Galiza

Galiza pe Galisia[1] (a-wezhioù Kalaika pe Kalaikia) zo ur vro en hanternoz da Bortugal, e gwalarn Spagn. Bez' eo unan eus ar broadoù hep stad en Europa.

Galiza zo ur gumuniezh emren gant ur statud a gumuniezh istorel, lec’hiet e gwalarn-pellañ Spagn. Asturiez, Castilla y León, Portugal, ar Meurvor Atlantel ha mor Kantabria zo tro dezhi. 29 574 km2 eo he gorread ha 2 748 695 den a oa o chom enni e 2014.

Galiza zo peder froviñs (provincia e galizeg) enni: A Coruña, Lugo, Ourense ha Pontevedra. Santiago de Compostela eo kêr-benn ar gumuniezh emren.

Comunidade Autónoma de Galicia
Comunidade Autónoma de Galiza
Comunidad Autónoma de Galicia



Banniel Galiza
Ardamezioù Galiza
Banniel Ardamezioù
Lec'hiadur Galiza
Kan broadel Queixumes dos Pinos
Yezhoù ofisiel Galizeg
Kastilhaneg
Kêr-benn Santiago de Compostela
Prezidant Alberto Núñez Feijóo
Gorread 29 574 km²
Poblañs
• Stankter
2 748 695 (2014)
92.36/km²

Anvadur

Eus an Henamzer hon eus dalc'het menegoù gresim eus "Kallaikia" (καλλαικια) hag eus e annezidi "kallaikoi" (καλλαικoι), alese an anv brezhonek lennegel, "Kalaikia". Aet e oa an anv da "Gallaecia" er mare roman. Er Grennamzer e teuas da vezañ ur rouantelezh dizalc'h dindan an anv "Reyno de Galicia", aet da lodenn eus Rouantelezh León war-lerc'h, daoust ma talc'has da vezañ anvet rouantelezh (Reyno de Galicia) betek an XIXvet kantved, pa voe krouet, dindan an hollveliegezh, ar rannvroioù kalaikat a-vremañ (1833) hag e voe bodet dindan kurunenn Spagn Rouantelezhioù broioù Spagn ("las Españas"). Etre an Henamzer hag ar Grennamzer, e voe anvet Suevia ivez, abalamour d'an alouberien c'herman anvet Sueved pe Suaved.

E brezhoneg eo bet implijet an anv Kalaikia evit envel ar vro a vremañ adal Frañsez Vallée da nebeutañ. Kavet e vez e geriadurioù Frañsez Vallée eta, pe Roparz Hemon, ha Youenn Drezen a ra gant ar ger "Kalaikiad" deveret eus ar stumm-mañ e Sizhun ar breur Arturo[2]. Yann Jaouen a ra gant ar ger-se ivez en e droidigezhioù diwar Manuel María, sevenet e 1973[3] dindan renerezh Per Denez.

Ar skrivagner Koulizh Kedez a ra gant ur stumm eeunaet diwar an hevelep gwrizienn : Kalaika.

Dindan bluenn Per Denez e kaver Galaïka ha, nevesoc'h 'zo, Galisia.

Galisia zo bet kavet e-pad pell er skridoù hag e geriadur Roparz Hemon embannet gant Al Liamm koulz hag e geriadur Frañsez Favereau.

Ar gallekadur ar Galis pe bro Galis a vez kavet ivez e geriadur F. Favereau e kichen ar stumm Galisia.

Galiza, ar stumm nevesañ e brezhoneg, testeniekaet adalek 1996 er c'helaouennoù Hor Yezh hag Al Liamm, a gaver e geriadur hollvrezhonek An Here. Amprestet digant ur stumm galizek deuet en-dro e lizhiri ar yezh-se en XXvet kantved diwar ar portugaleg ha galizeg-ha-louzitaneg ar Grennamzer, ha bet degemeret e reoliekadur ar galizeg (diouzh al lezenn) e 2003 evel adstumm; lakaet e vez gant lod da vezañ ar stumm galizek "gwir" enep ar stumm Galicia a vefe da lakaat da gastilhanegadur, daoust ma'z eo testeniekaet mat er yezh abaoe ar Grennamzer. Gant ar stumm-se eo bet troet ar ger Galicia implijet gant Claudio Rodríguez Fer, e troidigezh e levr Muioc'h kalz eget mil bloaz, [4].

