Ideologiezh

Un ideologiezh a zo ur strollad mennozhioù kenaozet diwar-benn an armerzh, ar politikerezh, ar gevredigezh, hag a zo o fal mirout ar sistem a-vremañ (ideologiezhioù mirour), cheñch anezhañ (pazenn-ha-pazenn pe a-daol-trumm: ideologiezhioù adreizhañ), pe adsevel ur sistem kozh (ideologiezhioù kilstourm).

Alies ez eus div gevrenn en un ideologiezh : ur skeudennadur eus ar sistem, hag ur programm obererezhioù. Gant an hini gentañ e vez sellet ouzh ar bed, ouzh ar wirionez, en un doare resis, gant harp pennaennoù filozofel. Keñveriet e vez ar sell-se gant sell un ideologiezh all. Pal an eil gevrenn eo tostaat ar sistem gwir ouzh ar sistem mennet pe ijinet.

Un ideologiezh a zo gant a bep seurt strolladoù eus ar gevredigezh, ha ma vefe ur strollad sokial, un aozadur, ur strollad politikel, un emsav sokial, un emsav relijiel pe un emsav sevenadurel.

Heñvel ouzh meizad ar Weltanschauung ("sell war ar bed" en alamaneg) eo an ideologiezh, nemet e vez implijet an ideologiezh evit strolladoù, sevenadurezhioù pe sevenadurioù a-bezh, ha n'eo ket hiniennoù nemetken.

Ar Re C'hlas

Ur strollad politikel eo Ar Re C'hlas (pe Les Verts hervez o anv ofisiel nemetañ), bet krouet er bloavezhioù 1980 e Frañs. Un ideologiezh ekologel a zo ganto. Ur gazetenn drimiziek a vez embannet gant ar strollad e Breizh, Lichen e anv. Ur 450 ezel bennak a zo gant ar strollad e Breizh.

Un nebeud izili pennañ eus ar strollad-se e Breizh :

Pascale Chiron

Renée Conan †

Yves Cochet (genidik eus Breizh met aet d'en em ginnig da Bariz)

Ronan Dantec

Michel Rolland

François de Rugy (a zilez ar strollad e miz Eost 2015)

Brezel

Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent a ya da lakaat anezho da implij armoù ha an nerzh fizikel hag dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok. Pal ar vrezelerien a zo tapout pe virout tiriadoù'zo hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe badout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehannoù.

Meur a abeg a vez da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, pinvidigezhioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa vez brezel etre kostezennoù e diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil brezel bed e vezed kustum da embann un diskleriadur ar brezel ofisiel, spis e stumm.

Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re an XXIvet kantved ivez. E-pad an XXvet kantved eo bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 000 ha 142 milion a dud, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil brezel bed.

Broadelouriezh

Ar vroadelouriezh 'zo un ideologiezh ganet en e fin an XVIII{vet} - penn-kentañ an XIX{vet} kantved. Pa vez komzet eus broadelouriezh ez eo ret gouzout ez eus daou stumm anezhi: hini ar gwad (da skouer: bez' ez on Itaalian peogwir ez eo Italianed ma zud) pe hini an douar (da skouer : bez' ez on gall rak ganet hon war an tiriad gall, netra da welet gant orin ma zud).

Ar vroadelouriezh zo ideologiezh an dud a gred e-barzh ar vroad, a lak anezhi da benntalvoud, hag a lavar c'hoantaat stourm eviti.

Meur a seurt broadelouriezh zo:

hini ar pobloù hep Stad ha hini ar Stadoù;

hini an dieubiñ ha hini an aloubiñ

an hini a vez embannet he lorc'h hag an hini a vez kuzhet evel un dra vezhus.

Dada

Dada a oa ul luskad arzoù (livañ, pegañ, dañsal, ezteurel, seniñ hag all) kaset da benn gant kefredourien hag arzourien. Bez e voe eus al luskad etre 1916 ha 1925. War gresk ez eas ar strollad hag e vrud, daoust d'ar Brezel Bed kentañ. Pal al luskad a oa en em zizober (doare tabula rasa) eus kement redi a oa a-fet ideologiezh, politikerezh hag arzoù.

Enepyuzevegezh

An enepyuzevegezh, pe enepyuzeviezh, pa vez un ideologiezh e reer kentoc'h gant enepyuzevouriezh, eo an anv roet d'an enebiezh pe d'ar gasoni ouzh ar Yuzevien, evel relijion, pobl, pe gouenn.

