Fene

Fene zo ur gumun eus gwalarn Galiza, e proviñs A Coruña, war lez ar Ría de Ferrol‎ .

Situacion Fene
Sede pelec'h emañ Fene, e Galiza

Parrezioù

Sede parrezioù ar gumun:

Correlingua

Correlingua a zo un obererezh kaset da-benn a-hed ar bloaz hag a echu gant ur redadeg vroadel vras da-geñver Día das Letras Galegas (" Devezh al Lizhiri Galizek ") lidet d'ar 17 a viz Mae.

Tremen a ra dre dek kêr disheñvel eus Galiza (Fene, Santiago de Compostela, Viveiro, Lugo, Ourense, A Guarda, Vigo, Vilagarcía, A Coruña, Pontevedra e 2007) ha dibabet e vez gant pep hini anezhe un den meur brudet (war dachenn an arzoù, ar sevenadur, ar sportoù h.a.) hag anavaezet dre e labour difenn ar yezh da zougen ar vazh ha gantañ/i e vez lennet ar manifest aet ar maout gantañ er genskrivadeg kaset da-benn er skolioù dre ar vro a-bezh a-hed ar bloaz.

Kenaozet e vez correlingua gant ar Asociación Socio-Pedagóxica Galega ("Kevredigezh Sokiapedagogel Galizek"), CIG-Ensino (skourr deskadurezh ar sindikad broadelour Confederación Intersindical Galega, d.l.e. "Kengevread Etresindikadel Galiza), A Mesa pola Normalización Lingüística ("Burev evit Normalizadur ar Yezh"), skipailhoù normalizadur yezhel (equipos de normalización lingüística) ar skolioù eil ha kentañ-derez ha tiez-kêr Santiago de Compostela, Lugo, Vigo ha Pontevedra.

Lidet e oa bet ar Correlingua war al live broadel evit ar 6vet wezh e 2007 ma kemeras perzh er redadeg tro-dro da 40.000 bugel en holl[1].

Ría de Ares

Ar Ría de Pontedeume, pe Ría de Ares, eo anv aber ar stêr Eume, e proviñs A Coruña, e hanternoz Galiza.

War he lez emañ kumunioù Ares, Cabañas, Pontedeume ha Fene, ha porzhig Redes.

Unan eus ar Rías Medias eo.

Ría de Ferrol

Ar Ría de Ferrol zo un aber e Galiza zo unan eus ar Rías Altas, en proviñs A Coruña, e Galiza. En-dro dezhi emañ kumnioù Ferrol, Narón, Neda, Fene, Mugardos hag Ares.

Enni emañ aber ar stêr Jubia.

Stêrioù Galiza

Sed amañ ur roll eus stêrioù Galiza.

Galiza | Proviñs A Coruña
Situacion Provincia da Coruña

Yezhoù all

This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
Images, videos and audio are available under their respective licenses.