Kornôg

Disambig colour.svgEvit sterioù all ar ger, gwelet Kornôg (disheñvelout)
Compassbzh
Rod an Avelioù

Unan eus ar pevar avel eo ar c'hornôg (pe kornaoueg[1]) ha merket eo war tu kleiz an nadoz-vor. En tu enep d'ar reter emañ hag a-skouer gant an norzh, a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar su, a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.

Un anv, un anv-gwan pe un adverb a c'hell bezañ ar ger « kornôg » ; implijet e vez evit ar reteradur hag en douaroniezh.

Kartennouriezh

Dre voaz e vez treset war kostez kleiz ar c'hartennoù lodenn an tiriad lec'hiet er c'hornôg; hini an norzh e oa ar c'hostez kleiz war ar c'hartennoù hen, el laez e veze ar Reter hag en traoñ e veze merket ar c'hornôg: alese an anvioù Breizh-Uhel (er reter, e laez ar gartenn gwechall), ha Breizh-Izel (er c'hornôg, en traoñ).

Reteradur

Kavet e vez an tu kornôgel dre sellet ouzh al lec'h ma'z a an Heol da guzh e mare rik ar gedez, rak enep red an horolaj e tro ar voul-Douar warni hec'h-unan.

Mard afec'h dizehan etrezek ar c'hornôg e heuilhfec'h ur c'helc'h anvet ledred. O kregiñ war ar c'heheder e heuilhfec'h ar c'helc'h brasañ.

Sterioù all

Graet e vez « ar C'hornôg » dre vras eus un toullad broioù europat ha Norzhamerikan – eus Aostralia ivez a-wechoù, zoken p'emañ er Su – a zo diorroet mat e-keñver an deknologiezh.
E-pad ar Brezel Yen e vezed kustum da enebiñ ar broioù-se, « ar C'hornôg » neuze, ouzh « ar Reter », da lavaret eo an Unvaniezh soviedel, ar riezoù dindan e veli, ha Republik Pobl Sina, Norzhkorea ha Mongolia.
A-wechoù ez eneber « ar C'hornôg » ouzh « ar Su » ivez, war dachenn an armerzh pergen rak sellet e vez ouzh « ar C'hornôg » evel broioù pinvidik e-tal re ar Su a vefe paour.

Notennoù

  1. Stumm kentañ roet e-barzh Geriadur Vallée, p.520a.
Aberarth

Aberarth zo ur gêr vihan e kornôg Kembre, war aod Bae Ceredigion, etre Aberystwyth hag Aberteifi.

Evel m'en diskouez hec'h anv, emañ Aberarth e genoù ar stêr Arth.

Anavezet eo abaoe mare aloubadegoù an Normaned. Gant ar re-se e voe savet ur c'hastell, Kastell Dineirth, pe Kastell Allt Craig Arth, e-kichen Aberarth. Er XIIvet kantved eo dre ar porzh-se e voe degaset mein eus Bristol da vont da sevel Abati Ystrad Fflur pe Strata Florida, war douaroù roet d'ar venec'h gant Rhys ap Gruffudd, aotrou Deheubarth.

Chanterioù sevel bigi a oa en Aberarth betek kreiz an XIXvet kantved, met aet eo an obererezh-se da get abaoe pell zo bremañ.

Aloubadeg Normandi

Aloubadeg Normandi, pe Oberiadenn Overlord, eo an anv roet d'an aloubadeg a grogas d'ar 6 a viz Even 1944 gant dilestradeg ar 6 a viz Even 1944 pe Oberiadenn Neptune, pa voe taolet war draezhegi Normandi 155 000 soudard, eus an arme stadunanat dreist-holl.

Ma padas un 30 eurvezh an dilestradeg ervat e voe 45 deiz e padas aloubadeg Normandi e Kornôg ar vro, eus ar 5 a viz Mezheven betek ar 27 a viz Gouhere pa c'hellas al lu SUAat toullañ al linennoù alaman en Avranches. E reter Normandi e padas an traoù pelloc'h.

Aod an Olifant

Aod an Olifant (Côte d'Ivoire e galleg, anv ofisiel ar vro) zo ur republik eus kornôg Afrika, hag en-dro dezhi Liberia ha Ginea er c’hornôg, Mali ha Burkina Faso en hanternoz, Ghana er reter, ha pleg-mor Ginea er c’hreisteiz. Yamoussoukro eo ar gêr-benn nevez, met ar gêr-benn gozh, Abidjan, eo ar gêr vrasañ. Unan eus broioù pinvidikañ kornôg Afrika eo Aod an Olifant, nemet ez eo gwastet abaoe un nebeud bloavezhioù gant emgannoù etre kostezennoù disheñvel.