En em ziskouez a ra an enepyuzevegezh e komzoù ha skridoù hiniennoù zo, en heskinerezh a-wechoù, a-berzh yoc'hoù, strolladoù, pe gouarnamantoù zo.

En istor ez eus bet, ouzhpenn progromoù e broioù zo, darvoudoù c'hoarvezet eus an enepyuzevegezh, evel embann argasidigezh Yuzevien Bro-Saoz e 1290, an Enklaskerezh Spagnol ha harluidigezh Yuzevien Spagn e 1492.

Bez' ez eus bet ivez, dre Europa a-bezh, un darvoud meur c'hoarvezet da vare an eil brezel-bed, hag a vez graet al Loskaberzh, pe ar Shoah anezhañ, hag a veze graet an Diskoulm diwezhañ anezhañ gant Adolf Hitler hag e vignoned, pa gave dezho e ranked diskoulmañ « ar gudenn yuzev » en Europa. Neuze e voe lazhet ur 6 milion a dud a oa bet lakaet da Yuzevien, da lavarout eo an 3/4 (tri c'hard) eus Yuzevien al lodenn aloubet gant armeoù ar Reich, an 2/3 (div drederenn) eus Yuzevien Europa a-bezh, hag ouzhpenn un drederenn eus Yuzevien ar Bed a-bezh.

Faskouriezh

Ar Faskouriezh a zo un ideologiezh aotrouniek ha broadelour he deus aon rak un doare diskar sevenadurel ha broadel, hag a fell dezhi lakaat da darzhañ un adsavadeg vroadel dre uhelaat ar mennozhioù a ouenn hag a vroad ha dre luskañ an nerzh, an unvaniezh hag ar glander.

Perzhioù liesek a ro ar glaskourien d'ar faskouriezh, met an elfennoù-mañ a vez gwelet evel elfennoù diazez : broadelouriezh, milouriezh, diktatouriezh, aotrouniegezh, poblelouriezh, kenberc'hennouriezh, stadouriezh, emelouriezh sokial ha steuñverezh.Ouzhpenn-se e vez enebet ar faskouriezh ouzh ar frankizouriezh klasel hag ar gomunouriezh.

Hollveliouriezh

Lakaet e vez perzh an hollveliouriezh (pe totalouriezh) war ar reizhiadoù politikel m'eo deuet ar riez da lakaat ar gevedigezh keodedel da deuziñ gantañ ken ez a e ideologiezh da benngredenn embannet estreget reoù all.Kontrollet eo ar riez gant ur strollad politikel nemetañ ha diwarno eo kontrollet ar gevredigezh a-bezh, ar vuhez foran, ar sevenadur, an deskadurezh, ar skiantoù, ar vuhezegezh ken n'eo ket anavezet frankiz divoutin ebet d'an hiniennoù, na frankiz komz ebet, na frankiz koustiañs ebet.

An diforc'h e-keñver an diktadurezh a c'heller gwelout e lec'h pe lec'h eo ez eus lakaet ur c'hontrol war oberioù an dud hag ivez war ar speredooù, hag a zeu eus ar striv renet gant ar riez hollveliour evit sachañ an dud da embann ez eont a-du gant an ideologiezh ofisiel. Ha kastizet pe gondaonet da vervel e vezont pa ne reont ket.

Juche

Ideologiezh ofisiel Republik Poblel ha Demokratel Korea (RDPK) eo ar Juche Sasang. E koreaneg, an termen juche a dalvez kement hag emvasterezh, da lâret eo an doare ma c'hell ur stad evel RDPK (pe Korea an Norzh) talvezout drezi hag eviti hec'h-unan. Hervez ideologiezh ar juche neuze e rank ur vro gallout tizhout an dispac'h a-drugarez da labourerion ar vro hec'h-unan kentoc'h evit dre ’n em harpañ ouzh ur vro all. Kaset e vez da benn an ideologiezh emvastañ da benn e pep keñver: armerzh, gounezerezh, surentez milourel, h.a.

Diazezet eo an ideologiezh juche war tezennoù Kim Il-sung. Ingal e vez kredet ez eo an ideologiezh juche kevatal d'ar stalinouriezh, met e gwirionez ez eo disheñvel-bras an eil diouzh eben e meur a geñver.

