Holloueziadur

Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt.

Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn war ar Genrouedad.

Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh.

Anvadur

Savet eo ar ger holloueziadur diwar ar gerioù holl, ha gouez-, ur wrizienn a gaver er verb gouzout hag en anv gouiziegezh, gant al lostger -adur a gaver e-barzh geriadur pe yezhadur. Tost eo d'ar ger gwyddoniadur a gaver e kembraeg evit envel ar seurt oberenn ha d'ar ger kernevek godhonyador.

Ur ger all a zo bet e brezhoneg evit se : kelc'hgeriadur, zo savet diwar ar gerioù geriadur ha kelc'h, evit treiñ ar gresianeg Enkuklopaideia, a dalveze deskamant lakaet en ur c'helc'h, peogwir e vez enklozet ennañ deskamant an oberour(ien) betek o harzoù diwezhañ skeudennaouet gant ar c'helc'h. Ouzhpenn-se ne c'heller ket implij un holloueziadur urzhiet dre zanvezioù hep brassellout ouzh ur meneger hag a zo stumm eeunañ ur geriadur.

Doareoù all da envel an dra-se a gaver c'hoazh. Frañsez Favereau a ra gant geriadur a ouiziegezh (Geriadur brezhoneg a-vremañ, 1992). Frañsez Vallée en doa kinniget levr kelc'houiziegez ha kelc'houiziegezadur. An termen kelc'hgeriadur zo bet kavet e-pad pell e geriadurioù brezhoneg-galleg Roparz Hemon.

Ret eo lavarout eo gant tud ar wikipedia brezhonek e vez implijet ar ger holloueziadur dreist-holl, rak n'eus nemet un holloueziadur e brezhoneg evit ar poent, ha hemañ eo.

Savet eo ar ger holloueziadur da dreiñ ar ger latin encyclopædia eta, ur ger latin savet da vare an Azginivelezh, er XVIvet kantved eta, hag a deu eus un droienn e gregach Ploutarc'hos, enkuklios paideia (εγκύκλιος παιδεία), da lavarout eo littéralement « kelc'h ar gouiziegezhioù » pe « chadenn ar gouiziegezhioù » (en: en, kuklios : kelc'h, ha paideia : deskadurezh).

An daou zoare da glask enklozañ an deskamant

P'eo ar geriadur astennet da vezañ un holloueziadur, ledan pe arbennig he falioù, ez eus bet savet hollouezadurioù hentennek ivez.

Holloueziadurioù gant ur framm ennañ rummoù urzhiet hervez ur poell savet a-ratozh ez int. Dre vras e vez bodet an deskamant dindan anvioù ar c'helennoù bras evit ma reas Aristoteles (Poellouriezh, Politikouriezh, Barzhegezh, Aritmetik, Oablouriezh, Fizik hag ar pezh a zo "goude" ar Fizik, ar Metafizik (Trabedoniezh e brezhoneg).
Ar patrom koshañ eo an holloueziadur hentennek evel ma weler gant ar Speculum Majus savet e latin gant Vincent de Beauvais, un oberenn a ziskouez sammad ar ouiziegezh a c'helle dastum en XIIvet kantved e Europa.
Er XVIIvet kantved e teuas e soñj al lederien deskamant implij al lizherenneg evit dispakañ pennadoù ha ne oant ket urzhiet dre o zemoù, met liammet etrezo gant adkasoù. Sellet ouzh skouerioù roet er rannbennad istorel izeloc'h.

Istor

En Henamzer e voe savet holloueziadurioù gant ar C’hresianed. Oberennoù Aristoteles ha Demokritos a yae pep hini anezho d'ober meni holloueziadurioù hag ar pezh a chom eus oberenn ar c'hentañ a c'hell bezañ gwelet evel an holloueziadur koshañ. Ar Roman Plinius kozh, er I kantved, en deus savet un "Istor naturel" (Naturalis historia) a oa ennañ meur a levr ha 37 anezho (diwar 160) a zo bet miret. Ennañ e oa anv eus fedoù gwir ha traoù faltazius. Sellout a reer ouzh an oberenn-se evel mammenn an holloueziadurioù zo deuet war-lerc’h.

En IIIe kantved e teuas er-maez an holloueziadur sinaek kentañ, dindan an anv Melezour an Impalaer. An holloueziadurioù e Sina a oa un harp evit ar studierien en o arnodennoù. Lod anezho a voe savet a-hed meur a gantved. Ar Statudoù Ledan da skouer a voe savet da gentañ gant Du Yu en 801 hag a voe kendalc’het da skrivañ betek an XXvet kantved.

