Genad

E bevoniezh, ar genad zo ur rannad eus ur c'herentiad. E rummatadur reizhiadek ar bevien emañ ar genad etre ar c'herentiad hag ar spesad. Bodañ a ra spesadoù, dezho meur a berzh heñvel. Istimañ a reer e vefe implijet 290 000 evit ren al loened (en o zouez 10 % genadoù balafenned).

Mont en-dro

Kement spesad bev pe aet da get (loen, plantenn, foueenn, bakterienn ...) zo staget ouzh ur genad, hervez an anvadur daouanvek degaset gant Carl von Linné. Un anv genad zo un anv latin (pe sellet outañ evel un anv latin) en dro-envel. Liesseurt e c'hall bezañ e orin (anv den, anv lec'h, anv badez, ha kement zo...).

Ur bennlizherenn eo ar c'hentañ lizherenn eus anv ar genad atav. Dleet eo skrivañ anezhañ gant al lizherenneg latin (hep tired hag hep arouezenn diforc'h). Kavout reer c'hoazh an arouezennoù latin æ, hag œ e levrioù embannet kent 1993. Abaoe 1993, ar mellad 60.6 eus kod anvadur etrebroadel al louzawouriezh (anvet stumm Tokio) a laka da reolenn ar pezh zo da-heul : « [...] An arouezennoù -æ-, -œ- a dalvez da ziskouez e vez distaget al lizherennoù-se a-gevret zo da vezañ skrivet gant al lizherennoù dispartiet -ae- ha -oe-. » Aesaet e vefe e-giz-se dibab an anvioù dre urzhiataer.

E tachennoù zo evel ar foueoniezh e ranner ar genad en isgenadoù, ha kement zo.

Orin

Difetis a-walc'h eo naoutur ar genad. Kavet e veze er c'heriaoueg a-raok bezañ degemeret e geriaoueg skiantel an naturourien. Evel-se e lakaer kemm abaoe an henamzer etre ar gwez-derv, an derv-spoueek, ar glasten, ha kement zo, daoust ma veze sellet oute evel dervennoù (genad Quercus). Alies, er yezh pemdez e talvez an anvioù loened pe plant evit ur genad a-bezh dre ma ne veze ket lakaet kemm etre ar spesadoù.

Accipitriformes

Accipitriformes a zo un urzhiad e rummatadur an evned, ennañ evned-preizh deiz evel an erered, ar baoued pe ar skouled.

E-pad pell e oant bet rummataet en urzhiad Falconiformes, asambles gant ar falc'huned.

Anseriformes

Anseriformes a zo un urzhiad e rummatadur an evned, ennañ an elerc'h, an houidi hag ar gwazi.Termenet e voe e 1831 gant al loenoniour alaman Johann Georg Wagler (1800-1832).

Anvadur dre zaou anv

E taksinomiezh (Louzawouriezh, Bevoniezh, ha kement zo ...), an anvadur dre zaou anv, zo ur reizhiad a dalvez da reiñ un anv d'ar spesadoù. Diazezet eo war daou anv a dalvez da envel un takson (an takson zo anezhañ ar renk izeloc'h evit ar genad). Savet e vez an anvioù-se hervez reolennoù yezhadur ha stummadur al latin, daoust ma c'hell dont o gwrizienn eus yezhoù all. Graet e vez anv skiantel eus un hevelep anv (kentoc'h eget "anv latin", pa ne zegouezh nemet ral a wech gant an anvadurioù latin klasel).

Kentañ lodenn an daouad a ro anv ar genad m'emañ ar spesad ennañ, an eil a ro anv dibar ar spesad e-barzh ar genad. Da skouer: emañ an dud er genad Homo hag e-barzh ar genad-se ez int izili eus ar spesad Homo sapiens.

Skignet e oa implij an anvadur-se gant Linné en XVIIIvet kantved, abaoe e oberenn Species Plantarum embannet e 1753.

