Gouvrezel

Ur gouvrezel pe guerilla[1] zo ur seurt brezel etre ur strollad stourmerien, siviled armet en o zouez, hag un arme. Ober a ra ar c'houvrezelidi gant taktikoù soudardel (brezel war api, tarverezh, dilec'hiañ prim...) a-benn heskinañ un arme brasoc'h pe skeiñ gant ul lec'h strategel ha skampañ kuit kerkent.

E-touez ar gouvrezelioù kaset da vat en XXvet kantved e c'heller menegiñ gouvrezelioù :

Notenn

  1. Gouvrezel e geriadur Roparz Hemon hag e Bank roadennoù foran Termofis, Guerilla e geriadur Favereau hag e Tap da Vak - Istor gant TES
Amílcar Cabral

Amílcar Cabral (12 a viz Gwengolo 1924 - 20 a viz Genver 1973) a oa un dizalc'hour hag ur politikour eus Ginea-Bissau hag ar C'hab Glas.

Ganet e voe Cabral e Bafatá, e Ginea Bortugalat. Mont a reas da studiañ er C'hab Glas a-raok ober studioù war an agronomiezh e Lisbon. Eno e krogas da sevel emsavioù evit dieubiñ trevadennoù Portugal en Afrika. Goude bezañ distroet d'e vro e kemeras perzh e krouidigezh ar PAIGC (Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) e 1956.

Eus 1963 betek e varv e 1973 e voe e penn ar gouvrezel ouzh an arme portugalat. Tennañ a reas splet eus e ouiziegezh war ar c'hounezoniezh evit deskiñ d'al labourerien-douar doareoù gwelloc'h hag efedusoc'h da labourat ha dre-se gallout magañ siviled koulz ha brezelourien. E 1972 e stagas da sevel ur Vodadenn bobl evit prientiñ an dizalc'hiezh met lazhet e voe a-raok kas e raktres da benn d'an 23 a viz Genver 1973 e Conakry. E hantervreur, Luís Cabral, a voe lakaet e penn skourr ginean-bissau ar strollad.

Breizh e-pad an Eil Brezel-bed

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Kalz tud e Breizh zo bet skoet gant an Eil Brezel-bed. Darn zo bet prizoniet, gloazet, kaset d'ar c'hampoù bac'h pe gloazet. Kalz distrujoù zo bet betek 1945. Enebiezhioù politikel bras a oa ivez prest da lakaat ar brezel diabarzh da darzhañ adalek 1943 dreist-holl. Disoñjet e oa buan ar spered harzerezh pe rezistañs goude an dieubidigezh. Diskred zo evit an Emsav er boblañs da c'houde ar brezel. Gounit a ra ar gomunouriezh kalz tachenn e kornioù zo eus Breizh abalamour d'ar roll a-bouez en deus bet ar PCF hag an URSS er brezel.

Brezel dieubidigezh Namibia

Brezel dieubidigezh Namibia zo ur gouvrezel a badas eus 1966 da 1990 etre broadelourien Namibia (anvet Mervent Afrika d'ar c'houlz-se) ha gouarnamant Suafrika.

E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe skrapet tiriad Mervent Afrika gant Suafrika digant an Alamaned. Dindan melestradurezh ar Suafrikaned (ha dre-se politikerezh gouennelour an apartheid) e chomas ar vro betek 1966, pa voe disklêriet gant ar Broadoù Unanet e vefe melestret Mervent Afrika gante diwar neuze. Padal e nac'has Suafrika anzav an disentez-se ha kenderc'hel a reas da velestriñ ar vro de facto.

D'ar 26 a viz Eost 1966 e krogas ar brezel evit an dieubidigezh pa voe taget nerzhioù difenn Suafrika gant brezelerien ar SWAPO en Omugulugwombashe. Un devezh gouel eo deuet da vezañ e Namibia hiziv an deiz.

Echuiñ a reas ar brezel gant dizalc'hiezh Namibia d'an 21 a viz Meurzh 1990 ha trec'h ar SWAPO en dilennadeg.

Derg

An Derg a oa un diktatouriezh soudardel komunour a renas Etiopia adalek 1974, goude ma voe lamet ar galloud digant an impalaer Haile Selassie.

Krouet e voe an Derg e miz Even 1974 gant soudarded eus arme Etiopia hag a oa emsavet e penn kentañ ar bloaz. 120 ezel a yae d'ober anezhañ pa voe savet ha war zigresk ec'h eas o niver bep ma voe skarzhet pe lazhet lod anezhe. Buan e kreskas galloud an Derg hag er mizioù war-lerc'h e grouidigezh e voe harzhet ha bac'het politikourien, ofisourien pe izili eus lez an impalaer. D'an 12 a viz Gwengolo 1974 e voe distroadet ha bac'het Haile Selassie ha d'ar 15 e voe renet ar gouarnamant gant an Derg.

