Frañsez Favereau

Frañsez Favereau, pe Francis Favereau hervez e anv ofisiel, ganet d'an 21 a viz Mezheven 1948 en Plelin-Tregavoù (Aodoù-an-Arvor), a zo ur geriadurour, yezhoniour ha skrivagner brezhonek ha gallek.

Pa voe skolveuriet war ar saozneg en 1971 ez eas da lise publik Karaez da gelenn. Goude ez eas da Wengamp da gelenn brezhoneg, eus 1982 da 1989. Kelenner war ar yezh hag al lennegezh vrezhonek, rener an unvez klask "Brezhoneg - Keltieg" en Skol-Veur Breizh-Uhel Roazhon 2 abaoe 2002.

Oberennoù

  • Manifesto ar strollad komunour, troet diwar embannadur saoznek 1888. Preder 114, 1968.
  • Babel & Baragouin : Le breton dans la mondialisation / Les Bretons & leurs langues. Skol Vreizh, 2006
  • Breizh a-vremañ : hor sevenadur, hor yezh, hor breizhadelezh. Skol Vreizh, 2005
  • Bretagne contemporaine : Langue , Culture , Identité , Skol Vreizh, 1993, ademb. 2005
  • Pierre-Jakez Hélias - Bigouden universel
  • Grammaire du breton contemporain - Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ
  • Le bilinguisme précoce en Bretagne, en pays celtiques et en Europe atlantique. Testennoù bodet gant Frañsez Favereau. Aktaoù kollok Plijidi. Klask niv. 5.
  • Littérature et écrivains bretonnants depuis 1945
  • Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, 5vet embannadur, Skol Vreizh, 2000.
  • Geriadur Krenn ar Brezhoneg a-vremañ, emb. 1999
  • Geriadurig ar Brezhoneg a-vremañ, ademb. Skol Vreizh, 2005
  • Celticismes - Les Gaulois et nous, emb. Skol Vreizh, 2017

Romantoù brezhonek

Yezhoniezh

  • Anthologie de la littérature de la langue bretonne au XXème siècle - tome 1, 2 et 3, 2002, 2003 ha 2005, emb. Skol Vreizh
  • Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved - levrenn 1, 2 ha 3, 2002, 2003 ha 2008, emb. Skol Vreizh
  • Breton literature and writers since 1945, 1992 emb. Skol Vreizh
  • Lennegezh ar brezhoneg abaoe 1945, 1991 emb. Skol Vreizh
  • Littérature et écrivains bretonnants, 1991 emb. Skol Vreizh
  • Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ - Grammaire du breton contemporain, 1997 emb. Skol Vreizh

Sokiologiezh

  • Bretagne contemporaine, 2004 emb. Skol Vreizh
  • Breizh a-vremañ, 2004 emb. Skol Vreizh

Dornlevrioù deskiñ

  • Etre dec'h hag arc'hoazh 1987 emb. Skol Vreizh
1997 e Breizh

Kronologiezh vloaziek evit Breizh

1996 e Breizh - 1997 e Breizh - 1998 e Breizh1997 e Breizh

Annaig Renault

Annaig Renault (4 a viz Eost 1946, Neuilly-sur-Seine - 8 a viz Genver 2012, Roazhon) a oa ur skrivagnerez.

Dispartiach

An dispartiach eo ar fed da zispartiañ strolladoù tud hervez o gouenn pe o orin kevredigezhel, pa vefe e-keñver ur gêr, ur rannvro pe ur stad, en un doare kadarnaet pe gouzañvet gant ar stad.

An apartheid a oa bet ur skouer dispartiach gouennel e Suafrika.

E Stadoù-Unanet Amerika e oa bet dispartiach gouennel betek ar bloavezhioù 1960.

Ekliptik

An ekliptik, pe gkelc'hdrova, eo al loc'h hañvalat, gwelet eus an Douar, a zo gant red an Heol war an oabl e-pad ur bloavezh.

Talvezout a rae ivez ar ger evit ar plaen m'emañ ar planedennoù o kelc'htreiñ.

