ISBN

An ISBN (International Standard Book Number = Reolniverenn etrebroadel al levrioù) a zo un niverenn implijet er bed a-bezh evit anavezadur pep levr embannet. Evit euunañ ar c'heveriañ dre urzhiataer eo bet ijinet ma vije simploch labour al levrdierien, al levrouegerien, an dasparzherien levrioù hag all. Graet e vez ivez gant al lavarenn kod ISBN.

N'eo ket memestra eget an ISSN (International Standard serial Number = Reolniverenn etrebroadel ar mareadegoù) hag a vez enskrivet war ar mareadegoù da lavaret eo ar c'helaouennoù, ar c'hazetennoù ha ivez evit niverenniñ dastumadegoù levrioù.

Neuz

An niverenn ISBN a ziskouez 3 heuliadenn sifroù kemmus o hirder hag un heuliadenn stabil he hirder, 10 sifr a ya e-barzh evit ober an holl hirder.
An 3 heuliadenn : A, B, C, D

Kemmus eo he hirder hervez fonnusted ar produerezh:
1 sifr evit ar yezhoù bras ar produerezh (saozneg, galleg, spagnoleg), muioc'h a sifroù evit yezhoù all, da skouer 9954 evit an arabeg marokan.
Ar 92 a zo evit an aozadurioù etrebroadel nemetken.
Evit anavezout ar c'hodoù e c'hellez mont da welout al lec'hienn saozneg http://www.isbn-international.org/en/identifiers/allidentifiers.html l.
N'eus ket a god ISBN evit ar yezhoù nebeut implijet evel ar brezhoneg (ISBN o kregiñ gant 2).

Menegiñ an ISBNoù war ar Wikipedia

Evit menegiñ un ISBN goude deskrivadur reoliataet ul levr, n'eus nemet arverañ ar patrom {{ISBN|xxx}} ; da skouer, evit Geriadur Ménard, {{ISBN|978-2-35678-069-0}} a ro (ISBN 978-2-35678-069-0).

Anvadur dre zaou anv

E taksinomiezh (Louzawouriezh, Bevoniezh, ha kement zo ...), an anvadur dre zaou anv, zo ur reizhiad a dalvez da reiñ un anv d'ar spesadoù. Diazezet eo war daou anv a dalvez da envel un takson (an takson zo anezhañ ar renk izeloc'h evit ar genad). Savet e vez an anvioù-se hervez reolennoù yezhadur ha stummadur al latin, daoust ma c'hell dont o gwrizienn eus yezhoù all. Graet e vez anv skiantel eus un hevelep anv (kentoc'h eget "anv latin", pa ne zegouezh nemet ral a wech gant an anvadurioù latin klasel).

Kentañ lodenn an daouad a ro anv ar genad m'emañ ar spesad ennañ, an eil a ro anv dibar ar spesad e-barzh ar genad. Da skouer: emañ an dud er genad Homo hag e-barzh ar genad-se ez int izili eus ar spesad Homo sapiens.

Skignet e oa implij an anvadur-se gant Linné en XVIIIvet kantved, abaoe e oberenn Species Plantarum embannet e 1753.

Renet eo anvadur dre zaou anv gant kodoù reolennoù etrebroadel disheñvel. An hini pouezusañ en o zouez eo Kod etrebroadel anvadur al loenoniezh (ICZN e saozneg) evit a sell ouzh al loened ha Kod etrebroadel anvadur al louzawouriezh" (ICBN e saozneg) evit ar plant. Daoust ma'z eo boutin d'an daou god-se ar pennaennoù bras a ren an anvadur dre zaou anv, ez eus un nebeud disheñvelderioù, en derminologiezh evel er reolennoù resis a implijont.

Hiziv an deiz e teraou atav ar c'hentañ lodenn eus an anvioù-se, hini ar genad, gant ur bennlizherenn hag an eil lodenn ne ra ket, memes pa zeu eus un anv divoutin evel anv un den pe ul lec'h. Skrivet e vez an div lodenn e lizherennoù stouet.

En oberennoù skiantel e roer da gustum anv an den en deus roet e anv d'ur spesad. Ar wezh kentañ ma vez meneget d'an nebeutañ. Pa skriv al loenonourien anv ur blotvil mor ispisial evel "Patella vulgata Linnaeus, 1758", an anv "Linnaeus" a zisklêr d'al lenner e oan anvet ar spesad gant Linnne. 1758 a dalvez evit ar bloaz ma oa embannet deskrivadur kentañ ar spesad, en degouezh-mañ 10vet embannadur al levr Systema Naturae (N'eo ket ret d'al louzawourien reiñ an deiziad). Nebeutoc'h-nebeutañ e reer evel-se avat, ha n'eo ket ral gwelet studiadenn gant anvioù skiantel hep anv an den da heul.

Au bois

Au bois (Er c'hoad) zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant e 1886.

Châli

Châli zo un danevell gant Guy de Maupassant hag embannet en 1884.

