Kanenn ar C'hanennoù

Kanenn ar C'hanennoù a zo ul levr eus ar Bibl hag an Tanac'h war-lerc'h hini Rout hag hini ar Prezeger (pe Kohelet pe Eklesiastes).

Setu ar pezh a gaver e troidigezh An Tour-Tan (Levrenn 4, 1984, pp267-268) a zivout an oberenn-se :

"Pe dalvoudegezh en deus ar skrid-mañ : un oberenn a lennegezh voutin, pe un destenn a varzhoniezh kevrinus, ur skridenn relijiel pe get ? Ar vurutellerion n'int a-unvan. Evit darn anezho, n'eus amañ nemet kanaouennoù-eured, barzhonegoù a garantez[...]

Hep na vefent liammet strizh kenetrezo, ez eus koulskoude ur pennvenoz oc'h ober o unanded : diskouez a reont karantez ar priedoù yaouank, o levenez da vevañ unanet korf hag ene, o boem pa 'n em gavont an eil gant egile, bervder ar garantez a entan o boud a-bezh, nerzh al liamm a genstag an eil ouzh egile hag a zo ken kreñv hag ar marv. Daoust hag o kanañ karantez ar priedoù, n'eo ket ivez ur meulgan d'o C'hrouer en deus fellet d'ar barzhonegour sevel ? [...]

E-pad milvedoù, n'o deus gwelet ar Yuzevion er Ganenn-mañ netra estreget diskuliadur ar c'hevrin m'eo karantez an Aotroù e-keñver e bobl[...]

Ar Gristenion, war o lerc'h, hag abaoe ar penn kentañ, o deus gwelet ivez er Ganenn, en tu-hont da daolennadur ar garantez priedel, ur skeudenn varzhoniel eus eured kevrinus ar C'hrist hag e Iliz..."

Ar Skridoù (Bibl)

En Tanac'h – ar Bibl hebraek, a zo Bibl Yuzevien Palestina – e kaver dindan anv Ar Skridoù un toullad levrioù a vez renket e meur a rummad er Bibl katolik.

Bibl

Ar Bibl zo un hollad skridoù a zo sakr d'ar relijionoù yuzev ha kristen.

Kemmañ avat a ra kanon ar Bibl hervez ar relijionoù : darn ne zegemeront ket lod levrioù en o c'hanon, pe a laka al levrioù en un urzh all, a rann lod levrioù pe a ouzhpenn levrioù. Er Bibloù kristen ez eus etre 66 levr — evit ar c'hanon protestant — ha 81 levr — evit ar c'hanon ortodoks etiopian. Met an holl anezho a vod an Testamant Kozh, da lavaret eo ar Bibl hebraek, hag an Testamant Nevez.

Kalz a studiadennoù a gaver diwar-benn ar Bibl peogwir eo diazez ar Yuzevegezh da gentañ, hag ar Gristeniezh da c'houde. Er Bibl ivez emañ gwrizioù an Islam.

An Aeled da skouer a c'heller studiañ ennañ.

Daniel Sanders

Daniel Sanders (12 a viz Du 1819, Strelitz - 11 a viz Meurzh 1897, Strelitz) a oa ur yezhoniour, geriadurour, barzh ha troer alamanek.

Eus ur familh Yuzevien e oa Sanders ha mont a reas d'ur skol yuzev a-raok mont d'ar Gymnasium Carolinum e Neustrelitz. Goude-se ez eas da skolioù-meur Berlin ha Halle da studiañ yezhoù, matematik hag ober un doktorelezh prederouriezh. Eus 1842 da 1852 e oa mestr-skol en e skol gozh en Altstrelitz.

E 1852 en em lakaas Sanders da studiañ a-zevri geriadur alamaneg ar baotred Grimm, Deutsches Wörterbuch. Diwar e labour e embannas ur geriadur savet gantañ, anvet Wörterbuch der Deutschen Sprache, moullet e meur a levrenn eus 1859 da 1865. Goude-se e embannas ivez e Ergänzungswörterbuch der Deutschen Sprache (1878–1885). Gantañ ivez e voe savet Fremdwörterbuch (1871), Wörterbuch der Hauptschwierigkeiten in der Deutschen Sprache (1872), Wörterbuch der deutschen Synonymen (1872) ha Lehrbuch der Deutschen Sprache für Schulen in 3 Stufen (1888). Displegañ a reas e soñjoù war an alamaneg e-barzh Katechismus der Deutschen Orthographie (1856) ha kemer a reas perzh er c'hendiviz war doare-skrivañ an alamaneg e Berlin e 1876.