Fañch Morvannou

Fañch Morvannoù (Kloastr-Pleiben, 20 a viz Du 1931 - Brest, 6 a viz Mae 2019) zo bet kelenner war ar brezhoneg, troour, kazetenner ha buruteller lennegezh brezhonek a-raok mont war e leve e 1998. Klask a reas gant e vignoned adkempenn skritur ar brezhoneg e-kerzh ar bloavezhioù 1970.

Galiza

Galiza pe Galisia (a-wezhioù Kalaika pe Kalaikia) zo ur vro en hanternoz da Bortugal, e gwalarn Spagn. Bez' eo unan eus ar broadoù hep stad en Europa.

Galiza zo ur gumuniezh emren gant ur statud a gumuniezh istorel, lec’hiet e gwalarn-pellañ Spagn. Asturiez, Castilla y León, Portugal, ar Meurvor Atlantel ha mor Kantabria zo tro dezhi. 29 574 km2 eo he gorread ha 2 748 695 den a oa o chom enni e 2014.

Galiza zo peder froviñs (provincia e galizeg) enni: A Coruña, Lugo, Ourense ha Pontevedra. Santiago de Compostela eo kêr-benn ar gumuniezh emren.

Goulc'han Kervella

Goulc'han Kervella, ganet d'ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne en ur familh bezhinaerien, zo ul leurenner, ur c'homedian, ur rener strollad c'hoariva hag ur saver pezhioù-c'hoari ha romantoù. Gant e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.

Guy Étienne

Guy Étienne zo bet ganet e 1928, e Sant-Kareg (Breizh-Uhel), ha marvet d'ar 6 a viz Genver 2015 e Kastellin. Anavezet eo evit bout krouet ar gelaouenn Emsav hag an ti-embann Preder. Dindan e anv kefridiel, pe dindan meur a anv-bluenn evel Abanna, Gwion Steven pe Gi Étienne, e skrivas meur a bennad, a c'heriadur hag a varzhoneg. Edo e penn embannadur ar gelaouenn skiantel Lavar a zo he fal krouiñ nevezc'herioù hag emsoñjal a-zivout an arver anezho.

Holloueziadur

Un holloueziadur (pe kelc'hgeriadur) a lavarer e brezhoneg eus ul levr a glasker lakaat muiañ ma c'haller a zeskamant pe gouiziegezh ennañ, diwar-benn danvezioù a bep seurt.

Gellout a ra un holloueziadur bezañ arbennikaet par pled gant un dachenn hepken, da skouer pa ne denn nemet d’ar skiantoù. Alies e vez renket an danvez dre urzh al lizherenneg. E-pad pell eo bet embannet an holloueziadurioù e stumm levrioù. Bremañ en o c’haver ivez enrollet war pladennoù ha muioc'h-muiañ dindan stumm ul lec'hienn war ar Genrouedad.

Koulskoude, daoust d'ar strivoù, met ne c'hell an holloueziadur enklozañ an holl ouiziegezh.

Ivin

Un ivin zo e penn pep biz d'an den ha da loened zo, an olifanted da skouer. Keratin eo danvez pep ivin, evel hini skilfoù loened arall.

Tud zo a chaok o ivinoù e-lec'h o c'hrennañ.

Job Lec'hvien

Job Lec'hvien, bet ganet e Plaeraneg (Goueloù) e 1919 ha marvet e Sant-Brieg d'an 29 a viz Mezheven 2015, a voe ur beleg katolik hag ur skrivagner breizhat.

Korf

Ar c'horf eo an danvez fizikel a ya d'ober ar bevien, pe loened pe tud e vent, hep ober anv eus o fersonelezh, o emzalc'h pe o ene.

Ral eo komz eus korfoù plant pe traezoù ; evit diskouez al lodenn vrasañ anezho e reer a-wechoù.

