Europa ar C'hornaoueg

Location-Europe-UNsubregions, Kosovo as part of Serbia
Stadoù Europa hervez kodadur stadegel Aozadur ar Broadoù Unanet :
  • ██ Europa an Norzh
  • ██ Europa ar C'hornôg
  • ██ Europa ar Reter
  • ██ Europa ar Su
  • Ar Pemp

    Ar Pemp, anvet ivez ar Strolladig Galloudus (могучая кучка Mogoutchaya Koutchkya), a oa ur strollad sonerien eus Rusia a oa en em vodet e Sankt Peterbourg e dibenn an XIXvet kantved. O fal a oa ober sonerezh levezonet gant an hengoun rusian ha distag diouzh levezon sonerezh Europa ar C'hornaoueg. E-barzh ar strollad-se e oa:

    Miliy Balakirev (1837-1910), ar rener eus ar strollad

    Aleksandr Borodin (1833-1887)

    Tsezar Kyoui (1835-1918)

    Modest Mousorgskiy (1839-1881)

    Nikolay Rimskiy-Korsakov (1844-1908)

    Asirianed

    Tennañ a ra ar pennad-mañ d'an Asirianed, ur bobl aramaeger ha kristen. Evit bro gozh Asour (en Henamzer), sellit ouzh : Asiria.

    An Asirianed (aramaeg: ܐܬܘܪ̈ܝܐ Āṯurāyē), a vez graet Arameaned, Kaldeaned pe Siriaked anezho ivez, a zo ur bobl pe ur genel hag a oa diazezet e darnoù 'zo eus ar riezoù a-vremañ: Iran, Iraq, Liban, Siria. Da heul heskinadegoù ha gouennlazhadegoù an XXvet kantved e oa tec'het kuit an hanter eus an Asirianed hag aet da vevañ er C'haokaz, e Norzhamerika hag en Europa ar C'hornaoueg.

    War-dro ur milion hanter a zo anezho. Ober a reont gant yezhoù nevez-aramaek, ha kristenien int.

    Beneluks

    Ar Beneluks (pe Benelux) a zo un unaniezh stadoù etre Belgia, Nederland (an Izelvroioù) ha Luksembourg, teir bro amezek eus Europa ar C'hornaoueg, anezho-holl monarkiezhioù parlamantel. Ur gwreskanv eo, savet diwar penn kentañ stummoù anvioù an teir bro-se : BELGIË/BELGIQUE/BELGIEN - NEDERLAND – LUXEMB(O)URG. Un unvaniezh valtoutel e oa da gentañ, lakaet e pleustr d'ar 1añ a viz Genver 1948.

    Enez Rodos

    Enez Rodos pe Rodez (Ρόδος Ródos e gresianeg, Rodos ivez e turkeg) zo un enezenn C'hresian e Mor Egea.

    Emañ e gevred Dodekanesa, lec'hiet 17,7 km a-vaez da Durkia, etre Gres ha Kiprenez.

    E 2011 e konted 115 490 a dud o chom enni.

    Europa (kevandir)

    Ur c'hevandir eo Europa, hervez lod ne vefe nemet un iskevandir eus an hollad brasoc'h a vez graet Eurazia anezhañ.

    Europa ar C'hreiz

    Europa ar C'hreiz, pe Kreizeuropa, pe c'hoazh Kreiz-Europa, a zo ur rannved eus kevandir Europa etre Europa ar C'hornaoueg hag Europa ar Reter. Gwall cheñch-dicheñch eo bevennoù ar re-mañ avat. N'eo ket kemeret e kont gant Aozadur ar Broadoù Unanet evit e stadegoù (na ra nemet gant Europa an Norzh, Europa ar Reter, Europa ar Su hag Europa ar C'hornaoueg), met deuet eo diouzh ar c'hiz en-dro abaoe m'eo aet da get ar gael houarn e deroù ar bloavezhioù 1990. A-raok e oa rannet strizh ar c'hevandir gant Europa ar Reter (a heulie strizh an URSS), hag Europa ar C'hornaoueg (a oa dre vras eus tu an Amerikaned), ha rannet e oa Kreiz ar c'hevandir dre an hanter.