Cheng Zu, an impalaer eus Sina eus rummad ar roueed Ming a lakaas sevel an holloueziadur Yongle, an oberenn vrasañ eus ar seurt-se. Echuet e oa bet er bloavezh 1408 hag ennañ e oa 11 000 levrenn dornskrivet a chom war-dro 400 anezho.

En IXvet kantved e voe embannet an holloueziadur arabek kentañ, savet gant Ibn Qutayba. Dek levrenn a oa en oberenn, ha plediñ a rae gant an danvezioù-mañ : ar galloud, an noblañs, an temz-spered, ar c’hloer, ar garantez, ar boued, ar maouezed…, oc’h ober gant krennlavarioù, barzhonegoù

Ad Encyclopaedia-Britannica 05-1913
Bruderezh evit an Encyclopaedia Britannica (1913)

Lavarout a reer peurvuiañ ez eo gant ar Saoz John Harris e voe savet ar c’hentañ holloueziadur modern, e stumm ul levr ennañ pennadoù renket hervez urzh al lizherenneg. E 1704 e teuas er-maez e Lexicon technicum. E dibenn an XVIIIvet kantved e teuas er-maez an Encyclopaedia Britannica, e stumm teir levrenn embannet etre 1768 ha 1771. Hiziv an deiz c’hoazh ez eo an holloueziadur brudetañ ha pouezusañ er bed saoznek. D’an hevelep mare e voe embannet e Bro-C'hall an Encyclopédie gant Diderot. E 1772 e voe echuet. Ennañ e oa pennadoù gant Voltaire, Rousseau, d'Alembert ha Montesquieu, kefredourien vras d’ar mare-se. Gant an Iliz katolik ha gant lez ar Roue e voe gwelet Encyclopédie Diderot evel un oberenn awenet gant ur spered disuj koulz lavaret. D’ar mare-se ivez e voe savet en Alamagn holloueziadur Brockhaus.

Ha bremañ

An holloueziadurioù, anezho oberennoù ledañ deskamant e stumm pennadoù a ra dave an eil re d’ar re all, a c’hell mat-tre bezañ lakaet war un urzhiataer. Kalz aesoc’h ha buanoc’h e kaver ar pezh a glasker evel-se. Ouzhpenn-se e c’heller lakaat war un urzhiataer traoù ouzhpenn ar pezh a vezer boas da gavout el levrioù : sonioù, videoioù ha kement danvez liesvedia a c’heller ijinañ. Ur roll brasoc’h-brasañ zo gant an holloueziadurioù-se war dachenn an deskadurezh elektronek.

Hollouezadurioù brezhonek

E brezhoneg n’eus bet embannet holloueziadur ebet war baper morse betek-henn. Bremañ, gant Wikipedia, ha gant kenlabour an holl vrezhonegerien a youl vat, emeur o klask sevel ur benveg par d’ar pezh a gaver e yezhoù all, ha kaout deskamant war a bep seurt traoù en hor yezh.
Koulskoude ez eus bet un seurt holloueziadur savet e Breizh hag e oa kalz a vrezhoneg ennañ daoust dezhañ bezañ skrivet e galleg. Geriadur Pierre Joseph de Coëtanlem de Rostiviec an hini eo, savet e-doug an Dispac'h gall ha chomet diembann e zornskrid betek dibenn 2008. Un astenn da c'heriadur Loeiz ar Pelleter eo gant addisplegoù gouiziek da bep ger.

Liammoù diavaez

Galleg

Saozneg

Spagnoleg

Douaroniezh Strabon

Douaroniezh Strabon a vez lavaret eus ar Geographika (Γεωγραφικά, Geōgraphiká e gregach) skrivet gant an douaroniour hellazat Strabon. Ur seurt holloueziadur eo, e 17 levrenn, eus anaoudegezh an douaroniezh en amzer Strabon.

Un Hellazad desket ha keodedour roman e oa. krog e oa gant e labour war-dro 20 kent JK. Un embannadur a oa bet e 7 kent JK, ha goude-se e oa adkroget gant e labour. A-benn ar fin e oa bet embannet an oberenn e 23, bloavezh e varv.

Encyclopædia Britannica

An Encyclopædia Britannica zo un holloueziadur saoznek embannet e Bro-Saoz abaoe 1768.

E miz Meurzh 2012 o deus divizet renerien an Encyclopædia Britannica paouez da embann war baper o holloueziadur a veze embannet evel-se abaoe 244 bloaz. Hiviziken ne vo embannet nemet en ur stumm niverel.

Enezenn

Un enezenn zo un douar gronnet gant dour, gant ar mor peurvuiañ, met enezennoù zo ivez er stêrioù (evel enez sant Kadoù e stêr an Intel).