Aman Andom a voe anvet prezidant an Derg betek ma tistrofe ar priñs Amha Selassie hag a oa en Europa d'ar c'houlz-se. Tabut a savas etre ar priñs hag izili radikalañ an Derg. Harzhet e voe Amha Selassie ha lazhet asambles gant 60 ezel eus ar gouarnamant impalaerel d'an 23 a viz Du 1974. Ar vonarkiezh a voe torret ent-ofisiel e miz Mae 1975 ha disklêriet e voe ar varksouriezh-leninouriezh ideologiezh ofisiel ar Stad. D'an 22 a viz Eost 1975 e varvas Haile Selassie e degouezhioù amsklaer.

E 1987 e voe divodet an Derg, embannet ur Vonreizh nevez hag anvet ar vro Republik Pobl Etiopia. Met izili an Derg a chomas e postoù pouezusañ ar gouarnamant ha Mengistu, e penn an Derg abaoe 1977, a chomas prezidant.

Er prantad ma voe gouarnet Etiopia gant an Derg e renas ur brezel diabarzh ha lazhet e voe degadoù a viliadoù a eneberien ouzh ar renad. Ur gouvrezel a voe gant dizalc'hourien Eritrea. Emgannoù a voe ivez pa glaskas Somalia aloubiñ ar vro e 1977. Tost-mat e oa Etiopia neuze ouzh an Unaniezh Soviedel. An naonegezh a reas he reuz er bloavezhioù 1980 hag 1 milion a dud a varvas ganti.

Hamilcar Barca

Hamilcar Barca pe Hamilkar Barka (270 k J-K – 228k J-K), a oa ur jeneral anvet komandant armeoù Kartada e Sikilia e-pad ar Brezel punek kentañ. E penn tiegezh ar Varkided e oa. Tad Hannibal, Hasdrubal ha Magon e oa. Tad-kaer Hasdrubal gaer e oa ivez.

Boutin e oa an anv Hamilcar (Puneg-fenikianeg ḥmlqrt, "Breur Melqart") e-touez gwazed Kartada. An anv Brq (pe Baraq) a dalveze "taol kurun" e yezh Kartada ha kevatal eo eta d'an anv-gwan pe d'ar cognomen Keraunos, boutin e-touez kommandanted c'hresian ar mare. Kavet a reer gerioù tost en arabeg hag en hebraeg gant ar memes ster.

Hamilcar a rene arme zouar ar Gartadaiz e Sikilia eus 247 da 241 kent J.-K. e-pad prantad diwezhañ ar C'hentañ brezel punek. Ren a reas ur gouvrezel efedus a-enep ar Romaned e Sikilia ha betek aodoù Italia.

E 247 kent J.-K., goude bezañ staliet e soudarded er menezioù e-kichen Panormus (Palermo hiziv) e kasas Hamilkar meur a argad e Kornôg aodoù Italia. Rediet e voe ar Romaned da dennañ ar pep brasañ diouzh o arme e porzh Lilybaeum (hiziv Marsala). Drouziwezh rummad listri Kartada e 241 k J.-K. a lakaas ar brezel da baouez. Goude an atroperezhioù peoc’h Kartada a voe rediet da zilezel Sikilia ha da baeañ digolloù bras-kenañ.

Goude faezhidigezh Kartada e tistroas Hamilcar en Afrika goude ma oa sinet ar peoc'h. Ne chome ket arc'hant a-walc'h ken gant ar Stad. Nac’hañ a reas Kartada, atizet gant enebourien ar jeneral, paeañ ar c'hoprsoudarded a oa dindan urzhioù Hamilkar e-pad brezel Sikilia kement ha ma oa bet prometet. En em sevel a rejont ha kalzig a sklaved libian a yeas d'o heul. Galvet e voe Hamilkar en-dro d'ar galloud. A-drugarez d'e levezon war ar c'hoprsoudarded hag ar pobloù afrikan tro-war-dro, ha d'e skiant evit ar strategiezh, a voustras buan an emsavadeg (-237).

Anvet komandant an arme e 237 k J.-K. e krogas aloubadeg Hispania da gavout arc'hant ha soudarded evit Kartada. Sonjal a rae dezhañ argadiñ Roma dre eno. Tremen reas 9 bloavezh o prientiñ meuriadoù aloubet reter ha Su Hispania hag o sevel un arme bras-kenañ a dalvezas d'e vab Hannibal e-pad an Eil brezel punek.