Renet eo anvadur dre zaou anv gant kodoù reolennoù etrebroadel disheñvel. An hini pouezusañ en o zouez eo Kod etrebroadel anvadur al loenoniezh (ICZN e saozneg) evit a sell ouzh al loened ha Kod etrebroadel anvadur al louzawouriezh" (ICBN e saozneg) evit ar plant. Daoust ma'z eo boutin d'an daou god-se ar pennaennoù bras a ren an anvadur dre zaou anv, ez eus un nebeud disheñvelderioù, en derminologiezh evel er reolennoù resis a implijont.

Hiziv an deiz e teraou atav ar c'hentañ lodenn eus an anvioù-se, hini ar genad, gant ur bennlizherenn hag an eil lodenn ne ra ket, memes pa zeu eus un anv divoutin evel anv un den pe ul lec'h. Skrivet e vez an div lodenn e lizherennoù stouet.

En oberennoù skiantel e roer da gustum anv an den en deus roet e anv d'ur spesad. Ar wezh kentañ ma vez meneget d'an nebeutañ. Pa skriv al loenonourien anv ur blotvil mor ispisial evel "Patella vulgata Linnaeus, 1758", an anv "Linnaeus" a zisklêr d'al lenner e oan anvet ar spesad gant Linnne. 1758 a dalvez evit ar bloaz ma oa embannet deskrivadur kentañ ar spesad, en degouezh-mañ 10vet embannadur al levr Systema Naturae (N'eo ket ret d'al louzawourien reiñ an deiziad). Nebeutoc'h-nebeutañ e reer evel-se avat, ha n'eo ket ral gwelet studiadenn gant anvioù skiantel hep anv an den da heul.

Bronneged

Ar bronneged a zo un takson a renker er mellkeineged ha renket e vezont hervez ar boaz evel ur gevrennad abaoe Carl von Linné a rae Mammiferae (liester ar ger latin Mammifera) anezho. Unskourrennek eo an taxon-mañ a greder. Gourdadoù heñvel o deus bet ar bronneged ouzh re ar skrampviled ha re al laboused, an tri anezho o vezañ renket e takson an amnioted.

Ar fosiloù koshañ a zo bet deiziataet war-dro 220 milion a vloavezhioù e-pad amzervezh an Trias. An diforc'h diouzh ar skrampviled eo an disparti a weler etre eskern ar skouarn diabarzh hag an iskarvan.

An anv bronneged a zeu eus ar bronnoù o deus ar parezed evit magañ o mennoù gant o laezh. Gwagrennoù ar bronnoù a zeu eus kemmadur ul lodenn eus ar gwagrennoù-c'hweziñ.

Ar bronneged o deus ur gwad tomm hag e-touez al loened heñvelgwrez e vezont renket. Peurliesañ e vez o gwrez diabarzh padus ha war-dro 36-39° Celsius. Kemmus eo gwrez ar mennoù hag hini ar monotremed, ar gsenartred hag ar re a ya da c'hoañvaat.

Daoust dezho bezañ ganet war an douar hag azazaet d'ar vuhez warnañ da gentañ, e kaver meur a hini azazaet d'ar vuhez dourel pe vorel.

War-dro 5400 spesad bronneged a zo, rummataet e 29 urzhiad, 153 c'herentiad ha 1200 genad.

Carl von Linné

Carl von Linné a voe ganet d’an 23 a viz Mae 1707 e Stenbrohult, e proviñs Småland e kreisteiz Sveden ha mervel a reas d’an 10 a viz Genver 1778 en Uppsala. Ur mezeg e oa, louzawour ha kelenner e skol-veur Uppsala. Gantañ e voe rummataet holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae (1735). Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar vevien zo en implij bremañ. Met ma'z eus bet miret lod eus ar pennaennoù, kalz a draoù a zo bet kemmet ivez.Carl Linnaeus e oa e anv pa voe ganet. Pa voe noplaet gant roue Sveden e 1761 e cheñchas e anv e Carl von Linné. E kalz yezhoù e reer anezhañ hiziv Linné hepmuiken.

Linné a veajas e meur a rannvro eus Sveden evit diskrivañ ar plant hag al loened anezho : diwar ur veaj en hanternoz ar vro e voe savet e labour bras kentañ, Flora lapponica . Mont a reas da vroioù all en Europa ivez : en Izelvroioù e lakaas embann e Systema naturae.