Inizi eo liester ar stumm enez, enezeier e yezh Bro-Leon a-wechoù. Enezourien e vez graet eus o annezerien.

Bihanoc'h eget ur c'hevandir ha brasoc'h eget ur garreg eo, koulskoude e kaver inizi bihan-tre a reer enezennoùigoù pe, reishoc'h, iniziigoù anezho. Pa vez ur strollad inizi e komzer eus un enezeg.

Kavet e vez meur a seurt inizi hervez o stumm, o ment, o saviad hag o orin : enezennoùigoù, atolloù, inizi kevandirel, inizi er stêrioù, inizi war lennoù hag inizi tanveneziek. Bez' ez eus inizi kalvezel ivez.

Geriadur

Ur geriadur zo ul levr dave a dalvez da adkavout titouroù diwar-benn gerioù, anvioù, pe meiziadoù, renket hervez urzh al lizherenneg peurliesañ. A bep seurt geriadurioù zo. Ar geriadurioù ar muiañ anavezet eo ar geriadurioù yezh, evel Geriadur brezhoneg an Here pe geriadurioù divyezhek.

Ret eo lakaat kemm etre ar geriadurioù, an holloueziadurioù, hag ar geriadurioù holloueziadur.

Gwaskell

Ar waskell eo ar benveg d'ober chistr, o waskañ avaloù, pe gwin, o waskañ rezin. E-maez Breizh e vez implijet gwaskelloù d'ober eoul pe chug korz-sukr ivez.

Jimmy Wales

Jimmy Donal "Jimbo" Wales, bet ganet d'ar 7 a viz Here 1966 e Huntsville, Madison County, Alabama, Stadoù-Unanet Amerika, zo un embreger stadunanat war an Internet. Kendiazezer ha bruder an holloueziadur digor ha nann-arc'hantus Wikipedia eo, hag ivez kendiazezer an embregerezh kenwerzhel Wikia Inc. eo e bal herberc'hiñ raktresoù digor war an Internet.

D'an 28 a viz Gouere 2004, en un etreweladenn gant ar gazetenn en-linenn Slashdot (« /. »), e tisplegas Jimmy Wales pal Wikipedia :

Imagine a world in which every single person on the planet is given free access to the sum of all human knowledge. That's what we're doing.

Ijinit ur bed m'en deus pep den digor digoust e sammad holl oueziadur mab-den. Setu ar pezh emaomp o sevel.

Mitologiezh

Ar vitologiezh pe gwengelouriezh (diwar gwenn ha kel/où) eo studi an holl danevelloù (pe istorioù) a zo bet savet e-barzh pep sevenadur lakaet da wir ha liammet gant ur sistem relijiel pe kredennoù. Lod a ra gant ar ger mojennelezh, met gwelloc'h eo mirout ar ger-mañ evit treiñ ar galleg légendaire ha mitenn evit mythe hag ivez mojenn evit légende.

Pennger

Er yezhoniezh ha dreist-holl war tachenn ar c'heriadurezh e vez implijet an termen pennger (saoz: headword) evit komz eus ul "lemma", da lâret eo un termen (ger pe gerioù) lakaet da ditl ur pennad en ur geriadur, holloueziadur... da skouer, "Lemma (yezhoniezh)" eo al lemma a glot gant ar pennad war ar Wikipedia-mañ a denn d'an termen "lemma".

Peurliesañ e klot an darn vrasañ eus penngerioù ur geriadur gant stumm-meneg ar gerioù a glot gante, met n'eo ket ret atav, da skouer:

Stumm-meneg

"Yaou"Pennger

"Yaou (doue)"

"Yaou (planedenn)"

Plinius

Plinius zo anv daou skrivagner latin, eontr ha niz :

Plinius an Henañ (23-79), skrivagner ha naturoniou roman, oberour un holloueziadur anvet Istor naturel

Plinius ar Yaouankañ (61-114), skrivagner ha politikour roman, brudet e lizhiri d'an impalaer Trajan.

Plinius an Henañ

Plinius an Henañ, pe Plinius Kozh, pe Caius Plinius Secundus en latin (23-79), a oa ur skrivagner ha naturoniour roman, oberour un holloueziadur anvet Naturalis istoriae, pe Istor naturel.

Eontr e oa da Plinius ar Yaouankañ (61-114), skrivagner roman ivez, ha politikour.

Wikeriadur

Wikeriadur a reer eus ur raktres-stroll a venn sevel ur geriadur liesyezh frank a wirioù gant termenadurioù, gerdarzhioù ha distagadurioù e kement yezh ha ma vo tu. Tu geriadurel an holloueziadur Wikipedia eo ar Wikeriadur.