Yezhoù ofisiel Galiza

Douaroniezh

Galice granit
Torosennadur

Galiza zo 29 574 km2 he gorread (hogozik evel Belgia) hag hec’h aodoù zo 1 300 km a hed. Da vare ar Romaned e oa barregezhioù pouezus enni : aour, arc’hant ha staen. Galiza zo bevennet en norzh hag er c’hornôg gant ar Mor atlantel, er reter gant dibenn an aridennad menezioù zo war aodoù Kantabria, (Os Ancares) hag er mervent gant dibenn ar stêr Miño, a ya an tamm dibenn anezhi d’ober ar vevenn etre an div vro. Ur vro c’hlas eo-hi, gant un hinad meurvorel.

Galice muxia
Nosa Señora da Barca

Ar vro zo 4 froviñs enni, 53 c’hanton (comarcas), 316 kumun (concellos), 3847 parrez ha 31 855 kêriadenn (aldeas) ( 63 613 kêriadenn en holl zo Spagn). Ar barrez eo ar rann velestradurel bouezusañ evit ar C’halisianed. Pa vez goulennet digant ur Galisian eus pelec'h e teu e repont deoc'h gant anv e barrez peurliesañ.

Ar parrezioù-se zo bet krouet gant ar Sueved, ur bobl c’herman a ziazezas unan eus rouantelezh kristen kentañ Europa war-dro 410. An diell « Parochiale Suevorum », zo deiziataet eus 569, a ro dimp da c'houzout e oa ar barrez un aozadur melestradurel d'ar mare-se dija.

Kêrioù Galiza

E Galiza n’eus meurgêr ebet e penn an tiriad evel e rannvroioù all eus Spagn. Meur a gêr etre, evit gwir, zo er vro :

Istor

Gwelet Istor Galiza
Galice celtes
ar pevar roud-avel

Gallaeci e oa anv ar pobloù a oa o vevañ er vro-se, hervez ar skrivagnerien gozh. Galiza zo bet savet hec’h anv diwar anv ar poploù-se. Deuet e oa Gallaecia da vezañ ur proviñs roman a oa emren a-walc'h gant he c’hêrioù-penn dezhi hec’h-uan (Braga, Lugo hag Astorga).

Castro de Baroña y playa de Arealonga-Complexo Húmido de Corrubedo-Coruña-Spain
Ur c'hastro
Galice tour hercules
Tour-tan roman

E-kerzh dekvloavezhioù diwezhañ an Impalaeriezh roman, e deroù aloubidigezhioù kentañ ar C'hermaned, e oa en em gavet Sueved, ur bobl a veve etre Roen ha Danav, el ledenez iberek e 409, asambles gant meuriadoù german all. Padout a reas rouantelezh ar Sueved hogozik daou gantved (409-585) a-raok dont da vezañ ul lodenn eus rouantelezh ar Wizigoted.

Rouantelezh Galiza

Aloubet e oa bet Gallaecia gant ar Romaned (137-22 a-raok J.-K.) dre ma oa puilh ar c'hailh enni. An hentoù roman, ar pontoù (Bibei, Ourense), ar mogeradurioù (Lugo) hag ar stalioù labour-douar bet savet tro-dro d’ar c’henkizoù roman a lakaas tamm-ha-tamm dremm ar vro da cheñch. Dont a reas Gallaecia da vezañ ur proviñs roman dizalc’h gant he c’hêrioù-penn dezhi hec’h-unan : Braga, Lugo hag Astorga. Ar galizeg a chom hiziv an deiz ar roud heverkañ chomet war-lerc’h ar Romaned.

Relijiusted ar bobl a voe lakaet tamm-ha-tamm da cheñch gant ar relijion gristen, ha pa chomfe roud anezhi e mitoù, e lidoù hag e arouezioù fonnus-tre. Er IVe kantved e voe savet an eskoptioù kentañ ha kredenn Priscillian a rae berzh-kaer war ar maez. Tamallet e voe Priscillian da vezañ achantour ha da aozañ dirolladegoù revel hag e-se e voe lakaet d’ar marv. Lakaet e voe da verzher e Gallaecia, ken e nac’has eskibien Galiza lakaat diskibled Priscillian heñvel ouzh merzherien, e-kerzh sened Toledo e 396.

