Gladdalc'helezh

Ar c'hladdalc'helezh[1] — pe feodelezh[2] — zo ur reizhad politikel ma'z eo gwan ar galloud uhelañ, hini ar roue da skouer, ha kreñvoc'h galloud an aotrouien, konted pe baroned, a zalc'h ar glad, pe an douar, hag a zo dindan ar roue.

Ar c'hladdalc'helezh zo ur meiziad hag ur ger savet gant an dud desket er XVIIvet kantved. Dont a ra eus ar ger dalc'h. Dindan stumm latin ar ger, fevum, an hini ofisiel nemetañ neuze, ez eo anavezet an dalc'hoù abaoe an Xvet kantved[3]. Ar reizhiad deskrivet gant ar ger gladdalc'helezh avat ne oa ket gwelet evel ur reizhiad politikel splann evit an dud a oa o vevañ er Grennamzer.

Hervez e dermenadur klasel gant François-Louis Ganshof (1944), ar c'hladdalc'helezh a oa un hollad ensavadurioù a groue hag a vere dleadoù ha servijoù, er brezel dreist-holl, a-berzh un den dieub, anvet "gwaz", en eskemm ouzh madoù peurliesañ, anvet un "dalc'h", roet gant an aotrou[4].

Aozadur gladdalc'hel
Aozadur gladdalc'hel ar gevredigezh er Grennamzer

Aozadur e tri urzh ar gevredigezh a oa bet kroget en IXvet kantved gant an Iliz a-benn reizhekaat doareoù bevañ an noblañs da geñver ar re munut, ha da geñver ar brezeligoù dibaouez etre an aotrouien.

Cleric-Knight-Workman
Oratores (tud ar gloer), Bellatores (tud a vrezel) ha Laboratores (labourerien). Tri urzh ar gevredigezh er Grenn-amzer.
Adoubement1
Yann II, roue gall, e lid ar marc'hegiñ, aourlivadur eus ar XIVvet kantved, Levraoueg Vroadel Bro-C'hall

An Iliz hag ar feodelezh

Adal an IXvet kantved e oa kroget an Iliz da glask reizhekaat al liammoù dalc'h a oa er gevredigezh. An oatrouien a oa aet gant hent ar feulster dibaouez etrezo o chom a-benn neuze hep ober o lod deverioù da geñver poblañsoù o domanioù. Kevredigezh an dalc'h a oa deuet da vezañ unan feuls ha droul dreist-holl da geñver an dud munut.

Unan eus ar prederourien pouezhusañ d'ar mennozh reizhekadur ret d'ar gevredigezh gladdalc'hel a voe Adalbéron de Laon, brudet eo chomet e destenn skrivet da Robert II an Deol o tisplegañ dezhañ penaos e oa ret adaozañ ar gevredigezh e tri urzh gant liammoù sklaer dleadoù ha servijoù ret pep ezel d'ar gevredigezh:

« la cité de Dieu que l’on croit une est donc divisée en trois : certain prient, d’autres combattent et d’autre, enfin, travaillent. Ces trois ordres qui coexistent ne souffriraient pas d’être séparés ; les services rendus par l’un permettent les travaux des deux autres, chacun à son tour se charge de soulager l’ensemble. Tant que cette loi a pu triompher, le monde à joui de la paix. Aujourd’hui les lois s’affaiblissent et déjà toute paix à disparu. Les mœurs des hommes changent comme change aussi la division de la société. »

Kaoz a vez ul luskad ar Pax et treuga Dei hag a gemenne sklaer e oa ret paouezh gant ar brezelioù dibaouez hag izelaat ar feulster deuet adal gwanded ar c'hladdalc'helezh.

Notennoù

  1. Roparz Hemon, Ronan Huon, Dictionnaire Français-Breton, 1997, p 1083
  2. Kreizenn ar geriaouiñ, Geriaoueg Istor geografiezh ekonomiezh
  3. Jean-François Lemarignier, La France médiévale - Institutions et société, Armand Colin, 2005, p. 100.
  4. François-Louis Ganshof, Qu'est-ce-que la féodalité ?, Tallandier : Paris, 1982, (ISBN 2-235-01299-X), p. 13.
Bourc'h

Ar vourc'h, pe ar vorc'h, pe ar bourk, a zo un tolpad tiez ha ne reer ket ur gêr anezhañ daoust dezhañ kaout un nebeud servijoù evel ur marc'had pe ur foar. En Istor e vez anvet bourc'hioù ar gêrioù bihan a voe bet roet dezhañ an aotre, ar frankizioù a reer anezhi, da gaout ur velestradurezh dezho e mare ar Gladdalc'helezh er Grennamzer. Bourc'hizien a veze graet eus an dud o doa tapet an droed da zilenn o fennoù.

