Hebraeg

Ur yezh semitek eus is-skourr ar yezhoù kananek eo an hebraeg[1], pe hebreeg[2], ´Ivrith / עִבְרִית en hebreeg, komzet gant 7 500 000 den en Israel, Palestina ha dre ar bed a-bezh. War-dro 6 000 000 eus e yezherien a zo Yuzevion o chom en Israel. 700 000 bennak a bPalestiniz en Israel ha Palestina a ra gantañ da eil yezh.

Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek (hag a vez implijet evit al lodenn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek all ivez), met n'eo ket a orin hebraek e gwirionez rak amprestet eo bet digant an aramaeg en Henamzer.

An hebraeg hengounel a oa aet da get evel yezh komzet e Judea da c'houde emsav Bar Koc'hba (135-138 goude JK). E Galilea en doa kemeret an aramaeg e blas war-dro 200 kent JK dija. E-pad 1800 vloaz e veze implijet war an dachenn relijiel hepken.

En XXvet kantved ez eo bet lakaet an hebraeg da vevañ adarre a-drugarez da strivoù Eliezer Ben Yehouda (Eliezer Yitzc'hak Perelman, 1858-1922) dreist-holl. Hiziv an deiz ez eo unan eus yezhoù ofisiel Stad Israel. Meur a yezh yuzevek all a zo en arvar da vont da get abalamour da astenn an hebraeg.

Hebraeg    עִבְרִית
Magen David Hebrew Alphabet

Al lizherenneg hebraek
Perzhioù
Yezhva Banniel Israel Israel
Banniel Palestina Palestina
Diaspora
Yezherien 7 500 000
Renk < 100
Familh Yezhoù afrez-aziatek
 Yezhoù semitek
  Semiteg ar c'hreiz-su
   Yezhoù kananek
    Hebraeg
Statud ofisiel
Ofisiel Banniel Israel Israel
Anavezet Banniel Polonia Polonia
Akademiezh האקדמיה ללשון העברית
Ha-Aqademia La-Lashon Ha-‘Ivrith
"Akademiezh an hebraeg"
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 he
ISO 639-2 heb
ISO 639-3 Liesdoare :
heb Hebraeg a-vremañ
hbo Hebraeg klasel (relijiel)
smp Hebraeg samaritan (relijiel)
(mis) Ammoneg (marv)
xdm Edomeg (marv)
obm Moabeg (marv)
SIL HEB
Glottolog hebr1246
Linguasphere 12-AAB-a

Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh

Skritur

Aleppo Codex (Deut)
Arroud eus ur Bibl hebraek
(Kodeks Aleppo, circa 920).

Skrivet e vez an hebraeg gant al lizherenneg hebraek.

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Testenn dev==Notennoù ha daveoù==

  1. Meneget en ur skouer eus Geriadur istorel ar brezhoneg, tennet eus an Notennou diwar-benn ar Gelted koz.
  2. Meneget en ur skouer eus Geriadur istorel ar brezhoneg, tennet eus Aviel Sant Yann, troet gant Klerg ha Maodez Glandour e 1954; meneget e-barzh Geriadur Vallée hag en ur skouer e Geriadur istorel ar brezhoneg a zo ur geriadur peurunvan; savet diwar Hebre, anv ar bobl, anv hag a gaver e Geriadur istorel ar brezhoneg ha Geriadur Hemon-Huon.
Yezhoù yuzev ()
Afro-Aziatek
Hebraeg (marevezh): Bibl | Mishnaeg | Krennamzer | Modern
(rannyezhoù): Ashkenazed | Sefaraded | Yemeniteg | Sananeg | Tiberieg | Mizraheg
Yuzev-aramaeg (Aramaeg) : Barzaneg | Houlaolaeg | Denieg | Didaneg | Nochaneg
Yuzev-arabeg (Arabeg) : Arabeg yuzev-irakek | Arabeg yuzev-marokek | Arabeg yuzev-yemenek | Yuzevarabeg Libia | Yuzevarabeg Tunizia
Re all : Kouchiteg : | Kayleg | Kwareg | Kailigneg Berbereg : Yuzev-berbereg
Indezeuropeg
Yidicheg (Alamaneg) : Nat'l Yiddish Book Ctr. | YIVO | C'hoariva Yiddish | Yeshivish | Yinglish | Klezmer-loshn
Yuzev-romaneg : Yuzev-katalaneg | Italkieg | Ladinoeg | La‘az | Yuzev-okitaneg | Zarfateg | Yuzev-portugaleg | Yuzev-aragoneg | Tetuani
Yuzev-Perseg (Aryaneg) : Bouc'horeg | Djouhourieg | Dzhidieg | Yuzev-Hamedaneg | Yuzev-Golpayganeg | Yuzev-Chirazeg
Yuzev -Esfahaneg | Yuzev -Kermaneg | Yuzev -Kashaneg | Yuzev -Borujerdeg
Yuzev -Khunsareg | Yuzev -Kurdeg | Yuzev -Yazdeg | Yuzev -Nehevandeg
Re all: Yevaneg (Gresianeg) | Knaneg (Yezhoù slavek) | Yuzev-marateg (Indezaryaneg)
Altaeg Dravideg Kartvelianeg
Krimtchakeg | Karaimeg Yuzev-malayalameg Grouzineg
Arabeg