Classification phylogénétique du vivant (levr G.Lecointre ha H. Le Guyader)

Classification phylogénétique du vivant zo ul levr skiantel kenskrivet gant Guillaume Lecointre hag Hervé Le Guyader, skeudennet gant Dominique Visset, hag a zispleg doareoù a-vremañ da renkañ ar beved. E 2001 e voe an embannadur kentañ, an embannadur diwezhañ – hizivaet ha kresket – o vezañ deuet er gouloù e 2017.

Ur sintezenn eo al levr-se eus labourioù diwezhañ e rummataouriezh ar beved ; kinnig a ra ur rummatadur filogenetek. Er pajennoù kentañ emañ dipleget petra eo ar filogenetik hag an doareoù implijet gant ar skrivagnerien evit sevel gwezennoù filogenetek.

Coraciiformes

Coraciiformes a zo un urzhiad e rummatadur an evned.Termenet e voe e 1884 gant al loenoniour saoz William Alexander Forbes (1855-1883).

Cypraea

Cypraea a zo ur genad eus kerentiad an hoc'higed-mor. Gant lod eus ar daksonomierien eo ar genad nemetañ er c'herentiad, padal eo ur genad e-touesk kalz re all (betek 49 hervez Word Register of Marine species WORMS ) gant al lodenn vrasañ eus ar skiantourien. Cheñch a ra ingal a-walc'h ar rummatadur diouzh an dizoloadennoù pe hervez ar skiantourien. E 2000 e veze renket spesadoù ar c'herentiad e 34 genad gant Dr Felix Lorenz, ur skiantour oberiant-tre war ar sujed

Hoc'higed-mor

Cypraeidae zo ur c'herentiad blotviled hag a vez graet hoc'higed-mor , "hoc'higoù-mor", "hoc'higed", "moc'h-mor" pe "moudennigoù" anezho. Kerentiadoù tost, an Triviidae hag an Ovulidae a vez graet ar memes anvioù anezho e brezhoneg abalamour ma oa renket gwechall en hevelep kerentiad.

E-touesk ar c'hregin brudetañ hag ar muiañ klasket gant dastumadegerien eo ar Cypraeidae.Porcellana a vez graet anezho en italianeg, Porcelaines e galleg, Faoiteag e gouezeleg, Kauri en alamaneg, kauri's nederlandeg ha cowries e saozneg.

Kevrennad

E bevoniezh eo ar gevrennad ur rannad eus ur skourrad. Klotañ a ra gant al latin Classis. E rummatadur reizhiadek ar bevien emañ ar gevrennad etre ar skourrad hag an urzhiad. An trede derez eo ar gevrennad e rummatadur klasel ar bevien (da lâret eo an hini na ra ket gant naoutur ar pellder genetek).

Renkoù anavezet all eus rummatadur reizhiadek ar bevien zo ar riezad, ar renad, ar skourrad, an urzhiad, ar c'herentiad, ar genad.

Piciformes

Piciformes a zo un urzhiad e rummatadur an evned, ennañ ar speged hag an toukaned.Termenet e voe e 1810 gant an daou naturour alaman Bernhard Meyer (1767-1836) ha Johann Wolf (1765-1824).

Skourrad

E bevoniezh, ur skourrad zo ur rannad eus ur riezad. E rummatadur ar bevien emañ ar skourrad etre ar riezad hag ar gevrennad.

E diwezh anvioù a skourradoù e kaver al lostgerioù latin -phyta evit ar plant hag ar bezhin, ha -mycota evit ar foue.

Evit pezh a sell ren al loened, lostgerioù zo lakaet e plas dindan renk an uskerentiad hepken (ICZN mellad 29.2).

SkouerioùLoened : Arthropoda, Chordata, Mollusca

Foue : Zygomycota, Ascomycota

Plant : Magnolophyta, Ginkgophyta

Spesad

Er vevoniezh e vez implijet an termen spesad evit unan eus ar rummadoù diazez a reer ganto evit sevel renkadurezh ar bevien. Termenet e vez ar spesadoù evel strolladoù ar bevien (plant ha loened) a c'hell gouennañ etrezo ha genel distaoladennoù distag ha strujus. Graet e vez al labour rummata gant daou seurt bevoniourien, al loenoniourien hag al louzawourien (ar re-se evit rummata ar plant).