Treiñ a reas ivez Kanenn ar C'hanennoù en alamaneg (1866) ha sevel a reas barzhonegoù, embannet dindan an titl Heitere Kinderwelt (1868). E 1887 e savas ar Zeitschrift für die Deutsche Sprache, a voe renet gantañ betek e varv en Altstrelitz e 1897.

Erotegezh

An erotegezh, eus an henc'hresianeg Ἔρως, "c'hoant revel", "karantez revel", zo ur ger kemplezhek e dalvoudegezh en darn vuiañ eus ar yezhoù (Daveoù a vank) .

En henc'hresianeg e rae dave da Eros hag ez arouezie ar garantez virvidik kejet gant ar c'hoant revel.

Gwir e chom kement-se c'hoazh hiziv an deiz, gant un arster a gas d'ar vlizoni, d'ar revelezh ha d'an dedenn etre an dud.

An anv-gwan erotek a implijer evit doareañ kement plegenn pe zarvoudenn a vroud ar c'hoant revel en un den.

Daou du zo (Daveoù a vank) d'an erotegezh er yezhoù a-vremañ :

un damveneg her pe heroc'h, dre neuz, dre gomz pe dre skrid, eus an ezhomm a etrewered kevredigezhel diazezet war ar garantez revel – a gaver el lennegezh, romantoù ha barzhonegoù, en arzoù livadurel klasel, e gizioù an dilhad hag all ;

ar meneg splann eus an darempredoù revel, a zo graet evit talvezout da rakc'hoari anezho – ar bornografiezh eo.Diaes-bras e vez bepred tresañ ur vevenn etre an daou du-se, a zo daou benn ur skeul hir ha didroc'h. Liveoù an erotegezh hag an divezhouriezh a liammer outi a ra an diforc'h etre ar buritaniezh hag an disolited a zo daou benn an hevelep skeul, hir ha didroc'h eta.

Petra bennak ma 'z aroueziont daou geal disheñvel ez eo liammet start an termenoù « erotegezh » ha « blizoni » an eil ouzh egile, rak pep hini anezho a ra dave d'an desachañ tud all. Heroc'h eget ar vlizoni eo an erotegezh avat, pa 'z eus un temz-spered eus ar vlizoni hag un emzalc'h eus an erotegezh, a embann he blizoni dre arouezioù atizus hewel (dilhad, noazhder), sonus (komzoù, trouzioù) pe oberiant (dremmvezioù, emstummoù, stokoù).

Kreñv pe greñvoc'h e c'hall an erotegezh bezañ, hervez an derez a nesder a zo etre an dud ha nerzh ar c'hoant revel a zo en unan anezho da nebeutañ. Erotegezh a c'hoarvez a-wechoù etre daou zen a eskemm ur selladenn hir ha don en ur dremen en engroez, erotegezh zo ivez pa gav un den o tistreiñ d'ar gêr ur pried darev da garanteziñ.

Sevenadurel kentoc'h eget enganet eo an erotegezh, ne c'haller ket he c'hrennañ d'an darempredoù revel stricto sensu.

Ledan-kenañ ha kemplezhek-kenañ eo skalfad an erotegezh, koulz war an dachenn gevredigezhel (eus al lesaat d'ar c'houblañ) ha war an dachenn brevez (ar rakc'hoarioù revel) ; boas eo mab-den da c'hoari war ar skeulenn didroc'h-se koulskoude, na c'haller ket rannañ strizh hervez an heuliad chalvant > temzet > erotek > hudur > lous > pornografek.

Henne

An henne a zo ur wezennig eus ar c'herentiad Lythraceae, ha Lawsonia inermis eo hec'h anv skiantel. He delioù a ro livioù: ruz ha melen, a implijer evit ar gwiadoù ha war ar c'horf. Tennet e vez eus he bleunioù bihan c'hwezh-vat priziet mat. Kreskiñ a ra an henne dindan an trovanoù en Afrika, su ha reter Azia.