Arabeg (العَرَبِية en arabeg) a reer eus hollad ar yezhoù arabek, eus an arabeg unvan betek an holl stummoù a zo deveret eus an arabeg klasel, war-bouez ar malteg. Komzet e vez arabeg dre veur a vro en Azia ar Mervent, Afrika an Norzh ha Korn Afrika. Ur yezh eus familh ar yezhoù semitek eo an arabeg.

N’eus nemet ar yezh vodern, anvet arabeg unvan pe arabeg lennegel, a zo ofisiel. Implijet e vez dre skrid evit an darn vrasañ eus ar skridoù, ha dre gomz, evit prezegennoù ofisiel zo.

Unan eus yezhoù semitek ar c'hreiz eo an arabeg, kar a-dost d’an hebraeg ha d’an arameeg. Disheñvel eo an arabeg unvan diouzh ar rannyezhoù komzet ha miret ez eus kalz a berzhioù eus ar yezh klasel. Er broioù arabek e kenvev an arabeg unvan hag ar rannyezhoù komzet ; implijet e vezont a-bep-eil evit degouezhioù disheñvel.

Lod eus implijerien ar stummoù yezh komzet a c’hall kompren implijerien stummoù yezh all, ken dre gomz, ken dre skrid, hag eus hollad ar stummoù komzet-se e c’haller ober ur yezh-to. E-keñver yezhoniezh e c’hallfed sellet outo evel yezhoù disheñvel, met alies e reer anezho ur bloc’had rannyezhoù kar, evit abegoù politikel ha relijiel. Ma seller outo evel yezhoù disheñvel, n’eo ket aes lavaret pet yezh a zo, dre ma ya an hollad-se d’ober ur heuliad hep bevennoù resis. Ma seller ouzh an arabeg evel ur yezh unvan, e c'haller lavaret e vez komzet gant 420 milion a dud (tud hag a gomz arabeg evel yezh kentañ pe evel eil yezh), ar pezh a dalvez e vefe ar bempvet yezh vrasañ er bed, a-fet niver a gomzerien.

Ma seller ouzh ar seurtoù arabeg evel yezhoù disheñvel, ez eo arabeg Ejipt a vez komzet ar muiañ, gant 55 milion a gomzerien. Yezh al lidoù eo an arabeg ivez evit an holl vuzulmiz, 1,6 miliard anezho anezho. Bez’ ez eo ivez unan eus ar c'hwec'h yezh ofisiel a zo en Aozadur ar Broadoù Unanet.Ar yezh skrivet unvan a zo bremañ (arabeg unvan) zo deveret eus yezh ar C’horan, hag a reer arabeg klasel anezhi. Kelennet e vez er skolioù hag er skolioù-meur, er broioù arabek koulz hag er broioù all dre ar bed. Implijet e vez gant ar gouarnamantoù, gant ar mediaoù hag e bed al labour, betek ur poent. Eus an arabeg unvan hag eus an arabeg klasel e reer arabeg lennegel. Ar yezh-se zo yezh ofisiel e 26 stad ha yezh al lidoù eo evit an Islam. Dre vras eo heñvel an arabeg unvan modern ouzh arabeg klasel ar C’horan. Evit reolennoù yezhadur zo eo bet eeunaet avat hag emdroet eo ar c’heriaoueg ivez, evit gallout talañ ouzh ezhommoù ar bed modern.