Classification phylogénétique du vivant (levr G.Lecointre ha H. Le Guyader)

Classification phylogénétique du vivant (« Rummatadur hildarzhel ar bev ») zo ul levr skiantel kenskrivet gant Guillaume Lecointre hag Hervé Le Guyader, skeudennet gant Dominique Visset, hag a zispleg doareoù a-vremañ da renkañ ar bevien. E 2001 e voe an embannadur kentañ, an embannadur diwezhañ – hizivaet ha kresket – o vezañ deuet er gouloù e 2017.

Ur sintezenn eo al levr-se eus labourioù diwezhañ e rummataouriezh ar bevien ; kinnig a ra ur rummatadur filogenetek. Er pajennoù kentañ emañ dipleget petra eo ar filogeniezh hag an doareoù implijet gant ar skrivagnerien evit sevel gwezennoù filogenetek.

Clochette (Maupassant)

Clochette zo un danevell c'hallek gant Guy de Maupassant e 1886. Unan eus gwellañ ha tenerañ kontadennoù ar skrivagner gall eo.

Deiziadur heolek Thai

An deiziadur thai heolel, Suriyakati (Patrom:Lang-th: Surya mui kati : hent) a oa degemeret gant ar roue Chulalongkorn (Rama V) e 1888 evel stumm lec'hel an deiziadur gregorian. Deiziadur ofisiel an Thailand eo, daoust m'emañ atav an deiziadur loarel hengounel en implij. Kontet e vez ar bloavezhioù hervez an oadvezh Boudaek (พ.ศ. พุทธศักราช póota sàk-gà-râat) ha zo ennañ 543 vloaz ouzhpenn hini an oadvezh kristen (ค.ศ. คริสต์ศักราช krít sàk-gà-râat). An deiziadurioù embannet e Thailand a ro ivez ar bloavezhioù hervez an deiziadur gregorian e sifroù arabek hag e sifroù sinaek war un dro.

Europa (kevandir)

Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.

Familh yezhoù

An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet dre ar bed a c'hell bezañ rummataet e familhoù-yezhoù hervez ar perzhioù a zo boutin kenetreze. Pa ouzer ervat petra e oa kentyezh an holl yezhoù en ur familh-yezhoù bennaket e vez lavaret ez eus un unded fulogenetikel anezhi. Alies avat n'eus ket ken eus ar gentyezh ha ne c'hell ket bezañ studiet war-eeun. Dre lakaat e pleustr teknikoù dibar anvet an hentenn geñveriañ ijinet gant August Schleicher en XIXvet kantved e c'heller dont a-benn da adkavout mui-pe-vui perzhioù ha frammoù pennañ kentyezhoù aet da get, dre lakaat keñver-ouzh-keñver perzhioù ha frammoù yezhoù ez eus anezho en hevelep kerentiad savet diwar ar gentyezh-se. Isrannet e c'hell bezañ ar familhoù e skourroù.

Graet e vez yezhoù digenvez eus ar re na zeuer ket a-benn da renkañ e-touez familh-yezh ebet.

Italianeg

An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh.

Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.

E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ.Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.

L'Abandonné

L'Abandonné zo un danevell c'hallek gant Guy de Maupassant, embannet e 1884.

La Main gauche

La Main gauche zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1889 gant an embannadurioù Marpon-Flammarion, er Bibliothèque illustrée.

La Mère Sauvage

La Mère Sauvage zo un danevell gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1884.

Le Horla

Le Horla zo un danevell c'hallek a voliac'h gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant e 1886. Astennet e voe en adembannadur 1887.

Le Lit 29

Le Lit 29 (ar gwele 29) zo un danevell c'hallek, gant Guy de Maupassant, embannet en 1884 en dastumad Toine .

Le Rosier de madame Husson (dastumad)

Le Rosier de madame Husson zo un dastumad danevelloù gallek gant ar skrivagner Guy de Maupassant, embannet en 1888 e ti an embanner Quantin. Adembannet e voe e 1902 gant Paul Ollendorff.

Miss Harriet (dastumad)

Miss Harriet zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1884.

Nepal

Nepal (e nepaleg), pe Republik Demokratel Kevreadel Nepal hervez anv ofisiel ar vro, a zo ur riez en Himalaya, gronnet gant broioù arall. Harzoù he deus gant Tibet (Republik Pobl Sina) e-tu an norzh ha gant India e-tu ar su, ar reter hag ar c'hornôg. An Himalaya a red a-dreuz norzh ha kornôg ar vro hag eizh eus ar menezioù uhelañ er bed a zo er vro end-eeun.

Krouet e voe ar stad a-vremañ gant Prithvi Narayan Shah e 1768. Kent 2006 e oa Nepal ur vonarkiezh hag ar vro nemeti a oa an hindouegezh he relijion ofisiel. Ur republik lik eo hiziv.

Ukraina

Ur vro e reter Europa eo Ukraina (Україна). Brasañ bro Europa eo war-lerc'h Rusia. Skeiñ a ra war ar Mor Du er Su. Bevennoù boutin gant Rusia, Belarus, Polonia, Slovakia, Roumania, Hungaria ha Moldova he deus. Kyiv eo ar gêr-benn.

Yvette (dastumad)

Yvette zo un dastumad danevelloù gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant embannet e 1884 gant Victor Havard.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.