoù, hag ar fed ma paota an c'hreñlec'hioù, a laka da soñjal e kresk ar gevezerezh etre ar strolladoù poblañs.

La Tène (istor)

Sevenadur La Tène pe Eil oadvezh an houarn eo anv an amzervezh deuet war-lerc'h hini Sevenadur Hallstatt hag a verk dibenn ar C'hentistor. Dont a ra an anv-mañ diwar hini ul lec'hienn hendraoùek, pe arkeologek, bet dizoloet e 1857 e Marin-Epagnier, er beg-douar a zo e biz lenn Neuchâtel, en aber ar stêr Thielle, e kanton Neuchâtel e Bro-Suis.

Llanarmon-yn-Iâl

Llanarmon-yn-Iâl (Llanarmon hepmuiken e kembraeg komzet) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Sir Ddinbych, e Kembre. Emañ er reter da gêr Rhuthun, er c'hreisteiz da Yr Wyddgrug. Redek a ra ar stêr Alun hebiou ar gêriadenn hag emañ Gwennodenn Kleuz Offa un tammig pelloc'h er gornaoueg.

Ouzhpenn kêriadenn Llanarmon ez eus kêriadennoù all bihanoc'h er gumuniezh, evel Eryrys ha Graeanrhyd.

E 2011 e oa 1 062 a dud o chom e kumuniezh Llanarmon-yn-IâlGouestlet eo an iliz, eus ar XIVvet kantved, da Sant Garmon (Jermen Auxerre). War dreuzoù ar gêriadenn e weler aspadennoù eus ur voudenn-gastell eus an XIIvet kantved, anvet Tomen y Faerdre. Eno moarvat edo kreizenn aotrouien kombod Iâl, e rouantelezh Powys.

E kumuniezh Llanarmon ivez ez eus ur vougev ma'z eus bet kavet roud eus tud a oa o vevañ 10 000 bloaz zo, da vare Krennoadvezh ar maen.

Neolitik

Neolitik pe Nevezoadvezh ar Maen a vez graet eus mare diwezhañ ar Ragistor, a-raok penn-kentañ rik an Istor, a grog gant an Henamzer, pe Oadvezh an Arem.

Diaes eo lakaat harzoù resis d'ar prantad-mañ. Peurvuiañ e vez lavaret ez echu etre ar bloaz 8000 a-raok Jezuz-Krist hag ar bloaz 3000 a-raok Jezuz-Krist.

E Breizh e kaver skouerioù a-bouez-bras diwar-benn Nevezoadvezh ar Maen, rak paot eo an dilerc'hioù bet lezet gant tud ar mare-se :

peulvanoù pe mein-hir, e Karnag da skouer ;

taolioù-maen pe liac'hvenoù ;

karnioù, evel hini Barnenez, e Plouezoc'h, tost da Vontroulez, a c'hell bezañ bet savet war-dro 5000 a-raok J.K.D'ar poent ma krogas an dud da zilezel ar c'hutuilh, ar pesketa hag ar chase evit labourat an douar eo ez eas buan ar c'hemmoù da-heul e dibenn Oadvezh ar Maen.

Nebeut goude kavadenn al labour-douar eo e voe ijinet an doareoù kentañ da skrivañ. Neuze ez echu da vat amzervezh Nevezoadvezh ar Maen, ha hini ar Ragistor da-heul. Neze eo e krog amzervezh ar Hensevenadurezhioù ha pergen re an Henamzer, tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel, war-dro 3000 a-raok Jezuz-Krist.