Skrivet e vez an arabeg gant al lizherenneg arabek, hag a zo un abjad, skrivet a zehoù da gleiz. A-wechoù e skriver ar rannyezhoù komzet gant al lizherenneg latin, a gleiz da zehoù, met n’eus ket reolennoù unvan evit se.

Meur a yezh eus ar bed zo bet levezonet gant an arabeg a-hed an istor. E-touez ar re a zo bet levezonet ar muiañ emañ ar perseg (pe farsi), an ourdoueg, ar c’hurdeg, ar somalieg, ar swahileg, an turkeg (a-raok ar bloavezhioù 1920 dreist-holl), ar c'hazakeg, ar banglaeg, an hindieg, ar malayeg, an indonezeg, ar pachtoueg, ar pandjabeg, an tagalogeg, an haousaeg. Er Grennamzer e oa an arabeg ur yezh a bouez war tachennoù evel ar skiant, ar matematik pe ar brederouriezh. Abalamour da se e oa bet amprestet un toullad gerioù arabek gant yezhoù Europa en amzer-hont. Levezon an arabeg a weler, er c’heriaoueg dreist-holl, e lod eus ar yezhoù romanek evel ar spagnoleg, ar c’hatalaneg, ar portugaleg, ar galizeg, ar sikilianeg, abalamour d’an tost ma oa broioù kreisteiz Europa ouzh ar broioù arabek hag abalamour ma voe aloubet ar broioù-se gant muzulmiz e-pad meur a gantved, dreist-holl en al-Andalus.

An arabeg ivez en deus amprestet gerioù digant yezhoù all, evel an hebraeg, an arameeg, ar gresianeg, ar perseg hag ar sirieg, da gentañ, ar c’hurdeg hag an turkeg, er Grennamzer, ha yezhoù kornôg Europa, en amzer vremañ, dreist-holl ar saozneg hag ar galleg.

Israel

Israel, Stad Israel en un doare ofisiel, (Hebreaeg : מְדִינַת יִשְׂרָאֵל‎, Medīnat Yisrā'el, AFE : [me̞diˈnät jisʁäˈʔe̞l]; Arabeg: دَوْلَة إِسْرَائِيل‎, Dawlat Isrāʼīl, AFE : [dawlat ʔisraːˈʔiːl]) zo ur Stad eus ar Reter-nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. E stadoù amezek a zo Liban en norzh, Siria e biz, Jordania ha Sisjordania er Reter hag Ejipt ha Bandenn Gaza er mervent. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez an “Israel” viblek. Ar Stad nemetañ gant muianiver a boblañs yuzev eo. An hebraeg eo he yezh (an arabeg a zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.

Goude bezañ disklêriet un zisentez gant ABU e 1947 diwar-benn ar Balestina fiziadour eo bet disklêriet e 1948 bezañs "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion, penn Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajañs Yuzev evit ar Balestina. An deiz-war lec'h eo bet arsailhet Israel gant ar broioù arabek evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet etrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubiñ Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza ha Uhelgompezenn ar Golan.

Italkieg

Ur yezh romanek eo an italkieg (diwar an hebraeg: אטלקי italianeg) pe yuzev-italianeg komzet gant tro-dro da 4.000 den en holl.

Ral-kenañ eo an italkieg e-touez an holl yezhoù yuzevek dre ma vez implijet gantañ verboù hebraeg displeget evel verboù italianeg. A-hend-all e vez implijet kalz a c'herioù hebraek en italianeg a dalvez da yezh diazez.

Meur a rannyezh zo:

yuzev-livorneg (bagitto, giudeo-livornese) komzet e Livorno

yuzev-ferrareg (giudeo-ferrarese) komzet e Ferrara

yuzev-firenzeg (giudeo-fiorentino) komzet e Firenze

yuzev-mantoveg (giudeo-mantovano) komzet e Mantova

yuzev-modeneg (giudeo-modenese) komzet e Modena

yuzev-piemonteg (giudeo-piemontese) komzet e Piemonte

yuzev-redjieg (giudeo-reggiano) komzet e Reggio 'n Emilia

yuzev-romeg (giudeo-romanesco) komzet e Roma

yuzev-venezeg (giudeo-veneziano) komzet e Venezia.Komzet e vez d'an nebeutañ div rannyezh italkiek all e Korfou.