    Gwenaerezh

    Gwenaerezh a reer eus un doare hemolc'h hengounel ma reder — war varc'h peurliesañ — war-lerc'h ul loen gouez da heul ur bagad-kon-red betek ma vefe tapet ha lazhet al loen diviet.

    Perzh dibar an hengoun-se eo ez eo ar c'hon hag a gas an hemolc'h, an dud war o lerc'h. Evel ar falc'hunerezh hag an hemolc'h danzouar gant furiged, ar c'hon a ra pep tra : o sterniañ hag o skoazellañ a ra ar wenaerien, hep gallout erlec'hiañ outo. Bondoug ar c'hon enep hini al loen gouez eo danvez ar gwenaerezh.

    Arabat eo droukveskañ ar gwenaerezh gant ar falc'hunerezh, ma hemolc'her dre laboused-preizh, ha gant an haboerezh hag a zo un ensavadur bet krouet e 813 gant Karl Veur evit diouennañ ar bleizi dre drapoù hag armoù.

    "Gwenaerezh meur" (grande vénerie) a reer eus ur bagad-kon hag a red war-lerc'h bronneged bras : demmed (Dama dama), hoc'h-gouez (Sus scrofa), kirvi ruz (Cervus elaphus), yourc'hed (Capreolus capreolus).

    "Gwenaerezh bihan" (petite vénerie) a reer pa hemolc'her broc'hed, gedon, lern.

    "Akipaj" (équipage) a reer eus un aozadur hag a zo perc'henn war un tiriad gouestlet d'an hemolc'h, gant ur bagad-kon hag ur skipailh gwenaerien.

    Kantved ar Sklêrijenn

    Kantved ar Sklêrijenn, Kantved ar Sklêrijennadur, Mare ar Sklêrijenn, Oadvezh ar Sklêrijenn a reer eus an XVIIIvet kantved en Europa ar C'hornaoueg abalamour d'al luskad speredel en em ledas eno da neuze. E Bro-C'hall hag e Breizh-Veur e voe diazezet al luskad-se da gentañ, gant prederourien evel René Descartes ha Denis Diderot. Gant Diderot ha Jean Le Rond d'Alembert e voe ledet spered ar Sklêrijenn dre an Encyclopédie, un oberenn holloueziadurel savet gant prederourien digor o spered hag embannet a-dammoù adalek 1751 betek 1772.

    E-touez ar mennozhioù pennañ kaset war-raok gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar gredenn er poell, e poellegezh an dud. Evito e oa gouest an holl dud da soñjal ha ne oa ket ret d'an dud krediñ e mennozhioù zo abalamour ma oant brudet gant an Iliz katolik pe ar roue. Fellout a rae dezho sklêrijennañ ar speredoù eta, dre studiañ aozadur ar gevredigezh hep kaout raksoñjoù.

    E-touez ar mennozhioù all displeget gant prederourien ar Sklêrijenn e oa ar soñj e oa ret doujañ da vennozhioù ar re all, hag ar gredenn e vez renet gwelloc'h ar Stad pa vez an holl dud o kenlabourat evit he sevel, n'eus forzh petra e vije o dere. Neuze e veze lavaret ganto e tlefed lemel o dreistwirioù digant an noblañs.

    Dañjerus e oa an holl soñjoù-se evit an dud er galloud eta, setu perak e tremenas lod eus ar brederourien-se pennadoù amzer en toull-bac'h pe en harlu.

    Gant ar mennozhioù-se e voe awenet an dud a gasas war-raok an Dispac'h gall e 1789 hag ar re a embannas Disklêriadur dishualded Stadoù Unanet Amerika e 1776. E broioù all ivez en em ledas levezon ar Sklêrijenn ha renerien Stadoù zo a zegasas kemmoù brazik d'o gouarnamant daoust ma virjont ar galloud evito o-unan. E-touez ar renerien Stadoù a c'haller lavaret diwar o fenn e voent sklêrijennet edo Katelin Veur e Rusia, Frederig Veur e Prusia ha Gustav III e Sveden.