Un drevadenn c’hall e oa gwechall, a-raok dont da vezañ ur Stad dizalc’h e 1960.

An anv gallek Côte d'Ivoire zo bet troet e pep yezh (Ivory Coast e saozneg, Costa de Marfil e spagnoleg, Elfenbeinküste en alamaneg, Costa d'Avorio en italianeg, Aod an Olifant e brezhoneg…). Hogen e 1985 e oa bet goulennet gant gouarnamant ar vro e chomfe an anv Côte d'Ivoire er yezhoù all, hep bezañ troet. Hervez lezenn ez eo Côte d'Ivoire anv ofisiel nemetañ ar vro.

Breizh

Breizh zo ur vro geltiek e kornôg Europa. Ur vroad eo ivez abaoe an IXvet kantved, pa oa unanet gant Nevenoe, he roue kentañ. Bretoned a vez graet eus he fobl.

Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep an arme c'hall en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Emren eo chomet Breizh betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù.

Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit an daou drederenn eus he foblañs.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e kornôg Europa, etre Bro-C'hall hag an inizi breizhveuriat. War un tiriad strategel emañ, etre Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika. Un hin veurvorel he deus, neuze e vez dous ha gleb he goañvioù ha fresk he hañvioù daoust da vezañ tommoc'h gant tommadur an hin en XXIvet kantved.

Calvados (departamant)

Calvados eo an anv a vez graet, abaoe 1790, eus un departamant gall, e Normandi, etre departamant ar Manche, er c'huzh-heol, hag ar stêr Saena, er sav-heol.

Caen eo ar penn-kêr anezhañ.

Dont a rafe an anv eus an anv graet eus reier er-maez da Arromanches-les-Bains.

Eil kantved

D'ar 1añ Genver 101 e krog an Eil kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 200.

Familh yezhoù

An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed a c'hell bezañ rummataet e familhoù-yezhoù hervez ar perzhioù a zo boutin kenetreze. Pa ouzer ervat petra e oa kentyezh an holl yezhoù en ur familh-yezhoù bennaket e vez lavaret ez eus un unded fulogenetikel anezhi. Alies avat n'eus ket ken eus ar gentyezh ha ne c'hell ket bezañ studiet war-eeun. Dre lakaat e pleustr teknikoù dibar anvet an hentenn geñveriañ ijinet gant August Schleicher en XIXvet kantved e c'heller dont a-benn da adkavout mui-pe-vui perzhioù ha frammoù pennañ kentyezhoù aet da get, dre lakaat keñver-ouzh-keñver perzhioù ha frammoù yezhoù ez eus anezho en hevelep kerentiad savet diwar ar gentyezh-se. Isrannet e c'hell bezañ ar familhoù e skourroù.

Graet e vez yezhoù digenvez eus ar re na zeuer ket a-benn da renkañ e-touez familh-yezh ebet.

Goñerri

Goñerri (anv euskarek boas, eus Goñi ha herri) pe Goñibar (traonienn Goñi), pe Goñi pe Valle de Goñi hervez ar stumm spagnolek ofisiel, zo ur gumun e kornôg Nafarroa, en Euskal Herria.

Gwalarn

Ar Gwalarn a zo unan eus roudoù-avel an nadoz-vor, just e-kreiz ar C'hornôg hag an Norzh e tu gin ar Gevred.

Eus ar Gwalarn e c’hwezh an avel alies e Breizh hag e Kornôg Europa.

India

E Su kevandir Azia emañ Republik India, ent-berr India (Bhārat en hindieg). Gant Bangladesh ha Pakistan en em led war iskevandir Indez etre aradennad an Himalaya en Norzh ha Meurvor Indez, hemañ o vezañ a-dal d'hec'h aodoù Kornôg ha Reter. Ar 7vet brasañ bro er bed eo hag an eil pobletañ gant 1 210 193 422 a dud (2011), war-dro 1 miliard 200 milion eta.