Charles Louis de Secondat, baron La Brède ha Montesquieu

Charles Louis de Secondat, baron La Brèda ha Montesquiu, Charles Louis de Secondat, baron de La Brède et de Montesquieu e anv gallek (La Brèda, Gwienna, 18 a viz Genver 1689 – Paris, 10 a viz C'hwevrer 1755), anavezet ivez evel Montesquieu ken plaen ha tra, a oa ur prederour gall brudet dre e romant lizheriek Lettres persanes a-zivout Bro-C'hall ha dre e arnodskrid De l'esprit des lois.

Prederour an aozadur politikel ha kevredigezhel e voe Montesquieu, gant tud all evel John Locke. Diwar e veizadoù – dreist-holl disparti ar galloudoù – eo savet an demokratelezhioù kornôgat.

Demokratelezh

An demokratelezh (ger benel ; liester : demokratelezhioù ; a-wechoù demokratiezh) a zo un doare da aozañ aferioù publik ur strollad politikel resis, ur riez pe ur stad kevredet da gentañ-holl, met e tle an demokratelezh bezañ en implij el liveoù izelañ a zo dezho ivez. Meur a zoare aozañ ar mont-en-dro etre hiniennoù ha strolladoù an tiriad m'emaint o vevañ warnañ.

Bez ez eus an demokratelezh eeun hag an demokratelezh-gannadiñ, houmañ an hini a gaver d'an aliesañ.

Diktatouriezh

Un doare gouarnamant aotrouniel eo an diktatouriezh. Enni eo renet ar Stad gant un diktatour. Div dalvoudegezh a gaver d'ar ger.

E Republik Roma e oa an diktatour un den a roed an holl galloudoù dezhañ e-pad prantadoù a zañjer. Sujet d'al lezenn e oant hag evezhiet e oa o oberioù. Paouezet e voe gant ar garg-se e penn kentañ an trede kantved kent J-K ha diktatourien prantad ar brezelioù diabarzh evel Sulla o doa ur galloud kalz muioc'h personel hag amreol.Hiziv an deiz e reer diktatouriezh eus un doare gouarnamant na oa ket sujet d'al lezenn pe d'ur vonreizh.

Impalaeriezh Gupta

An Impalaeriezh Gupta (sanskriteg गुप्त राजवंश, Gupta Rājavaṃśa) a reer eus ur rouantelezh a voe en India eus ar bloavezh 320 d'ar bloavezh 550 pe war-dro.

Gant ar remziad Gupta, « kuzh » en hindieg, a rene war Stad Bihar e norzh India e voe diazezet.

Amresis eo orin ar remziad-se ; krediñ a reer e oant ur bodad rouaned (rājā en hindieg) e penn stadoùigoù strewet e traoñiennoù ar stêr Ganga hag hec'h adstêrioù.

Buan e tiorras er 4re kantved dindan ren Chandragupta ha Samudragupta. En e varr e voe kent kreiz ar Vvet kantved, dindan ren Kumaragupta hag e vab Skandagupta. War ziskar ez eas da c'houde, an abeg da aloubadennoù ha da luskoù e diabarzh India.

Petra bennak ma vez sellet ouzh ar Stad Gupta evel ouzh un impalaeriezh e oa digreizennet e gwirionez, zoken pa oa he renerien ar re c'halloudusañ en iskevandir indian. Meur a rouantelezh amezek a oa dindan o beli dre ma oant kar e-keñver sevenadur.

Alies e lavarer ez eo amzer ar remziad Gupta "oad klasel" pe "oad aour" sevenadur kozh India dre ma c'hanas nevezentioù dibar war tachennoù ar matematik, ar steredoniezh, al lennegezh, ar c'hoariva, ar c'hizellerezh, hag all. Zoken pa 'z eo al lañs-se un astenn eus un amzer gent ez eo asur e voe marevezh ar remziad Gupta unan eus ar re bouezusañ en Istor ar sevenadur en India hag er broioù amezek.

Impalaeriezh ar C'hornôg

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad: krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Impalaeriezh ar C'hornôg eo anv an Impalaeriezh krouet gant Karl Veur en Europa ar C'hornôg en VIIIvet kantved.

Inizi angl-ha-norman

An Inizi Angl-ha-Norman (Îles Anglo-Normandes e galleg Frañs) pe Inizi Mor Breizh (Channel Islands e saozneg, da lâret eo "Inizi Mor Breizh", hag Îles d'la Manche e normaneg, hag Îles de la Manche e galleg an inizi-se) a zo inizi etre Breizh ha Bro-Saoz, perc'hennet gant kurunenn Bro-Saoz met n'emaint ket lodek er Rouantelezh-Unanet nag en Unaniezh Europa.

