Gaza

Gaza (غزة, Ghazzah en arabeg ; עַזָּה, ʕazzā en hebraeg) eo ar gêr vrasañ e Bandenn Gaza hag e douaroù Aotrouniezh Vroadel Palestina, pa'z eus war-dro 410 000 den o chom e kêr. Dre ma vez implijet alies an anv "Gaza" evit "bandenn Gaza", pe "bann Gaza", e vez graet a-wechoù gant an anvadur "Kêr Gaza" (pe "Gaza City") pa vez c'hoant da resisaat e kaozeer diwar-benn kêr hepken.

Ur gêr gozh eo Gaza. Un arsav e oa war hent ar varc'hadourien a yae eus Ejipt da Siria en Henamzer. Goude bezañ bet e-pad pell e dalc'h rouantelezhioù Henegipt, e voe kemeret gant ar Filistined en 13vet kantved kent JK. Kemeret e voe ivez gant Aleksandr Veur e 332 kt JK, goude ur seziz a badas daou viz.

Gaza Beach
Aod Gaza

En XXvet kantved en em gavas Gaza en douaroù palestinat a oa dindan beli Breizh-Veur. E 1948, pa voe rannet an douaroù-se etre Arabed ha Yuzevien e voe lakaet Gaza el lodenn arab ha fiziet ar melestradur anezhi en Ejipt. E miz Mezheven 1967 e voe aloubet gant Israel e-pad ar Brezel c'hwec'h devezh ; d'an 18 a viz Meurzh 1994 e voe fiziet ar c'horn-bro en Aotrouniezh Vroadel Palestina daoust ma chomas ac'hubet gant arme Israel betek 2006.

Gaza City
Kreiz kêr Gaza

Kêrioù gevellet

Gwelit ivez

2005

Diwar-benn bloavezh 2005 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

Sellit ivez ouzh 2005 e Breizh.

Aldous Huxley

Aldous Leonard Huxley (/ˈɔːldəs ˈhʌksli/ ; 26 a viz Gouere 1894 – 22 a viz Du 1963) a oa ur romantour, ur barzh hag ur prederour saoz.

A-douez an hanter-kant levr bennak bet skrivet gantañ ez anaver ar romant skiant-faltazi Brave New World (1932) er bed a-bezh ; e The Doors of Perception (1954) e kontas e vuhezadoù dindan drammoù psikedelek evel ar meskalin.

En e yaouankiz e voe kenrener ar gelaouenn Oxford Poetry hag e krogas da skrivañ istorioù berr ; diwezhatoc'h e skrivas senariooù evit ar sinema ha danevelloù e veajoù. E Los Angeles e tremenas trederenn diwezhañ e vuhez.

Denelour, peoc'helour e oa Aldous Huxley, hag ur flemmganer ivez. Pa oa o vont war an oad e voe dedennet gant al lezvredoniezh hag ar gevrinelezh prederouriel, ar pezh e gasas war-du an hollvedelouriezh (The Perennial Philosophy, 1945).

E diwezh e vuhez e voe anzavet evel unan eus speredoù pennañ e amzer. Seizh gwech e voe kinniget e anv evit Priz Nobel al Lennegezh, met biskoazh ne voe roet dezhañ.

Aotrouniezh Vroadel Palestina

Aotrouniezh Vroadel Palestina (en arabeg : السلطة الوطنية الفلسطنبية As-Solta al-Wataniya al-Filastiniya) eo anv ar framm gouarnamant a vez melestret gantañ Arabed a zo o chom e Sisjordania ha strizhenn Gaza en takadoù A ha B eus Palestina meneget en Emglevioù Oslo. Ur prezidant a zo hag ur vodadeg dilennet dre vouezhiadeg hollek, ur polis.

Bandenn Gaza

Bandenn Gaza, pe Strizhenn Gaza (قطاع غزة, Qita' Ghazzah, en arabeg, רצועת עזה, Retzuat 'Azza, en hebraeg) zo un dachenn douar lec'hiet e mervent Israel. Evel Sisjordania e oa bet aloubet gant arme Israel ha melestret e rankfe bremañ gant Aotrouniezh Vroadel Palestina, met tapet eo bet ar galloud eno gant al luskad Hamas e 2007.

