Impalaeriezh roman

Gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin: Imperium Rōmānum, gresianeg krennamzerel: Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων, italianianeg: Impero romano) e roer da intent daou dra war un dro :

Roman Empire Trajan 117AD
An impalaeriezh Roman en e barr pa oa marvet Trajan e 117 kent Jezuz-krist
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Renad an Impalaeriezh roman

Staliet eo bet ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), hemañ gourniz hag advab Kezar, goude brezelioù diabarzh c'hoarvezet e diwezh ar Republik roman. Peurvuiañ e roer evel e deroù ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist pa oa roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ. Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel ar saviad ma oa ar riez dindanañ adalek Emgann Actium (31 kent Jezuz-Krist) pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh diwar mare diktatouriezh Kaezar.

Biskoazh n'eo bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o doa ar Romaned ma vije renet ur cheñchamant e-enep d'an henvoazioù hag a-enep da youl an doueoù marteze. Hervez an istor ofisiel diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps e oa e ditl boutinañ ha ne oa nemet hini ar senedour en doa droad evit komz e penn kentañ an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa sonje ar Romaned e oa ar pep kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet spis outañ.
Evit abeg aon ar cheñchamant e veze kustum ivez e mareoù kentañ reiñ d'ar princeps an titl a goñsul, uhelañ magistraderezh ar Republik.

Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv Kezar a-raok e anv-familh dezhañ ha diwar ar skouer-mañ eo bet graet ar memes tra gant an impalaerien all. Un titl eo deuet da vezañ, kevatal da impalaer hag e kaver Tsar, pe Ksar, evel anv a enor roet d'an impalaer rusian, bulgar ha serb, ha Kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.

Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps hag en o zouez hini Imperator. Roet e veze en a-raok d'ar jeneral trec'hour gant e soudarded. Diouzh ar ger-se e teu impalaer.

Istor

An impalaeriezh Roman a oa bet ar stad galloudusañ a-fed ekonomiezh, sevenadur, politikerezh ha milourel eus e vare. Chomet eo unan ar brashañ impalaeriezh a zo bet a viskoaz. En e barr dindan ren an impalaer Trajan, e oa ledet war 5 milion kilometrad karrez. En e dalc'h e oa e-tro 70 milion anneziad, 21% eus poblañs ar bed er mare-se. Dre m'en doa padet pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, krouadennoù, tisaverezh, prederouriezh, lezennoù ha stummoù gouarnamant evit diskennidi an impalaeriehz ur wech aet da get. E-pad mare krennamzerel Europa, e voe klasket adsevel impalaeriezhioù d'an impalaeriezh roman. E-touez anezho Impalaeriezh Roman, ur Stad kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ an europeiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet a-ziwar, ar sevenadurezh gresian-Roman ha yuezev-kristen a voe ledet dre ar bed o krouiñ diazez ar bed a-vremañ.

Gwelet ivez

Barv

Ar barv a vez graet eus ar blev ouzh dremmoù an dud, ouzh an divjod, hag ouzh an elgezh (pe ar groñj).

Ar re dindan ar fri a vez graet mourroù, pe moustachoù anezhe. Re an divjod a vez graet minvlev anezhe.

Ur barveg zo ur paotr barvek, ur varvegez ur plac'h varvek.

Un den n'en deus ket blev ouzh e zremm zo blouc'h.

Franked

Ar Franked a oa unan eus ar pobloù german hag a oa o vevañ er c’hentañ kantved e traoñienn ar Roen. En trede kantved ez ejont war-zu ar c’hornôg, o ober o annez e norzh Galia, a oa neuze ul lodenn eus an Impalaeriezh roman. Pa’z eas an Impalaeriezh d’an traoñ ez ejont pelloc’h c’hoazh, hag aloubiñ un darn vat eus Galia, betek Arvorig hag ar Pireneoù.

Ar roud kentañ eus anv ar bobl-se a gaver e 250, e skridoù latin a gomz eus ar Francii. Dont a ra an anv-se eus ur wrizienn c’hermanek a dalvez kement ha (tud) dishual, digabestr. Ar wrizienn frank a adkaver en anv Frañs, en anvioù ar rannyezhoù frankek pe frankonek, en anv Franken zo ur rannvro eus Alamagn,hag er brezhoneg frank.

Ur yezh indezeuropek eus ar skourr germanek, ar frankeg, a veze komzet ganto. Da get ez eas e Galia, tra ma chomas bev dindan stumm ar yezhoù pe ar rannyezhoù komzet en Izelvroioù, e Flandrez hag en Alamagn.