Reino de Galicia Suevos
Rouantelezh Galiza
Tiernezh swebat (Vvet-VIvet kantved)
  • ██ Bevennoù ar proviñs roman
  • ██ Rannvro bet kemmet an aotrouniezh enni
  • ██ Bevennoù ar rouantelezh suevat
  • E 425-426 o doa kaset ar Vandaled, ur bobl c’herman all, ar Sueved war-dreñv hag en em staliañ a rejont ivez e Galiza. Goude bezañ brezelekaet da gentañ e oa en em unanet Galiziz, Sueved ha Vandaled, ha diazezet o doa ur rouantelezh hag a badas war-dro ur c’hantved hanter. Da c’houde, e 585, e stagas roue ar Vizigoted, Leovigild rouantelezh suevat Galiza ouzh e rouantelezh. Dont a reas ar rouantelezh suevat neuze da vezañ ur rann velestradurel eus rouantelezh ar Vizigoted. E-kerzh ar c’hantvedoù war-lerc'h en em unanas ar pobloù disheñvel a oa o vevañ e Galiza, da lavaret eo ar C'haliziz-Romaned, ar Sueved, ar Vandaled hag ar Vizigoted, ken war an dachenn gevredigezhel ken war an dachenn yezhel ha kreñvaet e voe ganto o rouantelezh goude. Un oadvezh aour e voe ar mare-se evit Galiza, en em lede a-hed aod kornôg al ledenez pe dost (norzh Portugal hiziv an deiz). E 711 e lakaas an Arabed termen da aotrouniezh ar Vizigoted war al ledenez iberek. Ne voe ket bras avat levezon an Arabed war Galiza.

    War dachenn ar yezh o doa kreñvaet Galiziz o yezh, ar galizeg, a voe kaset war-raok n’eo ket hepken e norzh Galiza (Kumuniezh emren Galiza hiziv), met ivez e su Galiza a-bezh (norzh Portugal hiziv an deiz). A-hed ar Grennamzer e veze graet gant an hevelep yezh e norzh Galiza hag e Su Galiza. Ar Río Miño, a zisparti norzh Galiza ha su Galiza (norzh Portugal hiziv), a oa e-kreiz an dachenn ma veze graet gant ar yezh voutin, da lavaret ar galizeg-portugaleg.

    Ar galizeg, ur yezh hag ur sevenadur

    Ar galizeg hag ar portugaleg zo anezho div yezh roman deveret eus ar “galaico-portugués” (galizeg-portugaleg), a oa deveret, eñ ivez, eus al latin a veze komzet du-hont er Grennamzer. Krouet e oa bet ul lennegezh puilh war-lerc’h er yezh-se er Grennamzer ha deveret e oa bet an div yezh a vez graet ganto bremañ anezhi : ar galizeg hag ar portugaleg. Peuzheñvel eo an div yezh-se.

    Hervez ul luskad yezhoniourien ez eo ar galizeg hag ar portugaleg daou zoare eus an hevelep yezh a reer gallego-luso-brasileiro diouti. Diforc'hioù zo etre ar galizeg ofisiel hag ar portugaleg ofisiel dre ma'z eo bet kastilhanekaet ar galizeg. (an doare nemetañ eus ar galaico-portugués a vez reizhskrivet hogozik evel ar c'hastilhaneg). E gwirionez, hervez kalz a yezhoniourien, ez eus kement a zifoc’hioù etre ar galizeg hag ar portugaleg komzet war-bouez nebeut hag etre an div rannvyezh nederlandeg komzet : an nederlaneg (a vez komzet en Izelvroioù) hag ar flandrezeg (a vez komzet e Belgia). Peurheñvel e vez skrivet an div yezh-se avat. Galiziz ha Portugaled a c’hall intent komzoù an eil re hag ar re all eta.

    Nevez zo ez eo bet kavet ar skrid galizek koshañ anavezet. Skrivet e oa bet er bloavezh 1228 hag anvet eo « Foro do bo burgo do Castro Caldelas ». Roet e oa bet gant Alfonso IX, roue León, e miz Here eus ar bloavezh-se, da kêr Ourense (proviñs Allariz).

    Goude ma oa aet ar sevenadur war e ziskar e-pad ar marevezh modern e oa deuet en-dro ar galizeg hag al lennegezh galizek war wel gant adc’hanidigezh an XIXvet kantved, a reer « Rexurdimento » diouti, ha gant ar marevezh « Nos » (« Ni ») en drederenn gentañ eus an XXvet kantved. Daoust ma oa bet ehanet an argerzhadur-se, abalamour da vrezel diabarzh Spagn ha da ziktatouriezh Franco, en deus adkemeret sevenadur Galiza e greñv abaoe ar bloavezhioù naontek kant hag hanter-kant. E 1981, da lavaret eo abaoe m’eo emren Galiza, eo deuet ar galizeg da vezañ yezh ofisiel gant ar c’hastilhaneg e Galiza.