Barcelona

Barcelona eo kêr-benn Kumuniezh Emren Katalonia ha Proviñs Barcelona. Kêr-benn Katalonia hag ar Spagn eo ivez. 1 700 000 a dud a oa en 2013. 3 000 000 gant ar c'hêrioù tostañ (Mataró, Badalona, Terrasa, Sabadell, Hospitalet de Llobregat, Santa Coloma de Gramanet, Cornella de Llobregat…).

Brezel C'hwec'h Devezh

Ar Brezel C'hwec'h Devezh eo ar brezel renet gant Israel a badas eus al Lun 5 a viz Mezheven d'ar Sadorn 10 a viz Mezheven 1967 a-enep Egipt, Jordania, Siria hag Iraq. Mont a reas aes an trec'h gant Israel, ha tapet e voe gant homañ tiriadoù diwar-goust hec'h enebourien evel Strizhenn Gaza, Sinai, Sisjordania, Golan ha reter Kêr-Jeruzalem.

Egipt

Republik arab Egipt, berraet en Egipt, pe Ejipt, hervez an anv istorel e brezhoneg, (en arabeg:مصر, romanekaet e Misr pe Masr e rannyezh Egipt), a zo ur riez treuzkevandirel e Biz Afrika. Daoust m'emañ an darn vuiañ anezhi en Afrika, e vez renket alies-tre e takad ar Reter-nesañ dre abegoù politikel ha sevenadurel.

P'eo war-dro 1,020,000 km² he gorread, Egipt he deus harzoù douarel gant Libia er c'hornôg, gant Soudan er su ha gant Israel ha Bandenn Gaza er biz. Aodoù zo d'ar vro a sko war ar Mor Kreizdouar en norzh ha war ar Mor Ruz er reter.

Intifada

Intifada (skrivet ivez intifadah) a zo ur ger arabek (eus انتفاضة) hag a sinifi emsavadeg. Implijet eo bet meur a wezh e Liban, met ivez en Irak, Aljeria ha Tunizia (e-kerzh an dispac'h tunisian 2010-2011 peurgetket), pe e Maroko evit komz diwar benn ur renad politik gwasker pe un enebour estrañjer, arouez a ra gantañ ivez daou emsav ar bopl a-enep lu Israel en takadennoù dalc'het ha tennet digant an aotrouniezh palestinat (Bandenn Gaza ha Sisjordania). Un darvoud bras an hini eo e-kerzh ar stourm Israelat-Palestinat.

An intifada kentañ, anvet brezel ar maen, e oa bet kroget gantañ d'an 9 a viz Kerzu 1989.

An eil intifada palestinat, anvet ivez intifada Al-aqsa, a grog an 29 a viz Gwengolo 2000, antronoz ar weladenn gant Ariel Sharon war reper ar moskeennoù e Jeruzalem.

D'ar 27 a viz Kerzu 2008, war lerc'h an oberiadenn Plom Kaletet (en hebraeg מבצע עופרת יצוקה Oferet Yetsukah) kasett gant lu Izrael hag a reas 1 300 a balestinianed lazhet, Khaled Mechaal, penn-lu an Hamas en harlu en devoa disklêriet war chadenn Al-Jazeera : «gervel a reomp evit un Intifada a-enep an enebour [izraelian]. Ar rezistañs a zlee kendec'hel evit dieubidigezh Palestina ur wezh ha da viken.»

E 2015, ur wagenn feulster e Jeruzalem a zo bet anvet intifada ar c'hontilli er mediaoù.

Ismail Haniyah

Ismail Haniyah (bet ganet e 1962) (arabeg: إسماعيل هنية) a zo unan eus pennoù-meur ar Hamas. Ha daoust ma n'emañ ket e-touez ar re grisañ o folitikerezh e soñj ez eo ret distrujañ Stad Israel. Goude bezañ anvet kentañ ministr e tisklêrias Haniyah ne anavezfe ket Stad Israel ha ne lakafe ket ar Hamas da zilezel an armoù. [1][2]

Dibabet e oa bet d'an 21 a viz C'hwevrer 2006 evit dont da vezañ Kentañ ministr nevez Aotrouniezh Vroadel Palestina goude ma oa aet ar maout gant re Hamas dindan an anv Listenn ar c'hemm hag an adwel er vouezhiadeg bet dalc'het d'ar 25 a viz Genver 2006. [3]

Dilennet e oa bet Haniyah da vezañ penn al listenn ha neuze e oa sklaer e c'hellfe dont da vezañ kentañ-ministr goude ma oa bet roet e zilez gant Ahmed Qourei. Goude ma tapas an Hamas ar galloud e strizhenn Gaza eo torret eus e garg d'ar 14 a viz Mezheven 2007 gant ar Prezidant Mahmoud Abbas.