Kensonenn huged dre froumal

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn huged dre froumal mouezhiet treuzskrivet [ʀ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 123.

Kavet e vez ar fonenn-mañ evel distagadur unvan pe rannyezhel ar gensonenn "r" meur a yezh disheñvel war a seblant diwar levezon ar galleg, en o zouez: ar brezhoneg, an alamaneg unvan hag an darn vrasañ eus ar rannyezhoù alamanek, rannyezhoù izelvroek, rannyezhoù 'zo eus norzh Italia, rannyezhoù svedek e su ar vro, rannyezhoù norvegek, an daneg unvan ha portugaleg Europa unvan (distagadur kreñv, d.l.e "rr" pe e dibenn ur ger), meur a rannyezh euskarek komzet en Iparralde (distagadur kreñv) hag en hebraeg unvan komzet e Stad Israel peurliesañ.

Kristeniezh

Ur relijion diazezet dreist-holl war un dudenn, eus ar Iañ kantved, ar C'hrist (an eouliet) e ditl, eo ar gristeniezh. Disklêriañ a ra ar Gristenien ez eo bet kaset an dudenn-se e-touez an dud gant kentañ person an Dreinded, Doue an Tad. Doue deut da zen ez eo Jezuz-Krist eta evit ar Gristenien, pe, gant gerioù all, "Mab Doue", eil ferson an Dreinded.

Hervez testeni istorek ar c'heodedour roman Flavius Jozef ha dreist-holl peder danevell e vuhez anvet an avieloù, skridaozet e gregach kozh, e veve e Palestina (Israel ha Palestina hiziv) un den, Jezuz a Nazared e anv (hebraeg: יְהוֹשֻׁעַ, Yəhošúaʿ). En avieloù e lenner eo bet ganet e Bethlehem ha marvet dre groazstagadur tost da Jeruzalem dre urzh ar Romaned a oa mistri war ar vro, war goulenn ul lez-varn relijiel renet gant beleien uhelañ ar relijion yuzev ma oa bet desavet Jezuz enno. Daneveller unan eus an Avieloù, Lukaz, a zanevellas ivez e zasorc'hidigezh a varv da varv da vev tri devezh war-lerc'h e sebeliadur hag e chomas e-touez e ziskibien e-pad daou_ugent devezh a-raok o c'huitaat (Yaou Bask) hag o sikour da sevel e Iliz dre zegas dezho ar Spered Santel, trede an Dreinded (Pantekost).

Hemañ a brezegenne gant kalz a furnez, a zisplege ar Skriturioù hag a baree an dud klañv e lec'h ma tremene en ur lakaat da intent e oa ar "Mesiaz", Salver Israel, ha mab da Zoue zoken. E vamm a oa anvet Mari ha hi dimezet da Jozef, ur c'halvez, met chomet gwerc'h, a oa bet goulennet diganti a-berzh Doue gant un ael, Gabriel, hag asantiñ a rafe da vezañ mamm d'ur bugel kaset gant Doue. An deiz ma vez lidet e c'hanedigezh, d'ar 25 a viz Kerzu, e Gouel Nedeleg a verk deroù bloavezh kentañ an amzervezh kristen.

Kristenien a vez graet eus ar re a ra dave d'ar Jezuz-Krist-se emaomp o paouez brastaolenniñ. Tud all a nac'h gwirvoud istorek an dudenn, re all a nac'h e natur-Doue hag a sell outañ 'traken nemet evel un den, ha re all kalz raloc'h avat, 'traken nemet evel un doue.

Levr ar C'heneliezh

Levr ar C'heneliezh (en hebraeg: בראשית, e gregach: Γένεσις / Genesis) eo anv ar c'hentañ levr eus an Testamant Kozh, hag eus ar Bibl, hag ivez hini eus an Torah yuzev. Hervez an hengoun yuzev e vije bet skrivet gant Moizez, met hervez kalz a deologourien e vefe oberenn meur a zen kentoc'h. Mennout a ra displegañ orin Mab-Den hag ar bobl hebre betek he donedigezh da Egipt.