Skignet eo bet an ideologiezh juche gant gouarnamant RDPK dre ar skolioù abaoe ma oa bet implijet an termenn-se evit ar wech kentañ en un diviz graet gant Kim Il-sung e 1955. Er penn kentañ e oa an ideologiezh diazezet war daou boent pennañ:

perc'henn war dispac'h ar proletariad eo an dud; ha

mab-den a hini eo a zo mestr war an dispac'hEvit ar pezh a denn d'an armerzh e kelenn an ideologiezh juche ez eo ret gallout emvastañ e-keñver ezhommoù armerzhel ha servijoù an dud en ur virout da gas war-raok dellezegezh hag emrenerezh ar vro he he fezh. Strivoù bras zo bet graet gant gouarnamant ha tud ar vro evit tizhout ha kenderc'hel gant ar pal-se abaoe ar bloavezhioù 1960. Bountet eo bet war an ijinerezh pounner dreist-holl met klasket eo bet diorroiñ ivez surentez vilourel arr vro hag al labourerezh-douar war un dro.

Dre m'he doa lakaet e pleustr ur politikerezh armerzhel diazezet war an ideologiezh juche anvet Chollima (da c'houde Taean) er bloavezhioù 1960 e teuas a-benn ar vro da vezañ emren dre aiorroiñ an armerzh en un doare buan-tre.

E 1977 e voe kemeret plas ar varksouriezh-leninouriezh gant an ideologiezh juche er vonreizh, lakaet neuze eta da ideologiezh ofisiel RDPK.

Tud 'zo o deus lâret ez eo an ideologiezh juche un doare filozofiezh relijiel, met nac'het e vez kement-se gant gouarnamant Republik Demokratel Poblek Korea.

Daoust ma voe savet an ideologiezh juche a-ratozh-kaer evit servij ezhommoù Korea e vez studiet gant meur a hini en Europa ha dre ar bed a-bezh evit gwelet penaos tennañ gounit diouti evit he lakaat e pleustr en ur vro all.

Komunouriezh

Ar gomunouriezh a zo un ideologiezh a glask sevel ur gevredigezh kevatalouriezh, hep renkad hag he stad dizezet war perc'hientiezh voutin an tuoù a broduadur. Evel ur skour eus ar sokialouriezh e vez gwelet. Honnezh a zo ur rummad ledan ag ideologiezhoù sokial ha politikel a zeu eus eus luskadoù politikel ha sokial liesek levezonet gant prederourien eus mare an Dispac'h Greantel hag an Dispac'h Gall. Ar gomunourien a ginig diskoulmoù d'ar c'hudennoù kenstag, hervezo, ouzh ar kapitalouriezh. Hervezo, an tu nemetañ da aozan ur gevredigezh beoc'het ha frank, hep renkad pe gouarnamant a zo da ziskarr ar bourc'hizelezh ha d'hec'h erlerc'hiañ gant ar gwerin. Stummoù pennañ ar gomunouriezh, evel ar stalinouriezh, al leninouriezh hag an trotskouriezh a zo diazezet war ar marksouriezh met stummoù arall a gomunouriezh a zo war gresk adalek diskarr an Unvaniezh Soviedel.

Maoouriezh

Ar vaoouriezh pe kentoc'h Preder Mao Zedong (毛泽东思想) a zo un ideologiezh bet diorroet en XXvet kantved gant Mao Zedong pa oa e penn Republik Poblek Sina (Bro-Sina). Un ideologiezh komumour an hini eo, savet ez-resis war diazezoù ar varksouriezh-leninouriezh en ur ouzhpennañ kredennoù ispisial bet ijinet gant ar Prezidant Mao.

Politikerezh ofisiel Strollad Komunour Bro-Sina eo c'hoazh ha daoust m'eo bet cheñchet kalz abaoe ma krogas Deng Xiaoping gant e labour reformiñ e 1978 hag an darn vrasañ eus ar vaoourien dre ar bed a gav dezhe ez eo faos lâret ez eo Sina ur vro gomunour anezhi hiziv.

Naziegezh

An naziegezh eo ideologiezh faskour ar "Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman" (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer ("rener") Adolf Hitler.

Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.

An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.

Parti Socialiste (Frañs)

Ur strollad politikel gall eus an tu kleiz eo ar Parti Socialiste gall, krouet e 1905, anvet SFIO neuze, ha deuet da vezañ ar PS e 1969.

E penn ar gouarnamant gall eo bet etre 1981 ha 1986, hag adarre etre 1988 ha 1993, hag adarre etre 1997 ha 2002.