Gant an armoù e oa bet savet o rouantelezh. Barrek e oant war an armoù ha brudet e oant evit an implij a raent eus bouc’hili ha goafioù en emgannoù. Bras e oa galloud ar vrezelourien, hag ar bec’h a veze etrezo a oa ur skoilh, alies, d’ar c’henwerzh ha d’al labourioù all.

Henc'hres

Plediñ a ra ar pennad-mañ gant "Gres" da vare an Henamzer. Evit ar vro a-vremañ, gwelet Gres.Henc'hres pe Hellaz kozh a vez graet eus an Henamzer er bed gresian. Rannañ a c'haller ar prantad-se e meur a lodenn:

Marevezh mikenean,

Marevezh teñval,

Marevezh arkaek,

marevezh klasel

Prantad hellenek.Kent ar marevezh mikenean emañ ivez sevenadur ar C'hikladoù hag ar sevenadur minoean daoust ma n'o lakaer ket peurliesañ e-barzh prantad an Henc'hres.

Henroma

Henroma a vez graet eus ar marevezh istorel ma tiorroas ar sevenadurezh roman, en Henamzer Europa, adalek he geneliezh, savidigezh, betek he diskar. Komzet e vez ivez eus an Henamzer roman pe eus Roma an Henamzer. Kroget dre genstrollañ un nebeud kêriadennoù en ur bastell-vro vihan e-kreiz Italia eo deuet a-benn tamm-ha-tamm ar vourc'hig uvel da vezañ mestr war ar bed kreizdouarel penn-da-benn e deroù ar marevezh kristen betek dibenn an Henamzer dre sevel un impalaeriezh galloudus-kenañ a renas war an darn-vrasañ eus Europa [1] ar C'hornôg ha lodennoù eus Afrika ha kornôg Azia etre 50 ha 476. Henroma a vez implijet evit daveiñ d'an impalaeriezh a oa Kêr Roma he c'hêr-benn eta.

Dindan levezon ar sevenadur henc'hresian en deus lakaet Roma mennozhioù ha teknikoù d'o barr ken e lavarer eus ar sevenadur gresian-ha-roman eo bet mammenn bennañ diorroadur speredel Europa eus ar Grennamzer betek hiziv. Betek kreiz an XXvet kantved eo bet ar studioù gresian-ha-roman diazez deskadurezh ar vegenn en Europa.

Ne vo kavet amañ nemet un diverrañ eus istor Roma. Displeget eo dre ar munud e pennadoù all klokoc'h. Evit lenn muioc'h, implijit al liammoù hag ar rummadoù.

IIIe kantved

D'ar 1añ Genver 201 e krog an IIIde kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 300.

Iliz katolik roman

An Iliz katolik eo an iliz kristen vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe feizourien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant Jezuz-Krist. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an Ilizoù ortodoks hag ar Brotestanted. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.An Iliz katolik a zo bleniet gant ur pab, eskob Roma, warlerc'hiad an abostol Pêr. Benead XVI eo ar Pab abaoe 2005. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e kenunaniezh gant eskob Roma").

Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar gloer "ordrenet" (latin ordinatus = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, beleien, diagoned. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al leaned.

Er bed e kaver 2 755 sez eskopti (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.

Impalaeriezh roman ar C'hornôg

Impalaeriezh roman ar C'hornôg pe Imperium Romanum (Pars Occidentalis) a oa lodenn gornôgel an impalaeriezh roman ur wech kensturiet. E 285 e tivizas an impalaer Diokletian fiziout lodenn kornôg an impalaeriezh roman da vMaksimian. En em staliañ a reas Diokletian e Nikomedia e proviñs ar Pontos (Turkia hiziv) ha an eil Aogust e Trier (Augusta Treve rorum) nepell diouzh ar Roen, harz an impalaeriezh. E 293, an daouveli pe diarkia (gresianeg : dyarchia) a yeas da vezañ ur pevarbeli pe d/tetrarkia (eus ar gresianeg tetrarchia) pa oe harpet Maksimian gant daou gKezar Konstañz Klor (Constantius Chloros) ha Diokletian gant Galerus. Roet e veze da Diokletian an anv-gwan doareañ Jovius (entitlet gant Yaou) pa veze meneget Maximianus evel Herculius (entitlet gant Herkulius), hemañ hanter-doue izeloc'h eget an doue-tad.