    Kelennet e vez galizeg er skolioù kentañ derez hag ur gedyezh a bouez eo ar galizeg er skolioù eil derez kerkoulz hag en teir skol-veur zo e Galiza : skol-veur Santiago de Compostela (gant he c’hampus e Lugo), skol-veur A Coruña (gant he c’hampus e Ferrol ha skol-veur Vigo (gant he daou gampus, en Ourense hag e Pontevedra).

    Galiziz vrudet

    Skrivagnerien hag arzourien

    • Castelao, Rianxo (1886-1950), skrivagner, kazetenner ha ludresadenner evit ar gelaouenn Nos.
    • Camilo José Cela, skrivagner ha priz Nobel al lennegezh
    • Ramón María del Valle-Inclán
    • Rosalía de Castro
    • Manuel Curros Enríquez
    • Ignacio Ramonet, Redondela, rener ar gazetenn Monde diplomatique
    • Ramón Chao, skrivagner, kazetenner
    • María Casares Pérez, A Corogne, 1922 - Pariz, 1996 - arzourez
    • Fernando Casado Arambillet, a reer Fernando Rey anezhañ, A Coruña, 1917 - Madrid, 1994 - Aktour
    • Emilia Pardo Bazán
    • Gonzalo Torrente Ballester, Ferrol (1910-1999)
    • Caroline Otero, a reer La Belle Otero anezhi (Ponte Valga, 1868 - Nisa, 1965)
    • Cristina Pato, sonerez
    • Daniel Bellón, soner
    • Anxo Lorenzo, soner
    • Carlos Núñez, soner
    • Susana Seivane, sonerez
    • Alfredo Pirucha
    • Julio Iglesias, zo bet ganet e Madrid, kaner.
    • Juan Pardo, zo bet ganet e Palma de Majorque, kaner.
    • Vicente Risco, skrivagner.
    • Manuel Rivas, skrivagner, bet ganet e 1957 en A Coruña.

    Politikourien

    • Francisco Franco, Ferrol (1892-1975), jeneral ha Penn-ar-Stad (Caudillo de Espana).
    • Pablo Iglesias Posse, Ferrol (1850-1925), diazezour PSOE – Strollad sokialour micherour Spagn hag UGT.
    • Concepción Arenal, Ferrol (1820-1893), unan eus ar maouezed o doa roet lusk d'ar wregelouriezh e Spagn
    • José Calvo Sotelo, Tui (1893-1936) a oa ur politikour spagnol roueelour a bouez a-raok

    brezel diabarzh Spagn.

    • Raúl Alfonsín, prezidant kentañ Arc’hantina [1983-1989]
    • Mariano Rajoy, prezidant Strollad ar Bobl abaoe 2004.
    • Manuel Fraga, bet ministr da vare Franco, unan eus tadoù Bonreizh Spagn 1978, prezidant Kumuniezh emren Galiza etre 1979 ha 2005.
    • Emilio Pérez Touriño, sokialour, prezidant Kumuniezh emren Galiza 2005 - 2009.
    • Loly Bolay, prezidantez Kuzul-meur ar Republik ha kanton Genève 2007.

    Sportourien

    • David Cal, kampion roeñverezh ar bed (C1)
    • Iván Raña, kampion triatlon Europa hag ar Bed
    • Javier Gomez Noya, Beskampion triatlon ar Bed, kampion triatlon Europa. Gounezet eo bet gantañ troiad triatlon Kib ar Bed
    • Óscar Pereiro, reder war varc’h-houarn, bet gounezet gantañ Tro Frañs e 2005

    Bugale Galiza

    « Morse n’eo bet Penn-ar-bed dibenn ar bed evit Galiziz, ar penn a-raok anezhañ ne lavaran ket", gouez da Raúl Alfonsín, prezidant kentañ dilennet Arc’hantina ha mab d’ur Galizad.

    Galiziz a-leizh o deus kuitaet o bro evit mont da Amerika ha da Europa goude, hag un nebeud anezho zo brudet o bugale.