Oadvezh an arem

Oadvezh an arem a lavarer eus ur prantad er c'hentistor, pa ouie ar c'hovien varrekañ teuziñ ar c'houevr hag ar staen. Dastum a raent kailh kouevr e gwazhennoù naturel hag e teuzent anezhe evit ober arem. Ral eo ar c'hailh kouevr pe staen, evel m'en diskouez ar fed ma ne oa tamm arem en Azia ar c'hornôg kent 3 000 kent J.-K. Oadvezh an arem zo unan eus lodennoù eus Reizhiad an tri oadvezh a dalvez evit ar c'hevredigezhioù ragistorel. Er reizhiad-se e teu war-lerc'h an Neolitik e lodennoù zo eus ar bed. E kalz broioù eus Afrika subsaharat e teu oadvezh an arem diouzhtu goude an Neolitik. E lodennoù all eus ar bed un oadvezh ar c'houevr a zeu da heul an Neolitik a-raok oavezh an arem.

Oadvezhioù ragistorel

an anv a « Oadvezhioù ragistorel », erru dispred hiziv, a veze implijet d'ober anv eus ar prantadoù disheñvel eus ar Ragistor hag eus ar C'hentistor :

Oadvezh ar maen ;

Oadvezh ar c'houevr pe Kalkoliteg ;

Oadvezh an arem ;

Oadvezh an houarn.

Ragistor

Ur prantad eus istor ar Bed eo ar Ragistor. Hervez ar boazioù e krog ar Ragistor gant an den kentañ ha ne c'heller lavarout pedavare eo deuet e gwirionez. Kavet ez eus bet korf-eskern un den a veve en Afrika war dro tri milion a vloavezhioù'zo. Seblantout a ra bezañ un den pa ouie fardañ binvioù gros ha pa oa gouest da chom en e sav.

Mareoù ar Ragistor a vez anvet diwar an teknikoù evit kizellañ ostilhoù mein hag ar sevenadurioù diwar zoareoù lakaat ar re varv en o bezioù hag a-wechoù diwar stil al livadurioù a zo bet dizoloet e meur a gev ha c'hoazh diwar stil ha teknikoù ar priajoù.

Mareoù bras ar Ragistor :

Oadvezh ar Maen, rannet e:

Ar Paleolitik (Henoadvezh ar maen, hervez lod)

Ar Mezolitik (Krennoadvezh ar maen, hervez lod)

An Neolitik (Nevezoadvezh ar maen, hervez lod)

Oadvezh an Arem

Oadvezh an Houarn

Tevieg

Tevieg, pe Tivieg, zo un enez prevez ha didud e kumun Sant-Pêr-Kiberen. Ul lec'hienn arkeologel a-bouez eo dre m'eo bet kavet korfoù-eskern koshañ Breizh eno.

Etre 1928 ha 1934 e voe furchet an enez gant ur c'houblad eus Loren dedennet gant an arkeologiezh, Marthe ha Saint-Just Péquart. Diskoachet e voe gante roudoù annezioù hag ur veredeg eus Krennoadvezh ar maen (war-dro 10 000 bloaz 'zo).

Ar c'horfoù kavet (seizh gwaz, eizh maouez, ur plac'h yaouank ha seizh bugel) a oa beziet e fozioù goloet gant daroù. Dielfennet eo bet ar relegoù-se ha jedet ment keidat ar wazed (1,59 m) ha hini ar maouezed (1,52 m). Unan eus ar wazed a oa bet lazhet gant ur bir kailhastr.

Trivia monacha

An hoc'higed-mor Europa gant pikoù a zo blotviled bihan eus Eurazia a ya d'ober ar spesad Trivia monacha. Renket int bet e-pad pell en hevelep spesad hag ar spesad all Trivia arctica hag a vev e hevelep lec'hioù. An diforc'h gwellabl etrezo o vezañ an tri merk gell teñval a zo ouzh kein Trivia monacha ha n'en deus ket Trivia arctica.

Graet e vez eus outo e yezhoù tro war-dro "spotted cowrie" pe "false cowrie", "British trivia" (saozneg), "Europäische Kauri" (alamaneg), "gevlekt koffieboontje" (nederlandeg), "grain de café", "cochon", "pucelage", porcelaine puce" (galleg).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.