Lizherenneg hebraek

Div lizherenn warn-ugent zo el lizherenneg hebraek. Implijet eo evit skrivañ meur a yezh komzet gant ar yuzevion, dreist-holl an hebraeg met ivez ar yidicheg, al ladinoeg hag ar yuzev-arabeg. Klasket ez eus bet, met en aner, skrivañ an hebraeg gant lizherennoù latinek en Israel. Skrivet e vez a dehou da gleiz.

Ne oa ket ul lizherenneg e gwirionez er penn kentañ, met kentoc'h un abjad, da lâret eo ne veze skrivet nemet ar c'hensonennoù. Tamm-ha-tamm avat e oa bet ijinet doareoù da diswel penaos distagañ ar vogalennoù, da gentañ o oc'h implijet lizherennoù kensonennel evel matres lectionis ha war-lerc'h dre krouiñ ur sistem pikoù ha skrapoù bihañ anvet niqqud.

Savet e oa al lizherenneg hebraek diwar patrom al lizherenneg fenikek war-du diwezh an eil milved a-raok Jezuz.

Diorroet e oa bet ar stil a vez implijet hiziv hag a reer skritur karrezennek outañ en IIvet kantved a-raok Jezuz Krist diwar skwer al lizherenneg arameek a veze implijet gant ar yuzevion evit skrivañ en hebraeg abaoe ar VIvet kantved a-raok Jezuz Krist.

Ne vez graet diforc'h ebet etre lizherennoù bras (pe bennlizherennoù) ha lizherennoù bihan, met lizherennoù zo o deus ur stumm ispisial pa vezont implijet e diwezh ur ger.

Peurliesañ ne vez implijet an niqqud nemet evit levrioù evit ar vugale pe c'hoazh evit levrioù sakr evit bezañ sur e vo distaget mat pep ger. Ouzhpenn ar sistem-se ez eus ur sistem skrapoù all a dalvez da diskwel penaos e rank bezañ kanet pep ger en Torah.

Pep lizherenn a dalvez ivez evel un niverenn (d.s. alef = 1) hag implijet e vez an talvoudoù niverennek-se er Qabbalah evit jediñ ster kuzh ar gerioù.

Pa weler en daoelenn daou stumm disheñvel evit an hevelep lizherenn ez eo an hini a-gleiz ar stumm a vez implijet pa degouez e diwezh ur ger.

Palestina

Palestina (eus ar gresianeg: Palaistina hag al latin: Palaestina, en arabeg: فلسطين Filastīn, en hebraeg: פלשתינה) a zo ur rannvro eus ar Reter-Kreiz, lec'hiet etre ar Mor Kreizdouar ha dezerzh ar Jordan. Ar Yuzevien a ra anezhi Eretz Israel hag ar Gristenien an Douar-santel. Hiziv an deiz eo an annezidi Arabed ha Yuzevien dreist-holl; eno emañ stad Israel ha Tiriadoù Palestina.

Reter-Kreiz

Ar Reter-Kreiz (en arabeg الشرق الأوسط, en hebraeg המזרח התיכון, e saozneg Middle East) zo ur ger a orin saoznek a ya d'envel evit Europeiz, Amerikaned hag Afrikaned, un tolead bevennet gant glann reter ar Mor Kreizdouar hag an harzoù etre Iran diouzh un tu, Pakistan hag Afghanistan diouzh an tu all.

Emañ ar rannved-se en Azia dreist-holl met a-wezhioù e vez lakaet Afrika an Hanternoz hag Afghanistan e-barzh.

Romanekadur

Implijet e vez an termen romanekadur e yezhoniezh evit komz eus an doareoù da implijout al lizherenneg latin evit ober dre skrid gant yezhoù na raent ket gant al lizherenneg-se dre voaz pe dre dreuzlizherenniñ pe dre dreuzskrivañ.

Da skouer, ar sistem pinyin implijet evit skrivañ gant lizherennoù latin ar sinaeg skrivet dre voaz gant sinalunioù.

Sant

Ur sant (latin sanctus -i; gregaj αγίος (hagios), hebraeg qâdosh) zo un den, gwaz pe maouez, brudet en hengoun relijionoù zo abalamour d'an darempred ispisial en defe gant Doue, pe an doueed, hervez ar feizidi.