    • Manu Chao, kaner, mab d’ur Galizad (Ramón Chao) ha d’un Euskaradez, zo bet ganet e Pariz.
    • José Doval, a reer José Garcia anezhañ, mab da C’haliziz, zo bet ganet e Pariz. Aktour eo.
    • Gabriel García Márquez, mab-bihan da C’haliziz
    • Bernardino Rivadavia, kentañ prezidant Arc’hantina 1780-1845, kabiten « Tercio de Gallegos » adalek 1807.
    • Pedro Benito Cambón, diazezour San Francisco
    • Jorge Lorenzo, reder war varc'h-tan, mab d’ur Galizad (genidik eus Porto do Son)
    • Fidel Castro, zo bet ganet e Kuba, mab d’ur Galizad genidik eus Lancara. Prezidant Kuba 1959-2008.
    • Niki Lauda, mab-bihan d’ur Galizad (José Lauda Soto) genidik eus Loña do Monte
    • Raúl Alfonsín, bet prezidant Arc’hantina, mab d’ur Galizad genidik eus Ribadumia
    • Nélida Piñón, mec’h da C’haliziz (Brazil)
    • Rubén Blades, mab da C’haliziz (Panama)
    • Ramón Estévez, a reer Martin Sheen anezhañ, mab da C’haliziz genidik eus Parderrubias
    • Adolfo Pérez Esquivel, priz Nobel ar Peoc’h, zo bet ganet e Buenos Aires. Mab da C’haliziz genidik eus Combarro eo.
    • Fernando Caldeiro, a reer Frank Caldeiro anezhañ, astraer gant NASA, zo bet ganet e Buenos Aires. Ur mab-bihan da C’haliziz genidik eus Devesela
    • Luís Vaz de Camões, barzh brasañ Portugal an XVIvet kantved (1524-1580). E Lisboa e vije bet ganet ar barzh-se a vez graet dave d’e oberoù e Portugal. Mab e oa da Simão Vaz de Camões, un denjentil eus ti ar roue hag a oa genidik e familh eus Galiza.
    • Miguel de Cervantes Saavedra, anavezet dreist-holl evit e levr Don Kic’hote, zo Saavedra anv e vamm, a oa genidik eus Galiza.
    • Fernando Torres, footballer spagnol, zo Galizad e dad.
    • Mike Castro de Maria, mab da C’haliziz

    Notennoù

    1. Geriadur Hemon, 1993
    2. p.24 emb. Al Liamm, Sant-Brieg, 1990 — embannadur kentañ e kelaouenn Al Liamm niv.14, 1949
    3. Embannet e niverenn gentañ ar gelaouenn Skrid hag adembannet gant Hor Yezh, 1996
    4. Troidigezh gant Herve ar Bihan, Alan Botrel, Gwendal Denez, Skrid, Mouladurioù Hor Yezh, 2000.

    Lenn ivez

    Pennadoù all

    Liammoù diavaez

    Portal:Spagn
    Porched Spagn
    1981

    Diwar-benn bloavezh 1981 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.

    A Coruña

    A Coruña zo ur gêr hag ur porzh, en arvor hanternoz Galiza, ha kêr-benn Proviñs A Coruña.

    Ames (Galiza)

    Ames zo ur gumun eus Galiza, e proviñs A Coruña. E komark Santiago emañ, hag 11 parrez zo enni.

    Ares (Galiza)

    Ur bajenn Ares (disheñvelout) zo ivez.

    Ares zo ur gumun eus arvor hanternoz Galiza, e proviñs A Coruña, e komark Ferrol, war lez ar ría de Ferrol.

    Cabanas (Galiza)

    Pennadoù Cabana, Cabanas, ha Cabaña zo ivez.

    Cabanas zo ur gumun en hanternoz Galiza, e proviñs A Coruña.

    Cambre (Galiza)

    Ur bajenn disheñvelout Cambre zo ivez.

    Cabanas zo ur gumun eus hanternoz Galiza, e proviñs A Coruña.

    Carballo

    Carballo zo ur gumun eus Galiza, e proviñs A Coruña.

    Culleredo

    Culleredo zo ur gumun eus gwalarn Galiza, e proviñs A Coruña.

    Curtis (Galiza)

    Curtis zo ur gumun eus gwalarn Galiza, e proviñs A Coruña.

    Fisterra

    Fisterra zo ur gumun e Galiza, e Proviñs A Coruña, e komark Fisterra. Enni eo emañ ar beg-douar brudet, Cabo Fisterra.

    Frades (Galiza)

    Frades zo ur gumun eus gwalarn Galiza, e proviñs A Coruña.

    Galizeg

    Ar galizeg, pe galisianeg, eo yezh istorel hag ofisiel Galiza. 4 milion a dud er bed a gomz ar yezh, ha 2.836.527 en Spagn e 2007.