Kendelc'her a reas ar pevarveli gant ar remziadoù a-heul. E 305 e tilezas Diokletian ha Maximianus ar galloud impalaerel ha Koñstanz Klor ha Galer a oe kurunnennet evel Aogustoù. Maksimian Iañ a yeas da gKezar, eiler ar c'hentañ, ha Flavius Valerius Severus da eiler an eil. Miret e oe sistem an ar pavarbeli betek 394 pa chom a reas Lucius Septimus Severus an impalaer nemetañ e-pad 4 miz just a-raok e varv. Ur wech c'hoazh e tivizas ma oe lodennet an impalaeriezh etre daou benn, e vibien, Arkadius evel impalaer evit ar Reter hag Honorius, impalaer evit ar C'hornôg.

Koulskoude n'eo ket bet anavezet an troc'h ez-ofisiel betek kreiz ar c'hantved goude. N'eus kazi an impalaer diwezhañ, Romulus Augustulus (skarzhet kuit e 476) a zo bet anvet impalaer roman ar C'hornôg. Justinianus Iañ, impalaer roman ar Reter a adkemeras lodennoù a-bouez eus ar bet-impalaeriezh aloubet gant ar Vandaled hag ar Goted. Adkemeret e oe Norzhafrika e 533 hag an Italia etre 535 ha 552. Er mare-se e chome al latin yezh ofisiel impalaeriezh ar Reter hag e veze skrivet er yezh-mañ an testennoù lezennel evel ar Codex justinianus, pa ne gomze ar bobl nemet ar gresianeg ha yezhoù reteriat all.

Impalaeriezh roman ar Reter

Impalaeriezh roman ar Reter zo un anv istoriografek roet da lodenn reter an Impalaeriezh roman en Henamzer diwezhañ hag er Grennamzer, al lodenn nemeti chomet en he sav adalek 476. Impalaeriezh Bizantion eo an anv a vez graet anezhi peurliesañ goude labour an istorour Hieronymus Wolf e 1557. Anv ofisiel an Impalaeriezh a oa Βασιλεία Ῥωμαίων (Basileia Rômaiôn), Imperium romanum e latin. Kergustentin a oa he c'hêrbenn, anv roet gant an impalaer Kustentin Iañ, e 330, da gêr Bizantion.

Ur c’hemm a vez lakaet gant an istorourien etre an Impalaeriezh roman klasel hag hini ar Grennamzer hag abalamour da se e vez kaoz eus Impalaeriezh Bizantion peurvuiañ. Graet e vez e-giz-se anezhi rak an troc’h a weler etre an Impalaeriezh roman klasel, latin he yezh, diazezet war Roma padal eo diazezet he darn reter war ur sevenadur gresian a voe an darn nemetañ goude 476. Evito o-unan ne oa evit ar Vizantiniz troc’h ebet etre an daou brantad-se, hini an Henamzer hag hini ar Grennamzer, ha betek ar fin e raent Romaned anezho o-unan, annezidi Βασιλεία Ῥωμαίων (Basileia Rômaiôn).

Fin Impalaeriezh roman a zeuas e 1453 pa voe tapet Kergustentin gant an Otomaned, met diaesoc’h eo kavet ur penn-kentañ d’an Impalaeriezh Bizantion. Lod a ginnig 330 pa voe savet Kergustentin ha lakaet anezhi da gêrbenn an Impalaeriezh, kroget e memes tro kristeneladur ar bed roman, lod all a ginnig 395 pa voe rannet an Impalaeriezh roman etre mibien Theodosius Iañ, ha krouet Impalaeriezh roman ar Reter. Evit ul lodenn all e teu ar c’hemm etre ren Justinian Iañ, bet Impalaer etre 527 ha 565, an hini diwezhañ en doa klasket adtapet tachennoù kornôg an Impalaeriezh, ha ren Hieraklius, a gollas proviñsoù Egipt, Palestina, Afrika ha Siria hag a lakaas ar gresianeg da vezañ yezh an Impalaeriezh.

E-pad an amzer ma voe anezhi e voe an Impalaeriezh galloud pennañ mor Kreizdouarel ar Reter, e-keñver armerzh, sevenadur hag arme. An tachennoù perc’hennet ganti a zo bet kemmet kalz e-kerzh an amzer. Dindan beli Justinian Iañ e voe tizhet harzoù pellañ an Impalaeriezh abaoe ar Vvet kantved, met kollet e voe un darn bras eus an tachennoù-se mui tachennoù Egipt, Palestina ha Siria ouzh an Arabed, hag aloubet ar menezioù Balkan ha darnoù eus Gresia gant ar Slaved. Gant ar Vakedonianed (Xvet - XIvet kantved) e voe adtapet tachennoù zo e-pad un Azginivelezh a echuas gant aloubadeg an Durked en Anatolia (emgann Mantzikert e 1071) hag amzer ar C'hroaziadegoù, pa voe tapet Kergustentin gant ar Pevare Kroaziadeg e 1204 a wanaas da vat an Impalaeriezh, unan eus stadoù bihan ar rannvro, betek kouezhañ dindan beli an Otomaned.