Marksouriezh

Ar varksouriezh a zo ur meizad politikel, kevredigezhel hag ekonomikel diazezet war mennozhioù Karl Marx ha Friedrich Engels. Diazezet eo war un doare danvezelour da zielfennañ an Istor, un doare daelerezhek da welet ar c'hemmoù sokial hag ur c'hritik eus ar gapitalouriezh. Degas a ra ar meizad-se un damkaniezh ekonomikel varksour, un damkaniezh sokiologel hag un doare da welet ar c'hemmoù sokial en un doare dispac'hel. Kement-se holl en deus bet ul levezon vras war luskadoù sokialour ar bed a-bezh. Mennozh pennañ ar varksouriezh eo “stourm ar renkadoù”. Gant ar gapitalouriezh e vez perc'hennet an araezioù produiñ gant ur bihanniver (ar vourc'hizien) tra ma vez produet an traoù gant ur muiañniver ledan, ar proletariat. Hervez kelennadurezh ar varksouriezh e teufe ar c'hemmoù sokial diwar ar stourm etre ar renkadoù pa'z eus keneberezh etrezo. Hervez an dezrannerezh marksour e vez mac'homet ar proletariat gant ar gapitalourien, ha diwar-se e rank genel dispac'h ar proletariat.

Planedenn (kelaouenn)

Evit sterioù all ar ger "planedenn" gwelet Planedenn (disheñvelout).Planedenn a oa ur gazetenn lennegel savet en diskaramzer 1979, diwar obererezh Skol Vreizh hag Ar Falz, hag a rae gant an doare-skrivañ etrerannyezhel.

Renet eo bet gant Per Honore, Paolig Kombod ha Fañch Morvannou.

Embannet e voe an niverenn diwezhañ (niverenn 34) en diskar-amzer 1997.

E-touez ar pennadoù e kaver reoù lennegel (Yann Gerven ha Frañsez Favereau), notennoù lec'hanvadurezh (gant Albert Deshayes), enklaskoù, embannadurioù skridoù kozh, pennadoù sokiologiezh (ul lodenn eus enklaskoù Mikael Madeg diwar-benn implij ar brezhoneg en tiegezhioù, da skouer), troidigezhioù ha kement zo...

Plelin-Tregavoù

Ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor eo Plelin-Tregavoù (Pleslin-Trigavou an anv gallek ofisiel).

Roparz Hemon

Roparz Hemon eo anv-pluenn Louis-Paul Nemo hag a oa ur skrivagner brezhon, bet ganet e Brest d'an 18 a viz Du 1900, hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e Dulenn (Iwerzhon). E labour zo fonnus ha bet eo bet barzh, dramaour, embanner, geriadurour, kelaouennour, kazetenner skingomz, kelenner, romantour, troour ha yezhour.

Roparz Hemon zo gwelet evel skrivagner meur an XXvet kantved, "an hini en deus graet ar muiañ evit ar brezhoneg en ugentved kantved" hervez Remont ar Porzh. Ali eo al lod vrasañ eus ar vurutellerion war al lennegezh vrezhonek evel Abeozen, Fañch Morvannou, Youenn Olier, Yann-Ber Piriou pe Lukian Raoul.Skrivañ a reas e-doug muioc'h eget hanter-kant vloaz, adalek deroù ar bloavezhioù 1920 betek ar bloavezhioù 1970. Pleustriñ a reas kement doare skrid a zo en ur sevel oberennoù barzhoniel, c'hoariva, komz-plaen, skridvarnerezh, troidigezhioù... Ur gouizieg war ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek e voe ivez.

Gouestlañ a reas e vuhez a-bezh d'ar brezhoneg ha meur a ziskibl en deus bet.

Skrivagnerien vrezhonek

Dastumet e vo amañ anvioù ar skrivagnerien vrezhonek a vo savet pennadoù diwar o fenn tamm ha tamm.

Yvon Gourmelon

Yvon Gourmelon (Yann Gerven e anv-pluenn), bet ganet e Plougastell-Daoulaz d'an 20 a viz Eost 1946, a zo ur skrivagner brezhonek (danevelloù, romantoù), hag ur yezhoniour brezhonek (notennoù yezh) a vez pedet da gemer perzh e stajoù war ar brezhoneg. Bet en doa ar Priz Langleiz e 1986 evit ar romant Brestiz o vreskenn.

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.