E kornôg Mor Breizh emaint, en hanternoz da Vro-Zol.

Lod eus Normandi istorel eo an enezeg-se, met betek ar bloaz 933 e oant da Vreizh.

Istor Breizh

Ur vro eo Breizh. Unan eus ar riezoù kentañ bet krouet en Europa eo ivez. Hir eo bet hec'h istor a c'haller lakaat da sevel ken abred hag ar VIvet milved kt JK.

Goude eured Anna Breizh gant Loeiz XII e teu tamm-ha-tamm da vezañ ul lodenn eus damani ar rouaned, ha lakaet eo da broviñs c'hall, dezhi ur parlamant, Breujoù Breizh.

Krouet e oa ar rannvro Breizh ez-ofisiel e 1943 gant gouarnamant Vichy, enni pevar departamant eus Breizh istorel hepken. Kontelezh Naoned hag a oa ul lodenn eus Proviñs Breizh a-raok an Dispac'h gall ha deuet abaoe da vezañ departamant al Liger-Atlantel a oa lakaet neuze e rannvro Broioù-al-Liger. Pa vez kaoz eus istor Breizh er Wikipedia e vez kaoz eus istor "Breizh istorel" ha neket eus "Rannvro Breizh", nemet e vefe resisaet ar c'hontrol.

Kastell-kreñv

N'eus ket kalz a ziforc'h etre ar c'hastell hag ar c'hastell-kreñv (liester : kestell-kreñv pe kastellioù-kreñv), nemet ledander tiriad an aotrou a zo perc'henn warnañ. Ar pezh a vez anvet kastell-kreñv a dle bezañ bras a-walc'h evit degemer tiad bras ar c'hastellad (familh, koskor ha soudarded) hag ivez tud ar maezhioù tro-war-dro (hag o loened doñv ganto) p'eo taget ar c'hastell. Ar c'hastell a zo arouez hag ostilh ar galloud roueel pe dugel pa ro d'un aotrou ar gwir da ledanaat e galloudoù gwaz war diriad e gastelleniezh. Dont a ra war-wel an dra-se e penn mare ar Garolingidi. Gant ar gladdalc'helezh eo liammet krouidigezh ar c'hestell-kreñv.

Meneget e vez ar c'hestell e testennoù ar Grennamzer p'eo bras galloud e warezer ha p'eo bouezus ar savadurioù hag an aveadur ken e c'heller mirout an annezidi diouzh un dagadenn frank koulz hag ur sezis. Ne veze ket kaoz eus ar c'hestel-kreñv, met eus ar c'hestel kreñvoc'h eget an tiez mogeriet.

Monarkiezh vonreizhel

Ur vonarkiezh vonreizhel a zo ur stumm gouarnamant, renet diouzh ur vonreizh ma vez un unpenn, dilennet pe hêrezel, e penn ar Stad. Enebet e vez ouzh ar vonarkiezh absolut ma ne vez ket bevennet galloud an unpenn gant ur vonreizh. Disheñvel-kenañ e vez ar gouarnamant ha savadur al lezenn en ur vonarkiezh absolut diouzh ar pezh e vezont en ur vonarkiezh vonreizhel.

An darn vrasañ eus ar monarkiezhoù bonreizhel o deus ur stumm parlamantel, evel e Bro-Spagn, e Bro-Japan, pe e Breizh-Veur. Enno e vez an unpenn e penn ar stad, ar ministr kentañ avat, a zeu e c'halloud eus ar parlamant, a ren ar vro.

Daoust ma'z eus demokratiezhioù eus an holl vonarkiezhioù bonreizhel hiziv an deiz ne oa ket bet evel-se atav. E monarkiezhioù bonreizhel zo ez eus bet diktatouriezhioù faskour, evel en Italia pe milourel evel e Tailand.

Moudenn-gastell

Ur savenn-douar eus ar Grennamzer, ur stumm kelc’hiek dezhi, hag ur c'hastell warni, eo ar voudenn-gastell. Meur a seurt moudennoù-kastell a zo dre Europa. Anvet e vezont a-wechoù « moudennoù feodel », hogen dre c'haou.