Israel

Israel, Stad Israel en un doare ofisiel, (Hebreaeg : מְדִינַת יִשְׂרָאֵל‎, Medīnat Yisrā'el, AFE : [me̞diˈnät jisʁäˈʔe̞l]; Arabeg: دَوْلَة إِسْرَائِيل‎, Dawlat Isrāʼīl, AFE : [dawlat ʔisraːˈʔiːl]) zo ur Stad eus ar Reter-nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. E stadoù amezek a zo Liban en norzh, Siria e biz, Jordania ha Sisjordania er Reter hag Ejipt ha Bandenn Gaza er mervent. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez an “Israel” viblek. Ar Stad nemetañ gant muianiver a boblañs yuzev eo. An hebraeg eo he yezh (an arabeg a zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.

Goude bezañ disklêriet un zisentez gant ABU e 1947 diwar-benn ar Balestina fiziadour eo bet disklêriet e 1948 bezañs "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion, penn Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajañs Yuzev evit ar Balestina. An deiz-war lec'h eo bet arsailhet Israel gant ar broioù arabek evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet etrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubiñ Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza ha Uhelgompezenn ar Golan.

Mahmoud Abbas

Mahmoud Abbas (arabeg: محمود عباس, distaget: Maḥmūd ʿAbbās) (bet ganet d’ar 26 a viz Meurzh 1935), a anavezer ivez dindan an anv "kounya" Abou Mazen (ابو مازن; Abū Māzin), eo Prezidant Aotrouniezh Vroadel Palestina ha Prezidant an Aozadur evit Dieubiñ Palestina, war-lerc’h marv Yasir Arafat.

Melanocorypha

Melanocorypha a zo ur genad e rummatadur an evned, krouet e 1828 gant an naturour alaman Friedrich Boie (1789-1870).

Mozambik

Ur stad eus Afrika eo Mozambik, pe, ent-ofisiel Republik Mozambik, pe, en portugaleg, Moçambique pe República de Moçambique (distagadur IPA : [ʁɛ'publikɐ dɨ musɐ̃'bikɨ]). War aod gevred ar c'hevandir-se eo lec'hiet. Harzoù he deus gant Suafrika, Swaziland, Zimbabwe, Zambia, Malawi ha Tanzania. An eil bro bortugalek er bed eo-hi ma kemerer he foblañs e kont, hag an drede pa reer anv eus ar gorread.

Rouantelezh nevez Henegipt

Ar rouantelezh nevez pe nevezimpalaeriezh a zo ar prantad en istor Henegipt a ya eus ar XVIvet kantved betek an XIvet kantved kent J.-K. (1570-1070 kent J.-K. mui-pe-vui). Teir zierniezh o deus renet e-pad ar prantad-se : an XVIIIvet, an XIXvet hag an XXvet.

Sderot

Sderot ([sdeˈrɔːt]; hebraeg: =שׂדרות, a dalvez bali; arabeg: سديروت) a zo ur gêr e su Israel, e pastell-vro su. E 2007 e oa 19 300 annezad enni, ouzhpenn 99% anezho a orin yuzev.

Sisjordania

Sisjordania, anvet alies ivez ar C'hlann Gornaouek (arabeg: الضفة الغربية‎ aḍ-Ḍaffah l-Ġarbiyyah, hebraeg: הגדה המערבית‎, HaGadah HaMa'aravit) anvet ivez en hebraeg: יהודה והשומרון‎ Yehuda ve-Ha'Shomron (Judea ha Samaria), da lavaret eo ar c'hlann gornaouek eus ar stêr Jordan, eo al lodenn reter eus an tiriadoù Palestinian, al lodenn all eo strizhenn Gaza. Luziet eo ar galloud politikel er vro, hag ul lodenn eus ar vro a zo melestret gant stad Israel ha lodennoù all gant Aotrouniezh Palestina.

Thoutmose III

Thoutmose III pe Djehoutymes III e oa pempvet faraon an XVIIIvet tierniezh e Henegipt. Manethon a ra Misphragmuthosis anezhañ.

N'eur ket asur eus bevennoù e ren. Ne renas e-unan nemet adalek -1458 / -1457.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.