    Gouere

    Seizhvet miz ar bloaz eo Gouere, pe Gouhere, en deiziadur gregorian.

    Paderne

    Paderne zo anv meur a lec'h e Galiza ha Portugal.

    Portugaleg

    Ur yezh romanek eo ar portugaleg ganet diwar distagadur poblek al latin e gwalarn al ledenez iberek da heul donedigezh ar Romaned adal an IIIde kantved kent Jezuz-Krist. Levezonet e voe gant ar pobloù germanek etre ar Vvet hag an VIIIvet kantved goude Jezuz-Krist.

    Gant an XIvet kantved ha penn kentañ ar Reconquista, emled ar gristenien diwar-goust ar vuzulmaned, e teuas ar galizeg-portugaleg da vezañ ur yezh lennegel e norzh Portugal hag e Galiza.

    A-feur m’en em ledas ar gristenien betek ar Su e voe levezonet ar yezh gant an arabeg ivez.

    Daoust d’ar yezh semitek-se bezañ laosket roudoù stank e portugaleg, n’int ket ken niverus hag ar re testeniekaet e spagnoleg. Preizhet e voe Faro (kêr eus rannvro Algarve, e Su Portugal) gant Portugaliz 243 bloaz a-raok Granada gant ar Spagnoled. Tamm-ha-tamm e krogas ar portugaleg d’en em ziforc’hañ diouzh ar galizeg.

    Pellaat a reas c’hoazh gant dizalc’hidigezh Portugal e 1185, argasadenn an Arabed ha drouziwezh ar Gastilhaned tra ma chome Galiza dindan gallout Rouantelezh Kastilha.

    Etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved dreist-holl e voe savet impalaeriezh Portugal en Afrika, Amerika hag en Azia. Mont a reas Bartolomeu Dias, Vasco da Gama, Pedro Álvares Cabral, Fernão de Magalhães (Magellan)... war morioù ar bed. Dont a reas ar portugaleg da vezañ ur genyezh betek Japan.

    A-drugarez da yezherien Brazil dreist-holl eo deuet ar portugaleg da vezañ an 3de yezh europek muiañ komzet goude ar saozneg hag ar spagnoleg hag an 8vet er bed a-bezh, gant ouzhpenn 200 milion a yezherien hiziv an deiz. Yezh ofisiel 8 stad eo : Angola, Brazil, Kab Glas, Ginea-Bissau, Mozambik, Portugal, São Tomé ha Príncipe ha Timor Lorosae.

    Mont a reont d’ober ar Comunidade dos Países de Língua Portuguesa (Kumuniezh ar broioù portugalek) a zo he fal skignañ ar portugaleg ha broudañ an dud d’e zeskiñ. Pinvidik eo al lennegezh portugalek ha niverus eo ar skrivagnerien, e Portugal hag e Brazil dreist-holl.

    Proviñs A Coruña

    Proviñs A Coruña zo unan eus peder froviñs Galiza, hini ar gwalarn, hag A Coruña eo he c'hêr-benn.

    Proviñs Lugo

    Proviñs Lugo zo unan eus peder froviñs Galiza, hini ar biz, ha Lugo eo he c'hêr-benn.

    En hanternoz dezhi emañ ar Meurvor Atlantel. Er c'hornôg emañ proviñs A Coruña, er mervent proviñs Pontevedra, er c'hreisteiz proviñs Ourense.

    Santiago de Compostela

    Santiago de Compostela (e brezhoneg: Sant-Jakez pe Sant-Jalm e Spagn, Kompostell, Sant Jakez a Galis, Sant-Jakez-an-Durkez, Sant-Jakez an Turki, Sant-Jakez a Gompostel, Sant-Jakez-Galile), eo anv kêr-benn Galiza ; enni emañ sez ar gouarnamant, anvet Xunta de Galiza. A-hend-all eo ur gumun eus proviñs A Coruña.

    93 273 a dud a oa o chom enni en 2002.

    Brudet eo ar pirc'hirinerezh da Sant-Jakez an Turki. Eno e vije, hervez ar vojenn, bez an abostol sant Jakez. Er Grennamzer e oa ar brasañ lec'h pirc'hirinañ er bed kristen, war un dro gant Jeruzalem ha Roma.

    Vimianzo

    Vimianzo zo ur gumun eus gwalarn Galiza, e proviñs A Coruña.

    Yezhoù all

    This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
    Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
    Images, videos and audio are available under their respective licenses.