Peurliesañ e vez savet ur mell treilh hag ur c’hastellig koad gant un tour-ged war e lein, e-giz pa vefe un dourell. Gwelet e vez ar moudennoù-kastell evel kastelloù-kreñv kentidik.En Xvet kantved e teu da vezañ divarrek melloù armeoù ar Garolingidi a-benn stourm ouzh argadennoù lemm ar Vikinged hag ar « Sarasined » (anvet Maoured ivez), en Europa ar C'hornôg. Adal neuze e vez kavet emsavoc’h difenn e gornad-douar gant moudennoù, aes da sevel, gant danvez marc’had-mat hag aes da gaout. Tamm-ha-tamm e tispak ur rummad tud nevez, brezelourien pe stourmerien anezho, ur vegenn er gevredigezh a ya ar voudenn-gastell da aroueziañ he galloud. Suroc’h eo ar c’henwerzh gant an aotrounez-se dre ma tiwallont an hentoù hag ar c’hêriadennoù, pezh a laka an ekonomiezh da vont war-raok. Unan eus elfennoù pennañ aozadur an tiriadoù e teu ar moudennoù da vezañ e-tro ar bloavezh Mil. Gallout a ra an aotrou chom en e voudenn hag e teu homañ da vezañ ur bod aotrouniek. E penn kentañ an XIvet kantved e vez lakaet ar banaliezhioù e plas e pep lec’h (Forn voutin, milin voutin, presouer boutin), pezh a laka niver ar moudennoù da greskiñ ivez. Ur bilbern anezho a vez savet etre dibenn an Xvet kantved ha deroù an XIIIvet kantved, daoust da ziforc’hioù zo e bro pe vro.

Ur pezh a-bouez-bras eo ar moudennoù-kastell e mont-en-dro ar Gladdalc'helezh er Grennamzer, e Kornôg Europa.

Republik

Ur republik a zo ur riez pe ur vro ha n'eo ket renet gant un unpenn ha m'he deus ar bobl - pe un darn anezhi - ul levezon war bolitikerezh ar stad. Dont a ra ar ger eus al Latin Res Publica a c'heller treiñ dre An Dra Voutin. Stumm bonreizhel ar republikoù a c'hell kemm kalz hervez ar broioù.

Rouantelezh

Ur stumm politikel eo ar rouantelezh e-lec'h ma weler ur roue pe ur rouanez o ren war un tiriad bihan pe vras. Un unpenniezh, pe vonarkiezh, eo ar rouantelezh, unan eus ar stummoù koshañ kavet gant an dud evit en em aozañ ha sevel ur gevredigezh etrezo. Liesseurt koulskoude eo an doareoù rouantelezhioù a weler o roudoù en Istor hag er Ragistor ivez pa ziviner ez eus bet beziet rouaned gant traoù kaer ha ker-kenañ.

Tommaso Campanella

Tommaso Campanella oa ur prederour italian. Ganet eo bet e Stilo e Calabria d'ar 5 a viz Gwengolo 1568, aet eo da Anaon e Pariz d'an 21 a viz Mae 1639. Studiet en doa ar steredouriezh hag ar gabbala. Barzh e oa ivez.

Sachet en deus evezh an Inkizision abalamour d'e vennozhioù. Didamallet e voe war-lerc'h daou brosez.

Goude bezañ kemeret perzh en un irienn c'hwitet evit diskar ar gladdalc'helezh e Calabriae voe toullbac'het e-pad seizh vloaz warn-ugent. Dieubet e voe gant ar Pab Urban VIII. Mont a reas da Frañs. Richelieu a roas ul leve dezhañ.

En e oberenn utopek "La città del sole" (Keoded an heol) bet embannet e 1602 en italianeg ha goude e latin (Civitas solis) e tiskoueze bezañ a-du gant ur voutinelezh klok.

Unpenniezh

Ur reizhiad hag ur renad politikel m'emañ ar galloud e penn ur riez gant un den hepken eo an unpenniezh pe monarkiezh.

Dre hêrezh e vez treuzkaset ar galloud d'an unpenn peurliesañ, ha renadoù ar rouantelezh, impalaeriezh ha priñselezh a zo unpenniezhoù. Kavout a reer unpenniezhoù hep bevennoù lakaet dre skrid, a reer unpenniezhoù hollveliek anezho. Koulskoude en unpenniezhoù-se e vez reolennoù kuzh ha reizhiadoù kempouezañ, ar gourzhgalloudoù ofisiel pe guzh.Unpenniezhoù bonreizhel zo ivez, da lavaret eo renadoù ma lakaer reolennoù evit kempouez ar galloudoù en ur skrid anvet "bonreizh". Rannet e vez ar skrid-se e melladoù a zeskriv ar c'hoari etre an dud veur, an emvodoù ofisiel pennañ hag an doareoù d'o sevel. Deskrivet eo bet ar vonreizh evel ur gevrat etre un unpenn hag e bobl gant ar prederour gall Jean-Jacques Rousseau (1712-1778) en e oberenn Du contrat social, ou principes du droit politique "A-zivout ar gevrat kevredigezhel, pe pennaennoù ar gwir politikel" (1762).

XIIvet kantved

D'ar 1añ Genver 1101 e krog an XIIvet kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1200.

Krennamzer Uhelañ a vez graet eus ar maread-mañ en Istor Europa.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.