Dre vras e talvez meur a anv boutin implijet evit loened ha plant anavezet mat evit hini ar spesad (leon, ki-dour), met meur a spesad a ya dindan ar skrev, da skouer.

Ul labour pouezus eo klask peseurt spesadoù distag a c'heller kavout daoust d'an heñvelidigezhioù. Meur a wech e vez kavet daou spesad pa veze kredet e oant unan hepken. Pa vez divizet ez eus ur spesad en e unan e vez savet un anv daoudel, da lavaret eo anv latin ar genad heuliet gant anv latin ar spesad. An daou anv a zo anv skiantel ar bevien.

Statud mirerezh

Ar statud mirerezh eus ur spesad zo ur merker a ro an tu da briziañ pegen bras eo ar riskl en deus da vont da get d'ur mare bennak.

Diskouez a ra hag eñ ez eus loened bev c'hoazh barzh ar strollad-se ha ma'z eus e petore dañjer emañ ar strollad-se da vont da get en amzer da zont. Kalz faktorioù a vez kemeret e kont. N'eo ket hepken niver an anevaled bev c'hoazh, met ivez feur digresk pe kresk ar strollad, an dañjerioù anavezet ha kement zo...

Ar reizhiad priziañ ha renkañ ar muiañ brudet hag anavezet er bed eo Roll ruz ar spesadoù en Arvar an IUCN. Termeniñ a ra ar reizhiad-se e statudoù mirerezh (rummadoù) hag an arouezioù-barn resis a ro an tu da lakaat ar spesad-mañ-spesad en ur rummad pe en unan all.

Rannañ a ra ar spesadoù en arvar e tri rummad : ar spesadoù en arvar bras (berradur : CR), ar spesadoù en arvar (EN), hag ar spesadoù Chalus (VU). Savet ez eus ivez ur roll eus ar spesadoù aet da get abaoe 1500 kent J.K.(EX) hag eus an taksa zo aet da get en natur (EW). Renablet eo ivez e rummadoù an taksa zo an nebeutañ e dañjer : ar spesadoù zo tost da vezañ en arvar (NT) hag ar spesadoù n'emaint ket en arvar (LC).

Ar "C'henemglev diwar-benn kenwerzh etrebroadel ar spesadoù loened ha plant gouez en arvar" (CITES) en deus da bal da asuriñ n'eo ket lakaet en arvar ar spesadoù loened ha plant gouez gant ar c'henwerzh etrebroadel.

Trochilidae

Kerentiad an Trochilidae zo ennañ 328 spesad evnedigoù-lufr, evned-kelien, pe kolibried. Gant ar ger diwezhañ-mañ e vez graet e meur a yezh dre ar bed evel un termen hollek, met evit ar skiantourien ne dalv nemet evit ur genad anezho, ar genad Colibri.Evned bihan-bihanik zo anezho, ar re vihanañ er bed : adalek 5 pe 22 cm, betek 35 cm evit ar spesadoù o deus pluñv hir ouzh o lost. Buan-kenañ e luskont o divaskell : 15 pe 80 gwezh bep eilenn.Pluñv livet flamm zo ouzh o gouzoug pe war o fenn. Cheñch a ra kalz neuz o figos moan hervez ar spesadoù : gallout a ra bezañ pe hir-kenañ pe verr, pe eeun pe kamm da vat. Bihan-bihanik eo o favioù. Kouskediñ a reont e-doug an noz kuit da goll energiezh.

Kavout a reer anezho el lodenn vrasañ eus Amerika an norzh hag Amerika ar su. Stank int en takad neveztrovanel.

Bevañ a reont e meteier disheñvel, e kement lec’h ma kresk ar plant a c’hall pourchas nektar dezhe, adalek live ar morioù betek 5 000 m uhelder. Kalz brasoc’h eo o liested en toleadoù danveneziek.

Bihanañ evned ar bed eo kolibried Elena (Mellisuga helenae) a gaver e Kuba. Ne greskont ket en tu all da 2,5 cm evit daou c'hramm a bouez enno pe war-dro.

Gallout a rafed gwelet ur c’holibri e linennoù Naska.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.