Mervel a reas muntret gant ur c'helt e -228.

Hồ Chí Minh

Hô Chi Minh (e vietnameg Hồ Chí Minh), a zo Nguyễn Sinh Cung e anv gwirion, anavezet ivez evel Nguyễn Tất Thành (Nghệ An 1890–Ha Noi 1969), kargiad eus ar Stad Vietnamiat ha diazezer Republik Viêt Nam.

Ho Chi Minh, sturier Riez Werinel Viêt-nam, a renas e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ur stourm evit dieubiñ e vro.

Moan ha bresk da welout, en devoa daoulagad lugernus hag ur barv gloev. Meur a vicher a reas en e yaouankiz : mevel, skaoter-listri, keginer, skolaer ha luc'hskeudenner a-raok dont da vezañ un emsaver direpu hag un irienner difaezhus. Anavezet mat e oa dija pa oa c'hoazh Mao Zedong ul levraoueger divrud e Peking, ha bevañ a reas koshoc'h eget Stalin, Gandhi ha Nehru. Betek dibenn e vuhez e stourmas evit dieubiñ e vro d'un oad m'o doa tud evel Sukarno ha Ben Gourion kuitaet ar stourm politikel.

A-raok bezañ bet krouer gwirion ar Strollad komunour indezsinat a zeuas da vezañ ar Viet-minh, ha krouer an emsav Lao Dong (Emsav al labourerion) e oa bet ivez ezel eus eus ar Strolladoù komunour gall, rusian ha sinaat. Evel un "apparatchik" etrevroadel, e oa boas d'en em dreuzwiskañ, un deiz gant soutanenn velen ur manac'h boudaat hag un deiz all gant lifre reut un ofisour eus an 8vet lu komunour sinaat. Dic'hallus eo kontañ e holl anvioù faos : ne gemeras an anv HO CHI MIN - " an hini a ro sklêrijenn" nemet e 1946 pa grogas ar gouvrezel a-enep d'ar C'hallaoued.

Evel an darn-vuiañ eus an dispac'herion e tremenas ur pennad mat eus e vuhez o tec'hout a-zirak ar polis. Chom a reas en toull-bac'h e-pad bloaz. Kuzhat a reas e-barzh kevioù. Mervel a reas meur a wech hervez ar c'helaouennoù evit dassorc'hiñ dindan anvioù nevez. Evel ar bambouz e oa kalz startoc'h ha nerzhusoc'h eget na hañvale bezañ d'ar c'hentañ sell. Un den eeun-tre e oa ivez : gwisket e veze gant dilhad marc'had-mat ur micherour ; e votoù a oa graet gant tammoù pneu ; kousket a rae en ul lochenn e-barzh palez ar gouarnamant ha komz a rae ur yezh muioc'h didro eget ar gregach marksat-leninat boas.

Joaquim Chissano

Joaquim Alberto Chissano (ganet d'an 22 a viz Here 1939) zo ur politikour eus Mozambik, bet eil prezidant ar vro etre 1986 ha 2005.

Emezelañ a reas er Frelimo ha kemer perzh er gouvrezel a-enep arme trevadennel Portugal. Etre an 20 a viz Gwengolo 1974 hag ar 25 a viz Even 1975, deiziad deroù dizalc'hiezh Mozambik, e voe prezidant ar gouarnamant da c'hortoz. Goude-se e teuas da vezañ ministr an Aferioù estren pa oa Samora Machel ar prezidant. Goude marv hemañ e voe fiziet ar garg a brezidant Mozambik da Chissano d'ar 6 a viz Du 1986. E 1994 e voe aotreet strolladoù politikel all da ginnig tud en dilennadeg met mont a reas an trec'h gant Chissano memes tra. Dilennet e voe adarre e 1999 e-kerzh un dilennadeg amreizh hervez arsellerien etrebroadel 'zo.

E penn Unaniezh Afrika e voe etre miz Gouere 2003 ha miz Gouere 2004.

Ne ginnigas ket e anv e dilennadeg 2004 ha leuskel a reas e blas da Armando Guebuza d'an 2 a viz C'hwevrer 2005.

João Bernardo Vieira

João Bernardo Vieira (27 a viz Ebrel 1939 e Bissau - 2 a viz Meurzh 2009) a oa ur politikour eus Ginea-Bissau, bet e penn ar Stad dre 3 gwech.