Doujet eo abalamour d'e berzhioù mat, perzhioù speredel peurgetket, d'e zeoliezh, hag, a-wezhioù, d'ar galloudoù dreist-ordinal a resev da-heul an darempred-se.

Levezon ur sant a c'hall tremen dreist bevennoù e relijion pa vez anavezet perzhioù hollvedel d'e vuhezegezh gant ar re all : da skouer, Tereza Kalkuta, Frañsez a Asiz, ur sant katolik bras, pe Gandhi, ur rener speredel eus an Indez.

Ar pep brasañ eus relijionoù India zo douget d'ar sinkretegezh. An teir relijion undoueek eus ar c'hornôg (kristeniezh, islam ha yuzeviezh), avat, n'int ket hag o sent zo kehelet e diabarzh o c'humuniezh hepken.

Nac'hañ a ra ar sunniegezh hag ar brotestantiezh ar meiziad a sant da lâret eo kehelerezh pe azeulerezh an dud. Daoust da se ez eus bet diorroet ur c'hehelerezh birvidik en-dro da vezioù ar sent gant skourroù direizhkredennek eus ar soufiegezh hag eus an islam chiit, e diavaez an islam ofisiel ha desket.

Schwa

Schwa eo anv ul lizherenn ispisial eus al lizherennoù latin ha kirillek skrivet Ə, ə. Implijet e vez gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel evit ober diouzh ar vogalenn kreiz.

Dont a ra hec'h anv diwar an hebraeg שְׁוָא (/ʃəˈwaʔ/, «mann ebet») ma rae dave d'an niqqud implijet evit skrivañ ar vogalen-se.

Implijet e vez evit skrivañ meur a yezh, da skwer gant al lizherenneg latin evit an azeri evit skrivañ ar vogalenn /æ/ hag gant al lizherenneg kirillek evit skrivañ ar c'hazac'heg, ar bachkireg pe an oudmourteg.

Yevaneg

Ur yezh indezeuropek eus skourr ar yezhoù gresianek eo ar yevaneg pe yuzev-gresianeg (saozneg: yevanic, romaniote pe judeo-greek) komzet gwechall gant ar yuzeved romantiotek bet o chom e Gres abaoe ar Maread Hellenek.

Ur yezh-kar d'ar c'hoine gresianek (Ελληνική Κοινή) an hini eo, enni meur a c'her o tont eus an hebraeg.

Ur yezh varv eo ar yevaneg, aet da get evit meur a abeg:

"lonket" eo bet ar bihanniver a Yuzevion a orin romaniotek koulz gant an iliz ortodoksel koulz gant ar yuzevion sefaradek kalz niversusoc'h;aet eo kuit meur a Yuzev a orin romaniotek d'ar Stadoù-Unanet ma'z eo bet dilezet ar yezh gante evit ober gant ar saozneg pe c'hoazh da Israel e lec'h ma veze pouezet war an dud nevez deuet da dilezel o yezhoù evit ober kentoc'h gant an hebraeg;

drouklazhet e oa bet meur a Yuzev a rae gant ar yezh-se gant an nazied

Yezh varv

Lavaret e vez ec'h eo marv ur yezh pa ne ra ganti ken hini ebet evel yezh kentañ, peurliesañ pa gemer ur yezh all he flas, evel, da skouer, ar c'hopteg hag a varvas pa voe bet kemeret e blas gant an arabeg hag o vont da anaon an holl dud a rae gantañ.

Yezhoù marv a c'hell leuskel war o lerc'h yezhoù bev, evel ar yezhoù bet diorroet diwar al latin.

Gwech ha gwechall e vez kavet yezhoù marv implijet c'hoazh evel yezhoù sakr evit lidoù relijiel evel ar geuzeg (ge'ez) hag an avesteg pe c'hoazh evit ar skiantoù, da skouer al latin er c'hrennamzer.

A-wechoù e roer ur vuhez nevez en-dro d'ur yezh varv ra ma teufe da vezañ ur yezh vev en-dro evel, da skouer, an hebraeg e Stad Israel pe c'hoazh ar c'herneveureg.