    Mare ar Sklêrijenn a zeuas war e lerc'h kealioù a-bouez evel ar frankiz, an demokratelezh ha gwirioù mab-den.

    Koulm c'hlas

    Ar goulm c'hlas (liester : koulmed glas) a zo ur spesad evned, Columba oenas an anv skiantel anezhañ.

    Anvet e voe Columba Oenas da gentañ-penn (e 1758) gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).

    Lenn Veur

    Ul lenn vras er c'hreisteiz d'al Liger e Bro-Naoned eo al Lenn Veur (galleg: Grand-Lieu er vro; Lac de Grand-Lieu stumm lennek).

    Kemm-digemm eo gorread al Lenn Veur : 62,92 km², met etre 35 km² en hañv ha betek 65 km² er goañv.

    Bas eo al lenn, pa 'z eo 1,60 m he donder keitat, 4 m d'an donañ.

    Pinvidik eo an natur eno, koulz e-keñver al loened hag ar plant. Ur mirva naturel zo eno ivez, a zo meret gant hemolc'herien. Lenn vrasañ Breizh eo a-bell, hag unan eus lennoù brasañ plaenennoù Europa ar C'hornaoueg.

    Loren

    Loren (Lothringen en alamaneg, Lothringe e frankoneg Loren, Loutrengen e luksembourgeg, Lorraine e galleg, Lotharingen e nederlandeg) a zo ur vro istorel eus Europa ar C'hornaoueg, ganet diwar:

    Lotharingiahag he deus roet

    Dugelezh Loren, ul lodenn anezhi, a badas eus 959 da 1766.

    Distrig Loren, Bezirk Lothringen, anv departamant ar Moselle etre 1871 ha 1919, pa oa ul lodenn eus Alamagn

    Loren, ur rannvro eus Republik Frañs, abaoe kreiz an XXvet kantved

    Opera buffa

    An opera buffa zo un doare c'hoarigan italian savet en un doare fentus. Ganet eo e kêr Napoli e deroù an XVIIIvet kantved, hag alese e tiorroas e Roma hag e hanternoz Italia kent tizhout Europa ar C'hornaoueg.

    Gant Joseph Haydn (1732–1809), Mozart (1756–1791), Rossini (1792–1868), Donizetti (1797–1848), Jacques Offenbach (1819–1880) ha re all e voe savet sonerezh da vagañ an opera buffa.

    Springald

    Ur springald, eus an alamaneg springen "lammat", a oa ur mekanik brezel evit ar sezizoù. Evel un arbalastr bras e oa, staliet war ur gwele pe war rodoù, da vannañ biroù, mein pe tan gresian.

    Kentañ gwech ma voe skeudennet e voe en XIvet kantved en un dornskrid bizantat ; en Europa ar C'hornaoueg e voe ret gortoz fin an XIIvet kantved ha penn-kentañ an XIIIvet kantved evit gwelet an arm-se war an tachennoù brezel.Treset e voe an arm-se diwar skouer ar vangounell a veze implijet gant ar Romaned. Lod skouerioù studiadennoù zo bet treset gant Leonardo da Vinci, d'ar mare ma oa o tresañ kanolioù dre boultr.

    Strelleg pavioù gwer

    Ar strelleg pavioù gwer, pe strelleg chilper, a zo un evn hirc'harek, Tringa nebularia an anv skiantel anezhañ.

    Tennañ a ra ar griadenn a vez taolet gantañ da hini ul labous-ki o chilpat.

    Torosad Arvorig

    Torosad Arvorig a zo un torosad douarouriezhel herkinian e penn kornaoueg Europa. Ennañ emañ Breizh a-bezh hag ivez lodennoù eus kornaoueg Bro-C'hall. Al lec'h uhelañ eo Monts des Avaloirs (417m) e departamant ar Mezven. 65 000 km² eo hollad an torosad.

    Yezhoù all

    This page is based on a Wikipedia article written by authors (here).
    Text is available under the CC BY-SA 3.0 license; additional terms may apply.
    Images, videos and audio are available under their respective licenses.