E 1960 e teuas er PAIGC (Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) ha kemer perzh er gouvrezel a-enep Portugal. E varregezhioù evel soudard a lakaas anezhañ da c'hoari ur roll a-bouez e dizalc'hiezh Ginea-Bissau ha d'an 28 a viz Gwengolo 1978 e voe fiziet ar garg a Vinistr kentañ dezhañ gant ar prezidant Luís Cabral. D'ar 14 a viz Du 1980 ec'h aozas un taol-Stad, distroadañ Cabral hag en em lakaat e penn ar c'huzul soudardel kemeret ar galloud gantañ. E miz Mae 1984 e voe embannet ha degemeret ur Vonreizh nevez ha distreiñ a reas ar vro d'ur sistem politikel sivil. An dilennadeg kentañ a voe aozet e 1994 ha Vieira a c'hounezas en eil tro gant 52% eus ar mouezhioù a-enep Kumba Ialá.

D'ar 6 a viz Even 1998 e torras e garg digant Ansumane Mané hag a oa e penn an arme. Diwar-se e krogas ur brezel diabarzh hag e miz Even 1999 e voe rediet Vieira da glask repu e kannati Portugal a-raok mont di en harlu. Distreiñ a reas d'e vro e miz Ebrel 2005 ha lakaat e anv en dilennadeg prezidantel aozet e miz Even. Trec'hiñ a reas Malam Bacai Sanhá ha mont da brezidant en-dro d'ar 1añ a viz Here.

D'an 23 a viz Du 2008 en em dennas dibistig diouzh un dagadenn aozet gant soudarded en e di met lazhet e voe e-korf un dagadenn all d'an 2 a viz Meurzh 2009.

Luís Cabral

Luís Cabral (11 a viz Ebrel 1931 - 30 a viz Mae 2009) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Ginea-Bissau. Hantervreur e oa da Amílcar Cabral, stourmer pennañ evit dizalc'hiezh Ginea-Bissau hag ar C'hab Glas ha lazhet a-raok na deufe an dizalc'hiezh da wir.

Luís Cabral a gemeras perzh e krouidigezh ar PAIGC (Partido Africano da Independência da Guiné e Cabo Verde - Strollad Afrikan evit Dizalc'hiezh Ginea ha Kab Glas) e 1956 hag er gouvrezel a voe da heul en trevadennoù portugalat. Goude muntr e hantervreur e 1973 e voe lakaet e penn skourr ginean-bissau ar strollad pa oa Aristides Pereira e penn hini ar C'hab Glas.

Dizalc'hiezh Ginea-Bissau a voe embannet d'ar 24 a viz Gwengolo 1973 e Madina do Boé (hag anavezet gant Portugal ur bloaz goude) gant Luís Cabral prezidant. Awenet e oa e bolitikerezh gant ar sokialouriezh. Izili 'zo eus ar PAIGC a rebeche outañ reiñ ar galloudoù da dud a orin eus ar C'hab Glas ha distroadet e voe Cabral d'ar 14 a viz Du 1980 en un taol-Stad aozet gant João Bernardo Vieira. Bac'het e voe Luís Cabral un nebeud mizioù-pad a-raok bezañ kaset en harlu da Guba ha da Bortugal. Ne zistroas d'e vro nemet e 1999 ha mervel e Portugal d'an 30 a viz Mae 2009.

Mervent Afrika

Mervent Afrika (South West Africa e saozneg, Suidwes-Afrika en afrikaneg ha Südwestafrika en alamaneg), eo an anv ofisiel a oa gant Namibia a-raok 1990.

Quintus Fabius Maximus Verrucosus Cunctator

Quintus Fabius Maximus Verrucosus Cunctator pe Fabius Cunctator (war-dro 280 kent J.-K. – 203 kent J.-K.) a oa ur politikour hag ur jeneral roman, ganet e Roma war-dro 280 kent J.-K. ha marvet eno ivez e 203 kent J.-K.. Dilennet e voe pemp gwezh da gonsul (233, 228, 215, 214 ha 209 kent J.-K.) ha div wezh diktatour e 221 hag adarre e 217 kent J.-K.. Dont a reas da vezañ Kensor (Censor) e 230 kent J.-K.. E agnomen, Cunctator, a dalvez "ampeller" e latin, abalamour d'e strategiezh e-pad an Eil brezel punek, ma nac'has en em gannañ tal-ouzh-tal ouzh arme Hannibal war an dachenn ha ma renas un doare gouvrezel outañ. E cognomen, Verrucosus, a dalvez "gwenaennek", abalamour m'en doa ur wenaenn war e weuz uhellañ(Daveoù a vank).