Yezhoù semitek

Ur skourr eus ar yezhoù afrez-aziatek eo ar yezhoù semitek (diwar anv Shem mab Noe), ennañ war-dro 74 yezh komzet gant 370 milion a dud er Reter-Kreiz e Afrika an Norzh hag Afrika ar Reter.

Ar yezhoù afrez-aziatek nemete eo ar yezhoù semitek komzet en Azia.

Setu ar yezhoù semitek pennañ hervez an niver a dud a ra gante :

Arabeg : 206 milion a dud

Amhareg : 26 milion a dud

Hebraeg : 7–10 milion a dud

Tigrigneg : 6,75 milion a dud

Yezhoù aramaek : 0,45 milion a dudIsrannet e vez ar yezhoù semitek e tri bloc'had pennañ evel-hen:

Yezhoù semitek ar c'hreiz

Yezhoù semitek ar su

Yezhoù yuzev

Estreget an hebraeg, yezh sakr ar yuzevion ez eus meur a yezh all renket evel yezh yuzevek dre ma vezont implijet evel yezh voutin ha disakr ar yuzevion.

N'eo ket e gwirionez neuze ar yezhoù yuzevek ur familh-yezhoù en un doare resis dre ma c'hellont bezañ renket e meur a familh-yezh disheñvel hervez ar yezh diazez.

Diazezet emañ pep yezh yuzevek war ur yezh all komzet gant an dud er vro m'emañ o chom enni ur gumuniezh yuzevion. Levezonet e vez ar yezh diazez-se war-lerc'h gant an hebraeg dresit-holl evit ar pezh a sell ouzh ar c'heriaoueg. Peruliesañ e veve didroc'het ar c'humuniezhioù yuzev diouzh an dud all pa savas an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek ha neuze pa'z eas ar yezhoù diazez war dioreen e chomas war-sav ar yezhoù yuzevek pe ez ejont war diorreen en un doare disheñvel, levezonet gant yezhoù all.

Peurliesañ e vez implijet al lizherenneg hebraek, gouestlet pe get, evit skrivañ ar yezhoù yuzevek.

Yezhoù yuzev-arabek

Ar yezhoù yuzev-arabek a zo enne meur a yezh arabek komzet gant ar yuzevion o chom pe bet o chom gwechall e broioù ma vez komzet arabeg.

Dre ma vez diazezet ar yezhoù yuzevek-se war ar an doare arabeg lec'hel e cheñch ivez ar yezhoù yuzev-arabek a lec'h da lec'h ivez, da skwer ar yuzev-morokeg pe ar yuzev-yemeneg.

Goude ar brezel etre israel hag ar broioù arabek e 1948 e tec'heas kuit an darn vrasañ eus ar yuzevion eus ar broioù arabek da glask repu en Israel hag e Frañs.

En arvar da vont da get emañ ar yezhoù yuzev-arabek hiziv dre ma'z int bet dilezet evit ober gant ar galleg pe an hebraeg hervez ar vro.

Peurliesañ e veze skrivet ar yezhoù yuzev-arabek gant al lizherenneg hebraek kentoc'h evit gant al lizherenneg arabek gant lizherennoù ouzhpenn evit sonennoù na vezont ket kavet en hebraeg.

Yuzevien

Ar Yuzevien (hebraeg: יְהוּדִים / yehoudim, gregach : Ἰουδαῖοι / Ioudaĩoi, latin : Iudaei), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh, pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh.

Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham, eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina.

Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedoù (an diaspora), heskinet alies — an heskinadeg washañ e voe ar Shoah e-kreiz an XXvet kantved —, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel, hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevañ eno.

Zarfateg

Ur yezh romanek eo ar zarfateg (zarfateg: tsarfatit diwar an hebraeg: צרפת Frañs) pe yuzev-galleg.

Dre ma vez kavet er yezh yuzevek-mañ nebeut-tre a c'herioù o tont eus an hebraeg ez eo posupl e vije anezhi kentoc'h ur rannyezh eus an henc'halleg hepmuiken.

Ur yezh varv an hini eo, aet da get er XIVvet kantved, bet komzet gwechall gant Yuzevion e norzh Frañs (bremañ en Alamagn) evel Mainz, Frankfurt am Main hag Aachen.

Skrivet e veze gant al lizherenneg hebraek.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.