François Mitterrand zo bet prezidant Bro-C'hall etre 1981 ha 1995 a oa ezel eus ar PS.

War o lec'hienn ofisiel [1] e vez embannet palioù ar strollad.

Ezel eus PSE Strollad Sokialour European an hini eo.

Sionouriezh

Ar sionouriezh, pe sionegezh, eo ar soñj diazezet war un trivli broadel e-touez ar Yuzevien, lakaet da vroadelouriezh gant lod, da ideologiezh dieubiñ gant lod all, e rank ar Yuzevion distreiñ da Israel, gwelet evel ur greizenn vroadel pe stadel, Eretz Israel.

Sokialouriezh

Ar sokialouriezh a zo ur vartezeadenn pe un ideologiezh politikel hag armerzhel a ginnig ma vo perc'hennet pe kontrollet an doareoù produiñ hag eskemm gant ar gummuniezh Ar sokialouriezh a vremañ a zo hec'h orin el luskad oberour eus an XIXvet kantved. Hervez Karl Marx e tizhfed ar sokialouriezh dre emgann ar renkadoù ha un dispac'h gwerinel hag ur stad etre war hent ar gommunouriezh e vefe

Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman

Ar Strollad Broadel ha Sokialour al Labourerien Alaman (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei, anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi ) a oa renet gant e Führer (pe rener), Adolf Hitler. Ur strollad faskour ha gouennelour e oa.

Alies e vez kaoz eus ar strollad nazi hag eus an naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 (komz a reer ivez neuze eus an Trede Reich). Dont a ra an anv "nazi" eus silabennoù tennet eus an daou c'her alamaneg National sozialismus, NS e berr a-wechoù ).

An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar ouenn arian dreist an holl ouennoù all.

Strollad politikel

Ur strollad politikel a zo un aozadur politikel a glask gounit ar galloud, ha mirout anezhañ, e-barzh ur gouarnamant, ar peurliesañ dre gemerout perzh en dilennadegoù, pe, ma'z int strolladoù dispac'hel, implijout doareoù arall da dizhout ar pal-se.

War un ideologiezh voutin e vez diazezet ar strolladoù politikel alies met gallout a reont ivez bezañ kevreadoù dezho interestoù a bep seurt.

Trede Reich

Trede Reich (alamaneg : Deutsches Reich "Impalaeriezh alaman", ha Großdeutsches Reich "Impalaeriezh veur alaman" diwezhatoc'h) a reer eus ar Stad alaman renet gant Adolf Hitler pan erruas er galloud ha pan aozas e c'halloud hollveliek.

Daouzek vloaz e padas : adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an 30 a viz Genver 1933 betek diskar ar Reich d'an 8 a viz Mae 1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman, Karl Dönitz. Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».

Trevadennouriezh

An drevadennouriezh eo an ideologiezh a glask reizhabegiñ an trevadenniñ, da lavaret eo astenn riegezh ur stad war tiriadoù diavaez, evit he mad. Sujet e vez ar broioù trevadennet ha tennet e vez korvo eus he madoù.

Walter Frentz

Walter Frentz (21 a viz Eost 1907 e Heilbronn – 6 a viz Gouere 2004 en Überlingen) a oa ur c'hameraour, produer filmoù ha luc'hskeudenner a gemeras perzh e propaganda an Trede Reich. Labourat a reas evel kameraour gant Leni Riefenstahl etre 1939 ha 1945. Filmañ ha luc'hskeudenniñ pennoù-bras ar strollad nazi, Hitler en o zouez, a reas.

Enepyuzev e oa, hag ezel e voe eus SS azalek 1933.

Repuiñ a reas er Führerbunker e-pad emgann Berlin, hag e guitaat a reas gant Martin Bormann d'ar 24 a viz Ebrel. Harzet e voe gant an Amerikaned, ha dieubet c'hwec'h miz goude. . Goude-se e kendalc'has da labourat evel luc'hskeudenner ha sevener filmoù : reportajoù ha filmoù sport a save. Betek e varv e voe e darempred gant tud bet e servij ar Reich.

E-touez e luc'hskeudennoù brudetañ emañ an hini ma weler pennoù-bras nazi, Hitler en o ozuez, dirak an Tour Eiffel e Pariz d'an 23 a viz Even 1940, ha re all bet tapet er Berghof. Kouchadurioù dic'hortoz ha nevezinti (skeudennoù liv da skouer) a implijas da vrudañ an ideologiezh nazi.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.