Ur galloud kristen eo Impalaeriezh roman ar Reter, met war zisheñvelaat ez a an daou zarn eus ar Gristeniezh dre abegoù politikel, sevenadurel ha relijiel. Kavell ar Gristeniezh reizh-kredour eo Impalaeriezh Bizantion.

Impalaeriezh santel roman german

An Impalaeriezh santel roman german a zo bet un tolpadur politikel, enni stadoù a bep seurt, bras ha bihan, e Kornôgeuropa hag e Kreizeuropa, adalek ar Grennamzer, e 962, betek 1806 pa voe diskaret gant Napoleone Buonaparte. Padout a reas tost da 900 vloaz eta.

Da vare he distruj e oa enni an darn vrasañ eus Alamagn, Tchekia, Aostria, Liechtenstein, Slovenia, Belgia, Luksembourg, un tamm mat eus Polonia hag un darn eus an Izelvroioù, ha darnoù eus Bro-C'hall, Italia, Suis.

Graet e veze eus an impalaer en Europa « Impalaer roman-alaman » (en alamaneg : römisch-deutscher Kaiser).

Kemm zo bet e gorread an Impalaeriezh santel a-hed ar bloavezhioù , en-dro da Alamagn ha da Aostria a vremañ, ha pellamzer eo bet Frankia ar Reter ha Norzhitalia enni.

Istanbul

Brasañ kêr Turkia eo Istanbul (İstanbul e turkeg, ha Κωνσταντινούπολις e gresianeg a-vremañ), ha, goude bezañ bet ar gêr-benn bolitikel eus an impalaeriezh otoman e-doug pemp kantved, ar gêr-benn armerzhel eo hep mar pa'z eus 13.9 milion a annezidi en he zolpad-kêrioù, hag unan eus kêrioù brasañ ar bed. Ur c'hroashent staliet war zaou ribl strizh-mor ar Bosfor eo, eus ar re treizhet pa weler ur gourhent o vont eus Reter Europa da Su Azia hag un hent-houarn ivez, an daou o vont a-us un tremen war vor gant miliadoù a listri-samm (meur a eoulestr en o zouez) o kas-digas marc'hadourezhioù etre broioù ar Mor du ha broioù ar Mor Kreizdouar ha pelloc'h c'hoazh. Eus ar galleg o trevezañ ar gresianeg εἰς τὴν Πόλι(ν), Eis tin Poli(n), = e tu ar gêr) e teufe anv Istanbul (azazaet d'an turkeg), un anv dibabet gant an impalaer otoman trec'hour, Mehmet II pa aloubas Kergustentin e 1453. Lod a lavar e teufe an anv eus Konstantinopoulis berraet. Koulskoude e veze graet gant Stamboul/Istanbul nemet evit ar gêr gozh. E 1930 e voe astennet an anv d'an tolpad-kêrioù.

Itinerarium Antonini

An Itinerarium Antonini Augusti, da lavarout eo "levr-beaj Antoninus", zo un itinerarium brudet, anezhañ ur roll eus an arsavlec'hioù ha hedoù etrezo a-hed meur a hent en Impalaeriezh roman.

M.N Bouillet : Dindan anv Antonin ez eus ul labour Itinerarum provinciarum (embannet gant G. Torin, e-ti Etienne, 1512; gant Wessling, Amsterdam, 1735; Parthey, Berlin, 1848), presius evit hendouaroniezh. N'eo ket sur hag eo labour an impalaer e-unan : sur a-walc'h eo bet savet diwar e urzh.

Kappadokia

Kappadokia, Καππαδοκία e gresianeg, pe Cappadocia e latin, Kapadokya e turkeg, a zo ur vro istorel eus Anatolia. Goude bezañ bet ur rouantelezh e teuas da vezañ ur broviñs en Impalaeriezh roman hag a zo hiziv e-kreiz Anatolia, e Turki, rannet etre proviñsoù

Kayseri, Aksaray, Niğde ha Nevşehir.

Kergustentin

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kergustentin, pe Konstantinopolis, pe Constantinopolis ( Κωνσταντινούπολις e gregach, Constantinopolis e latin, Istanbul e turkeg)), a zo bet diazezet e deroù an IIIvet kantved gant an impalaer roman Constantinus Iañ, pe Kustentin, evit krouiñ un eil kêrbenn d'an Impalaeriezh roman, ur Roma nevez dibabet da anv nevez ar gêr gozh Bizantion, met chomet eo an eil anv en enor da Gustentin, Constantinopolis (gresianeg : Κωνσταντινούπολις).