Diskenn a rae diouzh ur gens patrikianed kozh, ar Fabii, hag e oa mab Quintus Fabius Maximus Gurges, mab-bihan ur Quintus Fabius Maximus Gurges all ha mab-kuñv Quintus Fabius Maximus Rullianus, an holl anezhe konsuled brudet. Hervez Ploutarc'hos en doa un temz-spered dous ha komz a rae goustadik.

Kemer a reas perzh er Brezel punek kentañ moarvat, daoust ma ne ouzer netra diwar-benn e roll. Goude diwezh ar brezel e voe dilennet div wezh konsul ha kensor, hag e 218 kent J.-K. e voe kaset da Gartada gant kannaded all. Fabius Buteo, kar dezhañ, an hini a zisklêrias ar brezel en un doare ofisiel e sened Kartada goude ma oa kemeret Saguntum gant Hannibal.

Pa oa lazhet ar c'honsul Gaius Flaminius e-doug ar faezhidigezh roman anvet Emgann al lenn Trasumennus e oa gounezet Roma gant ar spouron. Distrujet e oa bet armeoù ar gonsuled e daou emgann bras, ha Hannibal a dostae da Roma. Doujañ a rae ar Romaned na vije distrujet o c'heoded dizale. Divizout a reas ar sened roman e ve anvet un diktatour, evel e-doug holl ar prantadoù enkadennoù, ha choaz a reas Fabius abalamour d'e oad ha d'e skiant-prenañ. Da gustum e ranke an diktatourien resev o c'harg eus ar gonsuled met unan a oa aet da anaon hag egile ne oa ket e Roma. Setu e voe anvet gant ar sened. Da gustum ivez e veze choazet e vestr eus ar marc'hegerezh gant an diktatour e-unan. Ar wezh-mañ avat e voe anvet gant ar sened e-unan ivez hag e voe choazet un enebour politikel da Fabius, Marcus Minucius.

Fabius a nac'has en em gannañ gant Kartadaiz en un emgann bras. Heuliañ a rae Hannibal gant e soudarded ha tagañ strolladoù soudarded bihan hepken en esper gwanaat e enebourien.

Displijet e oa ar Romaned gant e strategiezh difenn hag e lesanv cunctator a oa ur gunujenn da gentañ. Nebeut goude fin e ziktarourelezh e oa dilennet Gaius Terentius Varro evel konsul. Gant harp e geodediz e tivizas Varro faezhañ Hannibal en un emgann bras. Pa oa tizhet Roma gant keloù e oa bet trec'het Varro ha Paulus en Emgann Cannae hag e oa distrujet penn-da-benn an arme e klaskas sened ha pobl Roma bezañ aliet gant Fabius a-zivout ar pezh a vanke ober. Cunctator a zeuas da vezañ un titl enorus, hag e voe heuliet e strategiezh gant armeoù Roma e-pad peurrest ar brezel en Italia.

Dilennet e voe konsul div wezh ouzhpenn e 215, ha 214 kent J.-K., hag ur pempvet gwezh 209 kent J.-K.. Dont a reas ivez da vezañ penn an Aogured (hag eñ yaouank-kenañ) ha Pontifex, daoust ma ne zeuas biskoazh da vezañ Pontifex Maximus hervez Gaius Stern (hervez titouroù roet gant Titus Livius a-zivout Fabius). Den ne voe anvet en ur sez e daou skolaj disheñvel a-raok Julius Caesar pe marteze Silla.

Strollad Labourerion Kurdistan

Strollad labourerion Kurdistan (PKK, e kurdeg: Partiya Karkerên Kurdistan, pe KGK ez-ofisiel abaoe 2003), krouet e 1978 gant Abdullah Öcalan, zo ur strollad milourel dizalc'hour eus Kurdistan Turkia hag en em ginnig evel ul luskad gouvrezel a-enep d'al lu turk. Oberiant eo dreist-holl e Turkia, Siria, Iran ha muioc'h-mui en Irak.

Enebiñ a ra douzh Turkia en un doare milourel abaoe 1984. Da vare e grouidigezh e vize da gaout dishualded an tiriadoù kurdek e gevred Turkia. Goulenn a ra bremañ avat e vefe savet ur rannvro emren kevanek en ur reizhiad kevreadel, diskounaet ar rebelled (a vefe aotreet ivez da gemer perzh er vuhez politikel), ha divac'het Abdullah Öcalan a zo dalc'het er vac'h war enez Imrali e gwalarn Turkia abaoe 1999.

Lakaet e vez war roll an aozadurioù sponterion gant meur a vro.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.