Inizi Ryūkyū

Inizi Ryūkyū (南西諸島 Ryūkyū rettō), anvet ivez Inizi Nansei (南西諸島 Nansei-shotō, ar pezh a dalv "inizi ar mervent") a zo un aradennad enezennoù e kornaoueg ar Meurvor Habask, war bevenn Mor Sina ar Reter, etre Enez-Kyushu ha Taiwan. Perc'hennet eo an inizi-se gant Japan. Rannet eo an enezeg-se e daou evit a sell ar velestradurezh: ar re en norzh a zo staget ouzh Kyushu, ha Ryūkyū-shotō er su. Okinawa eo an enezenn vrasañ. Komzet e vez yezhoù ryoukyouek eno.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.
Location of the Ryukyu Islands
Lec'hiadur Inizi Ryukyu.
Alc'hweder sant Pêr

An alc'hweder sant Pêr (liester : alc'hwedered sant Pêr), pe alc'hweder-sant-Pêr, a zo ur spesad golvaneged bihan, brudet evit e gan, Alauda arvensis an anv skiantel anezhañ.

Hypsipetes amaurotis

Hypsipetes amaurotis a zo ur spesad bulbuled eus ar c'herentiad Pycnonotidae.

Kegin Lidth

Ar gegin Lidth(Daveoù a vank) a zo ur spesad golvaneged, Garrulus lidthi an anv skiantel anezhañ.

Dougen a ra anv an evnoniour izelvroat Theodoor Gerard van Lidth de Jeude (1788-1863).

Larvivora komadori

Larvivora komadori (Erithacus komadori kent) a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad ar Muscicapidae.

Anvet e voe Sylvia komadori da gentañ-penn (e 1835) gant al loenoniour izelvroat Coenraad Jacob Temminck (1778-1858).

Rallina eurizonoides

Rallina eurizonoides a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Rallidae.

Anvet e voe Gallinula eurizonoïdes (kentanv) da gentañ-penn (e 1845) gant an evnoniour gall Frédéric de Lafresnaye (1783-1861).

Sittiparus varius

Sittiparus varius a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Paridae.

Anvet e voe Parus varius (kentanv) da gentañ-penn (e 1845) gant an daou evnoniour izelvroat Coenraad Jacob Temminck (1778-1858) hag alaman Hermann Schlegel (1804-1884).

Skravig Dougall

Ar skravig Dougall (liester : skraviged Dougall) a zo ur spesad evned-mor, Sterna dougallii an anv skiantel anezhañ.

Dougen a ra anv ar mezeg hag an naturour amatour skosat Peter McDougall (1777-1814).

Speg kein gwenn

Ar speg kein gwenn (liester : speged kein gwenn) (pe speg brizh kein gwenn) a zo ur spesad evned eus iskerentiad ar speged, Dendrocopos leucotos an anv skiantel anezhañ.

Anvet e voe Picus leucotos (kentanv) da gentañ-penn (e 1802) gant al loenoniour alaman Johann Matthäus Bechstein (1757-1822).

Spilornis cheela

Spilornis cheela a zo ur spesad evned-preizh eus ar c'herentiad Accipitridae.

Anvet e voe Falco Cheela (kentanv) da gentañ-penn (e 1790) gant an evnoniour saoz John Latham (1740-1837).

Terpsiphone atrocaudata

Terpsiphone atrocaudata a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Monarchidae.

Anvet e voe Muscipeta atrocaudata (kentanv) da gentañ-penn (e 1839) gant an naturour saoz Thomas Campbell Eyton (1809-1880).

Treron formosae

Treron formosae a zo ur spesad evned eus kerentiad ar c'hColumbidae.

Yungipicus kizuki

Yungipicus kizuki (Picoides kizuki kent) a zo ur spesad evned eus ar c'herentiad Picidae.

Anvet e voe Picus kizuki (kentanv) da gentañ-penn (e 1836) gant an evnoniour izelvroat Coenraad Jacob Temminck (1778-1858).

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.