Dre urzh Kustentin eo bet adsavet hag adkempennet dindan un nebeud bloavezioù, kaset di kinkladurioù pinvidikañ an impalaeriezh. Lidet e voe an digoridigezh d'an 11 a viz Mae 330. Bravoc'h ha brasoc'h eget Roma e oa deuet da vezañ dre ma kreske pinvidigezh Impalaeriezh roman ar Reter a oa bet savet pa oa bet divizet gant Teodosius Iañ ma vije e zaou vab o ren war bep a hanterenn eus an impalaeriezh roman a oa erru re vras evit bezañ meret en un doare efedus gant ur renerezh kreizennet en ul lec'h hepken. Kêrbenn ar bed gresianek e oa ivez hag ur greizenn kenwerzh, an hini pouezusañ er bed anavezet e-pad kantvedoù. Deuet eo da vezañ Istanbul, kêrbenn gozh ha kêr vrasañ Turkia.

Annezidi Kergustentin a zo anvet ar Gergustentinidi, met graet e vez ar Vizañtiz eus outo peurvuiañ.

Krennamzer

Ur prantad eus istor Europa eo ar Grennamzer. Hervez boaz an istorourien e krog gant diwezh an Impalaeriezh roman e 476 (digarget e voe Romulus Augustulus, impalaer roman diwezhañ, gant ar Vandaled) hag ec'h echu e 1492 (kavadenn Amerika gant Kristol Goulm (Christoforo Colombo).

Ar barzh italian Francesco Petrarca (1304-1374) eo an hini kentañ en deus meneget ur medium aevum. Evitañ hag evit an denelourien e oa ar prantad diaraok hini ar sevenadur gotek, da lavaret eo ur sevenadur na brizie ket kenedelezh an Henamzer. Ul lavarenn disprizañ e oa hag eo chomet e-pad pell.

Proviñs

Ar proviñsoù zo rannoù melestradurel ur vro, pe ur stad. Graet e vez gant an anv-se e meur a vro abaoe amzer an impalaeriezh roman.

"Provincia" zo ur ger latin hag a dalv kement ha "bro trec'het".

Eus ar ger-se e teu an anv Provañs.

Roll an impalaerien roman

Kinniget eo amañ roll an impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg, gant deiziadoù ren pep hini anezho.

Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).

Soñjal a rae an dud e oa kar an holl impalaerien da Gaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar ; gwir eo e oa an impalaerien gentañ eus familh Kaezar.

Roma

Roma (italianeg Roma), pe Rom, eo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tevere, dindan 22 km eus ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Kêr war ar seizh menez (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinal ha Viminal) pe ar Gêr beurbadus. Eno emañ ar Sez santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div stad eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez.

Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz mojennel an diazez a vije bet -753, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». Diwar an arkeologiezh eo bet kavet e vije bet un unvanadur etre un nebeud kêriadennoù er mare-se. Aze eo bet ganet sez ur galloud divent en deus ledanaet e astenn war an darn-vuiañ eus Europa etre war-dro - 200 ha 476. Sellet ouzh Henroma, Republik roman hag Impalaeriezh roman.

Treuzet eo kêr gant ar stêr Tiber.

Roman

Roman a vez graet peurvuiañ eus un den o chom e kêr Roma;

Ar Romaned a zo

pe tud kêr Roma en Henamzer, ha komz a reer neuze eus an Impalaeriezh Roman,

pe tud Roma bremañEvel un anv divoutin eo ar Roman annezad Kêr Roma pe en Henamzer pe en amzervezhioù da-heul : alies-tre e vez kavet e furm al liester, ar Romaned evit menegiñ elfennoù pe hollad an ensavadurioù kreizennet e Henroma (Republik roman heuliet gant an Impalaeriezh roman) hag o deus aloubet darn vrasañ ar Bed en Henamzer

Rouantelezhioù brezhon

Rouantelezhioù brezhon a vez graet eus ar rouantelezhioù savet gant ar Vrezhoned goude diskar an Impalaeriezh roman en Enez Vreizh er bloavezh 410, en Arvorig, hag e Bro-C'hall zoken evit unan anezho. An darn vrasañ anezho a voe distrujet abred a-walc'h gant an Angled-ha-Saozon. Nemet e Breizh, Kernev-Veur, Kembre ha kreisteiz Bro-Skos e chomjont en o sav pelloc'h eget deroù ar Grennamzer. Ar re-se eo a zo deuet da vout ar broioù keltiek a-vremañ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.