Keinvanoù

Levr ar C'heinvanoù (Kv) lakaet er Bibl katolik e-touez al levrioù profedel, a vez e Bibl hebraek etre Levr ar Prezeger hag hini Ester. Unan eus ar Rolladoù (Rout, Kanenn ar C'hanennoù, Prezeger, Keinvanoù hag Ester) eo. Testennoù a ver lennet gant ar Yuzevien da geñver ar yun bras e-koun an darvoudoù c'hoarvezet e 587 kent JK pa voe distrujet Jeruzalem hag an Templ gant arme Nabuc'hodonosor.En em c'houlenn a ra an oberour penaos en deus an Aotroù aotreet ur gwallzarvoud ken mantrus, ha lezel a ra e galon da zisplegañ a-hed ar barzhonegoù e c'hwervoni hag e glemmoù." A-dreuz an hirvoudoù e teu ar skrivagner en anv ar bobl a-bezh da anzav ar pec'hedoù o deus degaset warno konnar ha kastiz, ha setu an emszistro d'an Aotroù, mestr an istor, o tigeriñ dirazo, dre ur geuzidigezh wirion hag ivez ur fiziañs didrec'hus, engortoz da eur an drugarez hag ar pardon, mare ar frealzidigezh hag ar silvidigezh."Lakaet eo bet ar C'heinvanoù war gont Yirmia N'heller ket bezañ sur. Soñjal a ra an dezvarnourien ez eo bet skrivet an oberenn nepell diouzh mare ha diouzh lec'h an drouziwezh.

Ketouvim

Ketouvim (כתובים,) pe Ar Skridoù, a zo trede lodenn an Tanac'h.

Enni e kaver :

Levr ar Salmoù

Levr Job

Levr ar C'hrennlavarioù

Levr Rout

Kanenn ar C'hanennoù

Kohelet (Ar Prezeger)

Levr ar C'heinvanoù

Levr Ester

Levr Daniel

Ezra ha Nehemia

Levrioù an Danevelloù

Menez Karmel

Menez Karmel, pe Menez Karmez, zo un aradennad veneziek en arvor Israel dirak ar Mor Kreizdouar.

Yezh ar bleunioù

Yezh ar bleunioù(Daveoù a vank) a reer eus un doare da gas kemennadennoù kuzh dre aozañ bokedoù bleunioù.

A-viskoazh ez eus bet graet gant bleunioù evit ezteurel fromoù : bleunioù zo bet kavet e bezioù Homo neanderthalensis e Shalidar (Kurdistan.. Helavar e oa ar bleunioù en Henc'hres ha Henroma ; peuzkollet eo bet ar yezh-se, met diwar ar pezh a chome anezhi ez eo bet roet ul lañs nevez da yezh ar bleunioù en Europa ar Grennamzer a-drugarez d'ar varc'hegiezh.

Er Bibl, e Kanenn ar C'hanennoù, e kaver bleunioù arouezius.

E broioù ar Reter-Nesañ e teuas ar yezh da vezañ kemplezhek-kenañ, dre ma veze roet d'ar bleunioù anvioù arabek pe durkek a genglote gant ar gerioù lec'hiel gwirion a zouge ster ar c'hemennadennoù. Kemm-digemm e oa yezh ar bleunioù hervez ar sevenadurioù, ne c'halle ket ur Bersianez kompren ur boked a oa bet aozet evit ur Sirianez.

Er broioù europat avat ez eus sterioù boutin d'ar vleunienn-mañ-bleunienn a-dreuz klouedoù ar yezhoù. William Shakespeare, en e bezh-c'hoari The Tragical History of Hamlet, Prince of Denmark, a zispleg sterioù arouezius lod bleunioù.

Berzh a reas yezh ar bleunioù en XIXvet kantved e Bro-Saoz da vare ar rouanez Victoria (ren : 1837-1901) ha pelloc'h e Stadoù-Unanet Amerika, pa veze arabat ezteurel santadoù a garantez e kevredigezh strizh-kenañ ar mare-se.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.