Da gompren ar c'hemm a zo etre ar geriadurioù hag an holloueziadurioù e c'haller lavaret e tispleg ar geriadurioù ar gerioù tra ma tispleg an holloueziadurioù an traoù.

Wiki

Alies e vez implijet Wiki hepken e-lec'h Wikipedia.

Met e gwirionez, ur wiki a zo ur sistem merañ an endalc'h evit sevel lec'hiennoù gant pajennoù Web a c'hell bezañ krouet ha cheñchet gant an implijerien aotreet. Implijet e vez ar wikioù evit aesaat ar c'henskridaozañ. Ijinet eo bet ar wiki gant Ward Cunningham e 1995 evit ul lec'hienn war ar programiñ a voe anvet gantañ ar Wikiwikiweb. Dont a ra eus an hawaieg wiki wiki, dezhañ ar ster "buan" pe "laosk". E kreiz ar bloavezioù 2000 e teuas ar wikioù da vezañ emsavoc'h-emsavañ ken e vezont staget ouzh e meizad ar Web 2.0.

Hag eñ savet e 2001 eo deuet an holloueziadur Wikipedia ar wiki ma ya ar muiañ a dud da sellet outañ.

Wikipedia

Wikipedia (da vezañ distaget /wiˌkipeˈdiːa/ e brezhoneg) zo un holloueziadur digor, dindan an aotre-implijout Creative Commons dereiñ-kenrannañ, digoust, hollvedel ha liesyezhek en deus kavet bod war ar Genrouedad. Kenskrivet e vez a-stroll gant tud a-youl-vat war al lec'hienn (http://br.wikipedia.org/ evit an doare brezhonek). Implijout a ra teknologiezh Wiki ar blogoù, ar pezh a dalvez e c'hall ar pennadoù zo warnañ bezañ kemmet, ha klokaet gant an holl koulz lavaret. Pennadoù a c'haller ouzhpennañ evel a garer.

Sellet a ra an anv ouzh ur raktres hollekoc'h ivez a zo e bal sevel un holloueziadur bras digoust ha frank a wirioù. D'ar 15 Genver 2001 e oa bet loc'het gant ar raktres gant ar soñj klokaat ur raktres all anvet Nupedia. Kaset eo da benn bremañ, hag arc'hantaouet ha meret, gant an Diazezadur Wikimedia, un aozadur n'eo ket e bal dastum madoù anezhañ. Abaoe an deroù n'eo ket paouezet brud ar raktres da greskiñ ha, diwarnañ, ez eus bet ganet raktresoù kar, evel Wikeriadur, Wikilevrioù ha Wikikeloù.

Ingal e vez meneget pennadoù Wikipedia war mediaoù a bep seurt ha gant akademiezhioù a oar priziañ an doare ma vez skignet, ar frank m'eo ar savidigezh anezhañ ha pegen ledan eo an dibab tachennoù goloet gantañ. Broudet e vez aozerien ar pennadoù da gaout un emzalc'h neptu a c'haller drezañ lakaat ar gaoz war perspektivennoù ledan hep mennout diazezañ ur wirionez objektivel. Met, dre m'eo digor just a-walc'h, e sav kudennoù ingal abalamour d'an diresis ma c'hall pennadoù zo bezañ, hag en abeg da zroukc'hoantoù Vandaled zo. Tabut zo war statud Wikipedia a-benn gouzout ha gallout a reer sellet outañ evel ouzh un oberenn dave. Abeg zo bet kavet er raktres evit e du sistemek, e zoug da gavout gwell ar c'henasant kentoc'h eget reiñ kredoù, hag abalamour d'an diouer a aotrouniezh hag a atebegezh d'ar c'hentañ sell pa vez keñveriet ouzh holloueziadurioù all. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorelaet atav, hag ar brezhoneg en o zouez, ez eo Wikipedia ur chañs dispar evit kas da benn en hor yezh un oberenn ledañ deskamant n'he deus ket he far a-hend-all war baber, hag a goustfe ker-ruz he sevel ma vije soñjet sevel ur raktres heñvel distag.

E-tro 200 stumm disheñvel zo eus Wikipedia, azasaet dre yezh (en o zouez ez eus ur c'hant bennak zo oberiant). Setu an dek stumm enno ouzhpenn 50 000 pennad : saozneg, alamaneg, galleg, japaneg, italianeg, poloneg, svedeg, nederlandeg, portugaleg ha spagnoleg. Skignet eo bet ar stumm alamaneg anezhañ dre Sedeoù, ha meur a adstumm all zo bet eilet pe azasaet gant lec'hiennoù Web a bep seurt.

Kinniget eo Wikipedia d'ar mediaoù, war ar bajenn Wikipedia:Teuliad kelaouiñ.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.