Iwerzhon

Ar pennad-mañ a denn da enez Iwerzhon (Éire en iwerzhoneg). Diwar-benn ar riez Iwerzhon pe Éire hec'h anv, sellet ouzh Republik Iwerzhon.Iwerzhon, pe Bro-Iwerzhon e brezhoneg ivez (Éire en iwerzhoneg) eo an trede enezenn vrasañ en Europa. Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel. Republik Iwerzhon (ez ofisiel, Éire pe Ireland), a zo enni pemp c'hwec'hvedenn eus ar gorread (Su, Reter, Kornôg, Gwalarn) hag ar peurrest, er Biz a zo gant Norzhiwerzhon, dindan Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.

Poblañs an enezenn a-bezh a sav da war-dro 5,8 milion a dud : 4,1 milion e Republik Iwerzhon (1,6 milion e tolpad-kêr Dulenn) hag 1,7 milion e Norzhiwerzhon (0,8 milion e tolpad-kêr Belfast).

Maine-et-Loire

Ar Maine-et-Loire zo un departamant, e kornôg Bro-C'hall, abaoe 1790. Savet eo an anv diwar anv div stêr, ar Maine, hag al Liger. Un tammig bihanoc'h eo eget proviñs an Anjev.

Añje (Angers e galleg) eo anv ar pennlec'h anezhañ.

Mendaza

Mendaza zo ur gumun e kornôg Nafarroa, en Euskal Herria, e Merindad Lizarra, en komark Lizarraldea. 67 km zo ac'hano da gêr Iruñea.

Normandi (rannvro)

Normandi zo unan eus rannvroioù melestradurel Bro-C'hall, e hanternoz ar vro.

Kemeret he deus lec'h div rannvro all a oa diagent — Normandi-Izel ha Normandi-Uhel — d'ar 1añ a viz Genver 2016, da-heul ar c'hempenn a zo bet graet d'ar rannvroioù gant ar gouarnamant gall e 2015.E rannvro Normandi emañ ar braz eus Normandi gozh hag un tamm eus kontelezh Perche, ur broviñs kozh eus ar Rouantelezh C'hall a-raok an Dispac'h, pa voe savet an departamantoù.

E Rouen emañ prefeti ar rannvro, met e Caen e vez bodet ar c'huzul-rannvro.

E 2016 eo bet anvet kentañ prezidant rannvro Normandi unvanet, Hervé Morin .

Piedramillera

Piedramillera zo ur gumun eus kornôg Nafarroa, en Euskal Herria.

Portugal

Portugal (brezhoneg: [pɔrty:gal); portugaleg: [puɾtuˈɣaɫ]), ent-ofisiel Republik Portugalat (República Portuguesa [ʁɛ'puβlikɐ puɾtu'ɣezɐ] diouzh doare an IPA e portugaleg, República Pertuesa e mirandeg), a zo ur riez lec'hiet e mervent Europa, el Ledenez iberek, anezhi ar vro a ya ar pellañ e kornôg kevandir Europa. Harzoù he deus gant Spagn war-du an norzh hag ar reter ha riblet eo gant ar Meurvor Atlantel war-du ar su hag ar c'hornôg. Div enezeg he deus ivez er Mor Atlantel : Azorez ha Madeira. Emañ ar vro e-barzh Unaniezh Europa hag AFNA

Dont a ra anv Portugal diwar e anvadur orinel er IXvet kantved, pa raed eus ar c'hentañ kontelezh en hanternoz Terra Portucalensis, da lavaret eo douar Portus Cale, diwar anv div gêr e beg ar stêr Douro, gant Portus (Porto a-vremañ) war he glann zehoù, ha Cale (Vila Nova de Gaia a-vremañ) war he glann gleiz.

E-kerzh ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved, gant hec'h impalaeriezh hollek, e oa unan eus galloudoù armerzhel, politikel ha sevenadurel pennañ er bed. Portugal a zo anezhi ur vro diorroet, ezel eus Unaniezh Europa (abaoe 1986) hag eus ar Broadoù Unanet (abaoe 1955); kement hag un ezel diazezer eus Takad an Euro, an AEKD, an AFNA, hag ar CPLP (Comunidade dos Países de Língua Portuguesa — Kumuniezh ar Broioù Portugalek).

Proviñs Kornôg-Flandrez

Proviñs Kornôg-Flandrez a zo unan eus proviñsoù Belgia, e kornôg Flandrez.

Santsol

Santsol (pe Sansol hervez ar spagnoleg ofisiel) zo ur gumun e kornôg Nafarroa, en Euskal Herria.

Torralba del Río

Torralba del Río zo ur gumun e kornôg Nafarroa, en Euskal Herria.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.